Bilzig atao o pichota tra pe dra evit an tiegez

Ad. Le Goaziou, leorier, 1925  (p. 54-59)



IX


Bilzig atao o pichota tra pe dra evit an tiegez


A-wechou all, Bilzig, pa ’c’h ê da redek an ôchou, a gave Jarlig koz o turmuch er gourlenn. Bilzig a garie bea en e gompagnunez : n’oa ket ken rust hag ar re all en e genver. Hag o-daou ec’h ênt da bunseal, pa vije groz ar mor ha rust an amzer. Mall an nije da vont d’an ôd, plijadur o tioch [1] tammou koad evit ober tan : ezomm a vije atao a draou tan en ti Izabel. Ar bezin sec’h a zo mogedus, ha gwelloc’h eo soubenn mitonellet gant tan sklêr eget soubenn mogedet. E-pad ar marvor, en hanv, e teue gantan godelladou holen dastumet war ar c’herreg er skalfennigou dizec’het gant an heol.

— Na gwelet a rez-te, pôtr, a lavare d’ean Jarlig koz, na gwelet a rez-te an didalve-hont, evel eur vran-vor du, en e zav war ar garreg ?… Diwall… rakan.

Difennet mat a oa punseal, dastum holen, ha kerc’hat dour mor da ficha boued d’an dud pe d’al loened. Brigadier ar valtouterien a oa striz war al lezenn.

— Aketus eo ar C’hernevad-ze… Diwall !…

— Oh ! n’eus forz, Jarlig ! a responte Bilzig, en eur vousc’hoarzin, n’eus forz !…

E-pad ar goanv, Bilzig ac’h ê ’ta, abret eus ar beure pe diweat eus an noz, en eur redadenn, da welet hag-en e vije manet eun draïg bennak er gourlenn. Ha kaer o devoa ar valtouterien redek war e lerc’h, biskoaz ne voent bet evit hen tizout.

Hag ar pôtr a rê goap oute, sutellat a rê d’ê, pa dremene en o c’hichen, ton kantik ar Baradoz. Droug er valtouterien : disket e oa bet d’ê ar c’homzou a oa dindan an ton, komzou enep d’ar brigadier.

— Marmouz fall ! eme ar brigadier, eun devez ma oa Bilzig o c’hoari kornigell gant ar vugale all dirag an ti-gward. Marmouz fall, tôl evez, mar tapan ac’hanout !…

Hag e chache d’ean war e ziouskouarn.

Eun nebeudig goude eun tôl-amzer, Bilzig ac’h ês da bunseal, ha gantan e tigasas en kreiz an noz daou bez tamm koad, danve da Izabel d’ober tan e-pad eur miz.

— Diwall, Bilzig, a lavare d’ean Izabel, diwall, va fôtr, messet eo hon zi !…

Hag evelkent evurus ar vamm pa wele ar pôtr oc’h erruout er gêr, diochet gantan tra pe dra. Ezomm he devoa : yen ar goanv, yen an ti, aoned d’ar vugale, ha red ive poazat ar pred.

Piou he zamallo ?… Piou ?… Droug da biou ?… Gaou da biou e rê ?… D’ar valtouterien ?… D’ar valtouterien !… Hag al lezenn ?… Al lezenn !… Dioch tammou koad hep talvoudegez, garanet, krignet gant ar garrilied ! Al lezenn… grêt gant piou ? hag evit piou ?… gant an hini krenv eneb an hini blank, evit ar pinvidik, ma n’eo ket enep d’ar paour !…

Bilzig a greske a gorf hag a skiant : falveout a rês d’ean ive pourveï an ti a gig hag a besked. Eun toullad higennou a gavas, o intalinka [2] an neus grêt, hag o staga a eure war eur gordenn, leogeta a oar, stigna a raio e gordennad higennou war an trêz, ha pesked a vo da zibri, eur wech an amzer, en ti Izabel.

Kig a vo ive. Kig ?… eus a belec’h ?… ha penôs ?… Bilzig (ankouaet hoc’h eus-hu ?), keit ha ma oa bet o redek ar pardoniou, an nevoa disket gant ar ganfarted all skoulma lasou orjal, evit tizout gad pe c’honifl. Bete vreman n’an nevoa ket kredet hen ober : aon an nevoa rag ar barner ha rak gward an ôtrou kont, Gargam. Gargam a oa eul leshano, Fanch ar Peul e hano. Soudard a oa bet gant an ôtrou, ha bet er brezel : gouliet, torret e vorzed klei gant eur vouled kanol ; kamm e oa chomet abaoe : ac’hane e leshano Gargam.

Poan galon d’ar pôtr, pa gleve e vamm o klemm : « Tamm kig ebet en ti ! » Hag alïes ar vugale a ranke mont d’o gwele gant eun tamm patatez sec’h en o c’hof. Ha du-hont, en koad Keraudren, a-is an torrod, a zo gedon ha konifled, pez a garer. Kaout a eure eun orjalenn… e higennou an neus stignet war an trêz, dindan ar c’hoad.

Katellig, en ampoent-ze, a skoas klanv gant ar rudell, Yannig gant an dreo. Tamm kig en ti evit ober d’ê soubenn domm, tamm kig ebet evit rei d’ê nerz da drec’hi war ar c’hlenved, ha da yac’haat.

— Gwaz a ze ! eme Bilzig d’ean e-unan, gwaz a ze ! kig o devo.

Gwir pe c’haou gant Bilzig ? Piou a raio a-grenn an disparti ? Gwir pe c’haou ?… Buhe eur bugel a dalv evidoc’h kroc’hen eur c’had ?… An ôtrou kont ha Gargam, daoust hag int o deus eun hevelep mennoz ?

Bilzig ne chomas ket da glask kemend-all. Berr e vennoz war an doare-ze : klanv e oa Katellig, kasti ha treut e vreur Yannig, kig ne oa ket da rei d’ê, ezomm o devoa da vea bevet mat, prederiet mat ; gedon ha konifled a zo du-hont en koad Keraudren dont a reont da c’hoari war an trêz, war-dro goulou-de : mar gall o zapout, tizet e vefont.

Sioulik ’ta e skoulmas pemp las orjal en penn ar wenojennigou a ziskenne eus ar c’hoad war an trêz.

Antronoz vintin, abret eus ar beure, da c’houlou-de, Bilzig a oa bet o welet e lasou, hag o voueta e higennou, ha gantan en e vouteg diou bleisenn, eun touilh-trêz, eul levneg hag eur moulleg. Pesked a vo fenoz da zibri en ti Izabel, ar vugale n’ac’h afont ket d’o gwele goullo o c’hof. Ha kig a vo ive, kig mat !! en bouteg Bilzig e oa eur c’had.

— Eur c’had ? Salver Jezuz binniget ! Eur c’had ! eme Izabel. Hag an ôtrou ?… Ha Gargam ?… O Bilzig !…

Ar vugale o c’halon a dride dirak kement a binvidigez.

Bilzig a anzavas deus e vamm penôs an nevoa skoulmet lasou en koad Keraudren.

— O va fôtr ! Ha ma vez tapet ?… ec’h i da galeou. Ha ni ?… Diwall !… an ôtrou kont, te ’oar, Blei ar Jaou, a zo gwall-gri e galon… Distruja d’ean e c’hedon !…

— Ar vugale o devo kig, mamm Izabel ! Hag arabad eo d’eoc’h kaout aon, mamm Izabel : me ’dôlo evez, ha Gargam a ranko bea lemm e lagad ha skanv e droad, mar teu d’am tizout.

Ha laouen Bilzig dirak laouenedigez e vreur hag e ziou c’hoar.

Kroc’hen ar c’had a zo bet siket gant ar vugale en eun toull doun e-barz o liorz. Piou ac’h aio eno d’e c’hlask ? Den ebet.

Ha Bilzig a dize pesked war e higennou, ha, keit ha ma padas klenved Katellig, gad ha konifl gant e lasou.

Er bourkou bihan ne ver ket pell o c’hoût doare an nesa, hag ar glufaned o devoa kavet an tu da ober da Vadelen anzav e tebre kig gad, eur wech an amzer. Hag evel just, ar re-man mall d’ê da skigna ar brud eus an eil ti d’egile.

— Debri gedon an Otrou !… Mari Josef !… gedon an ôtrou, an ôtrou kont ! Blei Tremedern ! Blei ar Jaou… Ha kredout !

Darn anê a rê sin ar gras war o ginou ha war o zal, gant o biz-meud, evit pellaat an drouk-spered.

— Gedon an ôtrou !… An Arabad, Blei ar Jaou !…

Hag e vousc’hoarzent entreze ar merc’hed, hag e ragachent. Gir ac’han, giriou, komzou alese, ho pije klevet : ar Jaou, ar C’hont, ar Blei, ar Merc’hed !

— Henvel eo eus markiz Gwerrand, eme Sentig.

— Ya,

Etre Montroulez ha Gwerrand
’N neus ar markiz eur plac’h ha kant.


— Gwasoc’h, eme Jaketa, rak

Etre ar Jaou ha gra Mespant
’N neus hon ôtrou ouspenn daou c’hant !


Hag e vousc’hoarzent.

— Evelkent, eme Soaz Godig, evelkent, abaoe m’eo dimeet, eo deut eun tammig war vad.

— Lavar war welloc’h. An itron yaouank, an êlig Doue, he deus doneet anean, pleget eun tammig e imor. Ha ma n’eo ken Blei Koad-ar-Jaou, gwall rok eo c’hoaz, rust ha divergont, kri a galon, eme Fantig an Henan.

— Hag e vevel, eme unan all, a zo gwaz pe wasoc’h. Hag ar paour kêz Bilzig, ma ve tizet gante !…

Flatet eo bet ar pôtr : tud a galon vat a ve atao kavet da renta servich d’o nesa, ha Gargam an neus klevet an doare.

Gargam an nevoa, meur a wech, gwelet Bilzig o stigna e gordennad higennou war an trêz, hag o troïdella en-dro d’ar c’hoad. Evelkent biskoaz n’an nevoa d’ean tamallet ar gedon.

— Eur c’hoz marmouz fall evel hennez, stigna lasou en koad an ôtrou !… Bilzig !… Boulc’hurun ! Daonet ’vo kroc’hen kurunou va ene !…

Evel-se e toue-doue Gargam. Na c’houi ho poa kredet penôs Gargam an nevoa disket al leou-douejou flour-ze war varlenn eur vamm a wad uhel ?…

Daou enebour all da Vilzig : an ôtrou kont hag e vevel Gargam.

Hag evel-se Bilzig a oa en disfi da galz a dud er bourk, ha gwir eo, kilhenn e oa, goaper ; enep d’ean ive ar mammou.

Piladeg a vije alïes etre ar bôtred. Ar re-man, pa deuent d’ar gêr, drastet ha diframmet o dilhad, pa vije goulennet digante penôs o devoa grêt evit o frega, a damalle anê, gwir pe c’haou, da Vilzig. Heman ne vije ket eno evit en em difenn, hag ar mammou, c’houi ’oar, douget atao da rei o absolvenn d’o c’holladennou. Ha droug enne enep Bilzig, ha koulskoude, ped gwech n’o devoa ket klevet o mibien o youc’hal war-lerc’h ar pôtr :

— Bilzig ! Bilzig ! bastard !…

Ha Bilzig, heskinet evel-se, a ziode hag a skoe didrue : krenv a oa, ha lardadennou a roe d’ê. Hag ar mammou a-du gant o fôtred a grie ive :

— Bilzig ! Bilzig ! bastard !… Kê da glask da dad beuet en stank ar vilin-avel !…

Pôtr mat, koulskoude, ha karantezus, a lavare Izabel. Prim met eeun. Pôtr moan ha mistr, treut met gwevn a gorf ha skanv a droad, lemm a lagad hag a spered, e oa d’ar c’houlz-ze ar pôtr. Den ne oa evit dont a-benn outan, pa vije kounnaret : eo, e vamm Izabel, honnez a deue. Eun diaoul er-mêz, eun oanig er gêr.

  1. Dioch, enlever de la greve.
  2. Intalinka, étalinguer les hameçons, les attacher aux avançons.