Bilzig ha Yann e benn e-unan
Mareou bras ha brao an amzer anei, ar besketerien en o bagou bihan ac’h ê da veskla ha da ormela war gerigi Porz Biliek — Roc’h Louet, Penn-Ogès, Gouliart, Roc’h Krenn, Roc’h Ledan hag an Arar — gante peb a grog ormela, hag en pep bag eur walenn grog evit furchal ar c’haviou. Ar re n’o devoa bag ebet ac’h ê war droad war gerigi an daze.
Saïg Jelvest hag e vous Bilzig ac’h ê peurvuia da ober eun dro d’an ôd, hag end-eeun e-pad ar c’horaïz. Dastum a rênt meskl bras, boutegadou, hag ormel, hag Izabel ac’h ê d’o gwerza. E-pad ar c’horaïz ar meskl kaer-ze a vije mall warne.
Ar wech-man, Saïg Jelvest — tud diavêz gantan oc’h ober douar patatez — a oa red d’ean chom er gêr, ne oa ket evit dilezel e di.
Poan-galon da Vilzig : chom hep mont d’an ôd evit ar mare bras, na pebez pinijenn ! Hini ebet kaletoc’h.
— Mar karet, Saïg, va breur Yannig hag ho mab Fieg ha me, mar karet, Saïg, ac’h efomp hon zri. An daou vihan a ronvo, rae a boleo hag a levio. Brao an amzer.
Eun tammig houl a zo, pôtr, ha gant al lano ar mor a rustaio.
— Brao eo, Saïg. Ar bagou all, gwelit anê, a zo o vont.
— Ma ! it eta ho tri. Te ’levio. It war Roc’h Krenn, lakit ar vag en morlenn ar garreg : eno e vo brao ral, daoust pegen rust e teuio ar mor da vea. Ac’hane e teufet atao d’ar gêr gant ar mare.
— Trugare, Saïg.
— Evez, Bilzig ! Evez, pôtr !… Ha te ’oar, arabad koll an nord !
— Ya, ya, Saïg.
An daou vihan a lammas er vag, an touilhejou [1] a zo en o zoullou, an teir ronv a zo er vag. Saïg ha Bilzig a zo aet da gerc’hat ar c’hreier ormela, eur walenn grog, daou vouteg evit lakaat ar meskl hag an ormel, ha Bilzig n’an neus ket ankouaet peb a skolpennad bara segal gant eun troc’had tamm kig-sall. Saïg a voutas ar vag ; ar ronviou a zo armet.
— Alo ! souk, pôtred ! eme Saïg d’an daou vihan. Ha te, Bilzig, evez… evez, pôtr !
Saïg a chomas war penn ar chaoser da zellet eus e vag vihan hag he laz.
— Eul laz ! Tri damm koz kanfart !… Kalz a vagou a vo er-mêz : brao eo an amzer ; eun tamm houl a zo, met n’eus ket eur pekad avel.
Gant ar mare tre [2], hon zri ganfart n’int ket bet pell o treuzi Porz Biliek. Ar vag a zo staget, amarret er vorlenn, plên ar mor enni evel en eul lenn.
Hag an tri bôtr da veskla ha da ormela. Bilzig gant e walenn grog ac’h ês da furchal ar c’haviou a anavee, hag a dennas eus unan anê eun tamm foeltrenn pez legestr. Eun tammig pelloc’h e kavas eur c’hao all, en pehini eur zilienn goz du he devoa grêt he ziegez. Poan an neus bet ganti : evelkent e teuas a-benn anei. E-pad an amzer-ze, an daou all o devoa leuniet eur bouteg a veskl. Hag o zri d’an izelvor da glask ormel.
Grêt eo gante o marevez, eur varevez mat. Skuiz ar bôtred, ha naon d’ê. Hag int war beg Roc’h Krenn da ziskuiza ha da zebri o bara kig.
Azeet en heol tomm, e sellent en-dro d’ê. Ar bagou all a oa aet, homan da C’houliart, eben da Roc’h Ledan, darn d’an Arar Bihan, darn all d’an Arar Bras. Bilzig ive a zelle en-dro d’ean. Gant al lano an houl a greske, an tôliou-mor a zifarlee war bennou ar gerigi. Ha piz ar pôtr a zelle dre belec’h e tremenje gant e vag a-dreuz Porz Biliek.
— Groz eo ar mor, pôtred, groz eo ar mor.
Hag o zri, o fesketerez lakaet er vag, a deuas war beg uhella ar roc’h, henvel eus teir vran-vor pe eus leir marc’harid-goug-hir. Bag ebet ne welont o tont d’ar gêr.
— Eo, eme Yannig, setu unan o tifluka eus gourlaouenn [3] Roc’h-Ledan.
— Bag Yann e benn e-unan, a lavaras Bilzig, al laer koz !
— Oulierig a zo gant e dad ? a c’houlennas Fieg.
— Ya, ya, gant e dad eman.
Yann e benn e-unan a oa bet evel-se leshanvet gant e gonsorted, abalamour d’e imor. Abaoe maro e wreg (Doue d’he fardono !) e oa deut da vea evel divaoue. Ral e vije gwelet anean gant eur pesketer bennak. Ral e vije klevet anean o kôzeal nemet eus ar plac’h koz a zalc’he e diegez hag eus e bôtr Oulierig. N’eus forz petra an nije grêt evit ober plijadur d’e vabig Oulier. Hag e-pad an hanv, pa vije brao an amzer, Yann a gase gantan d’an ôd e bôtr bihan. O daou evel-se e tremenent an amzer an eil gant egile. Yann an nevoa eur vag, hanvet an Deureugenn, eur vag du, pounner, koz douar : ar vartoloded a lavare penôs e oa brein-put. Ma ! gant ar vag-ze, Yann a vije atao er-mêz, noz-de. Kevell, higennou a lakae, hag, abret eus ar beure ha diweat eus an noz, Yann a vije War ar mor. Evel just, Yann peurvuia a rê pesketerez vat, hag ar besketerien all gourvennek [4]. Ha, pa gollent kavell, oring [5], pe kordenn, kablus Yann : Yann an nevoa hep mar ebet laeret anê. Ne oa ket diês d’ean, a lavare an holl, tapout pesked diwar goust ar re all. Hag evel-se a-nebeudou ar besketerien a bellae diouz o c’honsort ; sellet a-dreuz outan a rênt, Ha pa vije aet eur c’havell bennak d’ar gourlenn, pe gollet gant an amzer fall, atao e vije tamallet da Yann ; Yann, a dra zur, an nevoa laeret anean. Laer ! laer !… Ha koulskoude ! koulskoude ! ya. Piou a oa ken leal hag hen ? Ha piou furoc’h, eeunoc’h hag hen ?… Evel-se e ve kollet e vrud gant ar paour kêz den.
Adalek m’an nevoa gwelet Bilzig an Deureugenn :
— Al laer-ze ! a demgomze ar pôtr. Al laer-ze !
Eun eiz de bennak a-rôk, Saïg an nevoa kollet daou gavell war bazennou er-mêz da Roc’h Ledan. Ha Bilzig evel just a damalle anê da Yann :
— Al laer-ze !
Goustad, goustadik, an Deureugenn a dostae ouz Roc’h Krenn. Oulierig a chache war eur ronv, Yann a ronve gant e zorn dehou hag a levie gant e zorn klei.
Bilzig, war beg ar garreg gant an daou ganfart all, a wele ar vag o tont etrezeg enne.
— Al laer-ze ! a c’hrozmole ar mous. Erru ar vag en o c’hichen.
— Teureugenn goz… Ampoezon… Hag he c’habiten ?… He ! he ! sell eus al laer… Laer koz !… Piou an neus laeret hon c’hevell, ar sizun all ?…
— N’eo ket me, pôtr.
— Bilzig, marmouz fall !… Bilzig, bastard ! a grias warnan Oulierig. Bilzig, Zilzig !…
Ha Rilzig droug ennan.
Bilzig hag an daou all a ouie mat penôs an Deureugenn ne oa ket evit dont e morlenn ar roc’h : re vras ha re bounner e oa. Anez da ze…
— Ha c’houi laeron… laeron !…
Hag int o tistaga meskl ha da deuler anê gant Oulierig hag e dad. Ar meskl a frone en-dro d’ar vag, darn a gouee enni : an daou varlolod n’o deus ket bet a zroug. Ar meskl ac’h ê en-dro evelkent gant youc’hadennou an tri goz kanfart fall war beg ar roc’h.
Ma vije bet Yann e benn e-unan evit diskenn war Roc’h Ledan, marvad Bilzig hag e zaou vartolod o dije bet klevet kana gwerz ar skouarnajou, ha marleze eun draïg bennak all c’hoaz ouspenn.
— Me a dizo ac’hanout, Bilzig, me az tizo, Bilzig ! a grias warnan Yann. Me a baeo d’it da veskl, marmouz fall, mic’hiek !
Hag ar vag ac’h ê atao gani ar mare ha gant an diou ronv etrezek Roc’h Louet — homan, hanter c’holoet gant an tarziou mor. Ar gerigi-ze a zo, an darnvuia anê, kompez meurbed. War Roc’h Louet hepken eur penn sounn a zav a-us ar bladenn [6].
Bilzig hag an daou gefeleg all a oa eta war beg ar Roc’h Krenn o c’hortoz ar mor da zevel. Lano mat a oa d’ar c’houlz-ze. Ar mor a rustae, ha ne oa ket hep eun tammig serr-galon ma selle Bilzig etrezek Beg ar C’hastell. Bremaïk Porz Biliek ne vo nemet eun tarch mor, hag ar c’herreg, o begou hepken gourizet gant inoenn wenn, pep-hini anê dispartiet gant kanoliou, e-lec’h ma na frege ket an tôliou-mor. Setu an hent. Abalamour da ze, Bilzig a zelle ken piz eus an hent a dlee da heuilh betek Beg ar C’hastell. Gortoz eur vag all evit mont war he lerc’h !…
Keit ha ma oa evel-se toutek ha preder, hag hen o welet an Deureugenn, pa oa o tremen dirak pladenn vras Roc’h Louet, tapet ha paket gant eun tôl-mor, ha taolet war ar garreg : re dost e oa deut eus ar garreg.
— Ac’han ! ac’han ! en em denn alese breman, laer koz ! a lavaras Bilzig. Tapet out, han, laer !…
Ar vag gant pep lamm a zav war ar garreg : kreuvet an Deureugenn. Yann hag e vab o deus gallet sevel war beg ar roc’h, ha da grial forz o buhe.
Diwar an ôd ne oad ket evit kas d’ê sikour : an tôliou-mor a frege re rust war ar c’herreg. Neb an nije esaët sikour anê a vije bet brevet e izili kent kuitaat ar bord. Ar besketerien a oa en daze en em zastume war ar gerigi ar re dosta eus an Deureugenn.
Hag an daou baour kêz war o beg garreg a grie, a grie, hag an tôliou-mor a strinke o inoenn warne.
— Alo ! pôtred, er vag vihan ! eme Bilzig d’an daou all, ha buan ha buan…
An eor er vag.
— Bec’h d’ei ! souk, pôtred !…
Bilzig, azeet war ar bank a-drenv a bolee hag a levie ar vag er c’hanoliou enk ha striz en pere ne frege ket ar mor. Hag en-dro d’ê, evel mogeriou, e save ar wagennou.
— Evez ! evez ! a lavare Bilzig d’e zaou vartolod… Goustad, goustadik, te. Yannig… Alo ! pouez war da ronv, Fieg !… Evez ! evez !… Alo ! breman soukomp, pôtred !… Bec’h d’ei !…
Hag ar vag a-dreuz an tôliou-mor ac’h ê etrezeg an Deureugenn.
War an ôd an dud holl unanet a heuilhe ar vagig vihan, henchet gant tri vugel, e-kreiz eur mor rust ha dirollet.
Yann e benn e-unan an neus ive o gwelet. En-dro d’ean hag e bôtr an tôliou-mor a darz, strinka a reont beteg enne. An Deureugenn en em zizilh. Abarz nebeud e fregfont warne, ha neuze, neuze, evite n’an neus nemet ar maro. Yann, a-drenv ar garreg, e bôtr entre e ziouhar, a ziwalle anean ouz an tôliou a frege warnan.
— Hast affo, Bilzig ! a grie warnan ar paour kêz tad. Hast affo !
— Alo ! souket, pôtred !…
Diwisket o devoa o forpanchou. Gleb o roched war o c’hein.
— Souket, pôtred !… Souk !…
Hag ar c’houezenn a ziruilhe diwar o zal en o daoulagad.
— Souk ! souk !…
Hag an tri vugel a chache a nerz o c’horf war ar ronviou.
— Souk !…
Diwar an ôd e teue ive beteg enne kriadennou ar re a oa eno mesket gant re an daou baour kêz maleürus.
Hag ar mor a zav, a zav ; an tôliou-mor a freg war ar beg garreg, war behini o deus klasket repu, ha pep tôl, a-benn an nebeutan, a c’holoio anê.
Red da Vilzig mont da ober an dro dindan avel : ar mor eno a zo doun : dre eno e tostaio eus an daou bunse. An Deureugenn, dizilhet gant pep tôl-mor, a zav he zammou diframmet war ar beg garreg hag a ro d’ê c’hoaz en he angoni eun tammig skoazell a-rôk mervel. Eno emaint o zri : unan maro, an daou all ?…
Bilzig a zo dirag ar beg garreg.
— Kê da boleat, te, Yannig, hag evez, evez, pa lavaran d’it ! Ha tôliou-mor a freg en-dro d’ê : golo a reont pep gwech an tad hag e vugel. Red eo o sikour pe ec’h eont da vea didroadet gant al lamm pe friket war ar garreg.
— Diwallet, Yann ! a grias Bilzig. Ec’h an da deuler an eor d’ec’h… mar gallet e dapout.
— An nord !… Arabad koll an nord !… a gleve Bilzig en e skouarn.
— Pole, pôtr, pole, Yannig… Azez aze en fonz ar vag, te, Fieg… Pole !… An tôl bras ’zo tremenet… Pole, pôtr, goustad, goustad…
Ho ! hag e taol an eor war ar garreg.
Eun tôl-mor a freg war diarog ar vag, hag a c’holo anei a zour hag a inoenn. Skanv ar vag, hanter leuniet evelkent an neus anei. Kilet he deus gant an tôl-mor, ken eo bet darbet d’ei mont e-barz, dre e diadre.
Eus a-ziwar an ôd, e savas eur griadenn spontus :
— Kollet int ! kollet int !… Pevar bugel hag eur gwaz !…
Ha deus pep kalon e savas eun huanadenn a frealzidigez, pa eo bet gwelet ar vag c’hoaz war c’houre an dour.
— Karget eo a zour ! a lavaras unan bennak. Bilzig a lavaras d’an daou bôtr :
— Dour er-mêz, pôtred !… Gant ho poutou !…
Hag hen a grogas er bouteg leun a veskl hag hen ziskargas er mor. Sellet a eure eus Yann hag eus Oulierig, o daou war o c’harreg, o krial, goloet gant pep tôl-mor.
— Alo ! alo ! an ormel ive er-mêz !… Taolit dour er-mêz, ha buan ha buan !
Bilzig a deuas war diarog ar vag, ha chacha a rês goustadik war e bos [7] : an eor a oa krog mat er garreg.
— Koll a rafomp hon eor ! a vousgomzas ar pôtr. N’eus forz, n’eus forz !
Goustad e chach war ar bos.
— Evez, evez Yann !… Evez, pa vo tremenet an nogejou [8]… evez, evez !
An tôliou-mor a freg war beg ar garreg hag a c’holo pep gwech an tad hag e vab.
Pa deu eun tôl-mor re vras, Bilzig a leusk e bos gant ar vag, ha goude e chach adarre warni,
— Evez, evez, Yann !… evez, Yann !
Houp ! houp ! chacha ’ra a dôl [9] war ar bos : diarog ar vag a zo war ar garreg. Yann a laka e vab er vag vihan. Hen n’eus ket bet amzer da lammet e-barz. An tôl-mor a freg…
Eus an ôd e sav eur griadenn.
Kregi a ra Yann en he listenn ha bouta an neus grêt ar vag. An tôl-mor a freg war ar vag vihan, met skanv ec’h a, distag eus ar garreg. Ar vugale a zo goloet a zour ; leuniet eo adarre ar vagig, evelkent e chom c’hoaz war c’houre… Met Yann ne c’hall ket sevel enni.
— Dour er-mêz ! dour er-mêz !… pe ec’h afomp d’ar fonz !
Oulierig a gren, astennet er vag. Bilzig a rank lakaat eur gordenn dindan diou gazel Yann, evit hen delc’her a-hed ar vag.
Nebeud goude, gant sikour ar pôtr, an neus gallet sevel er vag. Hag ar paour kêz tad a goueas ive e fonz ar vag, dinerzet. Troc’het gant Bilzig ar bos, kollet an eor : n’eus forz, eur wech all e teufer d’o c’hlask.
— Ar ronviou, pôtred !
Gleb e oant, gleb-dour-teil. Hag e miz meurz ne ve ket tomm an amzer. An daou vugel a grene gant an aoned hag an aon. Oulierig en fonz, war barlenn e dad, a grene ken a strake e zent en e c’hinou.
— Ronvet, pôtred, hag e tommo d’ec’h ! a lavare Bilzig.
Hen, war diadre ar vag a bolee a nerz e gorf, hag a vleine ar vag vihan a-dreuz kerigi traïtour Porz Biliek.
Tremenet garite Penn-Ogès : savetaet int !
— Breman, pa eo tomm d’emp, kemeret ar ronv, Yann, ha poleet… Oulierig a ronvo ive… Alo ! alo ! Oulierig, sav, pôtr… sav alese !…
Met ar pôtr a grene ha ne oa ket evit finval na dorn na troad.
— Sav, pôtr, sav… deus da ronvat !
Tremenet Beg ar C’hastell, hag evel-se ec’h errujont e Kraouig an Enez. Eno e oa eur bern tud eus o c’hortoz. Izabel a oa eno hag ive Saïg Jelvest.
Ar vag vihan a zo lakaet a-benn en ôd. Yann hag e vab a zo bet douget d’ar gêr buan ha buan. Flip a zo bet roet d’ê. Lakaet en o gwele, poan a zo bet o tomma anê.
Bilzig er mor beteg e zaoulin a zalc’he ar vag da Saïg Jelvest. An daou bôtr all a oa bet lakaet er-mêz ha kaset d’ar gêr.
— Kollet am eus an eor, Saïg : war Roc’h Louet eman.
— Ma ! pôtr.
— Ha troc’het am eus ive eun tamm eus ar bos. Anez da ze e oamp kollet hon femp.
— Ma ! petra ’fôt d’it, pôtr. Pa ve red e ve red. Met arabad, te ’oar, koll an nord, han, pôtr !
— Oh ! ya, Saïg. Sonj am eus bet.
Neuze e teuas da gavout e vamm.
— Kollet hon marevez, mamm Izabel. Kollet hon meskl hag hon ormel : taolet am eus anê er mor. Eur zilienn hag eul legestr a jom.
Izabel a dapas krog e penn he mab, hag, en eur ouela, e roas d’ean eur pok start war e ziouchod.
— Mamm Izabel !
— Deus ganemp d’ar gêr, Bilzig.
— Ket, red eo d’in kas ar vag d’ar porz.
— Met gleb-dour-teil out !… Hast affo, ha deus buan d’ar gêr. Soubenn domm a vo war an tan eus da c’hortoz.
Bilzig a zistroas d’ar vag.
— Saïg, emean, miret am eus d’ec’h lod ar vag. Setu aze dindan ar vregach eul legestr : d’ec’h eo ; lod ho pâg hâ lod Fieg. Ha du-hont war an a-rôg a zo eur zilienn.
Saïg, hep ober van a netra, a zavas an tamm koad, hag a welas en dour eul legestr.
— D’ec’h eo, Saïg.
— Ma ! trugare d’it, Bilzig.
Hag o daou gant ar mare hag an tôliou-mor int deut goustad er porz. Saïg gant e legestr ac’h ês d’ar gêr, ha Bilzig, gant e zaou vouteg goullo hag e zilienn, toutek a antreas e ti Izabel. Gwisket an neus dilhad sec’h ha fresk. Eur skudellad soubenn al leaz tomm a oa war an daol eus e c’hortoz.
— Penôs e oa erruet an tôl, Yannig an neus hen kontet d’emp, eme Izabel.
Nebeud goude, Bilzig a welas e gabiten, Saïg Jelvest, oc’h antren en ti.
— Ac’hanta ! ac’hanta ! ha va daou vartolod ?… Bet on, eme Saïg, o kas al legestr d’ar maner : eiz real am eus bet evitan.
— Eiz real ! Saïg, gwell a ze ! gwell a ze evidoc’h.
— Evidon-me, a respontas Saïg, evidon-me… marteze. Piou an neus e c’honeet ?… Evidoc’h, Izabel, evidoc’h, evit va mous pehini n’an neus ket kollet an nord. Ha koulskoude !… Eur gwaz, pa lavaran d’ec’h, Izabel !… Eur gwaz, han, Bilzig !
Hen gant e vanch a sec’has e vuzellou glebiet gant e chik.
— Warc’hoaz, pôtr, ma ve brao an amzer, ec’h afomp da glask an eor.
— Ya, ya, Saïg.
— Ha, evelkent, ma na zebret ket ar zilienn en he fez, marvad a rofet d’in eun tamm anei evit tafea…, lodenn Fieg.
— Kaset anei ganec’h, Saïg, kaset anei ganec’h !
— Eun tamm, Izabel, eun tamm… lod Fieg.
Saïg an neus bet an hanter eus ar zilienn.
Ha pep-hini, goude eun devez ken trubuilhet, ac’h ês d’e wele, evurus evelkent eus e zevez.
An de war-lerc’h, Yann e benn e-unan a deuas gant e vab da di Izabel.
— Bennoz Doue d’it, Bilzig !
— N’eo ket ze ho poa prometet d’in, Yann ? a lavare Bilzig en eur c’hoarzin.
— Ac’han ! ac’han ! a lavaras Yann gant eur mousc’hoarz a velkoni, Bilzig, met ar gwir ne oa ket ganit, pôtr.
— Hen goût a ran, Yann. Absolvenn, Yann !
Gant Yann eo bet a-hed an ôd evit punseal e ronviou, e wern hag ar pez an nevoa distaôlet ar mor eus ar paour kêz Teureugenn.
Pep-hini an nevoa bet true eus stad ar pesketer. Eur gest a zo bet grêt er bourk ha war ar mêz. An ôtrou kont, an ôtrou person, an ôtrou kure o deus roet peb a damm mat a arc’hant : trawalc’h a zo bet dastumet evit ober eur vag neve da Yann.
Ha breman, a-rôk echui ar burzud-man grêt gant Bilzig, eo red d’in lavaret c’hoaz penôs, an de war-lerc’h, Saïg ha Bilzig ac’h ês da glask eor ar vag. Bagou all ac’h ês d’o ambroug : n’int ket bet pell o kavout an eor. Grêt gante o marevez, leuniet ar boutegou a veskl hag a ormel : pinvidigez ha levene en ti Izabel.
Ha Bilzig a zavas n’ouzon ket ped troatad en istim e genvroïz. Ne oa ken breman ar marmouz fall, an ampoezon, ar mic’hiek. pehini a vije en disfi d’an holl. Ne oa ket deut da vea eur sant, nann ! Kilhenn, goaper a oa atao, met ar c’hreunenn vat gweennig a oa dent da vea. Punse an Deureugenn an nevoa diskouezet d’an holl petore den e teuio Bilzig da vea.
- ↑ Touilhed (pl. touilhejou), tollet pour ramer.
- ↑ Mare tre, jusant.
- ↑ Gourlaouenn, une avancée, rocher en avant d’un plateau de rochers ou d’un grand rocher, qui le précède, qui l’annonce.
- ↑ Gourvennek, jaloux, envieux.
- ↑ Oring (pe : orin), corde qui relie le casier à la bouée qui indique son emplacement.
- ↑ Eur bladenn, une roche plate.
- ↑ Bos, corde qui attache l’ancre au bateau.
- ↑ An nogejou, les grands coups de mer qui se soulèvent tous les neuf coups.
- ↑ A dôl, d’un coup brusque.