Bibl/Lizer da Filémon

troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 636)



KENTA LIZER


SANT PAOL ABOSTOL


DA FILÉMON.


————


I. PENNAD.


1. Paol prisounier Jézuz-Krist, ha Timotéuz hé vreûr, da Filémon hor miñoun kér, hag hor c’hen-ôbérer,

2. Ha da Appia hor c’hoar gér, ha da Arkippuz hor c’hen-stourmer, ha d’ann Iliz a zô enn da dî.

3. Grâs d’é-hoc’h digan̄d Doué hon Tâd, hag hon Aotrou Jézuz-Krist.

4.Trugarékaad a rann va Doué, oc’h ôber méneg bépréd ac’hanod em pédennou ;

5. O klevout péger braz eo da garan̄tez, hag ar feiz éc’h eûz é-kén̄ver ann Aotrou Jézuz, hag é-kén̄ver ann holl zén̄t :

6. Pénaoz é rôez lôd eûz da feiz enn eunn doaré anat, dré ann anaoudégez eûz ann holl vad-ôberiou, a zô enn hô touez é Jézuz-Krist.

7. Rag eul lévénez hag eunn dizoan vrâz em eûz bét eûz da garan̄tez, ô véza ma eo bét kalounou ar zen̄t fréalzet gan-ez, va breûr.

8. Dré-zé pétrâ-bennâg ma hellann, dré ar fisian̄s em eûz é Jézuz-Krist, gourc’hemenni d’id ar péz a zô déréad ;

9. Koulskoudé, dré ann abek eûz va c’harantez évid-od, eo gwell gan-én̄ da bidi, évid-oun da véza ann hévéleb hini, da lavaroud eo Paol kôz, ha bréma prizounier Jézuz-Krist.

10. Da bidi a rann évit va mâb Onésimuz, péhini em eûz en̄géhen̄tet em éréou :

11. Péhini a zô bét ken̄t didalvouduz d’îd, hôgen a vézô bréma talvouduz d’îd ha d’in ivé.

12. Hé gas a rann adarré d’îd : digémer-hén̄ ével va bouzellou é vé.

13. C’hoan̄t em boa d’hé zerc’hel gan-én̄ : évit ma hellfé va zervicha enn da léac’h enn éréou ann Aviel ;

14. Hôgen né két felled d’in ôber nétrâ hép da ali, évit na zeûi két da vâd ével eunn dra réd, hôgen diouc’h da c’hrâd-vâd.

15. Râk martézé eo bét pelléed diouz-id évid eunn amzer, évit ma hé zigemerfez goudé da-vikenn ;

16. Nann mui ével eur sklâv, hôgen ével unan deûed eûz a sklâv da vreûr kér d’é-omp, ha dreist-holl d’in, hag a dlé c’hoaz béza kéroc’h d’id, pa eo d’îd hag er c’hîk hag enn Aotrou ?

17. Mar d-oud éta va c’hen-vreûr, digémer anézhan̄ ével-d-oun va-unan.

18. Hôgen ma en deûz gréat eur gaou-bennag d’îd, pé mar dlé eunn dra d’îd, taol-hén̄ war-n-oun.

19. Mé Paol a skrîv d’îd gan̄t va dourn va-unan : hé zisteûrel a rinn d’id, évit na livirinn két pénaoz en em zléez da-unan d’in.

20. Ia, va breûr, rô al lévénez-zé d’in enn Aotrou : fréalz va c’haloun enn Aotrou.

21. Gan̄t fisian̄s enn da zen̄tidigez em eûz skrivet d’îd, ô c’houzout pénaoz é rî c’hoaz muioc’h égét na lavarann.

22. Aoz ivé d’in eunn ti ; râg espéroud a rann dré hô pédennou é vézinn c’hoaz rôed d’é-hoc’h.

23. Épafraz va c’hen-brizounier é Jézuz-Krist a zalud ac’hanod ;

24. Mark, Aristarkuz, Démaz ha Lukaz, va eiled.

25. Grâs hon Aotrou Jézuz-Krist ra vézô gan̄d hô spéred. Amen.



————