Bibl/Levr ken̄ta Samuel, a c’halvomp Levr ken̄ta ar Rouéed
1. Béz’ é oé eunn dén eûz a Ramataim-Sofim, war vénez Éfraim, hanvet Elkana, mâb Jéroham, mâb Éliu, mâb Tohu, mâb Suf, Éfratéad :
2. Diou c’hrég en dôa, unan hanvet Anna, hag ébén Fénenna. Bugalé é dôa Fénenna, hôgen Anna n’é dôa két a vugalé.
3. Ann dén-zé a biñé eûz hé géar d’ann deisiou merket, évid azeûli Aotrou ann arméou, hag évit kenniga sakrifisou d’ézhan̄ é Silo. Ann daou vâb Héli, Ofni ha Finéez a oa énô béleien ann Aotrou.
4. Eunn deiz éta é kennigaz Elkana eur sakrifiz, hag é rôaz lôdennou anézhan̄ da Fénenna hé c’hrég ha d’hé holl vipien ha merc’hed :
5. Hôgen na rôaz néméd eul lôden da Anna, hag hén̄ trist, ô véza ma karé anézhi. Hôgen ann Aotrou en dôa serret hé c’hôv dézhi.
6. Fénenna, hé c’héférérez, a c’hlac’haré ivé anézhi hag hé en̄krézé stard, bété rébecha d’ézhi pénaoz en dôa ann Aotrou serret hé c’hôv d’ézhi.
7. Ével-sé é réa bép ploaz, pa oa deûet ann amzer da biña da dempl ann Aotrou ; hag ével-sé é heskiné anézhi. Hôgen Anna a wélé ha na géméré két a voéd.
8. Neûzé Elkana, hé ozac’h, a lavaraz d’ézhi : Anna, pérâg é wélez-té ? Ha pérâk na zébrez-té két ? Ha pérâg ef-hi glac’haret da galoun ? Ha n’ounn két gwelloc’h did égét dék mâb ?
9. Hôgen Anna a zavaz goudé béza débret hag évet é Silo : hag Héli, ar Belek-brâz, ô véza azézet war hé gador dirâk dôr templ ann Aotrou ;
10. Hag Anna péhini a oa leûn hé c’haloun a c’houervder, a bédaz ann Aotrou, enn eur wéla dourek ;
11. Hâg hî a réaz eur gwéstl, ô lavarout : Aotrou ann arméou, mar sellez out glac’har da vatez, ha ma éc’h eûz sonch ac’hanoun, ha ma na an̄kounac’héez két da vatez, ha ma rôez d’as sklavez eur paotr, é rôinn anézhan̄ d’ann Aotrou holl zeisiou hé vuez, hag ann aoten n’az ai két war hé benn.
12. Hôgen ô véza ma pédé-hî kaer dirâg ann Aotrou, é c’hoarvézaz pénaoz Héli a évéséé oud hé génou.
13. Hôgen Anna a gomzé enn hé c’haloun, hag hé muzellou hép-kén a fin̄vé, hép ma kléved gér é-béd. Héli a vennaz éta pénaoz é oa mézô hî ;
14. Hag é lavaraz d’ézhi : Bété pégeit é vézi-dé mézô ? Kéa da leûzkel eunn nébeût ar gwin a zô enn-oud.
15. Hag Anna a lavaraz d’ézhan̄ : A-néb-hen̄t, va Aotrou : râg eur c’hrég reûzeûdik-brâz ounn, ha n’em eûz évet na gwin na nétrâ a gémen̄d a helfé mézvi ; hôgen skuḻet em eûz va éné dirâg ann Aotrou.
16. Na gred két é vé da vatez ével unan eûz a verc’hed Bélial : râg gan̄d ann direizded eûz va doan hag eûz va glac’har eo em eûz komzet bétég-henn.
17. Neûzé Héli a lavaraz d’ézhi : Kéa é péoc’h : ha ra rôi d’id Doué Israel ar péz éc’h eûz goulennet digan̄t-han̄.
18. Hag hî a lavaraz : A-ioul é kavché da vatez trugarez dirâk da zaou-lagad. Hag ar c’hrég a iéaz enn hé hen̄t ; dibri a réaz, ha na oé mui gwén̄vet hé dremm ével ken̄t.
19. Sével a réjon̄t diouc’h ar min̄tin hag éc’h azeûlchon̄t ann Aotrou ; distrei a réjon̄t hag é teûjon̄t d’hô zi é Ramata. Hôgen Elkana a iéaz da gaout hé c’hrég, hag ann Aotrou en dôé sonch anézhi.
20. A-benn eunn nébeûd amzer goudé, Anna a en̄géhen̄taz hag a c’hanaz eur mâb, a c’halvaz Samuel, ô véza ma é dôa hé c’houlennet digan̄d ann Aotrou.
21. Hôgen Elkana hé ozac’h a biñaz gan̄d hé holl dûd évit kenniga d’ann Aotrou ann hostiv a lîd hag hé wéstl ;
22. Hag Anna n’az éaz két, râg hî a lavaraz d’hé ozac’h : N’az inn két kén na vézô dizounet ar bugel, ha na zouginn anézhan̄, évid hé genniga dirâg ann Aotrou, ha ma choumô énô bépréd.
23. Hag Elkana hé ozac’h a lavaraz d’ézhi : Grâ ével ma kavi mâd, ha choum bété m’az pézô hé zizounet ; ha mé a béd ann Aotrou ma sévénô hé c’hér. Choum a réaz éta ar c’hrég, hag é vagaz hé mâb, bété ma vé dizounet gan̄t-hi.
24. Ha pa é dôé hé zizounet, é kasaz anézhan̄ gan̄t-hî, gan̄t tri leûé, tri boézellad bleûd hag eul léstrad gwîn ; hag é kasaz hé mâb da dî ann Aotrou é Silo. Hôgen ar bugel a oa c’hoaz bihanik.
25. Hag hî a lazaz eul leûé, hag a zigasaz ar bugel da Héli.
26. Hag Anna a lavaraz : Mé az péd, va aotrou, da grédi pénaoz, ével mar d-eo béô da éné, ez ounn ar vaouez-zé éc’h eûz gwélet aman̄ ô pédi ann Aotrou.
27. Evid ar bugel-man̄ é pédenn anézhan̄, hag ann Aotrou en deûz rôet d’in ar péz a c’houlennenn.
28. Râk-se em eûz hé wéstlet d’ann Aotrou keit ha ma vézô béô. Hag hî a azeûlaz énô ann Aotrou. Hag Anna a bédaz, hag a lavaraz :
1. En em laouénéet eo va c’haloun enn Aotrou, ha va galloud a zô savet em Doué : digoret eo va génou war va énébourien, ô véza ma ounn en em laouénéet enn da zilvidigez.
2. Neûz két a zan̄t evel ann Aotrou, râk n’eûz hini néméd-oud, ha n’eo hini kré ével hon Doué.
3. Na greskit két hô komsiou dichek, oc’h en em fougéa : na zeûet két al lavariou kôz eûz hô kénou : râk Doué ar wiziégez eo ann Aotrou, hag hén̄ a en̄klask-piz ar ménosiou.
4. Gwareg ar ré gré a zo bét torret, hag ar ré wân a zô bét gourizet a ners.
5. Ar ré a oa leûn a-raok, a zô en em lékéat é gôpr évit kaout bara : hag ar ré hô dôa naoun hô deûz bét hô gwalc’h ; kén n’é deûz bét ann hini-bréc’han̄ kalz a vugalé, ha n’eo deûet da véza gwân ann hini é dôa kalz a vugalé.
6. Ann Aotrou eo a lam hag a rô ar vuez, a gâs d’ann ifernou hag a denn anézhô.
7. Ann Aotrou eo a ra ar paour hag ar pinvidik ; hen eo a izéla hag a uchéla.
8. Lakaad a ra da zével ann ézommek eûz ar poultr, hag é tenn ar paour eûz ann teil, évid hé lakaad da azéza gan̄d ar brin̄sed, ha rei d’ézhan̄ eunn tron a c’hloar : râg aélou ann douar a zô d’ann Aotrou, hag hén̄ eo en deûz lékéat ar béd war-n-ézhô.
9. Treid hé zen̄t a ziwallô, hag ar ré fallagr a davô enn dévalien ; râk na grévai két ann dén gan̄d hé ners hé-unan.
10. Enébourien ann Aotrou a skrijô dira-z-han̄. Hag hén̄ a lakai ar gurun da straka war-n-ézhô eûz ann en̄v : ann Aotrou a varnô pennou vrâz ann douar ; ar véli a rôi d’hé roué, hag é savô galloud hé Grist.
11. Hag Elkana a zistrôaz d’hé dî é Ramata : hag ar bugel a zerviché ann Aotrou dirâg Héli ar Bélek-brâz.
12. Hôgen mipien Héli, a oa bugalé Bélial, ha na anavézen̄t két ann Aotrou,
13. Na karg ar véléien é-kén̄ver ar bobl : râk pa lazé unan-bennâg eur viktim, paotr ar béleg a zeûé, en̄dra ma poazed ar c’hik, hag é talc’hé eur forc’hik tri-bézek enn hé zourn ;
14. Hag é lékéé anézhi er gaoter, pé er billik, pé er pôd-houarn, pé er pôd-pri : ha kémen̄d a zavé ar forc’hik, é kéméré ar bélek évit-han̄. Ével-sé é réan̄t d’ar ré holl eûz a Israel a zeûé da Zilo.
15. Abarz ma oa dévet al lard, é teûé ivé paotr ar bélek hag é lavaré d’ann hini a gennigé ar viktim : Rô d’in kîk, évit ma hé likiinn da boaza évid ar bélek : râk na gémérinn két digan-éz kîk poaz, hôgen kîk krîz.
16. Hag ann hini a gennigé ar viktim a lavaré : Ra vézô dévet hiriô da-gen̄ta al lard hervez ar c’hiz, ha kémer évid-oud kémen̄d ha ma kiri. Hag ar paotr a lavaré d’ézhan̄ : Nann ; bréma é rôi, anéz é kémérinn dré ners.
17. Hag ével-sé péc’hed ar baotred-zé a oa brâz-meûrbed dirâg ann Aotrou, ô véza ma tistrôen̄t ann dûd eûz a sakrifiz ann Aotrou.
18. Hôgen ar bugel Samuel a zerviché dirâg ann Aotrou, hag hén̄ gourizet gan̄d eunn éfod lin.
19. Hag hé vamm a réa dézhan̄ eur zaé, a zougé d’ézhan̄ d’ann deisiou lid, pa biñé gan̄d hé ozac’h évit kenniga ann hostiv liduz.
20. Hag Héli a vennigaz Elkana hag hé c’hrég, hag é lavaraz dézhan̄ : Ra rôi d’id ann Aotrou hâd eûz ar c’hrég-zé évid ar gwéstl éc’h eûz gréat d’ann Aotrou. Hag hî a zistrôaz d’hô c’héar.
21. Hag ann Aotrou a vizitaz Anna, hag hî a en̄géhen̄taz, hag a c’hanaz tri mâb ha diou verc’h : hag ar bugel Samuel a zeûaz da véza brâz dirâg ann Aotrou.
22. Hôgen Héli a oa kôz-brâz, hag hén̄ a glevaz kémen̄d a réa hé vipien é-kén̄ver Israel holl ; ha pénaoz éz éan̄t da gouska gan̄d ar merc’hed a évéséé oud dôr ann tabernakl.
23. Hag hén̄ a lavaraz dézhô : Pérâg é rît-hu ann traou-zé a glevann da lavarout gan̄d ar bobl holl, traou eûz ar ré wasa ?
24. Na rît mui kémen̄t-sé, va mipien : râk né két eur vrud vâd a glevann, pénaoz é likîd pobl ann Aotrou da derri hé c’hourc’hémennou.
25. Mar péc’h eunn dén a-énep eunn dén, é hell Doué béza habaskéet enn hé gén̄ver : hôgen mar péc’h eunn dén a-énep ann Aotrou, piou a bédô évit-han̄ ? Hag hî na glevchon̄t két mouéz hô zâd ; ô véza ma fellé d’ann Aotrou hô lakaad da vervel.
26. Hôgen ar bugeï Samuel a grévéé hag a greské, hag a blijé da Zoué kerkouls ha d’ann dûd.
27. Koulskoudé eunn dén Doué a zeûaz da gavout Héli, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Ha n’ounn két en em ziskouézet splann da dî da dâd, pa édon̄t enn Éjipt é tî Faraon ?
28. Hag hé zilennet em eûz é-kreiz holl vreûriézou Israel évit béza da vélek din, évit ma piñché oud ann aoter, ma tevché ézan̄s d’in ha ma tougché ann éfod dira-z-oun : ha rôed em eûz da dî da dâd lôd eûz a holl sakrifisou bugalé Israel.
29. Pérâg hoc’h eûs-hu distolet a daoliou treid va viktim hag ann traou em eûz gourc’hémennet da genniga d’in enn templ. Hag hoc’h eûz-hu énoret hô mipien dreist-oun, ô tibri gan̄t-hô ann tammou ken̄ta eûz a sakrifisou Israel, va fobl ?
30. Râk-sé é lavar ann Aotrou, Doué Israel : Lavaret hag aslavaret em eûz pénaoz da dî ha tî da dâd a zervichfé dira-z-oun da-vikenn ; hôgen bréma, émé ann Aotrou, éma pell kémen̄t-sé diouz-in : râk néb a énorô ac’hanonn, éc’h énorinn anézhan̄ ; ha néb a zisprizô ac’hanoun, é tisprizinn anézhan̄.
31. Chétu é teûi eunn amzer, é péhini é trouc’hinn da vréac’h, ha bréac’h tî da dâd, évit na vézô dén kôz é-bed enn da dî.
32. Ha té a wélô da géférer enn templ, é holl eûr-vâd Israel : ha na vézô bikenn mui a zén kôz enn da dî.
33. Koulskoudé na bellainn két a-grenn ar ré holl eûz da wenn diouc’h va aoter : hôgen lakaad a rinn da zaoulagad da den̄valaat ha da galoun da zizéc’ha : hag al lôd brâz eûz da dî a varvô pa vezin̄t deûet d’ann oad a zén.
34. Hag ar péz a vézô da arouéz d’id, eo ar péz a c’hoarvézô gan̄d da zaou vâb, Ofni ha Finéez : enn eunn hévélep deiz é varvin̄t hô-daou.
35. Ha mé a lakai da zével d’in eur bélek féal, péhini a rai hervez va c’haloun hag hervez va éné : ha mé a zavô d’ézhan̄ eunn ti féal, hag hén̄ a gerzô bépréd dirâk va C’hrist.
36. Hôgen c’hoarvézoud a rai pénaoz néb a choumô eûz da dî, a zeûi évit ma vézô pédet évit-han̄ ; hag hén̄ a gennigô eur péz arc’han̄t hag eunn dors vara, hag é lavarô : Rô d’in, mé az péd, lôd ar bélek (T), évit ma tebrinn eur génaouad bara.
1. Hôgen ar bugel Samuel a zerviché ann Aotrou dirâg Héli ; ha gér ann Aotrou a oa talvouduz-brâz enn deisiou-zé, ha na oa két a wélédigez anat.
2. C’hoarvézout a réaz eunn deiz, pénaoz Héli a oa kousket enn hé léac’h ; hag hé zaoulagad a oa deûet da dévalaat, ha na hellé két gwélout :
3. Abarz ma oa mouget kleûzeur Doué, é kouské Samuel é templ ann Aotrou, el léac’h ma édô arc’h-Doué :
4. Hag ann Aotrou a c’halvaz Samuel. Hag hén̄ a lavaraz : Chétu mé.
5. Hag hén̄ a rédaz étrézég Héli, hag a lavaraz : Chétu mé : râk va galvet éc’h eûz. Hag Héli a lavaraz : n’em eûz két da c’halvet : distrô, ha kousk. Ha Samuel a iéaz-kuît hag a gouskaz.
6. Hag ann Aotrou a c’halvaz adarré Samuel. Ha Samuel, ô véza savet, a iéaz étrézég Héli, hag a lavaraz : Chétu mé ; râk va galvet éc’h eûz. Hag Héli a lavaraz : N’em eûz két da c’halvet, va mâb : distrô, ha kousk.
7. Hôgen Samuel na anavézé két c’hoaz ann Aotrou, ha gér ann Aotrou né oa két bét c’hoaz disklériet d’ézhan̄.
8. Hag ann Aotrou a c’halvaz adarré Samuel eunn trédé gwéach. Hag hén̄ ô véza savet, a iéaz etrézég Héli,
9. Hag a lavaraz : Chétu mé ; râk va galvet éc’h eûz. Héli a anavézaz neûzé pénaoz en dôa ann Aotrou galvet ar bugel ; hag é lavaraz da Zamuel : Kéa, ha kousk : ha mar da c’halveur c’hoaz eur wéach, é liviri : Komz, Aotrou ; râk da zervicher a zélaou. Samuel a iéaz éta hag a gouskaz enn hé léac’h.
10. Hag ann Aotrou a zeûaz, a zavaz hag a c’halvaz ével m’en dôa galvet ken̄t : Samuel, Samuel. Ha Samuel a lavaraz : Komz Aotrou ; râk da zervicher a zélaou.
11. Hag ann Aotrou a lavaraz da Zamuel : Chétu éz ann da ôber eunn dra enn Israel ha piou-bennâg hé c’hlevô, é voudô hé ziskouarn d’ézhan̄.
12. Ober a rinn enn deiz-zé, a-énep Héli hag a-énep hé dî, kémen̄d em eûz lavaret (T) : déraoui ha peûr-ôber a rinn.
13. Râk diouganet em eûz d’ézhan̄ pénaoz é varnchenn hé dî da-vikenn, enn abek d’hé fallagriez ; râk pétrâ-bennâg ma wié pénaoz hé vipien en em wall-réné, n’en deûz két hô c’hastizet.
14. Râk-sé em eûz touet da dî Héli, pénaoz na vézô bikenn gwalc’het fallagriez hé dî gan̄t viktimou na gan̄t rôou.
15. Hôgen Samuel a gouskaz bétég ar min̄tin hag é tigoraz dôriou tî ann Aotrou. Ha na grédé két Samuel rei da anaout hé wélédigez da Héli.
16. Héli éta a c’halvaz Samuel, hag a lavaraz : Samuel, va mâb. Hag hén̄ a lavaraz : Chétu mé.
17. Hag Héli a c’houlennaz digan̄t-han̄ : Pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou d’id ? N’hér c’hûz két ouz-in, mé az péd. Ra rai kémen̄t-sé d’id ha kémen̄d all ouch-penn, mar kuzez ouz-in gér é béd eûz ar ré a zô bét lavaret d’id.
18. Samuel éta a lavaraz pép-trâ d’ézhan̄, ha na guzaz nétrâ out-han̄. Hag Héli a lavaraz : Ann Aotrou eo : ra rai ar péz a vézô mâd dirâg hé zaoulagad.
19. Hôgen Samuel a greské ; hag ann Aotrou a oa gan̄t-han̄, hag hini eûz hé c’heriou na gouézaz d’ann douar.
20. Hag Israel holl a anavézaz, adalek Dan bété Bersabéé, pénaoz Samuel a oa eur profed féal d’ann Aotrou.
21. Ann Aotrou en em ziskouézaz adarré é Silo, râg é Silo eo é oa en em ziskouézet ann Aotrou da Zamuel hervez gér ann Aotrou. Hag ar péz en dôa lavaret Samuel da Israel holl a oé sévénet.
1. Enn deisiou-zé ar Filistined en em zastumaz évid brézélékaat : ha bugalé Israel a ziarbennaz ar Filistined évid stourmi out-hô ; hag ar ré-man̄ a steñaz hô c’hamp léz Méan ar skoazel : hag ar Filistined a zeûaz da Afek,
2. Hag a reizaz hô armé a-éneb Israel. Hôgen pa zéraouaz ann emgann, Israel a drôaz hé gein d’ar Filistined ; hag hî ô véza en em skiñet dré ar parkeier, é oé lazet enn emgann-zé war-drô pévar mil dén.
3. Hag ar bobl a zistrôaz d’ar c’hamp : hag hénaoured Israel a lavaraz : Pérâg en deûz ann Aotrou skôet gan-é-omp hiriô dirâg ar Filistined ? Digasomb aman̄ eûz a Zilo arc’h kévrédigez ann Aotrou, ha deûet enn hor c’hreiz, évit ma tennô ac’hanomp eûz a zaouarn hon énébourien.
4. Ar bobl a gasaz éta tûd da Zilo, hag é oé digaset ac’hanô arc’h kévrédigez Aotrou ann arméou azézet war ar gérubined : ha daou vâb Héli, Ofni ha Finéez, a oa gan̄d arc’h kévrédigez Doué.
5. Ha pa oé deûet arc’h kévrédigez ann Aotrou er c’hamp, Israel holl en em lékéaz da iuda gan̄d eur garm brâz, hag ann douar a zassonaz.
6. Ha pa glévaz ar Filistined ann trouz-zé, é léverchon̄t : Pétrâ eo ann trouz brâz-zé é kamp ann Hébréed ? Hag hî a glévaz pénaoz arc’h ann Aotrou a oa deûet er c’hamp.
7. Hag ar Filistined ho dôé aoun, hag a lavaraz : Deûed eo Doué er c’hamp-zé. Hag hî a geinvanaz, ô lavarout :
8. Gwâ ni ; râk né oa két eul lévénez ker brâz déac’h na derc’hen̄t : gwâ nî. Piou a dennô ac’hanomp eûz a zourn ann douéed ker galloudek-zé ? Ann Douéed-zé eo hô deûz skôet gan̄d eur gouli ker brâz ann Éjiptianed enn distrô.
9. En em grévait, Filistined, ha bézit tûd kalounek ; gan̄d aoun na zeûjac’h da véza sklaved d’ann Hébréed, ével ma in̄t bét sklaved d’é-hoc’h : en em grévait, ha brézélékait.
10. Ar Filistined éta a iéaz d’ann emgann, hag Israel a oé tréc’het ; ha pép-hini anézhô a dec’haz étrézég hé delt. Ha brâz-meûrbéd é oé al lazérez, râk kouéza a réaz eûz a Israel trégon̄t mil dén war droad.
11. Hag arc’h Doué a oé kéméret ; ha daou vâb Héli, Ofni ha Finèez, a varvaz.
12. Hôgen eunn dén eûz a Ven̄jamin ô tirédeg eûz ann armé, a zeûaz enn deiz-zé da Zilo, hag hén̄ roget hé ziḻad, ha gôlôet hé benn a boultr.
13. Ha pa zeûaz hé-man̄, Héli a oa azézet war hé gador a oa trôet oud ann hen̄t ; râg hé galoun a oa leûn a aoun évid arc’h Doué. Hôgen pa oé deûet ann dén-zé é kéar, ha pa en dôé rôet ar c’helou, holl géar eo em lékéaz da c’harmi.
14. Hag Héli ô klévout trouz ar garm, a lavaraz : Pétrâ eo ann trouz brâz-zé a glevann ? Hag ann dén-zé a zeûaz buhan hag a rôaz ar c’hélou da Héli.
15. Hôgen Héli en dôa triouec’h bloaz ha pévar-ugen̄t ; hé zaoulagad a oa tévaléet, ha na hellé két gwélout.
16. Hag ann dén a lavaraz da Héli : Mé eo a zeû eûz ann emgann, mé eo a zô tec’het hiriô eûz ann armé. Hag Héli a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a zô c’hoarvézet, va mâb ?
17. Hag ann dén en dôa digaset ar c’helou a lavaraz : Israel en deûz tec’het dirâg ar Filistined, hag eul lazérez brâz a zô bét gréat é-touez ar bobl : hag ouch-penn, da zaou vâb, Ofni ha Finéez, a zô marô ; hag arc’h Doué a zô kéméret.
18. Ha pa en dôé hé-man̄ hanvet arc’h Doue, Héli a gouézaz eûz hé gador a-c’houen hé gorf é-tâl ann ôr, hag ô véza torret hé c’houzoug, é varvaz. Kôz é oa hag hir-hoalet ; hag hén̄ en dôa barnet Israel é-pâd daou-ugen̄t vloaz.
19. Hôgen hé verc’h-kaer, grég Finéez, a oa brazez ha daré da c’houilioudi : ha pa glévaz pénaoz é oa kéméret arc’h Doué, hag é oa marô hé zâd-kaer hag hé ozac’h, é stouaz hag é c’houilioudaz : râg ar gwen̄trou a oa kroget enn-hi enn-eunn-taol.
20. Hôgen pa édô hî daré da vervel, ar gragez a oa war hé zrô a lavaraz d’ézhi : N’az péz két a aoun, râg eur mâb éc’h eûz ganet : hag hi na lavaraz nétrâ, ha na réaz vân é-béd.
21. Hag hî a c’halvaz ar bugel Ichabod, ô lavarout : Tennet eo ar c’hloar eûz a Israel, ô véza ma eo bét kéméret arc’h Doué, hag enn abek d’hé zâd-kaer ha d’hé ozac’h ;
22. Hag hî a lavaraz : Tennet eo ar c’hloar eûz a Israel, ô véza ma eo bét kéméret arc’h Doué.
1.Hôgen ar Filistined a géméraz arc’h Doué hag a zigasaz anézhi eûz al léac’h hanvet Méan ar skoazel da Azot.
2. Ar Filistined a géméraz arc’h Doué hag a zigasaz anézhi é templ Dagon, hag a lékéaz anézhi é-kichen Dagon.
3. An̄trônôz ann Azotied ô véza savet da c’houlou-deiz, a gavaz Dagon kouézet d’ann douar war hé c’hénou dirâg arc’h ann Aotrou, hag hî a géméraz Dagon, hag a lékéaz anézhan̄ adarré el léac’h ma’z édô.
4. An̄trônôz ô véza savet adarré diouc’h ar min̄tin, é kavchon̄t Dagon kouézet d’ann douar war hé c’hénou dirâg arc’h ann Aotrou. Hôgen penn Dagon hag hé zaouarn, péré a oa trouc’het, a oa war dreuzou ann ôr :
5. Na oa chonmet eûz a Zagon néméd ar c’horf el léac’h ma’z édô. Râk-sé eo béleien Dagon hag ar ré holl a ia enn hé démpl é Azot, na valéon̄t két bétég-henn war dreûzou ann ôr.
6. Hôgen dourn ann Aotrou a bounéraaz war ann Azotied, hag hén̄ a wastaz anézhô, hag a skôaz ar ré eûz a géar hag ar ré diwar ar méaz el léac’h kuzet eûz hô c’horf. Holl vourc’hiou hag holl barkéier ar vrô-zé a varvaz gan̄d ann niver brâz a razed a zeûaz enn-hô ; hag eur verven̄ti vrâz a oé gwélet é kéar.
7. Ann Azotied ô wélout ar gouli-zé, a lavaraz : Na choumet két arc’h Doué Israel enn hor c’hreiz ; râk kaled eo hé zourn war-n-omp, ha war Zagon hon Doué.
8. Hag hî a strollaz holl brin̄sed ar Filistined, hag a lavaraz d’ézhô : Pétrâ a raimp-nl eûz a arc’h Doué Israel ? Ha tûd Gét a lavaraz : Ra vézô kaset arc’h Doué Israel trô-war-drô. Hag hî a gasaz arc’h Doué Israel trô-war-drô.
9. Hôgen pa zougen̄t anézhi trô-war-drô, dourn ann Aotrou en em astenné war ar c’heriou holl gan̄d eul lazérez brâz-meûrbéd : hag hén̄ a skoaz gan̄d holl oazed ar c’heriou-zé, adaleg ar bihana bétég ar brasa, hag hô bouzellou ô tidarza a zeûé da vreina. Tûd Get a géméraz kuzul ann eil gan̄d égilé hag a réaz évit-hô kadoriou krec’hin.
10. Kâs a réjon̄d éta ann arc’h da Akkaron. Ha pa oé deûet ann arc’h da Akkaron, ann Akkaronied en em lékéaz da c’harmi ha da lavarout : Digaset hô deûz d’é-omp arc’h Doué Israel évit ma hol lazô nî hag hor bobl.
11. Neûzé é zastumchon̄t holl brin̄sed ar Filistined, péré a lavaraz d’ézhô : Kasit-kuît arc’h Doué Israel, ma tistrôi d’hé léac’h, ha na lazô mui nî hag hor bobl.
12. Râk spoun̄t ar marô a oa en em skiñet dré ann holl c’heriou, ha dourn Doué en em bounéréa kalz war-n-ézhô. Ann dûd péré na varven̄t két a oé skôet el léac’h kuzet eûz hô c’horf ; ha garm pép kéar a biñé bétég ann én̄v.
1. Arc’h ann Aotrou a oa bét seiz miz é brô ar Filistined.
2. Hag ar Fiiistined a c’halvaz ar véleien hag ann diouganerien, hag a lavaraz d’ézhô : Pétrâ a raimp-ni eûz a arc’h ann Aotrou ? Diskouezit d’é-omp pénaoz é kasimp anézhi adarré d’hé léac’h. Hag hî a lavaraz :
3. Mar kasit-kuît arc’h Doué Israel, n’hé c’hasit két goullô ; hôgen rôit ar péz a dléit d’ézhan̄ évid hô péc’hed, ha neûzé é iac’héot ; hag é wiot pérâk na zistrô két hé zourn diwar-n-hoc’h.
4. Hag hî a lavaraz : Pétrâ a dléomp-ni da rei d’ézhan̄ évid hor péc’hed ? Hag ar ré all a lavaraz :
5. Grît pemp réor aour ha pemp raz aour, hervez ann niver eûz a brovin̄sou ar Filistined ; râg eunn hévélep gouli a zô deûet war-n-hoc’h holl ha war hô prin̄sed. Obér a réod éta skeûdennou hô réoriou, ha skeûdennou ar razed hô deûz gwastet hô touar ; hag é rôot gloar da Zoué Israel, ha martézé é tennô hé zourn diwar-n-hoc’h, diwar hô touéed ha diwar hô touar.
6. Pérâg é pounérait-hu hô kalounou, ével ann Éjiptianed, hag ével ma pounéraaz Faraon hé galoun ? Goudé ma oa bét skôet, ha n’hô c’hasaz két kuît, ha n’hô lézaz két da von̄t ?
7. Kémérid éta bréma eur c’harr a vézô bét gréat névez gan-é-hoc’h : ha sternit oud ar c’harr diou vioc’h alet, war béré n’eo két bét lékéat ar iéô ken̄t, ha dalc’hit hô leûéou enn tî.
8. Kémérid arc’h ann Aotrou, ha likit-hi war ar c’harr, ha goudé béza lékéat enn eunn tû anézhan̄ enn eur skrin, ar skeûdennou aour hô pézô kenniget évid hô péc’hed, list-hi da von̄t.
9. Ha likid évez : Mar pîñ dré ann hen̄t a ia d’hé vrô hé-unan étrézé Betsamez, eo hén̄ en deûz gréat d’é-omp ann drouk brâz-zé : ha ma né d-â két dî, é wézimp pénaoz né két hé zourn en deûz skôet gan-é-omp, hôgen ma eo c’hoarvézet kémen̄t-sé dré zarvoud.
10. Ar ré-man̄ a réaz éta enn doaré-zé : hag ô kémérout diou vioc’h ô vaga hô léuéou gan̄t hô léaz, é sternchon̄t anézhô oud ar c’harr, hag é talc’hon̄t al leûéou enn tî :
11. Hag é lékéjon̄t arc’h Doué war ar c’harr, hag ar skrîn é péhini édô ar razed aour ha skeûdennou ar réoriou.
12. Hôgen ann diou vioc’h a iéaz râg-éeun, dré ann hen̄t a gâs da Vetsamez ; hag hî a iéa a zoug hô chamm, enn eur gerzout hag enn eur vléja ; ha na drôen̄t nag a zéou nag a gleiz : ha prin̄sed ar Filistined a iéaz war hô lerc’h bétég harzou Betsamez.
13. Hôgen tûd Betsamez a védé ar gwiniz enn draon̄ien : hag ô véza savet hô daoulagad é wélchon̄t ann arc’h, hag en em laouénéchon̄t oc’h hé gwélout.
14. Hag ar c’harr a zeûaz é park Jozué ar Betsamit, hag a choumaz énô. Hôgen béz’ éz oa énô eur méan brâz. Hag hî ô véza trouc’het a dammou koat ar c’harr, a lékéaz war-n-ézhan̄ ann diou vioc’h évit kenniga ar sakrifiz-losk d’ann Aotrou.
15. Hôgen al Lévited a ziskennaz arc’h Doué, hag ar skrîn a oa enn hé c’hichen, é péhini édô ar skeûdennou aour, hag é lékéjon̄t anézhô war ar méan brâz. Hag ar Vetsamited a gennigaz enn deiz-zé sakrifisou-losk ha viktimou d’ann Aotrou.
16. Hag ar pemp prin̄s ar Filistined, goudé béza gwélet kémen̄t-sé a zistrôaz da Akkaron enn deiz-zé.
17. Chétu aman̄ ar réoriou aour a gennigaz ar Filistined évid hô féc’hed : Azot unan, Gaza unan, Askalon unan, Gét unan, Akkaron unan :
18. Ha razed aour hervez ann niver eûz a geriou ar Filistined, er pemp provin̄s, adaleg ar c’heriou muriet bétég ar bourc’hiou divur, ha bétég ar méan brâz Abel, war béhini hô dôa lékéat arc’h ann Aotrou, hag a zô c’hoaz hiriô é park Jozué ar Betsamit.
19. Hôgen ann Aotrou a skôaz war dûd Betsamez, ô véza m’hô dôa sellet oud arc’h ann Aotrou ; skei a réaz war zék dén ha tri-ugen̄t eûz ar ré-vrâz, ha war han̄ter-kan̄t mil dén eûz ar ré vihan eûz ar bobl. Hag ar bobl a wélaz, ô véza m’en dôa ann Aotrou skôet gan̄t-hô gan̄d eur gouli ker brâz.
20. Ha tûd Betsamez a lavaraz : Piou a hellô choum enn hé zâ dirâg ann Aotrou-zé, ann Doué san̄t-zé ? Hag é tî péhini ac’hanomp é piñô-hén̄ ?
21. Hag hî a gasaz kannaded étrézé tûd Kariatiarim évit lavarout d’ézhô : Ar Filistined hô deûz digaset arc’h ann Aotrou, diskennit, ha kasit-hi gan-é-hoc’h.
1. Tûd Kariatiarim a zeûaz éta hag a zigasaz gan̄t-hô arc’h ann Aotrou, hag a lékéaz anézhi é tî Abinadab é Gabaa. Hag hî a wéstlaz Éléazar, hé vâb, évit mirout arc’h ann Aotrou.
2. Kalz a amzer a ioa abaoé ma édô arc’h ann Aotrou é Kariatiarim (râg ugen̄t vloaz a ioa dijâ), hag holl di Israel a éhané oc’h heûlia ann Aotrou.
3. Neûzé Samuel a gomzaz oud holl di lsrael, ô lavarout : Mar tistrôit oud ann Aotrou a greiz hô kaloun, tennit eûz hô kreiz ann douéed a-ziavéaz, Baalim hag Astarot ; hag aozit hô kalounou d’ann Aotrou, ha na zervichit némét-han̄ ; hag hén̄ a zennô ac’hanoc’h eûz a zaouarn ar Filistined.
4. Bugalé Israel a zistolaz éta Baalim hag Astarot, hag a zervichaz ann Aotrou hép kén.
5. Ha Samuel a lavaraz : Strollit Israel holl é Masfat, évit ma pédinn ann Aotrou évid-hoc’h.
6. Hag hî en em zastumaz é Masfat : tenna a réjon̄t dour a skuḻchon̄t dirâg ann Aotrou ; hag hî a iunaz enn deiz-zé, hag a lavaraz énô : Péc’het hon eûz a-eneb ann Aotrou. Ha Samuel a varnaz bugalé Israel é Masfat.
7. Ha pa glevaz ar Filistined pénaoz é oa strollet bugale Israel é Masfat, prin̄sed ar Filistined a biñaz a-énep Israel. Ha pa glévaz bugalé Israel kémen̄t-sé, hô dôé aoun râg ar Filistined :
8. Hag é léverchon̄t da Zamuel : Na ehan két da c’harmi évid-omp étrézég ann Aotrou hon Doué, évit ma tennô ac’hanomp eûz a zaouarn ar Filistined.
9. Ha Samuel a géméraz eunn oan-léaz, hag a gennigaz anézhan̄ krenn d’ann Aotrou : ha Samuel a c’harmaz oud aon Aotrou évid Israel, hag ann Aotrou a zélaouaz out-han̄.
10. Hôgen en̄dra ma kennigé Samuel hé sakrifiz-losk, ar Filistined a zeûé d’ann emgann a-énep Israel : ann Aotrou a lekéaz da straka he gurun gan̄d eunn trouz brâz war ar Filistined enn deiz zé ; hag hén̄ a spoun̄taz-meûrbéd anézhô, hag hô zréc’haz dirâg Israel.
11. Ha tûd Israel ô véza éat er-méaz eûz a Vasfat, a iéaz war lerc’h ar Filistined, hag a skôaz gan̄t-hô bétég eul léac’h a oa dindân Betkar.
12. Ha Samuel a géméraz eur méan, hag a lékéaz anézhan̄ étré Masfat ha Sen. Hag hén̄ a c’halvaz al léac’h-zé Méan ar skoazel ; hag hén̄ a lavaraz : Bétég aman̄ en deûz ann Aotrou hor skoazellet.
13. Hag ar Filistined a oé izéléet, ha na grédchon̄t mui don̄t war zouarou Israel. Ha dourn ann Aotrou a oé savet war ar Filistined é holl zéisiou Samuel.
14. Hag ar c’heriou a oa bét kéméret gan̄d ar Filistined war Israel, adalek Akkaron bété Get, a oé rôet adarré da Israel gan̄d hô harzou. Ével-sé é tennaz Israel eûz a zaouarn ar Filistined ; ha péoc’h a oé étré Israel hag ann Amorréed.
15. Ha Samuel a varnaz Israel é holl zeisiou hé vuez.
16. Ober a réa eunn drô bép ploaz da Vétel, ha da C’halgala, ha da Vasfat, hag hén̄ a varné Israel enn holl lec’hiou-zé.
17. Hag hén̄ a zistrôé da Ramata ; râg énô édô hé dî ; hag énô ivé é varné Israel : hag énô ivé é savaz eunn aoter d’ann Aotrou.
1. Hôgen pa oé deûet Samuel da gôsaat, é lékéaz hé vipien da varnerien war Israel.
2. Hé vâp-héna a oa hanvet Joel, hag ann eil a oa hanvet Abia ; hag hî a oa barnerien é Bersabéé.
3. Ha na gerzaz két hé vipien enn hé hen̄chou ; hôgen en em rei a réjon̄t d’ar bizoni, rôou a zigémerchon̄t ha barniou fall a réjon̄t.
4. Neûzé holl hénaoured Israel en em zastumaz hag a zeûaz da gavout Samuel é Ramata.
5. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu oud deûet da véza kôz, ha da vipien na gerzon̄t két enn da hen̄chou : laka eur roué war-n-omp, évit ma varnô ac’hanomp, ével ma hô deûz ann holl vrôadou.
6. Ar goulenn-zé né oé ket kavet mâd gan̄t Samuel, ô véza m’hô dôa lavaret : Rô d’é-omp eur roué, évit ma varnô ac’hanomp. Ha Samuel a bédaz ann Aotrou.
7. Hag ann Aotrou a lavaraz da Zamuel : Sélaou mouéz ar bobl é kémen̄d a lévéron̄t d’id ; râk né két té hô deûz distolet, hôgen mé eo, évit na réninn két war-n-ézhô.
8. Ével-sé hô deûz gréat bépréd, abaoé ann deiz é péhini em eûz hô zennet eûz ann Éjipt bétég-henn : ével ma hô deûz va dilézet, ha ma hô deûz servichet douéed a ziavéaz, ével-sé é réon̄t ivé d’id.
9. Hôgen bréma sélaou hô mouéz : koulskoudé lavar d’ézhô ha diougan d’ézhô gwîr ar roué a dlé hô réna.
10. Ha Samuel a rôaz da anaout holl c’heriou ann Aotrou d’ar bobl en dôa goulennet eur roué digan̄t-han̄,
11. Hag é lavaraz : Chétu aman̄ gwîr ar roué a rénô war-n-hoc’h : kéméroud a rai hô mipien, hag é lakai anézhô oud hé girri ; marc’heien a rai anézhô, hag hô lakai da rédek a-raog hé girri.
12. Hô lakaad a rai da villénerien ha da gan̄ténerien, ha da ara hé barkou, ha da védi hé édou, ha da ôber hé armou hag hé girri.
13. Eûz hô merc’hed é rai ivé hé louzaouérézed, hag hé géginérézed, hag hé varaérézed.
14. Kéméroud a rai ivé ar gwella eûz hô parkou, eûz hô kwiniennou, hag eûz hô kwéz-olived, hag é rôi anézhô d’hé zervicherien.
15. Déogi a rai war hoc’h édou, ha war hô kwiniennou, évit rei d’hé spazéien ha d’hé vévellou.
16. Kéméroud a rai ivé hô mévellou, hag hô mitisien, hag hô tûd-iaouan̄k ar ré gréva, hag hoc’h azéned, hag hô lakai da laboura évit-han̄.
17. Déogi a rai ivé hô tén̄ved, ha c’houi a vézô da sklaved d’ézhan̄.
18. Hag enn deiz-zé é c’harmot a-éneb hô roué hô pézô dilennet : hag ann Aotrou na zélaouô két ac’hanoc’h enn deiz-zé, ô véza ma eo c’houi hoc’h eûz goulennet eur roué.
19. Hôgen ar bobl na fellaz két d’ézhan̄ sélaoui mouéz Samuel hag é léverchon̄t : Nann ; râg eur roué a vezô war-n-omp ;
20. Ha nî a vézô ével ann holl vrôadou : hag hor roué a varnô ac’hanomp, hag a iélô enn hor raok, hag a stourmô évid-omp enn hor brézéliou.
21. Ha Samuel a glévaz holl c’heriou ar bobl, hag hô rôaz da anaout d’ann Aotrou.
22. Hôgen ann Aotrou a lavaraz da Zamuel : Sélaou hô mouéz, ha laka eur roué war-n-ézhô. Ha Samuel a lavaraz da dûd Israel : Distrôet pép-hini d’hé géar.
1. Béz’ éz oa eunn dén eûz a Ven̄jamin hanvet Kis, mâb Abiel, mâb Séror, mâb Béc’horat, mâb Afia, mâb eunn dén eûz a Jémini, kré ha galloudek.
2. Eur mâb en dôa hanvet Saül, dén kaer ha klôk : ha na oa hini é-touez bugalé Israel gwelloc’h égét-han̄ ; adalek hé ziskoaz é oa uc’héloc’h égéd ann holl bobl.
3. Hôgen azénézed Kis, tâd Saül, a oa dian̄ket, ha Kis a lavaraz da Zaül hé vâb : Kémer gan-éz unan eûz ar baotred, saô ha kéa da glask ann azénézed. Tréménout a réjon̄t dré vénez Éfraim,
4. Ha dré vrô Salisa, ha n’hô c’hefchon̄t két ; tréménout a réjon̄t ivé dré vrô Salim, ha né oan̄t két énô ; ha dré vrô Jémini, ha n’hô chefchon̄t két.
5. Hôgen pa oen̄t deûet da vrô Suf, Saül a lavaraz d’ar paotr a oa gan̄t-han̄ : Deûz ha distrôomp, gan̄d aoun n’en défé va zâd gréat dilez eûz ann azénézed, ha na ve nec’het diwar hor penn.
6. Hag ar paotr a lavaraz d’ézhan̄ ; Chétu eur gear é péhini éz eûz eunn dén Doué, eunn dén brudet-brâz : kémen̄d a lavar, a c’hoarvez héb arvar : déomp dî bréman̄ : martézé é sklériô ac’hanomp war ann abek évit péhini omp deûet.
7. Ha Saül a lavaraz d’hé baotr : Déomp dî ; hôgen pétrâ a gasimp-nî d’ann dén Doué ? N’eûz ked a vara enn hor seier : ha n’hon eûz nag arc’han̄t, na nétrâ all é-béd da rei d’ann dén Doué.
8. Hag ar paotr a gomzaz c’hoaz out Saül, ô lavarout : Chétu em eûz kavet dindân va dourn ar bevaré lôden eûz a eur sikl arc’han̄t : rôomp-hi d’ann dén Doué, évit ma rôi da anaout d’é-omp hon hen̄t.
9. (Gwéchall enn Israel kémen̄d hini a iéa da c’houlenn kuzul digan̄d Doué a lavaré : Deûit, ha déomp da gavout ar Gwéler. Râk néb a c’halveur hiriô Profed a oa galvet gwéchall Gwéler.)
10. Ha Saül a lavaraz d’hé baotr : Mâd-meûrbéd eo ar péz a lévérez. Deûz, déomp, hag hî a iéaz er géar é péhini édô ann dén Doué.
11. Ha pa biñen̄t dré zaô kéar, é kefchon̄t plac’hed-iaouan̄k péré a zeûé er-méaz évit tenna dour ; hag hî a lavaraz d’ézhô : Hag aman̄ éma ar Gwéler :
12. Hag ar plac’hed a lavaraz d’ézhô : Éma aman̄, chétu hén̄ enn hô raok ; hastit affô, rak deûet eo hiriô é kéar, ô véza ma kennig hiriô ar bobl eur sakrifiz war al léac’h uc’hel.
13. P’az éot é kéar, her c’héfot râk-tâl abarz ma biñô d’al léac’h uc’hel évid dibri ; rag ar bobl na zebrô két kén na vézô deûet-hén̄, ô véza ma eo hén̄ eo a vennig ann hostiv ; ha neûzé ar ré a zô galvet a zebr. Piñid éta bréma, rag hé gavout a réot hiriô.
14. Hag hî a biñaz da géar. Ha pa valéen̄t é-kreiz kéar, é wélchon̄t Samuel a zeûé étrézég enn-hô évit piña d’al léac’h uc’hel.
15. Hôgen ann Aotrou en dôa komzet out skouarn Samuel ann deiz ken̄t ma oa deûet Saül, ô lavarout :
16. War-c’hoaz d’ann heur-man̄ é kasinn d’id eunn dén eûz a vrô Ben̄jamin, hag é éoḻi anézhan̄ da roué war va fobl a Israel : hag hén̄ a zieûbô va fobl eûz a zaouarn ar Filistined ; ô véza ma em eûz sellet out va bobl, ha ma eo deûet hô garm bétég enn-oun.
17. Ha pa en dôé Samuel gwélet Saül, ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu ann dén eûz a béhini em eûz komzet d’id ; hen-nez eo a rénô war va fobl.
18. Neûzé Saül a dôstaaz out Samuel é-kreiz ann ôr, hag a lavaraz : Lavar d’in, mé az péd, péléac’h éma tî ar Gwéler.
19. Ha Samuel a lavaraz da Zaül : Mé eo ar Gwéler : pîñ em raok d’al léac’h uc’hel, évit ma tebri hiriô gan-én̄, ha war-c’hoaz vin̄tin az lézinn da von̄t ; ha mé a zisklériô d’id kémen̄d a zô enn da galoun.
20. Hag e-kén̄ver ann azénézed a zô bét dian̄ket tri deiz zô, na véz két néc’het gan̄t-hô, râk kavet in̄t. Ha da biou é vézô ar gwella holl é Israel, ma n’eo két d’id ha da holl di da dâd ?
21. Ha Saül a respoun̄taz hag a lavaraz : Ha n’ounn két mé mâb Jémini, eûz ann distéra eûz a vreûriézou Israel, ha va ziad né d-eo két ann divéza eûz a holl diadou breûriez Ben̄jamin ? Pérâg éta é komzez-té ével-sé ouz-in ?
22. Ha Samuel a géméraz Saül hag hé baotr, hag a gasaz anézhan̄ er zâl-zibri, hag a lékéaz anézhô er penn uc’héla eûz ar banvézerien ; war-drô trégon̄t dén é oa anézhô.
23. Ha Samuel a lavaraz d’ar c’héginer : Rô ann tamm em eûz rôet d’id, hag em eûz lavaret d’id da virout.
21. Neûzé ar c’héginer a géméraz eur skoaz hag hé lékéaz dirâk Saül. Ha Samuel a lavaraz : Chétu ar péz a zô choumet ; laka hén̄ dira-z-oud, ha debr : râg hé viret em eûz a-zévri évid-oud, pa em eûz galvet ar bobl. Ha Saül a zébraz enn deiz-zé gant Samuel.
25. Hag hî a ziskennaz eûz al léac’h uc’hel da géar, ha Samuel a gomzaz gan̄t Saül war lein ann tî. Ha Saül a steñaz eur gwélé war ann tî hag a gouskaz énô.
26. Hag ô véza savet diouc’h ar min̄tin, ha pa darzé ann deiz, Samuel a c’halvaz Saül war lein ann tî, ô lavarout : Saô, m’az kasinn-kuît, ha Saül a zavaz ; hag hî a iéaz hô-daou er-méaz, da lavaroud eo, hén̄ ha Samuel.
27. Ha pa ziskennen̄t el léac’h izéla eûz a géar, Samuel a lavaraz da Zaül : Lavar d’ar paotr mon̄d enn hor raok ha mon̄d é-biou : hôgen té, choum eunn nébeut, évit ma rôinn d’id gér ann Aotrou.
1. Hôgen Samuel a géméraz eur fiolen éôl, a skuḻaz war benn Saül, hag hén̄ a bokaz d’ézhan̄, hag a lavaraz : Chétu ann Aotrou en deûz da éôliet da brin̄s war hé zigwéz, ha té a dennô hé bobl eûz a zaouarn hé énébourien a zô war hé drô. Hag ann dra-man̄ a vézô da arouéz d’id, ma en deûz ann Aotrou da éôliet da brin̄s.
2. P’az î kuît hiriô diouz-in, é kavi daou zén é kichen béz Rachel, é harzou Ben̄jamin, war-zû ar c’hrésteiz, péré a lavarô d’id : Ann azénézed é oaz éat da glask a zô kavet : ha n’éma mui préder da dâd war hé azénézéd, hôgen néc’het eo diwar hô penn, hag é lavar : Pétrâ a rinn-mé é-kén̄ver va mâb ?
3. Ha pa vézi éat ac’hanô, hag éz î é-biou évid don̄t da zerven Tabor, en em gavô ganéz énô tri zén a biñô étrézé Doué é Bétel, hag unan anézhô a zougô tri menn gavr, hag eunn all teir zorz vara ; hag eunn all eur voutaḻad gwîn.
4. Ha goudé m’hô dévézô da zaludet, é rôin̄t d’id daou vara ; ha té hô c’hémérô eûz hô daouarn.
5. Goudé-zé é teûi da draon̄ien Doué, é péléac’h éz eûz eur gward Filistined. Ha pa vézi éat é kéar, en em gavi gan̄d eur van̄den proféded a ziskennô eûz al léac’h uc’hel, hag enn hô raok lirennou, ha taboulinou, ha sutellou, ha télennou, hag hî ô tiougani.
6. Ha spered ann Aotrou en em daolo war-n-oud, hag é tiougani gan̄t-hô, hag é vézi trôet enn eunn dén all.
7. Pa vézô éta c’hoarvézet ann holl arouésiou-zé gan-éz, grâ kémen̄d en em gavô da ôber, râg ann Aotrou a zô gan-éz.
8. Ha té a ziskennô em raok da C’halgala (rak mé a ziskennô d’az kavout) évit ma kennigi eur sakrifiz, ha ma lazi viktimou a béoc’h : é-pâd seiz dervez é c’hortozi ac’hanoun, kén na zeûinn d’az kavout ha na ziskouézinn d’id pétrâ a dléi da ôber.
9. Kerken̄t éta ha ma trôaz Saül hé gein évit mon̄t kuit diouc’h Samuel, Doué a rôaz d’ézhan̄ eur galoun all, hag ann holl arouésiou-zé a c’hoarvézaz gan̄t-han̄ enn deiz-zé.
10. Pa oen̄t deûet d’ar gréc’hien a oa bét merket d’ézhan̄, énô e kavchon̄t eur van̄den proféded. Ha spéred ann Aotrou en em daolaz war-n-ézhan̄, hag hén̄ a ziouganaz enn hô c’hreiz.
11. Hôgen ar ré holl péré hô dôa hé anavézet né oa két pell, ô wélout pénaoz édô gan̄d ar broféded hag é tiougané, a lavaré ann eil d’égilé : Pétrâ a zô c’hoarvézet gan̄d mâb Kîs ? Hag é-touez ar broféded éma Saül ?
12. Ha ré all a lavaré d’ézhô : Ha piou eo hô zâd-hi ? Râk-sé é oé trôet é lavar-gôlôet : hag é-touez ar broféded éma Saül ?
13. Hôgen paouéza a réaz da ziougani, hag é teûaz d’al léac’h uc’hel.
14. Hag éon̄tr Saül a lavaraz d’ézhan̄ ha d’hé baotr : Péléac’h oc’h-hu bét ? Hag hî a lavaraz : Da glask ann azénézed : hag ô véza n’hô c’havemp két, omp deûet da gavout Samuel.
15. Hag hé éon̄tr a lavaraz d’ézhan̄ : Lavar d’in pétrâ en deûz lavaret Samuel d’id.
16. Ha Saül a lavaraz d’hé éon̄tr : Lavaret en deûz d’é-omp pénaoz é oa kavet ann azénézed. Hôgen na lavaraz két d’ézhan̄ ar péz en dôa lavaret Samuel diwar-benn ar garg a roué.
17. Ha Samuel a strollaz ar bobl dirâg ann Aotrou é Hasfa :
18. Hag é lavaraz da vugalé Israel : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué Israei : Mé eo em eûz tennet Israel eûz ann Éjipt, hag em eûz hô tieûbet eûz a zaouarn ann Éjiptianed, hag eûz a zaouarn ann holl rouéed a c’hlac’haré ac’hanoc’h.
19. Hôgen c’houi hiriô hoc’h eûz distolet hô Toué, péhini hép-kén en deûz hô tennet eûz hoc’h holl boaniou hag eûz hoc’h holl an̄kéniou, hag hoc’h eûz lavaret : A néb hen̄t ; hôgen laka eur roué war-n-omp. Savid éta bréma dirâg ann Aotrou, hervez hô preûriézou, hag hervez hô tiadou.
20. Ha Samuel a daolaz ar sort war holl vreûriézou Israel, hag é kouézaz war vreûriez Ben̄jamin.
21. Hé deûrel a réaz neûzé war vreûriez Ben̄jamin hag hé c’héren̄tiézou, hag é kouézaz war géren̄tiez Métri, hag é teûaz bété Saül, mâb Kis. Hé glask a réjon̄d éta, ha na oé két kavet.
22. Ha goudé-zé é c’houlenchon̄t digan̄d ann Aotrou mar teûjé dî. Hag ann Aotrou a lavaraz : Chétu eo kuzet enn hé dî.
23. Hag hî a rédaz hag a zigasaz anézhan̄ ac’hanô. Ha pa zavaz é-kreiz ar bobl, en em gavaz uc’héloc’h adalek hé ziskoaz égéd ann holl bobl.
24. Ha Samuel a lavaraz d’ann holl bobl : C’houi a wél ann hini en deûz dibabet ann Aotrou, ha pénaoz n’euz hini hén̄vel out-han̄ é-touez ann holl bobl. Hag ann holl bobl a griaz : Ra vévô ar Roué.
25. Neûzé Samuel a rôaz da anaout d’ar bobl lézen ar rouélez, hag a skrivaz anézhi enn eur levr a lékéaz dirâg ann Aotrou. Ha Samuel a gasaz-kuît ar bobl, pép-hini d’hé dî.
26. Saül a zistrôaz ivé d’hé dî é Gabaa, ha lôd eûz ann armé, ar ré a oa bét ténéréet hô c’haloun gan̄d Doué, a iéaz gan̄t-han̄.
27. Hôgen mipien Bélial a lavaraz : Hag hé-man̄ a hellô hon diboania ? Hag hî a zisprizaz anézhan̄, ha na zigazchon̄t két a rôou d’ézhan̄. Hôgen Saül na réaz vân oc’h hô c’hlevout.
1. War-drô eur miz goudé, é piñaz Naas, ann Ammonit, hag é teûaz da stourmi out Jabez Galaad. Hag holl dûd Jabez a lavaraz da Naas : Grâ kévrédigez gan-é-omp, ha nî a vézô dindân da veli.
2. Ha Naas, ann Ammonit, a lavaraz d’ézhô : Ar gévrédigez a rinn gan-é-hoc’h, eo ma tenninn hô lagad déou da bép-hini ac’hanoc’h, ha ma hô likiinn da véza méz dré Israel holl.
3. Hag hénaoured Jabez a lavaraz d’ézhan̄ : Aotré dé-omp seiz dervez, évit ma kasimp kannaded da holl harzou Israel : ha ma na véz dén évid hon difenni, éz aimp er-méaz d’az kavout.
4. Ar gannaded a zeûaz éta da C’habaz Saül, hag a lavaraz kémen̄t-sé dirâg ar bobl : hag ann holl bobl a zavaz hé vouéz, hag en em lékéaz da wéla.
5. Ha chétu Saül a zeûé eûz ar park war-lerc’h hé éjenned, hag é lavaraz : Pétrâ zô m’éma ar bobl ô wéla ? Hag é lavarchon̄t d’ézhan̄ ar péz hô dôa lavaret tûd Jabez.
6. Hag é teûaz spéred ann Aotrou war Zaül pa glévaz ar c’homziou-zé, hag é savaz eunn drouk brâz enn-han̄.
7. Hag hén̄ a géméraz hé zaou éjenn, hag a drouc’haz anézhô a dammou, hag hô c’hasaz da holl harzou Israel dre zaouarn ar c’hannaded, ô lavarout : Nép na zeûi két er-méaz war-lerc’h Saül ha Samuel, é vézô gréat ével-sé d’hé éjenned. Doujan̄s ann Aotrou a grôgaz éta er bobl, hag hî a zeûaz er-méaz ével eunn dén hép-kén.
8. Ha pa nivéraz anézhô é Bézec’h, en em gavaz tri c’han̄t mil a vipien Israel, ha trégon̄t mil a dûd Juda.
9. Hag hî a lavaraz d’ar c’hannaded a oa deûet : Ann dra-man̄ a léverrot da dûd Jabez Galaad : War-c’hoaz é viot diboaniet pa vézô tomm ann héol. Ar c’hannaded a iéaz hag a lavaraz kémen̄t-sé da dûd Jabez, péré en em laouénaaz.
10. Hag hî a lavaraz : War-c’hoaz vin̄tin éz aimp er méaz d’hô kavout ; ha c’houi a rai dé-omp ar péz a gerrot.
11. Ha pa oé deûet an̄trônôz, Saül a lékéaz ar bobl é teir lôden ; hag ô véza éat é-kreiz ar c’hamp da c’houlou-deiz, é tréc’haz ann Ammonited, kén na zeûaz ann héol da véza tomm ; hag ar ré a choumaz a oé skiñet, enn hévélep doaré na oé két kavet daou ann eil gant égilé.
12. Hag ar bobl a lavaraz da Zamuel : Piou eo hen-nez a lavaré : Ha Saül a rénô ac’hanomp ? Rôid ann dûd-zé d’é-omp, ha nî hô lakai da vervel.
13. Ha Saül a lavaraz : Na vézô lazet dén enn deiz-man̄ ; rag hiriô eo en deûz ann Aotrou diboaniet Israel.
14. Neûzé Samuel a lavaraz d’ar bobl : Deûit, ha déomp da C’halgala, ha névézomb énô ar roué.
15. Hag ann holl bobl a iéaz da C’halgala hag a lékéaz Saül da roué dirâg ann Aotrou é Galgala : hag hî a lazaz énô viktimou a béoc’h dirâg ann Aotrou. Ha Saül hag holl dûd Israel a oé laouen-kaer énô.
1. Hôgen Samuel a lavaraz da Israel holl : Chétu em eûz sélaouet hô mouéz, é kémen̄d hoc’h eûz goulennet digan-én̄ ; ha lékéat em eûz eur roué war-n-hoc’h.
2. Ha bréman̄ é kerz eur roué enn hô raok. Hôgen mé zô kôz hag é wenna va fenn ; ha chétu va mipien a zô gan-é-hoc’h. Bévet em eûz enn hô touez adalek va iaouan̄kiz bété vréma, ha chétu ounn daré.
3. Testénit diwar va fenn dirâg ann Aotrou ha dirâg hé éôliet, ma em eûz kéméret éjenn eur ré, pé hé azen : ma em eûz tamallet dén e gaou, ma em eûz gwall gaset dén, ma em eûz kéméret rôou digan̄t den ; ha mé a zisprizô hiriô kémen̄t-sé, hag hé zistolô d’é-hoc’h.
4. Hag hî a lavaraz : N’éc’h eûz két hon tamallet ; n’éc’h eûz két hor gwall gaset ; n’éc’h eûz kéméret nétrâ digan̄t dén ébéd.
5. Hag hén̄ a lavaraz dézhô : Tést eo ann Aotrou enn hoc’h-énep, ha tést eo hé éôliet enn deiz-man̄, pénaoz n’hoc’h eûz kavet nétrâ étré va daouarn. Hag hî a lavaraz : Tést eo.
6. Ha Samuel a lavaraz d’ar bobl : Ann Aotrou eo, péhini en deûz gréat Moizez hag Aaron, hag en deûz tennet hô tadou eûz a zouar ann Éjipt.
7. Savid éta bréma évit ma hô kalvinn é barn dirâg ann Aotrou, évid ann holl drugarézou en deûz bét enn hô kén̄ver hag é-kén̄ver hô tadou.
8. Pa oé deûet Jakob enn Éjipt, ha pa c’harmaz hô tadou étrézég ann Aotrou, ann Aotrou a gasaz Moizez hag Aaron, a dennaz hô tadou eûz ann Éjipt hag a lékéaz anézhô el léac’h-man̄.
9. Ha pa an̄kounac’héchon̄t ann Aotrou hô Doué, é lékéaz anézhô étré daouarn Sisara, mestr armé Hasor, hag étré daouarn ar Filistined, hag étré daouarn roué Moab, péré a stourmaz out-hô.
10. Hôgen goudé-zé é c’harmchon̄t étrézég ann Aotrou, hag é léverchon̄t : Péc’het hon eûz ô véza ma hon eûz dilézet ann Aotrou, ha ma hon eûz servichet Baalim hag Astarot : hôgen bréma tenn ac’hanomp eûz a zaouarn hon énébourien, hag é servichimp ac’hanod.
11. Hag ann Aotrou a gasaz Jérobaal, ha Badan, ha Jefté, ha Samuel, hag a dennaz ac’hanoc’h eûz a zaouarn hoc’h énébourien war hô trô, hag oc’h choumet é fisian̄s.
12. Hôgen pa wélchoc’h pénaoz Naas, roué bugalé Ammon, a zeûé enn hoc’h énep, hoc’h eûz lavaret d’in : A néb hen̄t, hôgen eur roué a rénô ac’hanomp ; pétrâ-bennâg ma réné ann Aotrou ac’hanoc’h.
13. Bréma éta hoc’h eûz hô roué a zô bét dibabet gan-é-hoc’h, a zô bét goulennet gan-é-hoc’h. Chétu en deûz rôet ann Aotrou eur roué d’é-hoc’h.
14. Mar doujit ann Aotrou ha mar servichit anézhan̄, mar sélaouit hé vouéz, ha ma na zavit két a-énep gér ann Aotrou, c’houi a vézô, hag ar roué a rén ac’hanoc’h, war heûl ann Aotrou, hô Toué.
15. Hôgen ma na zélaouit két mouéz ann Aotrou, ha ma savit a-énep hé c’hér, dourn ann Aotrou a vézô war-n-hoc’h ével m’eo bét war hô tadou.
16. Hôgen bréma savit, ha sellit oud ann dra vrâz éma ann Aotrou oc’h ôber dirâg hô taoulagad.
17. Ha né két hiriô é védeur ar gwiniz ? Mé a c’halvô ann Aotrou, hag hén̄ a zigasô kurun ha glaô : évit ma teûfac’h da c’houzout ha da wélout péger brâz eo dirâg ann Aotrou ann droug hoc’h eûz gréat ô c’houlenn eur roué évid-hoc’h.
18. Ha Samuel a c’harmaz oud ann Aotrou, hag ann Aotrou a zigasaz kurun ha glaô enn deiz-zé.
19. Hag ann holl bobl a zoujaz meûrbéd ann Aotrou ha Samuel ; hag ann holl bobl a lavaraz da Zamuel : Péd ann Aotrou, da Zoué, évid da zervicherien, évit na varvimp két : râk lékéat hon eûz ann drouk-zé war hor péc’héjou all, ma hon eûz goulennet eur roué évid-omp.
20. Ha Samuel a lavaraz d’ar bobl : N’hô pézet kéd a aoun ; c’houi eo hoc’h eûz gréat ann holl zrouk-zé : koulskoudé na drôit két hô kein d’ann Aotrou, hôgen servichit ann Aotrou a greiz hô kaloun.
21. Ha na drôit két out traou gwân, péré na dalvézin̄t nétra d’é-hoc’h ha na ziboanin̄t két ac’hanoc’h, ô véza ma in̄t gwân.
22. Hag ann Aotrou na zilézô két hé bobl, enn abek d’hé hanô brâz : râk touet en deûz ann Aotrou hô lakajé da véza hé bobl.
23. Hôgen Doué ra virô ac’hanoun diouc’h ar péc’hed-zé, ma éhanfenn da bédi ann Aotrou évid-hoc’h ; deski a rinn d’é-hoc’h ann hen̄t mâd hag éeun.
24. Doujid éta ann Aotrou ha servichit anézhan̄ er wirionez hag a greiz hô kaloun ; râg gwélet hoc’h eûz ar burzudou en deûz gréat enn hô touez.
25. Mar kén̄dalc’hit enn drouk, c’houi hag hô roué a iélô da goll war-eunn-drô. (T).
1. Ével eur bugel bloaz é oa mâd Saül, pa zeûaz da réni, hag hén̄ a rénaz er chiz-sé daou vloaz war Israel. (M).
2. Ha Saül a zilennaz évit-han̄ tri mil dén eûz a Israel : daou vil a ioa gan̄t Saül é Mac’hmas, ha war vénez Bétel, ha mil gan̄t Jonatas é Gabaa Ben̄jamin ; hag ar ré all eûz ar bobl a oé kaset pép-hini d’hé delt.
3. Ha Jonatas a dréc’haz gward ar Filistined a oa é Gabaa, hag ar Filistined a glévaz kémen̄t-sé : ha Saül a lékéaz da zéni trompillou dré ann holl vrô, ô lavarout : Ra glévô ann Hébréed.
4. Hag holl Israel a glévaz ar vrûd-man̄ : Tréc’het eo bét gan̄t Saül gward ar Filistined. Hag Israel a zavaz a-éneb ar Filistined : hag ar bobl en em zastumaz gan̄t garmou enn-drô Saül é Galgala.
5. Ar Filistined eo em strollaz ivé évit stourmi a-éneb Israel, gan̄t trégon̄t mil karr, ha c’houec’h mil marc’hek, hag ar ré all eûz ar bobl, ker brâz hô niver hag ann tréaz a zô war aod ar môr. Hag hî a biñaz hag a steñaz hô c’hamp é Mac’hmas, war-zû ar sâv-héol eûz a Vethaven.
6. Pa wélaz tûd Israel pénaoz é oan̄t stardet striz (râg ar bobl a oa glac’haret), en em guzchon̄t er c’héviou hag er c’hoñouigou hag er reier hag er mougéviou hag er pun̄sou-glaô.
7. Hôgen ann Hébréed all a dreûzaz ar Jourdan dirâk brô Gad ha Galaad. Ha pa édô c’hoaz Saül é Galgala, ann holl bobl a heûlié anézhan̄ a oa spoun̄tet-brâz.
8. Hag hén̄ a c’hortozaz é-pâd seiz dervez, hervez m’en dôa kemennet Samuel, ha Samuel na zeûaz két da C’halgala, hag ar bobl a belléé diout-han̄.
9. Ha Saül a lavaraz : Digasit d’in ar sakrifiz-losk hag ar viktimou a béoc’h. Hag hén̄ a gennigaz ar sakrifiz-losk.
10. Ha goudé m’eo dôé kenniget ar sakrifiz, chétu é teûaz Samuel : ha Saül a iéaz war hé arbenn évid hé zaludi.
11. Ha Samuel a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ éc’h eûz-té gréat ? Ha Saül a lavaraz : O véza ma em eûz gwélet pénaoz ar bobl a belléé diouz-in, ha né oaz két deûet en deiz éz pôa lavaret, ha ma oa en em zastumet ar Filistined é Mac’hmas ;
12. Em eûz lavaret : Bréma ar Filistined a ziskennô étrézég enn-oun é Galgala, ha n’em eûz két bét c’hoaz trugarez ann Aotrou. O véza ma oa réd d’in, em eûz kenniget ar sakrifiz-losk.
13. Ha Samuel a lavaraz da Zaül : Diskian̄t é oaz pa (T) éc’h eûz hé c’hréat, ha n’éc’h eûz két miret ar gourc’hémenn en dôa rôet d’id ann Aotrou, da Zoué. Ma n’az pijé két gréat ann drouk-zé, ann Aotrou en divijé bréma krévéet da vikenn da garg a roué war Israel. (T).
14. Hôgen da garg a roué na badô két enn amzer da zon̄t. Ann Aotrou en deûz klasket évit-han̄ eunn dén hervez he galoun ; hag ann Aotrou en deûz gourc’hémennet d’ézhan̄ don̄t da réner war hé bobl, ô véza n’éc’h eûz két miret ar péz en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.
15. Neûzé Samuel a zavaz hag a biñaz eûz a C’halgala da C’habaa Ben̄jamin. Hag ar ré all eûz ar bobl ô von̄t war-lerc’h Saül a-éneb ar ré a zeûé da stourmi out-hô, a biñaz ivé eûz a C’halgala da C’habaa, war gréc’hen Ben̄jamin. Ha Saül a nivéraz hé bobl, hag a gavaz gan̄t-han̄ wardrô c’houec’h kan̄t dén.
16. Ha Saül ha Jonatas hé vâb, hag ar bobl a oa gan̄t-hô a oa é Gabaa Ben̄jamin : hag ar Filistined hô dôa diazézet hô c’hamp é Mac’hmas.
17. Don̄d a réaz neûzé er-méaz eûz a gamp ar Filistined teir van̄den évit preiza. Eur van̄den a gerzaz dré hen̄t Éfra, war-zû brô Saül ;
18. Eur van̄den all a iéaz dré hen̄t Bet-horon, hag ann drédé van̄den a drôaz étrézég ann hen̄t eûz a harzou krec’hen Séboim, râg-énep d’ann distrô.
19. Hôgen n’en em gavé gôf é-béd é holl vrô Israel : rag ar Filistined hô dôa miret out kémen̄t-sé, gan̄d aoun na rajé ann Hébréed klézeier ha goafiou.
29. Réd é oa éta da holl Israel diskenni da gavout ar Filistined évit lemma hô souc’hiou, hag hô figellou, hag hô bouc’hili, hag hô gwiñédou.
21. Râk-sé lemm ar souc’hiou, hag ar pigellou, hag ar ferc’hier, hag ar bouc’hili a oa divoédet hô broudou, hép na oant évit hô gwellaat. (M).
22. Ha pa oé deûet deiz ann emgann, n’en em gavaz na klézé na goaf e dourn hini é-béd eûz ar ré a oa gan̄t Saül ha Jonatas, némét gan̄t Saül hép-kén ha Jonatas, hé vâb.
23. Hôgen gward ar Filistined a zeûaz er-méaz eûz a Vac’hmas.
1. C’hoarvézout a réaz eunn deiz pénaoz Jonataz, mâb Saül, a lavaraz da eunn dén-iaouan̄k, hé floc’h : Deûz, ha déomp étrézé gward ar Filistined, a zô enn tû-hon̄t : hôgen na lavaraz két kémen̄t-sé d’hé dâd.
2. Hôgen Saül a choumé er penn pella eûz a C’habaa dindân eur wezen-grénad a oa é Magron : hag ar bobl a ioa gan̄t-han̄ a oa war-drô c’houec’h kan̄t dén.
3. Hag Ac’hias, mâb Ac’hitob, breûr Ic’habod, mâb Finéez, mâb Héli bélék-brâz ann Aotrou é Silô, a zougé ann éfod. Ha na wié két ar bobl péléac’h é oa éat Jonatas.
4. Hôgen el léac’h dré béhini é poanié Jonataz da biña évit tréménout étrézé gward ar Filistined, éz oa diou roc’h a bép tû uc’hel-brâz ha garô ann eil hag ében, ha bégek é doaré den̄t : hag unan anézhô a oa hanvet Bosez, hag ében Séné.
5. Unan eûz ar rec’hier a oa trôet war-zû ann han̄ter-nôz râg-enep da Vac’hmas, hag ében war-zû ar c’hrésteiz râg-énep da C’habaa.
6. Hôgen Jonatas a lavaraz d’ann dén-iaouan̄k, hé floc’h : Deûz ha tréménomp bété gward ar ré zienwaded-zé : martézé e stourmô ann Aotrou évid-omp : râk né két diez d’ann Aotrou tréc’hi gan̄t kalz pé gan̄t nébeût.
7. Hag hé floc’h a lavaraz dézhan̄ : Grâ ar péz a blijô d’as kaloun : kéa el léac’n ma kiri, ha mé as heûliô é pep léac’h.
8. Ha Jonatas a lavaraz : Chétu éz éomp étrézég ann dûd-zé. Ha pa vézimp bét gwélet gan̄t-hô,
9. Ma lévéron̄t dé-omp ével-henn : Choumit kén n’az aimp d’hô kavout ; choumomp el léac’h m’émomp, ha na biñomp két étrézég enn-hô.
10. Hôgen ma lévéron̄t : Piñit étrézég enn-omp ; piñomp, râg ann Aotrou en dévézô hô lékéat étré hon daouarn : houn-nez a vézô ann arouéz dé-omp.
11. En em ziskouéza a réjon̄t éta hô daou da ward ar Filistined ; hag ar Filistined a lavaraz : Chétu ann Hébréed a zeû er-méaz eûz ar c’héviou é péré é oan̄t éat da guza.
12. Ha tûd ar ward a gomzaz out Jonatas hag oud hé floc’h, hag a lavaraz : Piñit étrézég enn-omp, hag é tiskouézimp d’é-hoc’h eunn dra. Ha Jonatas a lavaraz d’hé floc’h : Piñomp, deûz war va lerc’h : râg ann Aotrou en deûz hô lékéat étré daouarn Israel.
13. Jonatas a biñaz éta ô krapa gan̄d hé zaouarn ha gan̄d hé dreid, hag hé floc’h war hé lerc’h. Evel-sé lôd a gouézaz dirâk Jonatas, hag hé floc’h a zeûé war hé lerc’h a lazé ar ré all.
14. Hen-nez a oé ar c’hen̄ta gouli, é péhini Jonatas hag hé floc’h a lazaz war-drô ugen̄t dén, war eunn dachen zouar né oa két lédanoc’h éget ann han̄ter euz a eur park a zô daou éjenn évit arat enn eunn dervez. (T).
15. Hag eur burzud a c’hoarvézaz er c’hamp ha war ar méaz : hag ar ré holl eûz ar gward a oa éat da breiza, a oé spoun̄tet-brâz, hag ar vrô a oé kéflusket : hag é c’hoarvézaz ével eur burzud a berz Doué.
16. Évésidi Saül péré a oa é Gabaa Ben̄jamin a zellaz hag a wélaz eul lôd brâz a dûd gourvézet, ha lôd all a dec’hé tu-man̄ ha tu-hon̄t.
17. Ha Saül a lavaraz d’ar ré a oa gan̄t-han̄ : Klaskit ha gwélit piou a zô éat-kuît diouz-omp. Ha pa oé gréat ann en̄klask, é oé kavet pénaoz Jonatas hag hé floc’h na oan̄t két énô.
18. Ha Saül a lavaraz da Akias : Tôsta oud arc’h Doué (râg arc’h Doué a oa énô neûzé gan̄t bugalé Israel.)
19. Hag en̄dra ma komzé Saül oud ar bélek, é savaz eur safar brâz é kamp ar Filistined : kreski a réa a-nébeûd-é-nébeûd, hag her c’hlevet skiltroc’h. Ha Saül a lavaraz d’ar bélek : Tenn da zourn gan-éz.
20. Ha Saül hag ann holl bobl a oa gan̄t-han̄ en em lékéaz da c’harmi hag ez éjon̄t bété léac’h ann emgann : ha chétu klézé pép-hini a oa trôet oud hé nésa, ha brâz é oé al lazérez.
21. Ann Hébréed ivé péré a oa gan̄d ar Filistined abaoé nébeût hag hô dôa piñet d’hô c’hamp, a zistrôaz da gavout ann Israélited a oa gan̄t Saül ha Jonatas.
22. Ann holl Israélited ivé, péré a oa en em guzet é ménez Éfraim, ô klevout pénaoz é téc’hé ar Filistined, en em zastumaz gan̄d hô zûd évit stourmi. Ha Saül en dôa gan̄t-han̄ war-drô dék mil dén.
23. Hag ann Aotrou a ziboaniaz Israel enn deiz-zé ; hag ann emgann a iéaz bété Bethaven,
24. Hag ann Israélited en em zastumaz enn deiz-zé. Hôgen Saül a douaz ével-henn é hanô ar bobl : Milliget ra vézô ann dén a zébrô boéd abarz ar pardaez, kén na vézinn en em ven̄jet eûz va énébourien. Ha dén é-béd na zébraz boéd.
25. Neûzé é teûjon̄t holl enn eur c’hoat, é péhini édô mél war c’horré ann douar.
26. Ha pa oé éat ar bobl er c’hoat, é wélaz ar mél ô tivéra ; hôgen dén na gasaz hé zourn d’hé c’hénou ; râg ar bobl en dôa aoun râg al lé.
27. Hôgen Jonatas n’en dôa két klévet hé dâd ô toui é hanô ar bobl : hag hén̄ a astennaz penn eur wialen a oa enn hé zourn, hag a zoubas anézhi enn eunn diren-vél : hag ô véza trôet hé zourn oud hé c’hénou, hé zaoulagad a skléraaz.
28. Hag unan eûz ar bobl a lavaraz d’ézhan̄ : Da dâd en deûz gwéstlet ar bobl dré lé, ô lavarout : Milliget ra vézô ann dén a zébrô boed hiriô (hôgen ar bobl a oa gwévet).
29. Ha Jonatas a lavaraz : Va zâd en deûz kéflusket ar vrô : gwélet hoc’h eûz hoc’h-unan pénaoz eo bét skléréet va daoulagad, ô véza ma em eûz tan̄véet eunn nébeût eûz ar mél-zé.
30. Pégémen̄t é vijé en em grévéet muioc’h ar bobl, ma en divijé débret eûz ar péz en deûz kavet é preiz hé énébourien ? Ha na vé két bét brasoc’h gouli ar Filistined ?
31. Hag hî a dréc’haz ar Filistined enn deiz-zé adalek Mac’hmas bétég Ajalon. Hôgen ar bobl a oa skuîz-brâz :
32. Hag hén̄ en em daolaz war ar preiz, a géméraz dén̄ved, hag éjenned, ha leûéou, hag a lazaz anézhô war ann douar : hag ar bobl hô débraz gan̄d ar goâd.
33. Hôgen danévellet é oé kémen̄t-sé da Zaül, ô lavarout pénaoz ar bobl en dôa péc’het a-éneb ann Aotrou, ô tibri kig gan̄d ar goâd. Hag hén̄ a lavaraz : Torred eo bét al lézen gan-é-hoc’h : ruḻit aman̄ bréma eur méan brâz.
34. Ha Saül a lavaraz c’hoaz : Id é-touez ar bobl ha livirit d’ézhô, ma tigasô pép-hini d’in hé éjenn hag hé dourz ; ha lazit-hô aman̄, ha debrit, ha na béc’hot két a-éneb ann Aotrou ô tibri kig gan̄d ar goâd. Hag ar bobl holl a zigasaz pép hini hé éjenn gan̄d ann dourn béteg ann nôz ; hag hî hô lazaz énô.
35. Neûzé Saül a zavaz eunn aoter d’ann Aotrou ; hag houn-nez eo ar gen̄ta aoter en deûz savet d’ann Aotrou :
36. Ha Saül a lavaraz : En em strin̄komp hénôz war ar Filistined, ha dispennomp anézhô kén na c’houlaouô ann deiz, ha na lézomp hini anézhô. Hag ar bobl a lavaraz : Grâ ar péz a gavi mâd da ôber. Hag ar bélek a lavaraz : Tôstaomp aman̄ oud Doué.
37. Ha Saül a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou : Ha mon̄d a rinn-me war-lerc’h ar Filistined ? Hag hô lakaad a ri-dé étré daouarn Israel ? Ha na respoun̄taz két d’ézhan̄ enn deiz-zé.
38. Ha Saül a lavaraz : Tôstaid aman̄ holl bennou vrâz ar bobl ; ha gwézit, ha gwélit dré biou eo deûet ar péc’hed-zé hiriô.
39. Râk ével ma eo béô ann Aotrou, salver Israel, pa vé bét gréat gan̄t Jonatas va mâb, hép distol é varvô. Hag hini eûz ar bobl na zislavaraz anézhan̄ war gémen̄t-sé.
40. Hag hen̄ a lavaraz da holl Israel : En em likiid holl enn eunn tû, ha mé gan̄t Jonatas, va mâb, en em likiinn enn tû all. Hag ar bobl a lavaraz da Zaül : Grâ ével ma kavi mâd da ôber.
41. Ha Saül a lavaraz d’ann Aotrou, Doué Israel : Aotrou, Doué Israel, rô da anaout d’é-omp pérâk n’éc’h eûz két respoun̄tet hiriô d’as servicher ? Mar d’-éma ar fallagriez-zé enn-oun pé é Jonatas, va mâb, diskouéz-hén̄ : mar d-éma ar fallagriez enn da bobl, san̄téla hén̄ ; hag é kouézaz war Jonatas ha Saül. Hag ar bobl a oé kuit.
42. Ha Saül a lavaraz : Taolit ar sort étré mé ha Jonatas, va mâb ; hag é kouézaz war Jonatas.
43. Hôgen Saül a lavaraz da Jonatas : Rô da anaout d’in pétrâ éc’h eûz gréat. Ha Jonatas hé rôaz da anaout d’ezhan̄, ô lavarout : Tan̄véet em eûz eunn nébeût mél war benn ar wialen a oa em dourn, ha chétu é varvinn.
44. Ha Saül a lavaraz : Ra rai Doué d’in kémen̄t-sé ha c’hoaz ouc’h-penn, ma na varvez, Jonatas.
45. Hag ar bobl a lavaraz da Zaül : Ha mervel a rafé Jonatas, goudé ma en deûz gréat eunn drâ ker brâz enn Israel ? Na c’hoarvézô két kémen̄t-sé : Ével ma eo béô ann Aotrou, na gouézô két eur vléven eûz hé benn d’ann douar, râg gan̄d Doué en deûz labouret hiriô. Ar bobl éta a ziboaniaz Jonatas, hag a viraz na oé lazet.
46. Neûzé Saül a iéaz-kuît, hép mon̄t mui war-lerc’h ar Filistined ; hag ar Filistined a zistrôaz d’hô brô.
47. Ha Saül goudé béza krévéet hé garg a roué war Israel, a stourmaz trô-war-drô a-éneb hé holl énébourien, a-énep Moab, hag a-énep mipien Ammon, hag a-énep Édom, hag a-énep rouéed Soba, hag a-éneb ar Filistined : hag é pé tû-bennâg é trôé, é oa ann tréac’h gan̄t-han̄.
48. Hag ô véza strollet hé armé, é tréc’haz Amalek, hag é tennaz Israel eûz a zaouarn hé wasterien.
49. Hôgen Saül en dôé tri mâb, Jonatas, ha Jessui, ha Melkisua ; ha diou verc’h, a béré ann héna a oa hanvet Mérob hag ar iaouan̄ka Michol.
50. Hag hanô grég Saül a oa Akinoam, merc’h Akimaas, hag hanô penn hé armé Abner, mâb Ner, éon̄tr Saül a berz tâd :
51. Râk Kis a oé tâd Saül, ha Ner tâd Abner, mâb Abiel.
52. Hôgen kalet é oé ar brézel a-éneb ar Filistined é holl zeisiou Saül. Ha kerken̄t ha ma wélé Saül eunn dén kré ha mâd évid ar brézel, é kéméré anézhan̄ gan̄t-han̄.
1. Ha Samuel a lavaraz da Zaül : Va digaset en deûz ann Aotrou, évid da éôlia da Roué war va fobl a Israel. Sélaou éta bréma mouéz ann Aotrou.
2. Chétu pétrâ a lavar Aotrou ann arméou : Deûet eo koun d’in eûz ar péz en deûz gréat Amalek da Israel, é pé zoaré eo en em énébet out-han̄ enn hen̄t pa biñé eûz ann Éjipt.
3. Hôgen bréma kéa, ha dispenn Amalek, ha disman̄tr kémen̄d a zô d’ézhan̄ : n’az péz nép trugarez évit-han̄ ha na c’hoan̄ta nétrâ eûz a gémen̄t a zô d’ézhan̄ ; hôgen lâz holl, adaleg ar goâz bétég ar vaouéz, ar bugel bihan, hag ann hini oud ar vronn, ann éjenn hag ann dan̄vad, ar c’han̄val hag ann azen.
4. Saül éta a rôaz hé c’hourc’hémennou d’ar bobl, hag hén̄ a nivéraz anézhô ével ein, daou c’han̄t mil dén war droad, ha dék mil eûz a dûd Juda.
5. Ha pa oé deûet Saül bété kéar Amalek, é steñaz spiou er froud.
6. Ha Saûl a lavaraz d’ar Sinéed : Kerzit, it-kuît, ha diskennit eûz a douez ann Amalékited gan̄d aoun na strôbfenn ac’hanoc’h gan̄t-hô ; râk c’houi hoc’h eûz gréat trugarez é-kén̄ver holl vugalé Israel pa biñen̄t eûz ann Éjipt. Hag ar Sinéed en em dennaz eûz a douez ann Amalékited.
7. Ha Saül a dréc’haz ann Amalékitéd, adaleg Hévila bétég ann hen̄t a ia da Zur, a zô râg-énep d’ann Éjipt.
8. Hag hén̄ a geméraz Agag, roué ann Amalékited ez-véô, hag a lazaz ann holl bobl gan̄d ar c’hléze.
9. Hôgen Saül hag ar bobl a espernaz Agag, hag ar péz a oa gwella enn dén̄ved, hag enn éienned, hag enn tourzed, hag enn diḻad, hag é kémen̄t a oa kaer ; ha na fellaz két dézhô hô bévézi : hôgen kémen̄d a oa astud ha displéd a oé kaset-da-gét gan̄t-hô.
10. Hôgen ann Aotrou a gomzaz out Samuel, ô lavarout :
11. Keûz em eûz da véza lékéat Saül da roué, ô véza ma en deûz va dilézet, ha n’en deûz két sévénet va c’homziou. Ha Samuel a oé glac’haret, hag é c’harmaz oud ann Aotrou héd ann nôz.
12. Ha pa zavaz Samuel ken̄t ann deiz évit mon̄d da gavout Saül diouc’h ar min̄tin, é oé lavaret d’ézhan̄ pénaoz é oa deûet Saül war ar c’harmel hag en dôa savet évit-han̄ eunn or a énor, hag ô véza deûet ac’hanô, é oa diskennet da C’halgala. Samuel éta a iéaz da gavout Saül ; ha Saül a gennigé d’ann Aotrou eur sakrifiz-losk, eûz a bréveûdiou ar preiz en dôa kéméret war Amalek.
13. Ha pa oé deûet Samuel étrézé Saül, é lavaraz Saül d’ézhan̄ : Benniget ra vézi gan̄d ann Aotrou. Mé em eûz sévénet gér ann Aotrou.
14. Ha Samuel a lavaraz : Pétrâ eo éta ar bégiérez dén̄ved-zé a zeû out va diskouarn, hag ar bléjerez éjenned a glévann ?
15. Ha Saül a lavaraz : eûz a Amalek in̄t bét digaset ; râg ar bobl en deûz espernet ar péz a oa a wella enn dén̄ved hag enn éjenned, évit hô c’henniga d’ann Aotrou, da Zoué, é sakrifiz ; rag ar ré all a zô bét lazet gan-é-omp.
16. Hôgen Samuel a lavaraz da Zaül : Kâv-hén̄ mâd, hag é rôinn da anaoud d’id ar péz en deûz lavaret din ann Aotrou enn nôz-man̄. Komz, émé Saül.
17. Ha Samuel a lavaraz : Pa oaz bihanik dirâk da zaoulagad da-unan, ha n’oud két bét lékéat da benn war vreûriézou Israel ? Hag ann Aotrou en deûz da éôliet da roué war Israel.
18. Hag ann Aotrou en deûz da gaset enn hen̄t hag en deûz lavaret : Kéa ha lâz ar béc’herien, ann Amalékited : ha stourm out-hô kén na vézin̄t lazet holl.
19. Pérâg éta n’éc’h eûz-té két sélaouet mouéz ann Aotrou, hag oud en em drôet oud ar preiz, hag éc’h eûz gréat ann drouk dirâg daoulagad ann Aotrou ?
20. Ha Saül a lavaraz da Zamuel : Enn-énep, sélaouet em eûz mouéz ann Aotrou, ha baléet em eûz enn hen̄t dré béhini en deûz va c’haset ann Aotrou : digaset em eûz Agag, roué Amalek, hag ann Amalékited em eûz lazet.
21. Hôgen ar bobl en deûz kéméret eûz ar preiz dén̄ved hag éjenned, ével ar préveûdi eûz ar ré a zô bét lazet, évid hô gwéstla d’ann Aotrou, hé Zoué, é Galgala.
22. Ha Samuel a lavaraz : Ha sakrifisou-losk, ha viktimou eo a c’houlenn ann Aotrou ; ha na c’houlenn két ken̄toc’h é vé sen̄tet oud hé vouéz ? Râk gwelloc’h eo ar zen̄tidigez égéd ar viktimou ; ha brasoc’h eo sélaoui égét kenniga eunn tourz lard.
23. Râg ével eur péc’hed a sorsérach eo béza amzen̄t ; hag ével ann drouk a idolatri eo énébi oud hé c’hrâd. O véza éta ma éc’h eûz distolet gér ann Aotrou, ann Aotrou en deûz da zistolet évit na vézi két roué.
24. Ha Saül a lavaraz da Zamuel : Péc’het em eûz ô véza ma em eûz torret gér ann Aotrou ha da c’heriou té, gan̄d aoun râg ar bobl hag évit sen̄ti oud hô mouéz.
25. Hôgen bréma doug va fec’hed, mé az péd, ha distrô gan-én̄, évit ma azeûlinn ann Aotrou.
26. Ha Samuel a lavaraz da Zaül : Na zistrôinn két gan-éz, ô véza ma éc’h eûz distolet gér ann Aotrou, ha ma en deûz ann Aotrou da zistolet évit na vézi két roué war Israel.
27. Ha Samuel a zistrôaz évit mon̄t-kuît ; hôgen Saül a géméraz anézhan̄ dré gorn hé van̄tel péhini a oé roget.
28. Ha Samuel a lavaraz d’ézhan̄ : Ann Aotrou en deûz roget hiriô rouan̄télez Israel diouz-id, hag hé rôet en deûz d’as nésa, gwelloc’h égéd-oud.
29. Hôgen ann hini zô tréac’h enn Israel na espernô két ha na vézô két ténéreet gan̄d ar c’heûz : râk né két eunn dén évit kaout keûz.
30. Ha Saül a lavaraz : Péc’het em eûz : hôgen bréma énor ac’hanoun dirâk va fobl ha dirâg Israel, ha distrô gan-én̄, évit ma azeûlinn ann Aotrou, da Zoué.
31. Samuel éta a zistrôaz hag a heûliaz Saül : ha Saül a azeûlaz ann Aotrou.
32. Ha Samuel a lavaraz : Digasit d’in Agag, roué Amalek. Ha digaset é oé dézhan̄ Agag hag hén̄ lard-brâz, hag ô kréna. Hag Agag a lavaraz : Hag eur marô c’houérô am distagô dioc’h pép tra ? (T).
33. Ha Samuel a lavaraz : Evel ma en deûz da glézé lékéat gragez divugalé, ével-sé da vamm a vézô divugalé é-touez ar gragez. Ha Samuel a drouc’haz anézhan̄ a dammou dirâg ann Aotrou é Galgala.
34. Neûzé Samuel a zistrôaz da Ramala : ha Saül a biñaz d’hé dî é Gabaa.
35. Ha Samuel na wélaz mui Saül bété deiz hé varô. Koulskoudé Samuel a skuḻaz daérou war Zaül, ô véza ma oa deûet keûz d’ann Aotrou da véza hé lékéat da roué war Israel.
1. Hag ann Aotrou a lavaraz da Zamuel : Bété pégeit é skuḻi-dé daérou war Zaül, pa em eûz hé zistolet évit na rénô mui war Israel ? Karg da gorn a éôl, ha deûz, évit m’az kasinn da Isai ar Bétléhémit ; râg é-touez hé vipien em eûz dilennet d’in eur roué.
2. Ha Samuel a lavaraz : Pénaoz éz inn-mé ? Râk Saül a glevô kémen̄t-sé hag a lazô ac’hanoun. Hag ann Aotrou a lavaraz : Kémer eul leûé eûz ann tropel gan-éz, ha lavar : Évid ôber eur sakrifiz d’ann Aotrou ounn deûet.
3. Ha galv Isai d’ar sakrifiz, ha mé a ziskouezô d’id ar péz ez pézô da ôber ; ha té a éôliô ann hini a ziskouézinn d’id.
4. Samuel a réaz éta ével m’en dôa lavaret ann Aotrou d’ézhan̄. Don̄d a réaz da Vétléhem, hag ann hénaoured kéar a oé souézet ; mon̄d a réjon̄t war hé arbenn hag é léverchon̄t : ha don̄t a rez da zigas ar péoc’h d’é-omp ? (T).
5. Hag hén̄ a lavaraz : Ar péoc’h a zigasann (T) : évid ôber eur sakrifiz d’ann Aotrou ounn deûet ; en em zan̄télit, ha deûit gan-én̄, évit ma rinn ar sakrifiz. Hag hén̄ a zan̄télaz Isai hag hé vipien, hag hô galvaz d’ar sakrifiz.
6. Ha pa oen̄t deûet ébarz, é wélaz Éliab, hag é lavaraz : Ha dirâg ann Aotrou éma hé éoliet ?
7. Hag ann Aotrou a lavaraz da Zamuel : Na zell két piou eo da wélout, na pégen nag huel eo hé ven̄t, ô véza ma em eûz hé zistolet, ha na varnann két diouc’h gwél ann dén : râg ann dén a zell oud ar péz a wéleur, hôgen ann Aotrou a zell oud ar galoun.
8. Hag Isai a c’halvaz Abinadab hag a zigasaz anézhan̄ dirâk Samuel. Ha Samuel a lavaraz : Né két hen-nez ken-nébeût en deûz dilennet ann Aotrou.
9. Hag Isai a zigasaz Samma ; ha Samuel a lavaraz diwar hé benn : N’en deûz két ken-nébeût ann Aotrou dilennet hen-nez.
10. Isai a zigasaz éta hé zeiz vâb dirâk Samuel ; ha Samuel a lavaraz d’ézhan̄ : N’en deûz dilennet ann Aotrou hini eûz ar ré-zé.
11. Ha Samuel a lavaraz da Isai : Hag ar ré-zé eo da holl vipien ? Hag hén̄ a lavaraz : Unan bihan a choum c’hoaz, hag éma-hén̄ ô peûri ann dén̄ved. Ha Samuel a lavaraz da Isai : Kâs d’hé gerchout : râk na azézimp két ouc’h taol kén na vézô deûet aman̄.
12. Kâs a réaz éta, hag é oé digaset dî. Hôgen ruspin é oa, a zoaré gaer ha koan̄t da wélout. Hag ann Aotrou a lavaraz : Saô, éôḻ anézhan̄ ; râg hennez eo.
13. Samuel a géméraz éta ar c’horn éôl hag a éôliaz anézhan̄ é kreiz hé vreûdeûr : ha spéred ann Aotrou a zeûaz war Zavid enn deiz-zé, hag a choumaz abaoé. Ha Samuel a zavaz hag a iéaz da Ramata.
14. Hôgen spéred ann Aotrou a iéaz-kuît diouc’h Saül, hag eur spéred drouk kaset gan̄d ann Aotrou a géfluské anézhan̄.
15. Ha servicherien Saül a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu ar spéred drouk kaset gan̄d ann Aotrou a géflusk ac’hanod.
16. Mar kâv-mâd hon aotrou, hé zervicherien a zô war-drô d’ézhan̄, a gerc’hô eunn dén a wézô séni gan̄d ann délen, évit, pa grôgô enn-od ar spéred drouk kaset gan̄d ann Aotrou, ma sounô gan̄d hé zourn, ha ma en em gavi gwelloc’h.
17. Ha Saül a lavaraz d’hé zervichericn : Klaskid éta d’in eur ré hag a wézô séni ervâd gan̄d ann délen, ha digasit-hén̄ d’in.
18. Hag unan eûz ar baotred a lavaraz : Chétu em eûz gwélet mâb Isai, ar Bétléhémit, a oar séni gan̄d ann délen, a zô eunn dén kré-brâz, dén a vrézel, fûr enn hé gomziou, ha dén kaer : hag ann Aotrou a zô gan̄t-han̄.
19. Saül a gasaz éta kan̄naded da Isai évit lavarout d’ézhan̄ : Kâs d’in da vâb David a zô er peûrvan.
20. Isai a géméraz éta eunn azen war béhini é lékéaz bara hag eur pôdad gwîn hag eur menn gavr, hag hô c’hasaz da Zaül dré zourn David, hé vâb.
21. Ha David ô véza deûet da gavout Saül, a choumaz enn hé zâ dira-z-han̄. Ha Saül a garaz anézhan̄ kalz hag hel lékéaz da floc’h d’ézhan̄.
22. Ha Saül a gasaz da lavarout da Isai : Ra choumô David dira-z-oun ; râk kavet en deûz grâs dirâk va daou-lagad.
23. Ével-sé bé wéach ma krôgé é Saül ar spéred drouk kaset gan̄d ann Aotrou, David a géméré hé délen, hag a souné war-n-ézhi gan̄d hé zaouarn, ha Saül a oa fréalzet, hag en em gave gwelloc’h : râg ar spéred droug a déc’hé diout-han̄.
1. Hôgen ar Filistined ô véza dastumet hô arméou évid ar brézel, en em strollaz é Soko-Juda, hag a steñaz hô c’hamp étré Soko hag Azéka, war harzou Dommim.
2. Saül ivé ha bugalé Israel ô véza en em zastumet, a zeûas da draon̄ien ann Térébin̄t hag a reizaz hô armé évit stourmi oud ar Filistined.
3. Hag ar Filistined a oa war eur ménez enn eunn tû, hag Israel a oa war eur ménez enn eunn tû all : hag eunn draon̄ien a oa étré-z-hô.
4. Hag eunn dén a oa bastard a zeûaz er-méaz eûz a gamp ar Filistined : Goliat a réad anézhan̄ ; eûz a C’hét é oa ha c’houéac’h ilinad hag eur raouen a-héd en dôa.
5. Eunn tôg-arm en dôa war hé benn, ha gan̄d eunn harnez skan̄tennek e oa gwisket ; hag hé harnez a boézé pemp mil sikl arm.
6. Morzédennou arm en dôa war hé ziwesker ; hag eunn diren arm a c’hôlôé hé ziskoaz.
7. Fust hé wâf a oa ével karvan ar wiaderien ; hag houarn hé wâf a boézé c’houec’h kan̄t sikl houarn : hag hé floc’h a iéa enn hé raok.
8. Hag hén̄ a zavaz hag a c’harmaz out ban̄dennou armé Israel, hag a lavaraz dézhô : Pérâg oc’h-hu deûet évid en em ganna ? Ha n’ounn-mé két eur Filistin, ha c’houi servicherien Saül ? Dilennit eunn dén ac’hanoc’h, ha diskennet hé-unan d’én em ganna ouz-in.
9. Mar gell stourmi ouz-in ha ma lâz ac’hanoun, é vézimp sklaved d’é-hoc’h : hôgen mar bézann tréac’h d’ézhan̄ ha ma lazann anézhan̄, c’houi a vézô sklaved d’é-omp hag é servichot ac’hanomp.
10. Hag ar Filistin a lavaré : Daéet em eûz hiriô holl armé Israel : Rôid eunn dén d’in, ha deûet hé-unan d’en em ganna ouz-in.
11. Hôgén pa glévaz Saül hag ann holl Israélited ar Filistin ô komza enn doaré-zé, é oen̄t souézet ha spoun̄tet-brâz.
12. Hôgen David a oa mâb d’ann dén-zé eûz a Éfrata, a béhini hon eûz komzet ken̄t, eûz a Vétléhem-Juda, hag a oa hanvet Isai, péhini en dôa eiz mâb hag a oa ar c’hôsa é-touez ann dûd é deisiou Saül.
13. Hé dri vâp héna a oa éat war-lerc’h Saül d’ar brézel : hag hanvou ann tri mâb d’ézhan̄ péré a oa éat d’ar brézel, a oa Éliab ann héna, Abinadab ann eil, ha Samma ann trédé.
14. Hôgen David a ioa ar iaouan̄ka. Ann tri c’hôsa ô véza éta heûliet Saül,
15. David a oa éat-kuît diouc’h Saül évit mon̄d da beûri tropellou hé dâd é Bétléhem.
16. Koulskoudé ar Filistin en em ziskouézé diouc’h ar min̄tin ha diouc’h ar pardaez, hag a réaz ével-sé é-pâd daou-ugen̄t dervez.
17. Hôgen Isai a lavaraz da Zavid hé vâb : Kémer évid da vreûdeûr eunn éfi bleûd heiz, hag ann dék tors-bara-man̄, ha réd étrézé da vreûdeûr d’ar c’hamp.
18. Doug ivé ann dék fourmach-man̄ d’ar Milléner : gwél ha da vreûdeûr a zô iac’h ha goulenn gan̄t piou hô deûz-hi darempred. (T).
19. Hôgeu Saül hag ar ré-man̄ hag holl dûd Israel a stourmé oud ar Filistined é traon̄ien ann Térébin̄t.
20. David éta a zavaz diouc’h ar min̄tin hag a rôaz da eunn dén ar garg eûz hé dropellou, hag éz éaz-kuît goudé béza kéméret gan̄t-han̄ ar péz en dôa lavaret Isai. Hag hén̄ a zeûaz d’al léac’h hanvet Magala ha d’ann armé, péhini a dôstéé évid ann emgann gan̄t garmou brâz.
21. Râg Israel en dôa reizet hé armé, hag ar Filistined enn tû all a oa daré d’ann emgann.
22. Hôgen David ô véza lézet kémen̄d en dôa kaset gan̄t-han̄ étré daouarn ann hini a ziwallé ar bakadou, a rédaz étrézé léac’h ann emgann, hag a c’houlennaz ma oa mâd ann doaré gan̄d hé vreûdeûr.
23. Ha pa gomzé c’hoaz out-hô, ar Filistin bastard-zé eûz a C’het, hanvet Goliat, a zeûaz er-méaz eûz a gamp ar Filistined ; ha David hé glévaz ô lavarout ann hévélep gomziou.
24. Hôgen ann Israélited holl, pa wélc’hon̄t ann dén-zé, a dec’haz dira-z-han̄ hag a oé spoun̄tet-brâz.
25. Hag unan eûz a dûd Israel, a lavaraz : Ha na wélit-hu két ann dén-zé a biñ azé ? Évid daéla Israel é piñ. Ann dén a lazô anézhan̄ a vézô karget a vadou gan̄d ar roué : hé verc’h a rôio dézhan̄, ha tî hé dâd a vézô kuit da baéa tellou enn Israel. (T).
26. Ha David a lavaraz d’ar ré a oa enn hé gichen : Pétrâ a vézô rôet d’ann hini a lazô ar Filistin-zé hag a lamô ann dismégan̄s eûz a Israel ? Râk piou eo ar Filistin dienwadet-zé, péhini a zeû da zaéa arméou ann Doué béô ?
27. Hag ar bobl a gomzé out-han̄ enn hévélep doaré, ô lavarout : Kémen̄t-man̄ a vérô rôet d’ann hini hel lazô.
28. Hôgen Éliab hé vreûr héna, ô véza hé glévet ô komza ével-sé gan̄t ré all, a zavaz droug enn-han̄ oud David hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg oud-dé deûet aman̄ ha pérâg éc’h eûs-té dilézet hon nébeût dén̄ved enn distrô ? Mé a anavez da rogoni ha drougiez da galoun ; ha pénaoz n’oud diskennet aman̄ néméd évit gwéloud ann emgann.
29. Ha David a lavaraz : Pétrâ em eûz-mé gréat ? Ha na hellann-mé két komza ?
30. Hag hén̄ a zistrôaz eunn nébeût diout-han̄ évit mon̄d étrézég eunn all, hag a lavaraz ann hévélep komziou ; hag ar bobl a lavaraz d’ézhan̄ ével ken̄t.
31. Hôgen ar péz a lavaré David ô véza bét klévet, a oé lavaret zé dirâk Saül.
32. Hag ô véza bét kaset dira-z-han̄, é lavaraz David dézhan̄ : Na vézet spoun̄tet kaloun hini é-béd enn-abek da hen-nez : mé, da zervicher, a iélô hag a stourmô oud ar Filistin-zé.
33. Ha Saül a lavaraz da Zavid : Na helli két énébi oud ar Filistin-zé na stourmi out-han̄ ; râk ré iaouan̄k oud, hag eunn dén-a-vrézel eo-hén̄ abaoé hé iaouan̄kiz.
34. Ha David a lavaraz da Zaül : Pa ziwallé da zervicher tropel hé dâd, é teûé eul léon pé eunn ourz hag a skrapé eunn tourz eûz a greiz ann tropel.
35. Ha mé a iéa war hô lerc’h, a skôé gan̄t-hô hag a denné ann tourz eûz hô génou : ha pa zaven̄t ouz-in, mé a grôgé enn hô gouzoug, a vougé anézhô hag hô lazé.
36. Ével-sé mé, da zervicher, em eûz lazet eul léon hag eunn ourz ; hag ar Filistin dienwadet-zé a vézô ével unan anézhô. Bréma éz inn hag é laminn ann dismégan̄s eûz a douez ar bobl : râk piou eo ar Filistin dienwadet-zé péhini a gréd don̄t da villiga armé ann Doué béô ?
37. Ha David a lavaraz : Ann Aotrou péhini en deûz va zennet eûz a grabanou al léon hag eûz a baviou ann ourz, am zennô ivé eûz a zaouarn ar Filistin-zé. Neûzé Saül a lavaraz da Zavid : Kéa, ha ra vézô ann Aotrou gan-éz.
38. Ha Saul a wiskaz da Zavid hé ziḻad hé-unan hag a lékéaz war hé benn eunn tôg arem, hag a wiskaz d’ézhan̄ eunn hobrégon.
39. Ha David ô véza gourizet eur c’hlézé war hé zaé, a fellaz d’ézhan̄ gwélout ma helché kerzout gan̄d hé armou ; râk né oa két boazet diout-hô. Ha David a lavaraz da Zaül : N’hellann két kerzout ével-sé ; râk n’ounn két boazet d’hé ôber. Ha David hé zennaz.
40. Hag hén̄ a géméraz hé vâz, en dôa bépréd enn hé zourn : hag é kéméraz évit-han̄ pemp méan kompez eûz ar froud, a lékéaz enn hé zac’h-bara a oa gan̄t-han̄ : eur vatalm a géméraz enn hé zourn hag é kerzaz oud ar Filistin.
41. Hôgen ar Filistin a gerzaz ivé hag a dôstaaz oud David ; hag hé floc’h a ioa enn hé raok.
42. Ha pa zellaz ar Filistin war hé drô, ha pa wélaz David, é tisprizaz anézhan̄, râg eunn dén-iaouan̄k oa, hag hén̄ ruspin, hag a zoaré gaer.
43. Hag ar Filistin a lavaraz da Zavid : Hag eur c’hi ounn-mé évit ma teûez ouz-in gan̄d eur vâz ? Hag ar Filistin a villigaz David dré hé zoueed.
44. Hag hén̄ a lavaraz da Zavid : Deûz étrézég enn-oun ha mé a rôi da gîg da evned ann én̄v ha da loéned ann douar.
45. Hôgen David a lavaraz d’ar Filistin : Té a zeû ouz-in gan̄d ar chlézé, hag ar gwâf, hag ann diren ; ha mé a zeû ouzid é hanô Aotrou ann arméou, Doué ban̄dennou Israel, péré éc’h eûz daélet.
46. Hiriô ann Aotrou az lakai étré va daouarn ; da laza a rinn hag é trouc’hinn da benn diouz-id : hag hiriô é rôinn korfiou-marô kamp ar Filistined da evned ann én̄v ha da loéned ann douar, évit ma wézô ann holl zouar pénaoz éz eûz eunn Doué enn Israel.
47. Hag ann holl strollad tûd-zé a anavézô pénaoz né két gan̄d ar c’hlézé, na gan̄d ar gwâf é tiboan ann Aotrou : rag enn hé c’halloud éma ar brézel, hag hén̄ eo a lakai ac’hanoc’h étré hon daouarn.
48. Pa zavaz éta ar Filistin, pa zeûaz ha pa dôstaaz oud David, éc’h hastaz David hag é rédaz évit stourmi oud ar Filistin.
49. Hag hén̄ a lékéaz hé zourn er zâc’h, a géméraz eur méan, a drôaz anézhan̄ gan̄d hé vatalm hag hé daolaz é-kreiz tâl ar Filistin : hag ar méan a iéaz doun enn hé dâl, hag hén̄ a gouézaz war hé c’hénou d’ann douar.
50. Ével-sé David a dréc’haz ar Filistin gan̄d eur vatalm hag eur méan ; ha goudé béza hé ziskaret, hel lazaz. Hag ô véza n’eo dôa két a glézé enn hé zourn,
51. É rédaz David hag é savaz war ar Filistin ; hag é kéméraz hé glézé, hag é tennaz anézhan̄ eûz hé c’houin ; hag é lazaz anézhan̄ ô trouc’ha hé benn d’ézhan̄. Hôgen pa wélaz ar Filistined pénaoz é oa marô ar c’hréva anézhô, é tec’hchon̄t.
52. Ha tûd Israel ha Juda a zavaz enn eur c’harmi hag a iéaz war-lerc’h ar Filistined bétég ann draon̄ien ha bété porz Akkaron : ha kalz eûz ar Filistined a oé glazet é hen̄t Saraim, bété Get hag Akkaron.
53. Ha bugalé Israel ô tistrei goudé béza éat war-lerc’h ar Filistined, a wastaz hô c’hamp.
54. Hôgen David a géméraz penn ar Filistin hag hé zougaz da Jéruzalem : hôgen hé armou a lékéaz enn hé delt.
55. Ha pa wélaz Saül David ô kerzout oud ar Filistin, é lavaraz da Abner, prin̄s ar vrézélidi : eûz a bé wenn é tiskenn ann dén-iaouan̄k-zé, Abner ? Hag Abner a lavaraz : Ével ma eo béô da éné, ô roué, n’ouzounn doaré.
56. Hag ar roué a lavaraz : Goulenn-té da biou eo mâb ann dén-iaouan̄k-zé.
57. Ha pa oé distrôet David goudé béza lazet ar Filistin, Abner a géméraz anézhan̄ hag her c’hasaz dirâk Saül, hag hén̄ penn ar Filistin enn hé zourn.
58. Ha Saül a lavaraz d’ézhan̄ : A bé wenn oud-dé, dén-iaouan̄k ? Ha David a lavaraz : Mé a zô mâb d’as servicher Isai eûz a Vétléhem ?
1. Ha pa en dôé éhanet David komza out Saül, éné Jonatas en em stagaz stard oud éné David, ha Jonatas a garaz anézhan̄ ével hé éné hé-unan.
2. Ha Saül a zalc’haz anézhan̄ enn deiz-zé, ha n’hel lézaz két da zistrei da dî hé dâd.
3. Neûzé David ha Jonatas a réaz eur gévrédigez, râk Jonatas a garé anézhan̄ ével hé éné hé-unan.
4. Râk-sé Jonatas a ziwiskaz ar zaé a oa war-n-ézhan̄ hag hé rôaz da Zavid, gan̄d hé ziḻad all ; ha bétég hé glézé, hag hé warek, hag hé c’houriz.
5. David a iéa da gémen̄t léac’h ma her c’hasé Saül, hag hén̄ en em réné gan̄t furnez : ha Saül hel lékéaz é penn ar vrézélidi ; hag hén̄ a oé digéméret-mâd gan̄d ann holl bobl, ha dreist-holl gan̄d oviserien Saül.
6. Hégen pa zistrôé David, goudé m’en dôe lazet ar Filisiin, ar merc’hed a zeûaz er-méaz eûz a holl geriou Israel, ô kana hag ô tan̄sa é raok ar roué Saül, oc’h en em laouénaat gan̄t taboulinou ha sistrou.
7. Hag ar merc’hed ô von̄d araok, a gané hag a zan̄sé, ô lavarout : Saül en deûz lazet mil, ha David dék mil.
8. Eunn drouk brâz a zavaz é Saül, hag al lavar-zé a zisplijaz kalz d’ézhan̄ ; hag hén̄ a lavaraz : Dek mil hô deûz rôet da Zavid, ha mil hô deûz rôet d’in : pétrâ en deûz-hen da gaout c’hoaz néméd ar rouan̄télez ?
9. A neûzé ha pelloc’h na zellaz mui Saül oud David a dû vâd.
10. Hôgen an̄trônôz ar spéred drouk kaset gan̄d Doué a grôgaz é Saul, hag hén̄ a ziougané é-kreiz hé dî : hôgen David a zouné gan̄d ann délen ével ma réa bemdez ; ha Saül péhini en dôa eur gwaf enn hé zourn,
11. A daolaz anézhan̄ ô krédi pénaoz ec’h helché toulla David hag ar vôger : hôgen David en em zistrôaz diou wéach a zira-z-han̄.
12. Ha Saül en dôé aoun râk David, ô véza ma oa ann Aotrou gan̄d hé-man̄, ha ma oa en em dennet diout-han̄ hé-unan.
13. Râk-sé Saül a belléaz anézhan̄ dioût-han̄, hag a lékéaz anézhan̄ é penn mil dén : hag hén̄ a iéa hag a zeûé é-raog ar bobl.
14. David ivé en em réné gan̄d furnez enn hé holl hen̄chou, hag ann Aotrou a oa gan̄t-han̄.
15. Saül éta ô wélout pénaoz é oa fûr-brâz, a zeûaz da lakaad évez out-han̄.
16. Hôgen holl Israel ha Juda a garé David ; râg hén̄ é oa a iéa hag a zeûé enn hô raok.
17. Ha Saül a lavaraz da Zavid : Chétu Mérob, va merc’h héna ; hî eo a rôinn d’id da c’hrég : béz hép-kén eunn dén kalounek, ha stourm e brézéliou ann Aotrou. Râk Saül a lavaré enn-han̄ hé-unan : Na zavet két va dourn out-han̄, hôgen savet out-han̄ dourn ar Filistined.
18. Ha David a lavaraz da Zaül : Piou ounn-mé, pé pétrâ eo va buez, pé kéren̄tiez va zâd enn Israel, évit ma teûfenn da vab-kaer d’ar roué.
19. Hôgen enn amzer ma tlié Mérob, merc’h Saül, béza rôed da Zavid, é oé rôet da c’hrég da Hadriel Molatit.
20. Hôgen Michol, eil verc’h Saül, a garé David. Ha kémen̄t-sé ô véza bét lavaret da Zaül, é oé dâ gan̄t-han̄.
21. Ha Saül a lavaraz : Hé rei a rinn d’ézhan̄ évit ma vézô hî kiriek dézhan̄ d’en em goll (T), ha ma gouézô war-n-ézhan̄ dourn ar Filistined. Ha Saül a lavaraz da Zavid : É diou zra é vézi hiriô da vâp kaer din.
22. Ha Saül a rôaz ar gourc’hémenn-man̄ d’hé zervicherien : Komzit oud David ével hép gouzout din, ô lavarout : Chétu éc’h eûz karan̄tez ar roué, hag hé holl zervicherien a gâr ac’hanod. Béz éta bréma da vâp-kaer d’ar roué.
23. Ha servicherien Saül a lavaraz kémen̄t-sé é plég skouarn David. Ha David a lavaraz : Ha nébeûd é kavit-hu béza mâp-kaer d’ar roué ? Evidoun-mé a zô paour ha dister.
24. Ha servicherien Saül a lavaraz kémen̄t-sé dézhan̄, ô lavarout : Ével-sé en deûz lavaret David.
25. Hôgen Saül a lavaraz : Evel-henn é léverrot da Zavid : Ar roué n’en deûz két a ézomm a argoulou ; na c’houlenn kén némét kan̄t pôd-mézen a Filistined, évit ma vézô ven̄jet ar roué eûz hé énébourien. Hôgen Saül a venné lakaad David étré daouarn ar Filistined.
26. Ha p’hô dôé hé zervicherien disrévellet da Zavid ar péz en dôa lavaret Saül, é oé dâ gan̄t-han̄ ô klévout é teûjé da véza mâp-kaer d’ar roué.
27. Ha nébeûd dervésiou goudé é savaz David, hag éz éaz gan̄d ann dûd a oa dindân hé véli. Hag hén̄ a lazaz daou c’han̄t Filistin, hag a zigasaz hô pôdou-mézen, hag hô nivéraz d’ar roué, évit béza da vâp-kaer d’ézhan̄. Saül éta a rôaz d’ézhan̄ da c’hrég, Michol, hé verc’h.
28. Ha Saül a wélaz skléar pénaoz édô ann Aotrou gan̄d David. Ha Michol, merc’h Saül, a garé anézhan̄.
29. Ha Saül a zeûaz da gaout aoun râk David mui-oc’h-vui : hag hén̄ a zeûaz da énébour da Zavid da-vikenn.
30. Neûzé prin̄sed ar Filistined a zeûaz ; ha kerken̄t ha ma teûjon̄t er-méaz, David en em rénaz gan̄t mui a furnez égéd holl zervicherien Saül ; hag hé hanô a oé brudet-brâz.
1. Hôgen Saül a gomzaz out Jonatas hé vâb, hag oud hé holl zervicherien évit ma lazchen̄t David. Hôgen Jonatas, mâb Saül, a garé kalz David.
2. Ha Jonatas a zisklériaz kémen̄t-sé da Zavid, ô lavarout : Saül, va zâd, a glask ann doaré d’az laza : râk-sé laka evez ouz-id héd ar min̄tin, mé az péd ; kéa enn eul léac’h distrô hag en em guz énô.
3. Hôgen mé a iélô gan̄t va zâd er-méaz, hag a choumô em zâ enn hé gichen er park é péhini é vézi : ha mé a gomzô out va zâd diwar da benn ; ha kémen̄d a wélinn, a rôinn da anaout d’id.
4. Jonatas éta a gomzaz ervâd diwar-benn David da Zaül, hé dâd, hag a lavaraz dézhan̄ : Na bec’h két, ô roué, a-énép David da zervicher ; râk n’en deûz két péc’het enn da énep, ha kémen̄d en deûz gréat évid-od a zô mâd-meûrbéd.
5. Lékéat en deûz hé vuez enn hé zourn, ha lazet en deûz ar Filistin ; hag ann Aotrou en deûz gréat eunn dieûb brâz enn Israel. Hé wélet éc’h eûz hag oud en em laouénéet. Pérâg éta é fell d’id péc’hi a-éneb eur goâd dinam, ô laza David péhini a zô hép gwall ?
6. Pa glévaz Saül kémen̄t-sé, mouéz Jonatas a habaskaaz anézhan̄, hag hén̄ a douaz : Ével ma eo béô ann Aotrou, na vézô két lazet.
7. Neûzé Jonatas a c’halvaz David, hag a zanévellaz dézhan̄ ann holl gomziou-zé : ha Jonatas a gasaz David étrézé Saul ; hag hén̄ a oé dira-z-han̄, ével ma oa ken̄t.
8. Hag ar brézel a zavaz a névez : ha David a iéaz er-méaz hag a stourmaz oud ar Filistined : laza a réaz eul lôd brâz anézhô, hag hî a déc’haz a zira-z-han̄.
9. Ar spéred drouk kaset gan̄d ann Aotrou a grôgaz é Saül, pa oa hén̄ azézet enn hé dî, hag é talc’hé eur gwaf enn hé zourn. Hôgen David a zouné gan̄d ann délen.
10. Ha Saül a glaskaz toulla David oud ar vôger gan̄d hé wâf ; hôgen David en em zistrôaz a zira-z-han̄ ; hag ar gwâf, héb béza hé c’hlazet, a skôaz oud ar vôger. Ha David a déc’haz hag a oé dieûbet enn nôz-zé.
11. Hôgen Saül a gasaz hé warded da dî David, évid hé zerc’hel hag hé laza diouc’h ar min̄tin. Michol, hé c’hrég, a zisklériaz kémen̄t-sé da Zavid, ô lavarout : Ma na déc’hez két hénôz, é varvi war-c’hoaz.
12. Hag hî a ziskennaz anézhan̄ dré ar prénestr : hag hén̄ a iéaz-kuît, hag a déc’haz, hag a oé savétéet.
13. Neûzé Michol a géméraz eur skeûden hag a lékéaz anézhi war wélé David : eur c’hroc’hen blévek gavr a lékéaz war-drô d’hé fenn hag é c’hôlôaz anézhi gan̄d diḻad.
14. Hôgen Saül a gasaz soudarded évit krapa é David. Hag é oé lavaret pénaoz é oa klan̄v.
15. Ha Saül a gasaz kannaded all évit gwélout David, ô lavarout : Digasit-hén̄ d’in enn hé wélé évit ma vézô lazet.
16. Ha pa oé deût ar gannaded, na oé kavet war ar gwéle néméd eur skeûden, ha kroc’hen eur c’havr war-drô d’hé fenn.
17. Ha Saül a lavaraz da Vichol : Pérâg éc’h eûz-té gréat goab ac’hanoun ével-sé, hag éc’h eûz-té lékéat va énébour da dec’hout ? Ha Michol a lavaraz da Zaül : O véza ma en deûz lavaret d’in : Va lez da von̄t pé az lazinn.
18. David ô tec’hout ével-sé, a oé savétéet hag a iéaz da gavout Samuel é Ramata hag a zanévellaz d’ézhan̄ kémen̄d en dôa gréat Saül d’ézhan̄ : ha Samuel hag hén̄ a iéaz-kuît ac’hanô, hag é choumchon̄t é Najot.
19. Ha lavaret é oé da Zaül : Chétu éma David é Najot, léz Ramata.
20. Saül a gasaz éta soudarded évit krapa é David : hôgen pa wélaz ar ré-man̄ eur van̄den proféded péré a ziougané, ha Samuel savet dreist-hô, spéred ann Aotrou a grôgaz ivé enn-hô, hag hî ivé en em lékéaz da ziougani.
21. Pa oé lavaret kémen̄t-sé da Zaül, é kasaz soudarded all : hag hî a ziouganaz ivé. Ha Saül a gasaz adarré souarded eunn drédé wéach ; hag hî ivé a ziouganaz. Ha Saül, ô véza savet drouk brâz enn-han̄,
22. A iéaz hé-unan da Ramata : hag ô véza deûet bétég ar pun̄s brâz a zô é Soko, é c’houlennaz é péléac’h édô Samuel ha David. Hag e oé lavaret d’ézhan̄ : Chétu émin̄t é Najot, léz Ramata.
23. Hag hén̄ a iéaz da Najot, léz Ramata : ha spéred ann Aotrou ô véza ivé krôget enn-han̄, en em lékeaz da ziougani enn eur gerzout, kén na oé deûet da Najot, léz Ramata.
24. Hag hén̄ a ziwiskaz ivé hé ziḻad, hag a ziouganaz gan̄d ar ré all dirâk Samuel, hag a gouézaz enn noaz war ann douar héd ann deiz hag ann nôz. Ac’hanô eo deûet al lavar-gôlôet : Hag éma ivé Saül é-mesk ar broféded.
1. Hôgen David a iéaz-kuît eûz a Najot, léz Ramata, hag a zeûaz da gomza out Jonatas, ô lavarout : Pétrâ em eûz-mé gréat ? Pétrâ eo va fallagriez, ha pétrâ eo va féc’hed a-énep da dâd, ma teû da glask va buez ?
2. Ha Jonatas a lavaraz d’ézhan̄ : Doué ra virô ; na varvi két, râk va zâd na ra nétrâ, na brâz na bihan, héb hé lavarout d’in. Hag ann dra-zé hép-kén en défé-hén̄ kuzet d’in ? Na c’hoarvézô két kémen̄t-sé.
3. Hag hén̄ a douaz adarré da Zavid. Ha David a lavaraz d’ézhan̄ : Da dâd a oar ervâd pénaoz em eûz kavet grâs dirâk da zaoulagad ; hag hén̄ en dévézô lavaret : Na wézet két Jonataz kémen̄t-man̄, gan̄d aoun na zeûjé da c’hlac’hari. Râk ével ma eo béô ann Aotrou, ha ma eo béô da éné, n’éz eûz (évid hé lavarout) néméd eur c’hammed étré mé hag ar marô.
4. Ha Jonatas a lavaraz da Zavid : Kémen̄d a liviri d’in a rinn évid-oud.
5. Ha David a lavaraz da Jonatas : War-c’hoaz éma ar c’hen̄ta eûz ar mîz, ha mé a zô boazet da azéza e-kichen ar roué évid dibri : va lez éta da guza enn eur park bété pardaez ann trédé deiz.
6. Mar teû da dâd da zellout ha da c’houlenn ac’hanoun, é liviri d’ézhan̄ : Goulennet en deûz David digan-én̄ va aotré évit mon̄t buan da Vétléhem hé géar, ô véza ma éz eûz énô eur sakrifiz liduz évid holl ré hé vreûriez.
7. Ma lavar-hén̄ : Mâd ; ar péoc’h a vézô gan̄d da zervicher : hôgen mar sâv droug enn-han̄, gwéz pénaoz eo krenn hé zrougiez.
8. Grâ éta ann drugarez-man̄ é-kén̄ver da zervicher, pa éc’h eûz lékéat kévrédigez ann Aotrou étré té ha da zervicher ; ma éz eûz eur fallagriez-bennâg enn-oun, va lâz ha n’am c’has két dirâk da dâd.
9. Ha Jonatas a lavaraz d’ézhan̄ : Doué ra virô kémen̄t-sé diouz-id : râk ma anavézann pénaoz eo direiz drougiez va zâd ouz-id, her rôinn évit-gwir da anaout d’id.
10. Ha David a lavaraz da Jonatas : Piou hé rôi da anaoud d’in, ma lavar d’id da dâd eunn dra c’harô em énep ?
11. Ha Jonatas a lavaraz da Zavid : Deûz, ha déomp war ar méaz. Ha pa oen̄t éat hô-daou er méaz,
12. É lavaraz Jonataz da Zavid : Aotrou, Doué Israel, ma hellann anaout ménoz va zâd war-c’hoaz pé goudé war-c’hoaz, ha mar béz eunn dra-bennâg a vâd é-gounid David ; ma na gasann két d’id râk-tâl, ha ma n’hé rôann da anaoud d’id,
13. Ra rai ann Aotrou kémen̄t-sé hag ouc’h-penn da Jonatas. Hôgen ma ken̄dalc’h va zâd hé zrougiez ouz-id, her rôinn da anaoud d’id, hag az lézinn da von̄t-kuît, évit m’az î é péoc’h ha ma vézô ann Aotrou ganéz, ével ma eo bét gan̄t va zâd.
14. Ha mar bévann, é rî d’in trugarez ann Aotrou : ha mar bézann marô,
15. Na denni két da drugarez diwar va zî da-vikenn, pa en dévézô ann Aotrou diskolpet énébourien David diwar ann douar bétég ann divéza. Ra vézô tennet Jonatas eûz hé dî, ha ra vézô tennet David gan̄d ann Aotrou eûz a zaouarn hé énébourien.
16. Jonatas a réaz éta kévrédigez gan̄t tî David ; hag ann Aotrou a dennaz David eûz a zaouarn hé énébourien.
17. Ha Jonatas a réaz ivé da Zavid toui d’ézhan̄, ô véza ma karé anézhan̄ ; râg hé garout a réa ével hé éné.
18. Ha Jonatas a lavaraz d’ézhan̄ : War-c’hoaz éma ar c’hen̄ta eûz ar miz, hag é vézi klasket :
19. Râk da gador a vézô goullô a-héd daou zervez. Neûzé é tiskenni buan hag é teûi d’al léac’h é péhini é tléez béza kuzet d’ann deiz é péhini é helleur laboura ; hag éc’h azezi é-tâl ar méan a zô hanvet Ézel.
20. Ha mé a laoskô tri zenn bir (T) out-han̄, ével ma fellfé d’in tenna d’ar gwenn.
21. Neûzé é kasinn eur paotr hag é livirinn d’ézhan̄ : Kéa, ha digas d’in va birou.
22. Ma lavarann d’ar paotr : Chétu ar birou a zô enn tû-man̄ d’id, digas anézhô d’in : deûz d’am c’havout, rag ar péoc’h a zô d’id ha n’eûz droug é-béd, ével ma eo béô ann Aotrou. Hôgen ma lavarann ével-henn d’ar paotr : Chétu ar birou a zô enn tû all d’id : kéa é péoc’h, rag ann Aotrou az kâs-kuît.
23. Hôgen é-kén̄ver ar gér hon eûz lavaret mé ha té, ra vézô ann Aotrou étré mé ha té da-vikenn.
24. David éta en em guzaz er park ; hag ar c’hen̄ta eûz ar mîz ô véza deûet, ar roué a azézaz évid dibri boéd.
25. Ha pa oé azézet ar roué, hervez hé voaz, war hé gador a oa oud ar vôger, é savaz Jonatas hag éc’h azézaz Abner é-kichen Saül ; ha léac’h David a choumaz goullô.
26. Ha Saül na lavaraz nétrâ enn deiz-zé : râg hén̄ a grédé éz oa martézé c’hoarvézet da Zavid pénaoz né oa na glân na glanet.
27. Ha pa zeûaz ann eil dervez eûz ar mîz, e oé c’hoaz gwélet goullô léac’h David. Ha Saül a lavaraz da Jonatas hé vâb : Pérâk né két deûet da zibri mâb Isai, na déac’h nag hiriô ?
28. Ha Jonatas a lavaraz da Zaül : Va fédet en deûz stard d’hé lézel da von̄t da Vétléhem,
29. O lavarout : Va lez da von̄t, râg eur sakrifiz liduz a zô enn hor c’héar, hag unan eûz va breûdeûr a zô deûet d’am c’herc’hout : bréma éta ma em eûz kavet grâs dirâk da zaoulagad, éz inn buan hag é wélinn va breûdeûr. Évit-sé eo né két deûet out taol ar roué.
30. Neûzé Saül ô sével droug enn-han̄ out Jonatas, a lavaraz dézhan̄ : Mâb kast, ha na ouzoun-mé két pénaoz é karez mâb Isai, enn da véz hag é méz mézégez da vamm ?
31. Râk keit ha ma vévô mâb Isai war ann douar, na vézi két diwallet na da rouan̄télez. Râk-sé laka hé gerc’hout bréman̄ ha digas-hén̄ d’in ; râk réd eo d’ézhan̄ mervel.
32. Ha Jonatas a lavaraz da Zaül, hé dâd : Pérâg é varvô-hén̄ ? Pétrâ en deûz-hén̄ gréat ?
33. Ha Saül a grôgaz enn eur waf évit skei gan̄t-han̄. Ha Jonatas a anavézaz pénaoz en dôa hé dâd lékéat enn hé benn laza David.
34. Jonatas a zavaz éta diouc’h taol, hag eunn drouk brâz enn-han̄, ha na zebraz két a voéd enn eil dervez eûz ar mîz ; râk glac’haret é oa diwar-benn David, ô véza m’en dôa hé dâd hé vézékéet.
35. Ha da c’houlou-deiz é teûaz Jonatas d’ar park ével ma oa en em glévet gan̄d David, hag eur paotr bihan gan̄t-han̄.
36. Hag hén̄ a lavaraz d’hé baotr : Kéa, ha digas d’in ar birou a denninn. Ha pa en dôé rédet ar paotr, é tennaz eur vir all enn tû all d’ar paotr.
37. Ha pa oé deûet ar bugel d’al léac’h é péhini édô ar gen̄ta vir en dôa tennet Jonatas, é c’harmaz Jonatas adré d’ézhan̄ hag é lavaraz : Chétu éma ar vir enn tû all d’id.
38. Ha Jonatas a c’harmaz adarré adré ar paotr, ô lavarout : Hast affô ha na zalé két. Paotr Jonatas a zastumaz éta ar birou hag hô digasaz d’hé vestr.
39. Hag ar paotr na wié é nép doaré ar péz a réad ; Jonatas ha David hép-kén̄ a wié ann drâ.
40. Neûzé Jonatas a rôaz hé armou d’ar paotr hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, ha kâs ann drâ-man̄ da géar.
41. Ha pa oé éat-kuît ar paotr, David a zavaz eûz al léac’h ma édô a oa trôet oud ar c’hrésteiz, hag ô véza en em strin̄ket d’ann douar, éc’h azeûlaz teir gwéach : hag ô poka ann eil d’é-gilé, en em lékéjon̄t da wéla hô-daou, ha David c’hoaz muioc’h.
42. Ha Jonatas a lavaraz da Zavid : Kéa é péoc’h : kémen̄d hon eûz touet hon-daou é hanô ann Aotrou, ô lavarout : Ra vézô ann Aotrou étré mé ha té, hag étré va gwenn ha da wenn, ra badô da-vikenn.
43. Ha David a zavaz hag a iéaz-kuît, ha Jonatas a zistrôaz da géar.
1. Neûzé David a iéaz da Nobé étrézég Akimélek ar Bélek-brâz : hag Akimélek a oé souézet-brâz, ô véza ma oa deûet David ; hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg oud-dé da-unan, ha n’eûs-hén̄ dén gan-éz ?
2. Ha David a lavaraz da Akimélek ar Bélek-brâz : Ar roué en deûz gourc’hémennet d’in eunn dra, ô lavarout : Na wézet dén pérâg em eûz da gaset, na pétrâ em eûz gourc’hémennet d’id : ha dré-zé eo em eûz rôet emwél d’am zûd tû-man̄ ha tû-hon̄t.
3. Ma éc’h eûz éta bréman̄ eunn drâ-bennâg dindân da zourn, pé pemp torz vara, pé ar péz a gavi, rô-hén̄ d’in.
4. Hag ar Bélek-brâz a lavaraz da Zavid : n’em eûz két a vara évid ar bobl dindân va dourn, hôgen bara san̄tel hép-kén : gan̄t ma vézô glân da dûd, dreist-holl e-kén̄ver ar c’hragez.
5. Ha David a lavaraz d’ar Bélek-brâz : E-kén̄ver ar péz a zell oud ar c’hragez, n’omp két éat d’hô c’havout abaoé déac’h hag ann derc’hen̄t émomb en em lékéat enn hen̄t ; ha diḻad va zûd a zô ivé glân. Koulskoudé ann hen̄t en deûz hô saotret ; hôgen hiriô é vézin̄t glanet ivé enn hô diḻad.
6. Ar Bélek-brâz a rôaz éta d’ézhan̄ bara san̄télet ; râk na oa énô bara all é-béd néméd ar baraou kennig a oa bét tennet a zirâg ann Aotrou évit lakaat baraou tomm.
7. Hôgen enn deiz-zé en em gavaz énô, enn diabarz eûz-a dabernakl ann Aotrou, unan eûz a zervicherien Saül, eunn Iduméad hanvet Doeg, ar c’hen̄ta é-touez mesaerien Saül.
8. Hôgen David a lavaraz da Akimélek : Ha n’éc’h eûz két dindân da zourn eur spék pé eur c’hlézé ? Rak n’em eûz két kaset gan-én̄ va c’hlézé, na va armou, ô véza ma hasté kalz gourc’hémenn ar roué.
9. Hag ar Bélek-brâz a lavaraz : Chétu klezé Goliat ar Filistin éc’h eûz lazet é traon̄ien ann Térébin̄t, hag a zô gôlôet gan̄d eunn tamm mézer adré d’ann éfod. Mar fell d’id hé gémérout, kémer ; râk n’eûz aman̄ hini all é-béd némét-han̄. Ha David a lavaraz : Neûz hini hén̄vel oud hen-nez ; rô-hén̄ d’in.
10. David éta a zavaz hag a déc’haz enn deiz-zé eûz a zirâk Saül ; hag éz éaz étrézég Akis, roué Get.
11. Ha servicherien Akis a lavaras d’ézhan̄ pa wélchon̄t David : Ha né két hen-nez David, roué ar vrô ? Ha né két évid hen-nez eo bét kanet enn dan̄sou, ô lavarout : Saül en deûz lazet mîl, ha David dék mil ?
12. Hôgen David a lékéaz ar c’homziou-zé enn hé galoun, hag en dôé eur spoun̄t brâz râg Akis, roué Get.
13. Hag hén̄ a zislébéré hé zremm dira-z-hô, hag en em lezé da gouéza étré hô daouarn, hag en em stoké out postou ann ôr, hag a lezé hé c’hlaouren da gouéza war hé varô.
14. Hag Akis a lavaraz d’hé zervicherien : C’houi a wél pénaoz ann dén-zé a zô diskian̄t. Pérâg hoc’h eûz-hu hé zigaset d’in ?
15. Ha n’hon eûz-ni két a-walc’h a dûd-diboell, évid digas hé-man̄ da ziboella dira-z-oun ? Hag ann dén-zé a dléfé béza deûet em zi ?
1. David éta a iéaz-kuît ac’hanô hag a déc’haz é kéô Odollam. Ha pa glevaz hé vreûdeûr kémen̄t-sé, hag holl di hé dâd, é tiskenchon̄t dî d’hé gavout.
2. Hag ar ré holl a oa en̄krézet, hag ar re a oa karget a zléou, hag ar ré a oa réc’het en em zastumaz enn-drô d’ézhan̄ : hag hén̄ a oé da brin̄s d’ézhô, ha war-drô pévar c’han̄t dén en em gavaz gan̄t-han̄.
3. Hag ac’hanô éz éaz David da Vasfa a zô é brô Moab, hag é lavaraz da roué Moab : Choumet gan-é-hoc’h, mé hô péd, va zâd ha va mamm, kén na wézinn pétrâ a rai Doué d’in.
4. Hag hén̄ hô lézas é-kichen roué Moab ; hag hî a choumaz enn hé dî keit ha ma oé David er c’hré.
5. Ha Gad ar profed a lavaraz da Zavid : Na choum két er c’hré : kéa er-méaz ha kerz étrézé douar Juda. Ha David en em lékéaz enn hén̄t, hag a zeûaz da goat Haret.
6. Ha Saül a glévaz pénaoz é oa bét gwélet David hag ann dûd a oa gan̄t-han̄. Hôgen Saül pa édô é Gabaa, hag enn eur c’hoat léz Rama, gan̄d eur spék enn hé zourn, hag hé holl zervicherien war hé drô,
7. É lavaraz d’hé zervicherien a oa enn hé gichen : Sélaouit bréma, bugalé Jémini ; ha mâb Isai a rôi d’é-hoc’h holl parkou ha gwiniennou ; hag é lakai ac’hanoc’h holl da villénerien ha na gan̄ténerien,
8. O véza ma hoc’h eûz holl en em zavet em énep ha n’éz eûs hini a gémen̄t hé ziskuḻfé d’in ; pa eo gwîr pénaoz va mâb hé-unan en deûz gréat kévrédigez gan̄t mâb Isai ? N’eûz két unan ac’hanoc’h en défé truez ouz-in nag hér rôjé da anaout d’in ; ô véza ma en deûz va mâb lékéat da zével ouz-in unan eûz va zervicherien, péhini bétég hiriô en deûz aozet spiou em énep.
9. Neûzé Doeg, ann Iduméad, péhini en em gavé énô hag a oa ar c’hen̄ta é-touez servicherien Saül, a lavaraz : Gwélet em eûz mâb Isai é Nobé, é ti Akimélek ar Bélek-brâz, mâb Akitob.
10. Hag hé-man̄ en deûz goulennet kuzul digan̄d ann Aotrou diwar hé benn, hag en deûz rôet boéd d’ézhan̄ ; hag en deûz ivé rôet d’ezhan̄ klézé Goliat ar Filistin.
11. Ar roué éta a gasaz da gerc’hout Akimélek ar Bélek-brâz, mâb Akitob, hag holl véleien tî hé dâd a oa é Nobé ; hag hî a zeûaz holl da gavout ar roué.
12. Ha Saül a lavaraz da Akimélek : Sélaou, mâb Akitob. Hag hén̄ a lavaraz : Chétu mé, Aotrou.
1S. Ha Saül a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg hoc’h eûz-hu en em zavet em énep, té ha mâb Isai ; hag éc’h eûz-té rôet d’ézhan̄ bara hag eur c’hlézé, hag éc’h eus-té goulennet kuzul digan̄d Doué diwar hé benn, évit ma savché em énep ha ma aozché spiou ouz-in bétég hiriô ?
14. Hag Akimélek a respoun̄taz d’ar roué, hag a lavaraz : Piou eo ann hini é-touez da zervicherien a zô ker féal ha David, hén̄ péhini a zô mâb-kaer d’ar roué, a gerz diouc’h da c’hourc’hémenn, hag a rô kémen̄d a c’hloar d’as tî ?
15. Hag a hiriô eo éz ounn-mé deûet da c’houlenn kuzul digan̄d Doué diwar hé benn ? Pell eo kémen̄t-sé diouzin : na arvaret két ar roué eunn dra ével-sé war-n’oun, na war holl dî va zâd, râk da zervicher na wié nétrâ war gémen̄t-sé na nébeûd na kalz.
16. Hag ar roué a lavaraz : Lékéat é vézi d’ar marô, Akimélek, té hag holl dî da dâd.
17. Hag ar roué a lavaraz d’ar gwarded a oa enn-drô d’ézhan̄ : Trôid, ha lazit béleien ann Aotrou, râg gan̄d David éma hô dourn : hî a wié ervâd pénaoz é téc’hé, ha n’hô deûz két hé zisklériet d’in. Hôgen servicherien ar roué na fellaz két d’ézhô astenna hô daouarn war véleien ann Aotrou.
18. Hag ar roué a lavaraz da Zoeg : Trô dé, hag en em daol war ar véleien. Ha Doeg ann Iduméad a drôaz, hag en em daolaz war ar véleien, hag a lazaz enn deiz-zé pemp dén ha pévar-ugen̄t gwisket gan̄d ann éfod lîn.
19. Lakaad a réaz ivé laza gan̄d ar c’hlézé é Nobé, kéar ar véleien, ar oazed, hag ar merc’hed, hag ar vugalé, hag ar ré a oa oud ar vronn, hag ann ejenned, hag ann ézen, hag ann dén̄ved.
20. Hôgen unan eûz a vipien Akimélek, mâb Akitob, péhini a oa hanvet Abiatar, ô véza téc’het ac’hanô, a iéaz étrézé David,
21. Hag a rôaz da anaoud d’ézhan̄ pénaoz Saül en dôa lazet béleien ann Aotrou.
22. Ha David a lavaraz da Abiatar : Mé a wîé ervâd enn deiz-sé, pa édô énô Doeg ann Iduméad, pénaos héb arvar her rôjé da anaout da Zaül. Mé a zô abek da varô holl dî da dâd.
23. Choum gan-én̄, n’az péz két a aoun : mar klask eur ré va buez, é klaskô ivé da vuez ; ha gan-én̄ é vézi diboaniet.
1. Neûzé é teûjon̄t da lavaroud da Zavid : Chétu ar Filistined a stourm out Seila ; hag hî a wast ar sôliérou.
2. David éta a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout : Ha mon̄d a rinn-mé, ha tréc’hi a rinn-mé ar Filistined ? Hag ann Aotrou a lavaraz da Zavid : Kéa, hag é tréc’hi ar Filistined, hag é tieûbi Seila.
3. Hag ar re a oa gan̄d David a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu nî hon eûz aoun, ha nî er Judéa : pégémen̄t é vézô brasoc’h hon aoun, mar d-éomp da Zeila a-éneb armé ar Filistined ?
4. David éta a c’houlennaz adarré kuzul digan̄d ann Aotrou, péhini a lavaraz d’ézhan̄ : Saô, ha kéa da Zeila ; râk mé a lakai ar Filistined étré da zaouarn.
5. David éta a iéaz da Zeila gan̄d hé dûd hag a stourmaz oud ar Filistined, hag a lazaz eul lôd brâz anézhô ; kâs a réaz gan̄t-han̄ hô loéned, hag é tiboaniaz tûd Seila.
6. Hôgen p’az éaz Abiatar, mâb Akimélek, da gavout David é Seila, é tougaz gan̄t-han̄ ann Éfod.
7. Rôet é oé da anaout da Zaül pénaoz é oa deûet David da Zeila. Ha Saül a lavaraz : Doué en deûz hé lékéat étré va daouarn : kéméret eo, pa eo éat enn eur géar péhini é deûz persier ha potaḻou.
8. Ha Saül a c’hourc’hémennaz d’ann holl bobl diskenni da Zeila évit stourmi hag évit grounna David hag hé dûd.
9. Pa glévaz David pénaoz éc’h aozé Saül droug out-han̄ é-kûz, é lavaraz da Abiatar ar Bélek : Laka ann éfod.
10. Ha David a lavaraz : Aotrou, Doué Israel, klévet en deûz da zervicher pénaoz en em aoz Saül évid don̄d da Zeila da zisman̄tra kéar enn abek d’in.
11. Ha tûd Seila a lakai ac’hanoun étré hé zaouarn ? Ha diskenni a rai Saül, ével ma en deûz hé glévet da zervicher ? Aotrou, Doué Israel, rô-hén̄ da anaout d’as servicher. Hag ann Aotrou a lavaraz : Diskenni a rai.
12. Ha David a lavaraz : Ha tûd Seila a lakai ac’hanoun ha va zûd étré daouarn Saül ? Hag ann Aotrou a lavaraz : Lakaad a rain̄t.
13. David éta hag hé dûd péré a oa war-drô c’houéac’h kan̄t, a iéaz-kuît eûz a Zeila hag a gildrôé tû-man̄ ha tû-hon̄t, hép gouzout war pé zû mon̄t. Ha lavaret é oé da Zaül pénaoz é oa éat David dioc’h Seila hag é oa téc’het-kuît : râk-sé na fellaz mui d’ézhan̄ mon̄d dî.
14. Hôgen David a choumé enn distrô, el lec’hiou kréva, hag hén̄ en em dennaz war vénez distrô Zif, ménez gôlôet a wéz : ha Saül a glaské anézhan̄ bemdéz ; hôgen Doué n’hel lékéaz két étré hé zaouarn.
15. Ha David a wélaz pénaoz Saül a oa deûet er-méaz évit klaskout hé vuez ; hôgen David a oa é distrô Zif er c’hoat.
16. Ha Jonatas, mâb Saül, a zavaz hag a iéaz da gavout David er c’hoat ; hag hén̄ a grévaaz hé zourn é Doué, ô lavarout dézhan̄ :
17. N’az péz két a aoun ; râk dourn Saül, va zâd, n’az kavô két ; té a rénô war Israel, ha mé a vézô da eil d’id ; ha Saül, va zâd, her goar hé-unan.
18. Hag hî hô-daou a réaz kévrédigez dirâg ann Aotrou : ha David a choumaz er c’hoat ; ha Jonatas a zistrôaz d’hé dî hé-unan.
19. Koulskoudé tûd Zif a biñaz étrézé Saül é Gabaa hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ha n’éma-hén̄ két David kuzet enn hon touez el lec’hiou kréva eûz ar c’hoat, é kréac’h Hachila a zô war ann tû déou eûz ann distrô ?
20. Bréma éta ével ma eo bét c’hoan̄t d’id da ziskenni, diskenn ; ha d’éomp-ni é vézô hé lakaad étré daouarn ar roué.
21. Ha Saül a lavaraz : Benniget ra viot-hu gan̄d ann Aotrou, ô véza ma hoc’h eûz bét truez ouz-in.
22. Id éta, mé hô péd, hag en em aozit buhan, ha klaskit gan̄d évez brâz, ha sellit ervâd oud al léac’h é péhini en em gav, hag out piou en dévézô hé wélet énô ; râg hén̄ a oar ervâd pénaoz éc’h aozann spiou out-han̄ gan̄t gwénded.
23. Sellit-pîz ha gwélit ann holl lec’hiou, é péré en em guz : ha pa vézô pép trâ diarvar, distrôit d’am c’havout évit ma’z inn gan-é-hoc’h : ha pa vé en em guzet enn douar, é c’houiḻinn anézhan̄ é holl vilédou Juda.
24. Hag hî a zavaz hag a iéas da Zif a-raok Saül : hôgen David hag hé dûd a ioa é distrô Maon, er gompézen, war ann tû déou eûz a Jésimon.
25. Saül éta gan̄d hé dûd a iéaz d’hé glaskout : ha David ô véza hé glévet, a ziskennaz râk-tâl étrézég ar roc’h hag a choumaz é distrô Maon : pa glévaz Saül kémen̄t-sé, éz éaz war-lerc’h David é distrô Maon.
26. Ha Saül a iéa a-héd ar ménez war eunn tû, ha David gan̄d hé dûd a iéa a-héd ar ménez war ann tû all. Hôgen David na grédé mui d’ézhan̄ é helfé téc’hout eûz a zirâk Saül ; râk Saül hag hé dûd a gelc’hié David hag hé dûd e doaré eur gurunen, évid hô c’hémérout.
27. Hôgen eur c’hannad a zeûaz da gavout Saül hag a lavaraz d’ézhan̄ : Hast, ha deûz, râg ar Filistined hô deûz gréad eunn argaden er vrô.
28. Saül éta a zistrôaz war hé gîz ha n’az éaz mui war-lerc’h David ; hôgen mon̄d a réaz da ziarbenna ar Filistined : râk-sé eo eo bét hanvet al léac’h-zé, Roc’h ar rann.
1. David éta a biñaz ac’hanô hag a choumaz é lec’hiou kré é Engaddi.
2. Ha pa oé distrôet Saül goudé béza bét war-lerc’h ar Filistined, é oé rôet da anaout kémen̄t-man̄ d’ézhan̄, ô lavarout : Chétu éma David é distrô Engaddi.
3. Saül éta ô kémérout tri mil dén dilennet é-touez Israel holl a gerzas évit klaskout David hag hé dûd, bété war ar rec’hier ar ré c’harva, war béré na bin̄ néméd ar gevr-gwéz.
4. Hag hén̄ a zeûaz da barkou dén̄ved a ioa war hé hen̄t : hag énô éz oa eur c’héô é péhini éz éaz Saül évit karza hé gôv : hôgen David hag hé dûd a oa kuzet é gwéled ar c’héô.
5. Ha tûd David a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu ann deiz a béhini en deûz ann Aotrou lavaret d’id : Mé a lakai da énébour étré da zaouarn, évit ma ri d’ézhan̄ ével ma kiri. David éta a zavaz hag a drouc’haz gwestad béven rokéden Saül.
6. Goudé-zé David en dôé keûz enn hé galoun da véza trouc’het béven rokedén Saül.
7. Hag hén̄ a lavaraz d’hé dûd : Ra virô ann Aotrou na rajenn ann dra-zé d’am aotrou, da éôliet ann Aotrou, na lakajenn va dourn war-n-ézhan̄, ô véza ma eo éôliet ann Aotrou.
8. Ha David a harzaz oud hé dûd gan̄d hé gomsiou ; ha n’hô lézaz két da zével a-énep Saül : ha Saül a zavaz eûz ar c’héô hag a iéaz enn hé hen̄t.
9. Hôgen David a zavaz ivé war hé lerc’h ; hag ô véza éat er-méaz eûz ar c’héô, é c’harmaz adré d’ézhan̄, ô lavarout : Aotrou, va roué. Ha Saül a zistroaz da wélout : ha David oc’h en em strin̄ka d’ann douar, a azeûlaz,
10. Hag a lavaraz da Zaül : Pérâg é sélaouez-té ar ré a lavar d’id : David a glask ann tû da ôber drouk d’id ?
11. Chétu hiriô hô deûz gwélet da zaoulagad, pénaoz en deûz ann Aotrou da lékéat étré va daouarn er c’héô. C’hoan̄t am eûz bét d’as laza (T) ; hôgen da espernet em eûz, ô véza ma em eûz lavaret : Na astenninn két va dourn war va aotrou, râg éôliet ann Aotrou eo.
12. Gwél da-unan, va zâd, hag anavez béven da rokéden em dourn ; ha pénaoz pa em eûz trouc’het béven da rokéden, né két fellet d’in astenna va dourn war-n-oud : sell ha gwél pénaoz n’eûz em dourn na drouk na fallagriez, ha n’em eûz két péc’het enn da énep ; hôgen té a aoz spiou a-énep va buez, évid hé lémél digan-en.
13. Ra varnô ann Aotrou étré mé ha té, ha ra ven̄jô ann Aotrou ac’hanoun diouz-id : hôgen na zavô két va dourn war-n-oud.
14. Diouc’h al lavar kôz : eûz ar ré fallâgr é teû ar fallagriez : na zavô ket éta va dourn war-n-oud.
15. War-lerc’h piou éz éz, roué Israel ? War-lerc’h piou éz éz ? War-lerc’h eur c’hi marô éz éz, ha war-lerc’h eur c’hoanen.
16. Ra vézô ann Aotrou barner ha ra varnô étré mé ha té : ra zellô ha ra varnô va zra-mé, ha ra dennô ac’hanoun eûz da zaouarn.
17. Hôgen goudé m’en dôé David komzet ével-sé out Saül, é lavaraz Saül d’ézhan̄ : Ha né két houn-nez da vouéz, va mâb David ? Ha Saül a zavaz hé vouéz enn eur wéla.
18. Hag hén̄ a lavaraz da Zavid : Gwelloc’h oud égéd-oun : râk n’éc’h eûz gréat némét vâd d’in, ha n’em eûz gréat néméd drouk d’id.
19. Ha té éc’h eûz diskouézet hiriô ar mâd éc’h eûz gréad d’in, pa en deûz ann Aotrou va lékéat étré da zaouarn, ha n’éc’h eûz két va lazet.
20. Râk piou eo ann hini a gâv hé énébour, hag hé lez da von̄t enn hé hen̄t héb ôber drouk d’ézhan̄ ? (T). Ra zistolô d’id ann Aotrou ann drugarez éc’h eûz bét em c’hén̄ver enn deiz-man̄.
21. Hag ô véza ma ouzoun ervâd a-vréma pénaoz é tléez réna, ha ma vézô enn da zourn rouan̄télez Israel,
22. Tou d’in dré ann Aotrou pénaoz na zispenni két va gwenn em goudé, ha na denni két va hanô eûz a dî va zâd.
23. Ha David hé douaz da Zaül. Saül éta a zistrôaz d’hé dî ; ha David hag hé dûd a biñaz é lec’hiou kréva.
1. Hôgen Samuel a varvaz, hag holl Israel en em strollaz, hag a wélaz anézhan̄ ; hag hî a vésiaz anézhan̄ enn hé dî é Ramata. Ha David a zavaz, hag a ziskennaz da zistrô Faran.
2. Hôgen béz’ éz oa eunn dén é distrô Maon, péhini en dôa hé vadou war ar C’harmel : pinvidik-brâz é oa ann dén-zé ; tri mil dan̄vad ha mil gavr en dôa : ha c’hoarvézoud a réaz ma touzaz hé zén̄ved war ar C’harmel.
3. Hanô ann dén-zé a oa Nabal, hag hanô hé c’hrég Abigail : ar c’hrég-zé a oa fûr ha kaer ; hôgen hé ozac’h a oa kalet, ha drouk, ha fallagr. Eûz a wenn Kaleb é oa.
4. Pa glévaz David enn distrô pénaoz Nabal a douzé hé zén̄ved,
5. E kasaz dék paotr-iaouan̄k, hag é lavaraz d’ézhô : Piñit war ar C’harmel, hag îd da gavout Nabal, ha saludit-hén̄ gan̄t péoc’h em hanô :
6. Ha livirit d’ézhan̄ : Ra vezô ar péoc’h d’am breûdeûr ha d’id ; ra vézô ar péoc’h d’as tî, ra vézô ar peoc’h da gémen̄d éc’h eûz.
7. Kléved em eûz pénaoz da vugelien péré a oa gan-é-omp enn distrô a zô ô touza da zén̄ved : biskoaz n’hon eûz hô heskinet, ha biskoaz n’eo bét dian̄ket hini eûz hô dén̄ved, é-keit ma in̄t bét gan-é-omp war ar C’harmel.
8. Goulenn-hén̄ digan̄d da dûd, hag hî hel lavarô d’id. Hôgen bréma ra gavô da zervicherien trugarez dirâk da zaoulagad ; râg enn eunn deiz mâd é teûomp : rô d’as servicherien, ha da Zavid, da vâb, ar péz en em gavô dindân da zourn.
9. Pa oé deûet paotred David, é léverchon̄t kémen̄t-sé da Nabal é hanô David ; hag é tavchon̄t.
10. Hôgen Nabal ô komza out paotred David, a lavaraz : Piou eo David ? Ha piou eo mâb Isai ? Kalz a zervicheriena zô hiriô hag a dec’h diouc’h hô mistri.
11. Ha kéméroud a rinn-mé va bara, ha va dour, ha kîg al loéned em eûz lazet évit va douzerien, évid hô rei da dûd ha na ouzoun a béléac’h in̄t ?
12. Paotred David a zistrôaz enn hô hen̄t, ha pa oen̄t deûet d’hé gavout, é léverchon̄t d’ézhan̄ kémen̄d en dôa lavaret Nabal d’ézhô.
13. Neûzé David a lavaraz d’hé dûd : Gourizet pép-hini hé glézé. Ha pép-hini a c’hourizaz hé glézé ; ha David ivé a c’hourizaz hé glezé : ha war-drô pévar c’han̄t dén a iéaz da heûl David ; ha daou c’han̄t a choumaz gan̄d ar pakadou.
14. Hôgen unan eûz a zervicherien Nabal a zeûaz da lavarout da Abigail, hé c’hrég : Chétu David en deûz kaset kannaded eûz ann distrô, évid ôber hé c’hourc’hémennou d’hon aotrou : hag hén̄ en deûz hô distolet gan̄t garven̄tez.
15. Ann dûd-zé a zô bét mâd enn hor c’hén̄ver, ha n’hô deûz két hon heskinet : ha n’hon eûz kollet nétrâ, é-keit ha ma hon eûz kerzet gan̄t-hô enn distrô :
16. Ével eur vôger in̄t bét évid-omp kerkouls enn nôz ével enn deiz, é-keit ha ma hon eûz kaset hon dén̄ved da beûri enn hô c’hreiz.
17. Dré-zé gwél ha sonj pétrâ a rî : râg é c’hoarvézô droug a-énep da ozac’h hag a-énep da dî ; râk mâb Bélial eo, enn hévélep doaré na hell dén komza out-han̄.
18. Abigail éta a hastaz affô, hag a géméraz daou c’han̄t bara, ha daou bouc’h-kenn gwîn, ha pemp tourz poaz, ha pemp boézellad bleûd, ha kan̄t pakad rezin séac’h, ha daou c’han̄t gon̄vor fiez ; hag hî hô lékéaz war azéned ;
19. Hag hî a lavaraz d’hé faotred : Id em raok, chétu éz ann war hô lerc’h ; hôgen na lavaraz két ann dra-man̄ da Nabal, hé ozac’h.
20. Pa oé éta piñet-hî war eunn azen, ha pa ziskenné out troad ar ménez, David hag hé dûd a ziskenné ivé râg-énep d’ézhi : hag hî en em gavaz gan̄t-hô.
21. Ha David a lavaré : Enn-aner eo em eûz miret enn distrô kémen̄d a oa d’ann dén-zé, ha n’eo bét kollet nétrâ eûz ar péz a ioa d’ézhan̄, pa zistol-hén̄ d’in ann droug évid ar mâd.
22. Ra rai Doué kémen̄t-sé hag ouc’h-penn da énébourien David, ma lézann nétrâ a-benn ar min̄tin é béô eûz a gémen̄d a zô d’ézhan̄, ma lézann zô-kén eur c’hi.
23. Hôgen Abigail pa wélaz David, éc’h hastaz affô hag é tiskennaz diwar hé azen, hag en em strin̄kaz war hé génou dirâk David, hag éc’h azeûlaz trôet ouc’h ann douar ;
2%. Hag oc’h en em deûrel é-c’harz hé dreid, é lavaraz-hi : Ra gouézô war-n-oun, va aotrou, ar fallagriez-zé : lez, mé az péd, da vatez da gomza ouz-id ; ha sélaou komziou da blâc’h.
25. Na lékéet két, mé az péd, va aotrou ha va roué hé galoun war Nabal ann dén fallagr ; râg ével ma eo foll hé hanô, ar follen̄tez a zô ivé gan̄t-han̄ : hôgen mé, da vatez, ô va aotrou, n’em eûz két gwélet ar baotred éc’h eûz digaset.
26. Bréma éta, ô va aotrou, ével ma eo béô ann Aotrou ha ma eo béô da éné, péhini en deûz miret ouz-id na zeûjez da skuḻa goâd, hag en deûz dalc’het da zourn d’id ; ra zeûi bréma da énébourien, péré a glask ann tû da ôber drouk d’am aotrou, da véza hén̄vel out Nabal.
27. Râk-sé kémer ann traou-man̄ a zigas da vatez d’id, va aotrou, ha rô ivé d’ar baotred a zô war-lerc’h va aotrou.
28. Distol ar fallagriez d’as vatez ; râg ann Aotrou a rai d’id eunn ti féal, ô véza, va aotrou, ma stourmez évid ann Aotrou ; ha na vézô két kavet a zrougiez enn-oud é-keit ha ma vévi.
29. Mar sâv biskoaz dén évid da heskina hag évit klask da vuez, buez va aotrou ra vézô miret ével é bôden ar ré véô, gan̄d ann Aotrou da Zoué : hôgen buez da énébourien ra vézô trôet ével eur gourven̄ten hag ével eur vatalm.
30. Pa en dévézô éta gréat ann Aotrou d’id, ô va aotrou, kémen̄t mâd en deûz lavaret é rôjé d’id, ha ma en dévézô da lékéat da benn war Israel,
31. Na vézô két da en̄krez ha da rébech é kaloun va aotrou, béza bét skuḻet gwâd dinam, pé beza bét en em ven̄jet hé-unan : ha pa en dévézô Doué gréat vâd d’am aotrou, ez pézô koun eûz da vatez.
32. Ha David a lavaraz da Abigail : Benniget ra vézô ann Aotrou, Doué Israel, péhini en deûz da zigaset hiriô em raok ; ha benniget ra vézô da lavar ;
33. Ha benniget ra vézi da-unan, té péhini éc’h eûz miret ouz-in na skuḻfenn goâd, ha n’en em ven̄chenn gan̄t va dourn va-unan.
34. Panéved se, ével ma eo béô ann Aotrou, Doué Israel, péhini en deûz miret ouz-in na rajenn drouk d’id ; ma na vijez deûet buan em raok, na vijé choumet nétrâ é-béô da Nabal a-benn ar min̄tin, na vijé két choumet zô-kén eur c’hi.
35. David éta a géméraz eûz hé dourn kémen̄d é dôa digaset d’ézhan̄, hag a lavaraz d’ézhi : Kéa é péoc’h enn da dî ; chétu em eûz sélaouet da vouéz hag em eûz énoret da zremm.
36. Neûzé Abigail a zistrôaz étrézé Nabal : ha chétu en dôa hén̄ eur banvez enn hé dî, ével banvez eur roué, ha kaloun Nabal a oa laouen-brâz, râg gwall vezô é oa : hag hî na lavaraz gér é-béd d’ézhan̄, na bihan na brâz, kén na oé deûet ar min̄tin.
37. Hôgen da c’houlou-deiz pa en dôé Nabal mouget hé wîn, é lavaraz hé c’hreg kémen̄t-sé d’ézhan̄. Hag hé galoun a zeûaz ével marô enn-han̄, hag hén̄ a zeûaz ével eur méan.
38. Hag a-benn dék dervez, ann Aotrou a skôaz gan̄t Nabal, hag hén̄ a varvaz.
39. Pa glévaz David pénaoz é oa marô Nabal, é lavaraz : Benniget ra vézô ann Aotrou péhini en deûz barnet abek va dismegan̄s a berz Nabal, péhini en deûz miret a zroug hé zervicher ; râg ann Aotrou en deûz lékéat da gouéza drougiez Nabal war hé benn hé-unan. David a gasaz neûzé étrézég Abigail, évid hé goulenni da c’hrég d’ézhan̄.
40. Paotred David a zeûaz éta da gavout Abigail war ar C’harmel, hag a gomzaz out-hî, ô lavarout : David en deûz hon digaset étrézég enn-oud, évid da c’houlenni da c’hrég d’ézhan̄.
41. Hag hî en em strin̄kaz war he génou d’an douar, hag a lavaraz : Chétu da blac’h a zô da vatez évit gwalc’hi treid servicherien va aotrou.
42. Hag Abigail a zavaz buan hag a biñaz war eunn azen, ha pemp plac’h a iéa war-droad war hé lerc’h : hag hî a heûliaz kannaded David hag a iéaz da c’hrég d’ézhan̄.
43. David a géméraz ivé Ac’hinoam eûz a Jezrael, hag hî hô-diou a oé da c’hragez d’ézhan̄.
44. Hôgen Saül a rôaz Michol hé verc’h, grég David, da Falti, mâb Lais, péhini a oa eûz a C’hallim.
1. Ha tûd Zif a zeûaz da gavout Saül é Gabaa, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu David a zô kuzet é kréac’h Hachila, a zô râg-énep d’ann distrô.
2. Ha Saül a zavaz hag a ziskennaz da zistrô Zif, ha gan̄t-han̄ tri mil dén dilennet eûz a Israel, évit klask David é distrô Zif.
3. Ha Saül a steñas hé gamp war gréac’h Hachila, péhini a zô râg-énep d’ann distrô war ann hen̄t : hôgen David a choumé enn distrô : ha pa wélaz pénaoz é teûé Saül war hé lerc’h enn distrô,
4. E kasaz spierien, hag é oé lavaret d’ézhan̄ pénaoz é oa deûet Saül dî évit-gwîr.
5. Ha David a zavaz didrouz hag a zeûaz d’al léac’h é péhini édô Saül : ha pa en dôé gwélet al léac’h é péhini é kouské Saül, hag Abner, mâb Ner, prin̄s hé armé, ha pénaoz é oa kousket Saül enn hé delt, hag ar ré all enn-drô d’ézhan̄,
6. É lavaraz David da Akimélek ann Hétéad, ha da Abisai, mâb Sarvia, breûr Joab : Piou a ziskennô gan-én̄ étrézé Saül er c’hamp ? Hag Abisai a lavaraz : Mé a ziskennô gan-éz.
7. David éta hag Abisai a zeûaz étrézé tûd Saül a-zoug ann nôz ; hag hî a gavaz Saül gourvézet ha kousket enn hé delt ; hag hé wâf a oa san̄ket dré ar bég enn douar out penn hé wélé : hag Abner hag ar ré all a gouské enn-drô d’ezhan̄.
8. Hag Abisai a lavaraz da Zavid : Doué a laka hiriô da énébour étré da zaouarn : mon̄d a rann éta d’hé doulla gan̄t va gwâf bétég ann douar enn eunn taol, hag ann eil na vézô két réd.
9. Ha David a lavaraz da Abisai : Na lâz két anézhan̄ ; râk piou a astennô hé zourn war éôliet ann Aotrou, hag a vézô dinam ?
10. Ha David a lavaraz c’hoaz : Ével ma eo béô ann Aotrou, némét ma skôjé ann Aotrou gan̄t-han̄, pé é vé deûet ann deiz eûz hé varô, pé é vé diskaret ha lazet enn emgann.
11. Ra virô ann Aotrou ouz-in na astenfenn va dourn war éôliet ann Aotrou : kémer hép-kén bréma ar wâf a zô out penn hé wélé hag hé bôd-dour, ha déomp-kuît.
13. David éta a géméraz ar wâf hag ar pôd-dour a ioa out penn-wélé Saül ; hag hî a iéaz-kuît. Ha dén n’en dôa hô gwélet, na gwézet kémen̄t-sé, na bét dihun ; hôgen holl é oan̄t kousket, ô véza ma oa kouézet wâr-n-ézhô kousk-mîk ann Aotrou.
13. Pa oé tréménet David enn tû all, é savaz war benn ar ménez a bell ; râk eur pennad balé hirr a ioa étré hén̄ hag ar c’hamp ;
14. Ha David a c’harmaz out tûd Saül hag oud Abner, mâb Ner, ô lavarout : Ha na gomzi-té két, Abner ? Hag Abner a gomzaz hag a lavaraz : Piou oud dé te, péhini a c’harm hag a nec’h ar roué ?
15. Ha David a lavaraz da Abner : Ha n’oud két eunn dén kalounek, té ? Ha piou eo ann hini a zô hén̄vel ouz-id enn Israel ? Pérâg éta n’éc’h eûz-té két diwallet ann aotrou, da roué ? Rag unan eûz ar bobl a zô deûet évit laza ann aotrou, da roué.
16. Né két mâd ar péz éc’h eûz gréat. Ével ma eo béô ann Aotrou, éz oc’h mipien ar marô, c’houi péré n’hoc’h eûz két diwallet hoc’h aotrou, éôliet ann Aotrou. Hôgen bréma gwél péléac’h éma gwâf ar roué, hag ar pod-dour a oa out penn hé wélé.
17. Hôgen Saül a anavézaz mouéz David hag a lavaraz : Ha né két hounnez da vouéz, va mâb David ? Ha David a lavaraz : Va mouéz eo, aotrou, va roué.
18. Hag hén̄ a lavaraz ivé : Pé évit trâ éc’h heskin va aotrou hé zervicher ? Pétrâ em eûz gréat ? Pé zroug a zô em dourn ?
19. Bréma éta, mé az péd, aotrou, va roué, sélaou komziou da zervicher. Mar d-eo ann Aotrou a atiz ac’hanod em énep, ra zavô béteg enn-han̄ c’houez vâd ar (T) sakrifiz : hôgen mar d-eo mipien ann dûd, in̄t milliget dirâg ann Aotrou, ô véza ma hô deûz va harluet hiriô, évit na chouminn két é digwéz ann Aotrou, ô lavarout : Kéa, servich douéed a-ziavéaz.
20. Na vézet két éta bréma skuḻet va goâd war ann douar dirâg ann Aotrou : râk roué Israel a zô deûet er-méaz évit klaskoud eur c’hoanen, ével m’az éeur war-lerc’h eur glujar er ménésiou.
21. Ha Saül a lavaraz : Péc’hed em eûz ; distrô, David, va mâb : râk na rinn mui a zrouk d’id, ô véza ma eo bét hiriô talvouduz va buez dirâk da zaoulagad : râg ével eunn dén diskian̄t em eûz gréat diouc’h doaré, ha kalz traou a oa d’in da c’houzout.
22. Ha David a gomzaz hag a lavaraz : Chétu aman̄ gwâf ar roué : tréméned aman̄ unan eûz hé baotred, ha kaset-hi gan̄t-han̄.
23. Hôgen ann Aotrou a zistolô da bép-hini hervez hé reiz hag hé feiz : râg ann Aotrou en deûz da lékéat hiriô étré va daouarn, ha né két fellet d’in astenna va dourn war éôliet ann Aotrou.
24. Hag ével ma eo bét talvouduz hiriô da vuez dirâk va daoulagad, ra vézô ével-sé talvouduz va buez dirâk daoulagad ann Aotrou, ha ra dennô ac’hanoun a béb an̄ken.
25. Neûzé Saül a lavaraz da Zavid : Ra vézi benniget, David va mâb : kémen̄d a rî a vézô gréat mâd, ha galloudek-brâz é vézi. Neûzé David a iéaz enn hé hen̄t, ha Saül a zistrôaz d’al léac’h ma’z édô ô choum enn-han̄. (T).
1. Ha David a lavaraz enn hé galoun : Abars némeur é kouézinn martézé étré daouarn Saül. Ha né két gwell d’in tec’hout étrézé brô ar Filistined, évit ma tiskrédô Saül ha ma éhanô d’am c’hlaskout é holl harzou Israel ? En em denna a rinn éta eûz hé zaouarn.
2. Ha David a zavaz hag a iéaz-kuît gan̄d hé c’houec’h kan̄t dén, étrézég Akis, mâb Maoc’h, roué Get.
3. Ha David a choumaz gan̄d Akis é Get, hén̄ hag hé dâd, pép-hini gan̄d hé diad ; David gan̄d hé ziou c’hrég, Ac’hinoam eûz a Jezrael, hag Abigail, grég Nabal eûr ar C’harmel.
4. Rôet é oé da anaoud da Zaül pénaoz é oa téc’het David da C’het, ha na c’hoan̄téaz mui mon̄d d’hé gerc’hout.
5. Hôgen David a lavaraz da Akis : Ma em eûz kavet grâs dirâk da zaoulagad, rô d’in eul léac’h enn unan eûz a geriou ar vrô-man̄, évit ma chouminn énô : râk pérâg é choumfé da zervicher gan-éz é kéar ar roué ?
6. Akis a rôaz éta d’ézhan̄ enn deiz-zé Siséleg : dré-zé eo eo deûet Siséleg da roué Juda bété vréma.
7. Ann niver eûz ann deisiou ma choumaz David é brô ar Filistined, a oé eûz a bévar miz.
8. Ha David a biñé gan̄d hé dûd, hag a breizé war ar C’hesuried, hag ar C’herzied, hag ann Amalékited ; râg ar bourc’hiou-zé a oa pobl enn-hô gwéchall adaleg hen̄t Sur bété brô ann Éjipt.
9. Ha David a skôé war ann holl vrô, ha na lézé béô na goâz na maouez : ha goudé m’eo dôa kéméret ann dén̄ved, hag ann éjenned, hag ann ézen, hag ar gan̄valed, hag ann diḻad, é tistrôé hag é teûé da gavout Akis.
10. Hag Akis a lavaré d’ézhan̄ : War-zû péléac’h éc’h eûz-té argadet hiriô ? Ha David a lavaré : War-zû ar c’hrésteiz eûz a Juda, ha war-zû ar c’hrésteiz eûz a Jéraméel, ha war-zû ar c’hrésteiz eûz ar Séni.
11. David na lézé béô na goâz na maouez, ha na zigasé hini da C’het, gan̄d aoun, émé-z-han̄, na lavarfen̄t droug ac’hanomp. Ével-sé é réa David ; hag ével-sé é oé boazet da ôber é-keît ha ma choumaz é brô ar Fiiistined.
12. Akis éta a grédaz é David, ô lavarout : Kalz a zroug en deûz gréat da Israel, hé bobl : râk-sé é vézô zervicher d’in da-vikenn.
1. Enn amzer-zé ar Filistined a zastumaz hô armé, hag en em aozaz évit brézélékaat oud Israel. Hag Akis a lavaraz da Zavid : Gwéz bréma pénaoz é teûi gan-én̄ d’ar brézel, té ha da dûd.
2. Ha David a lavaraz da Akis : Bréma é wézi pétrâ a rai da zervicher. Hag Akis a lavaraz da Zavid : Ha mé as lakai bépréd da ziwall ac’hanoun. (T).
3. Hôgen Samuel a oa marô ; hag Israel holl en dôa hé wélet, hag hî hô dôa hé vésiet é Ramata, enn hé géar d’ézhan̄. Ha Saül en dôa kaset-kuît eûz ar vrô ar strôbinellérien hag ann diouganérien.
4. Ar Filistined éta en em zastumaz, a zeûaz hag a steñaz hô c’hamp é Sunam. Saül a zastumaz ivé Israel holl hag a zeûaz da C’helboé.
5. Ha pa wélaz Saül kamp ar Filistined, é oé spoun̄tet, hag he galoun a oé saouzanet-brâz :
6. Hag hén̄ a c’houlennaz kuzul digan̄d ano Aotrou ; hag ann Aotrou na lavaraz gér d’ézhan̄, na dré ann huvréou, na dré ar véleien, na dré ar broféded.
7. Ha Saül a lavaraz d’hé zervicherien : Klaskit d’in eur vaouez péhini é dévézô spéred Piton, évit m’az inn d’hé c’havout, ha ma c’houlenninn kuzul digan̄t-hi. Hag hé zervicherien a lavaraz d’ézhan̄ : Béz éz eûz é Endor eur vaouez péhini é deûz spéred Piton.
8. En em zic’hiza a réaz éta ; hag ô véza lékéat diḻad all, éz éaz gan̄d daou zén hép-kén ; hag é teûaz dioc’h ann nôz da gavout ar vaouez-zé, hag é lavaraz d’ezhi : Diougan d’in dre spéred Piton, ha laka da zével enn-oun ar péz a livirinn d’id.
9. Hag ar vaouez a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu te a oar pétrâ en deûz gréat Saül, ha pénaoz en deûz kaset-kuît eûz hé vrô ar strôbinellérien hag ann diouganérien : pérâg éta éc’h aozez spiou d’in, évit va lakaad da vervel ?
10. Ha Saül a douaz d’ézhi dré ann Aotrou, ô lavarout : Ével ma eo béô ann Aotrou, na zigouézô droug é-béd digan-éz diwar-benn kémen̄t-man̄.
11. Hag ar vaouez a lavaraz d’ézhan̄ : Piou a likiinn-mé da zével d’id ? Hag hén̄ a lavaraz : Laka Samuel da zével d’in.
12. Hôgen pa wélaz ar c’hrég Samuel, é laoskaz eur griaden vrâz hag é lavaraz-hi da Zaül : Pérâg éc’h eûz-té va zouellet ? Râk té eo Saül.
13. Hag ar roué a lavaraz d’ézhi : N’az péz két a aoun : pétrâ éc’h eûz-té gwélet ? Hag ar c’hrég a lavaraz da Zaül : Gwélet em eûz eunn doué ô sével eûz ann douar.
14. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi : Pé zoaré en deûs-hén̄ ? Hag hî a lavaraz : Eunn dén kôz eo a zô savet, hag hén̄ gôlôet gan̄d eur van̄tel. Ha Saül a anavézaz pénaoz é oa Samuel ; hag hén̄ en em strin̄kaz war hé c’henou d’ann douar, hag a azeûlaz.
15. Hôgen Samuel a lavaraz da Zaül : Pérâg éc’h eûz-té va zennet eûz va éhan évit va lakaad da zével ? Ha Saül a lavaraz : En̄krézet-brâz ounn ; râg ar Filistined a vrézéléka ouz-in, ha Doué a zô en em dennet diouz-in, ha né két fellet d’ézhan̄ komza ouz-in, na dré ar broféded, na dré ann huvréou : râk-sé eo em eûz da c’halvet, évit ma tiskouézi d’in pétrâ a dléann da ôber.
16. Ha Samuel a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg é réz-té goulennou ouz-in, pa eo ann Aotrou en em dennet diouz-id, ha pa eo tréménet étrézé da geférer ?
17. Râg ann Aotrou a rai d’id ével ma en deûz hé lavaret dré-z-oun : ann Aotrou a rogô da rouan̄télez eûz da zaouarn, hag hé rôi da Zavid, da nésa :
18. O véza n’éc’h eûz két sen̄tet out mouéz ann Aotrou, ha n’éc’h eûz két sévénet barnédigez hé vuanégez a-éneb Amalek : râk-sé eo en deûz ann Aotrou digaset d’id ar péz a c’houzan̄vez hiriô.
19. Ann Aotrou a lakai ivé Israel gan-éz étré daouarn ar Filistined : hôgen war-c’hoaz té ha da vipien a vézô gan-én̄ : hag ann Aotrou a lakai ivé kamp Israel étré daouarn ar Filistined.
20. Râk-tâl é kouézaz Saül a-c’houen hé gorf d’ann douar ; râk spoun̄tet é oa bét gan̄t geriou Samuel, ha n’en dôa két a ners, ô véza d’en dôa két débret a voéd héd ann deiz-zé.
21. Ar c’hrég-zé a iéaz éta da gavout Saül (râg hén̄ a oa strafiḻet-brâz), hag a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu é deûz da vatez sen̄tet oud da vouéz ; hag em eûz lékéat va buez étré da zaouarn : ha sélaouet em eûz ar geriou éc’h eûz lavaret d’in.
22. Sélaou éta bréma ivé mouéz da vatez, ha va léz da lakaad dira-z-oud eunn nébeût bara, évit p’az pézô debret, ma teûi da wellaat, ha ma helli mon̄d enn da hen̄t.
23. Hag hén̄ a zinac’haz hag a lavaraz : Na zebrinn két. Hôgen hé zervicherien hag ar c’hrég-zé her lékéaz da zibri a-énep d’ézhan̄ (T) ; hag hén̄ a zélaouaz hô mouéz, a zavaz diwar ann douar hag a azézaz war eur gwélé.
24. Hôgen ar vaouez-zé é dôa enn hé zî eul leûé lard, hag a lékéaz hé laza râk-tâl : hag ô kémérout bleûd, é veskaz anézhan̄ hag é réaz bara di-c’hoell,
25. A lékéaz dirâk Saül hag hé zervicherien. Goudé m’hô dôé débret ar ré-man̄, é savchon̄t hag é kerzchon̄t héd ann nôz.
1. Hôgen ar Filistined hô dôa dastumet hô holl armé é Afek : hag Israel en dôa steñet hé gamp é harz ar feun̄teun a oa é Jezrael.
2. Ha prin̄sed ar Filistined a gerzé é penn kan̄t dén ha mil dén : ha David hag hé dûd a ioa er gward-adré gan̄d Akis.
3. Ha prin̄sed ar Filistined a lavaraz da Akis : Pétrâ a fell d’ann Hébréed-zé ? Hag Akis a lavaraz da brin̄sed ar Filistined : ha na anavézit-hu két David, péhini a zô bét servicher da Zaül, roué Israel, hag a zô gan-én̄ meûr a zeiz, pé meûr a vloaz zô, ha n’em eûz kavet nétrâ enn-han̄, abaoé ma eo deûet d’am c’haout, bété vréma ?
4. Hôgen sével a réaz droug é prin̄sed ar Filistined out-han̄, hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Ra zistrôi ann dén-zé, ha ra choumô el léac’h é péhini éc’h eûz hé lékéat, ha na ziskennet két d’ann emgann gan-é-omp, gan̄d aoun na zeûfé da énébour d’é-omp pa vézimp en em lékéat da stourmi. Râk pénaoz éc’h hellô-hén̄ lakaat da derri ners ann drouk a zô enn hé aotrou, német oc’h hol laza-ni ? (T).
5. Ha né két David diwar-benn péhini é kanen̄t enn eur zan̄sa, ô lava-rout : Saül en deûz lazet mil anézhô, ha David dék mil.
6. Akis a c’halvaz éta David hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ével ma eo béô ann Aotrou, té a zô reiz ha mâd dira-z-oun, ha p’az éz ha pa zeûez gan-én̄ er c’hamp : ha n’em eûz kavet abek é-béd enn-oud, adaleg ann deiz ma oud deûet d’am c’havout bétég ann deiz-man̄ : hôgen na blijez ket d’ar brin̄sed.
7. Distrô éta ha kéa é péoc’h, gan̄t aoun na zeûfé d’en em dana daoulagad prin̄sed ar Filistined.
8. Ha David a lavaraz da Akis : Pétrâ em eûz-mé gréat, ha pétrâ éc’h eûz-té kavet enn-oun mé da zervicher, adaleg ann deiz ma’z ounn en em ziskouézet d’id bétég ann deiz-man̄, évit na zeûinn két ha na stourminn két a-énep énébourien ann aotrou, va roué ?
9. Hôgen Akis a lavaraz da Zavid : Mé a oar pénaoz oud mâd dirâk va daoulagad, ével eunn éal-Doué : hôgen prin̄sed ar Filistined hô deûz lavaret : Na biñô két gan-é-omp d’ann emgann.
10. Saô éta diouc’h ar min̄tin, té ha servicherien da vestr a zô deûet gan-éz : ha goudé ma viot savet diouc’h ann nôz, pa c’houlaouô ann deiz, ît-kuît.
11. Ével-sé David a zavaz gan̄d hé dûd diouc’h ann nôz, évit mon̄d enn hen̄t diouc’h ar min̄tin hag évid distrei da vrô ar Filistined : hag ar Filistined a biñaz da Jezrahel.
1. Pa zeûaz David hag hé dûd da Ziséleg ann trédé deiz, ann Amalékited hô dôa gréat eunn argaden dioc’h tû ar c’hrésteiz war Ziséleg ; hag hî hô dôa hé c’héméret ha lekéat ann tân enn-hi.
2. Kased hô dôa gan̄t-hô da sklavézed ar merc’hed a oa enn-hi ; adaleg ar bihana bétég ar brasa ; n’hô dôa lazet dén, hôgen hô c’haset hô dôa gan̄t-hô, hag hî a iéa enn hô hen̄t.
3. Pa oé éta deûet David hag hé dûd da géar, ha pa hé c’havchon̄t dévet, hag hô gragez, hag hô mipien, hag hô merc’hed kaset e sklavérez,
4. David hag ar bobl a oa gan̄t-han̄ a zavaz hô mouéz enn eur wéla, kén na oé mui a zaérou enn hô daoulagad.
5. Diou c’hrég David, Achinoam eûz a Jezrael, hag Abigail, grég Nabal eûz ar C’harmel, a oa bét ivé kaset é sklavérez.
6. Ha David a oé glac’haret-brâz : râg ar bobl a fellé d’ézhan̄ hé labéza, ô véza ma oa kaloun pép-hini glac’haret diwar-benn hô mipien hag hô merc’hed : hôgen David a lékéaz hé fisian̄s enn Aotrou, hé Zoué.
7. Hag hén̄ a lavaras da Abiatar, ar Bélek-brâz, mâb Akimélek : Digas d’in ann éfod. Hag Abiatar a zigasaz ann éfod da Zavid.
8. Ha David a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout : Ha mon̄d a rinn-mé war-lerc’h al laéroun-zé ? Hag hô c’héméroud a rinn-mé, pé né rinn két ? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa war hô lerc’h ; râg héb mar é kéméri anézhô hag é tenni ar preiz eûz hô daouarn.
9. David éta a gerzaz gan̄d ar c’houéac’h kan̄t dén a oa gan̄t-han̄ ; hag hî a zeûaz bété froud Bésor : hag hiniennou péré a oa skuîz a choumaz énô.
10. Hôgen David a iéaz war hô lerc’h ha pévar c’han̄t dén gan̄t-han̄ : râk daou c’han̄t dén a oa choumet da éhana ô véza ma oan̄t skuîz, ha n’hô dôa két gellet mon̄d enn tû all da froud Bésor.
11. Hag hî a gavaz eunn Éjiptian enn eur park hag a zigasaz anézhan̄ da Zavid : hag hî a rôaz d’ézhan̄ bara da zibri ha dour da éva,
12. Hag ivé lôd eûz a eur gon̄vor fiez, ha daou bakad rézin séac’h. Pa en dôé hé-man̄ débret, é teûaz nerz d’ézhan̄ (T), hag é wellaaz d’ézhan̄ : râk n’en dôa débret bara, nag évet dour, tri dervez ha teir nôzvez ioa.
13. Ha David a lavaraz d’ézhan̄ : Da biou oud-dé ? Eûz a bé léac’h é teûez-té ? Péléac’h éz éz ? (T). Hag hén̄ a lavaraz : Mé zô eur sklav eûz ann Éjipt, ha mével ounn gan̄d eunn dén eûz a Amalek : va mestr en deûz va lézet aman̄, ô véza ma ounn kouézet klan̄v derc’hen̄t-déac’h.
14. Rak nî hon eûz gréat eunn argaden war-zû ar c’hrésteiz eûz ar Sérétied, hag out Juda, hag oud ar c’hrésteiz eûz a Galeb ; ha dévet hon eûz Siséleg.
15. Ha David a lavaraz d’ézhan̄ : Ha té a helfé va c’hâs étrézég ar van̄den dûd-zé ? Hag hén̄ a lavaraz : Tou d’in dré Zoué, pénaoz n’am lazi két, ha n’am likii két étré daouarn va mestr, ha mé az kasô étrézé ar van̄den dûd-zé. Ha David hen touaz d’ézhan̄.
16. Ha pa en dôé hé-man̄ kaset David dî, chétu ann Amalékited a oa gourvézet war ann douar trô-war-drô, ô tibri hag oc’h éva, hag oc’h ôber ével eul lid brâz, enn abek d’ar preiz ha d’ann diwisk hô dôa gréat é brô ar Filistined ha war zouar Juda.
17. Ha David a dréc’haz anézhô adaleg ar pardaez bétég ar pardaez an̄trônôz ; ha na oé savétéet hini anézhô, némét pévar c’han̄t dén-iaouan̄k, péré a biñaz war gan̄valed hag a dec’haz.
18. David éta a géméraz kémen̄d hô dôa kaset gan̄t-hô ann Amalékited ; hag é tennaz hé ziou c’hrég eûz hô daouarn. (T).
19. Ha na oé kollet nétrâ, na bihan, na brâz, kenn eûz ar baotred, kenn eûz ar merc’hed, hag eûz ann diwisk : kémen̄d hô dôa kéméret, David a zigasaz anézhô enn drô.
20. Hag hén̄ a géméraz ann holl zén̄ved, hag ann holl zaoud, hag hô lékéaz da von̄d enn hé raok : hag ann dûd a lavaré : Chétu preiz David.
21. Neûzé David a zeûaz étrézég ann daou c’han̄t dén, péré ô véza bét skuîz, n’hô dôa két gellet hé heûlia, ha da béré en dôa kémennet choum é-barz froud Bésor. Ar ré-man̄ a iéaz war arbenn David hag ar bobl a oa gan̄t-han̄. Ha David, ô tôstaad out-hô, a zaludaz anézhô hép béza drouk enn-han̄. (T).
22. Hôgen kémen̄d dén droug ha fallagr, eûz ar ré a oa éat gan̄d David, a lavaraz : Pa n’in̄t két deûet gan-é-omp, na rôimp nétrâ d’ézhô eûz ar preiz hon eûz kéméret : hôgen ra vézô a-walc’h da bép-hini kaout hé c’hrég hag hé vugalé : ha pa hô dévézô bét anezhô, éat kuit pép-hini.
23. Hôgen David a lavaraz : Na réot két ével-sé, va breûdeûr, é-kén̄ver ar péz en deûz rôet ann Aotrou d’é-omp, hén̄ péhini en deûz hor miret hag en deûz lékéat étré hon daouarn al laéroun-zé péré hô dôa gréat eunn argaden war-n-omp.
24. Dén é-béd na zélaouô al lavar-zé ; râk kévatal é vézô ar rann d’ar ré a zô bét enn emgann, ha d’ar ré a zô choumet gan̄t pakadou : kémen̄d ha kémen̄d a vézô hô lodennou.
25. Hag ével-sé é oé gréat enn deiz-zé, hag ann dra-zé a zô bét reizet ha stardet abaoé, ha lékéat ével eul lézen enn Israel bété vréma.
26. Pa zeûaz David da Ziséleg, é kasaz lôd eûz ar preiz da hénaoured Juda péré a oa kéren̄t-nés d’ézhan̄, ô lavarout : Kémérit ar vennoz eûz a breiz énébourien ann Aotrou.
27. Hag hén̄ a gasaz ivé lôd eûz ar preiz d’ar ré a oa é Bétel, ha d’ar ré a oa é Ramot war-zû ar c’hrésteiz, ha d’ar ré a oa é Jéter,
28. Ha d’ar ré a oa enn Aroer, hag é Séfamot, hag é Estamo,
29. Ha d’ar rè a oa è Rac’hal, hag é keriou Jéraméel, hag é keriou Séni,
30. Ha d’ar ré a oa e Arama, hag é lagen Asan, hag é Atach,
31. Ha d’ar ré a oa é Hébron, ha d’ar ré all holl péré a oa el lec’hiou é péré é oa bét choumet David gan̄d é dûd.
1. Hôgen ar Filistined a stourmaz oud Israel : ha tûd Israel a déc’haz dirâg ar Filistined, hag eul lôd brâz anézhô a oé lazet war vénez Gelboé.
2. Hag ar Filistined en em daolaz war Zaül ha war hé vipien ; hag hî a lazaz Jonatas, hag Abinadab, ha Melkima, mipien Saül.
3. Hag holl boéz ann emgann a drôaz war Zaül : hag ar warégerien a dizaz anézhan̄, hag hén̄ a oé glazet-brâz gan̄d ar warégerien.
4. Ha Saül a lavaraz d’hé floc’h : Dic’houin da glézé ha lâz ac’hanoun, gan̄d aoun na zeûfé ar ré zienwadet-zé d’am laza ha da ôber goab ac’hanoun. Hôgen hé floc’h, spoun̄tet-brâz, na fellaz két d’ézhan̄ hen ôber : Saül éta a géméraz hé glézé, hag en em daolaz war-n-ézhan̄.
5. Pa wélaz hé floc’h pénaoz é oa marô Saül, en em daolaz ivé war hé glézé hé-unan hag é varvaz gan̄t-han̄.
6. Saül éta a varvaz, hag hé dri vâb, hag hé floc’h, ha kémen̄t dén a ioa gan̄t-han̄ enn deiz-zé. (T).
7. Hôgen pa wélaz tûd Israel, ar ré a oa enn tû all d’ann draon̄ien, pé enn tû all d’ar Jourdan, pénaoz é oa téc’het tûd Israel ha pénaoz é oa marô Saül hag hé vipien, é tilezchon̄t hô c’heriou hag é tec’hchon̄t : hag ar Filistined a zeûaz hag a choumaz enn-hô.
8. An̄trônôz pa zeûaz ar Filistined évid diwiska ar ré a ioa bét lazet, é kavchon̄t Saül hag hé dri vâb gourvézet war vénez Gelboé.
9. Hag hî a drouc’haz penn Saül, hag a géméraz hé armou digan̄t-han̄ : hag hî a gasaz dré holl vrô ar Filistined, évit embanna kémen̄t-sé é templ ann idolou hag é-touez ar bobl.
10. Lakaad a réjon̄t armou Saül é templ Astarot, hag é krougchon̄t hé gorf out mûr Betsan.
11. Pa glévaz tûd Jabez-Galaad ar péz hô dôa gréat ar Filistined da Zaül,
12. Ar ré galounéka anézhô a zavaz hag a gerzaz héd ann nôz, hag a géméraz korf-marô Saül ha korfou-marô hé vipien, a oa out mûr Belsan ; hag hî a zeûaz da Jabez-Galaad hag hô loskaz énô.
13. Hag hî a géméraz hô eskern, hag a vésiaz anézhô é koat Jabez, hag a iunaz é-pâd seiz dervez.