Bilzig war al Leo-Drêz

Ad. Le Goaziou, leorier, 1925  (p. 122-132)



IV


Bilzig war al Leo-Drêz


E-pad ar goanv, war-dro Nedeleg, e vije peurvuia grêt eun tôl-pesked [1] : broged pe veilhi. A-benn ar c’houlz-ze, Saïg Jelvest an nije sternet e zein vras hag ambarket anei en e vag. Eul laz pôtred yaouank diskuiz ha dibabet a vije bepred war evez oc’h heuilh gant diou vag vihan ar voudenn [2] besked dizoloet.

Ar pesked-red a deu, war hon ôchou, entre hanter miz kerdu ha divez miz genver, evit leuskel o lêzenn pe o viou. Neuze e paker anê, bodennet ma vent a vil vern : ar zein vras dispaket, an daou henn anei a rê an dro d’ar c’hlodad gant peb a vag vihan. Ar zeinerien a lamme er mor, daoust pegen yen a vije an amzer, ha pep-hini da chacha buan ha buan. Ha trefu [3] ha kriadeg. N’ankouait ket, mar plich, lenner, penôs e miz kerdu pe e miz genver ne ve ket tomm-berv ar mor hag an êr, ha neuze e ouefet abalamour da betra e vije an dud-ze ken trefuet, abalamour da betra e vije digaset d’ê peb a werennad mat a win-ardant. Ha pa rankent mont adarre er bagou, gleb-dour-teil, dent genver eus o dilhad, eus o bleo hag eus o baro ! !… Eur vicher boanius… A-wechou al laz ne vije ket evit dibrada ar zein ken pounner hag a vije. Hag e ranked mont da glask sikour, da glask kirri war ar mêz evit charreat ar pesked.

Pa vije bras ha niverus an tôl-pesked, e vije kaset kannad da gokanierien [4] Lannuon ha Montroulez da lavaret d’ê dont da brena ar pesked.

An osteleri neuze ne zileunie ket gant an everien gwin-ardant. Noz-de, ha de ha noz, an dour binniget-ze a rede en o gorzailhenn, evel an dour er c’han goude eur barrad-glao. Neuze ive ar Vretoned, tud sioul koulskoude, ne vijent ket anaveabl. En osteleri e kleved anê, heman o kôzeal, heman o krial, darn all o rezoni, o toui, o sulbedi ; giriou lemm ha flemmus a nije eus an eil d’egile ha goalennajou [5] skoet war heman ken a c’houibane a-dreuz an ti. Ar gwella mignoned, o fenn trelatet, o daoulagad lijennet gant derzienn ar vezventi, en em zave an eil eneb egile, skrignet gante o dent. Met o diouhar, laosk ha blank dindane, ne vijent ket evit o dougen, ha peurliesa ar piladegou, ar c’hannadegou a droe en kas. Hag an de war-lerc’h ar bôtred dizevor ha mignoned evel diagent.

Ma ! eur yaouvez a viz genver, Saïg an nevoa roet eun tôl zein ha tapet eun toulladig broged. Izabel a brenas digantan daou voutegad.

Hi ac’h aio gant unan anê da Blistin ; Bilzig ha Madelen ac’h aio da werza o hini da Lannuon. Bed e vo d’an daou vugel sevel abret evit erruout e Lannuon da c’houlz ar marc’had.

— N’ho po-hu ket aon o treuzi al Leo-Drêz ? a c’houlennas ar vamm digante.

— Oh ! nann, mamm Izabel. Brao eo an amzer, sklêr a vo al loar. Ha piou a fellfe d’ean ober droug d’emp-ni, daou baour kêz eveldomp-ni ?… Nann, mamm Izabel, den ne lavaro gir d’emp.

Peb a skudellad soubenn al leaz o deus debret. Kregi a rejont pep-hini en eur dorgenn eus ar bouteg.

Hir e oa an hent : c’houec’h leo d’an nebeuta. Treuzet gante ôd Lokirek, savet gante torrod an Arvor, setu int dirak al Leo-Drêz. Teir heur bennak e tlee bea d’ar c’houlz-ze, sklêr al loar, sioul an noz ; kroz an tôliou-mor hepken a gleved war ôd Lokirek ha war al Leo.

Kent erruout gant feunteun Sant-Efflam, e ve red diskenn eun dousenn bennak a bazennou. Bilzig ha Madelen a azeas war ar bazenn genta evit ober eun diskuizadenn — pounner eo eur boutegad pesked — a-rôk diskenn war drêz al Leo. Al Leo-Drêz !… Tri c’hir spontus meurbed !

Sioul, an eil stok eus egile, o bouteg en o c’hichen, an daou vugel a zante o c’halon o lammet en o c’hreiz dirak an drêzenn vras, ken bras, ken ledan ha ken brudet, pehini en em astenne dirake, adalek Sant-Efflam betek Lomikêl. Kroz hepken an tôliou-mor o frega war an trêz a dorre sioulder an noz hag a luskelle gant e vôuez hevel-hevel an dachenn morgousket dindan lijenn dem-sklêr al loar.

Ha dirake, a-zehou, Roc’h-al-Laz sklerijennet eus o zu, evel eur peul-mean en e zav, a zave e benn a-us d’al Leo, uhel, hag he zroc’he e daou rann. An hent a heuilhe ar gourlenn ; en em gromma a rê en-dro d’ean : pleg beo war behini ar sperejou dianket o devoa diazeet danevellou euzus meurbed. Eno, en-dro d’ar Roc’h… Ha Bilzig ped gwech an nevoa bet en ti-nean klevet ar besketerien…

Ha breman, azeet war ar bazenn vean a ziskenn d’al Leo dirak Roc’h-al-Laz, an holl draou spontus-ze a zave war e evor hag a lakae e galon da lammet en e greiz. Eno… ar besketerien — e-unan an nevoa klevet anê en ti-nean o lavaret — pa vijent o tragi war an ôd, skeltr an noz, meur a wech o devoa bet klevet youc’hadennou euzus ar paour kêz tremeniad muntret war al Leo.

Ha Bilzig elfek [6], e zaoulagad hag e ziouskouarn gantan digor-frank, stignet, bantet etrezeg ar Roc’h, daoust hag-en n’an neus ket, a-dreuz kroz ar mor, klevet du-hont… Daoust hag-en… oh ! ya, du-hont ! du-hont !… Hag eur c’houezenn sklaset a zivere deus e dal, hag eur grenidienn a grine e groc’hen. Ha kaer an neus breman selaou, sioulder an drêzenn n’eo torret nemet gant trouz ar mor o frega war an trêz. Daoust hag-en… a vefe gwir ?…

Madelen skuiz, ar baourez kêz, morgousket harp eus skoa he breur, ne wele ha ne gleve netra.

Bilzig a zellas outi, hag en e benn e troïdelle mennoziou dishegar meurbed : ar pôtr, m’en assur, n’oa ket gwall c’hlorus. Karet an nije bet bea en e wele, kousket mat, e-lec’h bea azeet war bazenn skalierou Sant-Efflam, ha mall n’an nevoa ket da vont gant an hent a dro en-dro da Roc’h-al-Laz.

Evelkent red eo d’ean erruout en Lannuon pa zigoro ar marc’had. Ec’h ê da zevel en e zav :

— Sell, emean en eur rei eun tôl ilin da Vadelen, sell.

Hag ar bôtrezig dihunet a zellas. Hag en traon ar pazennou e weljont eun ôtrou hag eun itron. Eun ôtrou hag eun itron d’ar c’houlz-ze eus an noz ?…

— Petra a rit-hu aze ? eme ar gwaz, ha divergont, d’an daou vugel.

— Oc’h ober… eun diskuiz, ôtrou.

Peg teod Bilzig eus e staon, sec’h e gorzailhenn evel tont. Madelen a oa krog en e zorn hag a grene evel eun delienn. Bilzig ive, ha koulskoude ar pôtr ne oa nag abaf na kabon, pell ac’hane Bilzig a grene gant an aon.

— Da belec’h it-hu evel-se ?

— Da Lannuon, ôtrou.

— Da Lannuon ?… Da ober petra ?

— Da werza hon fesked, ôtrou.

— Diskouez anê.

Bilzig a dapas diwar ar bouteg ar vozad raden a c’holoe ar pesked.

— Pesked brao, ôtrou, ha mat : broged int, ôtrou. Heman a c’houlennas digant e itron :

— C’hoant hoc’h eus-hu d’o zafea ?

— Mad int ?

— Broged, itron, fresk-beo, tapet dec’h goude kreiste.

— Gant daou e vo trawalc’h ? a c’houlennas an ôtrou.

An itron a zoublas he fenn :

— Ya, ya.

Bilzig a zibabas daou besk eus ar re vrasa.

— Eun tamm neud d’o staga.

Bilzig a chachas eus e c’hodell eur bellenn neud-gouel. Staga a eure an daou besk dre o ambrankou.

— Setu, ôtrou.

— Pegement, pôtr ?

— Pevar real, ôtrou : dek gwenneg pep-hini.

An ôtrou a dennas e yalc’h eus e c’hodell hag a roas d’ar pôtr eur pez a eur skoed.

— N’em eus ket a vonei, ôtrou ; en distro e paefet ac’hanon.

— En distro ?… Dalc’h ar c’hemm evidout hag evit da c’hoar.

— Trugare, ôtrou !

Bilzig laouen.

E-pad ma rê an ôtrou e varc’had, an itron a oa o kôzeal gant Madelen ; pecherou a rê d’ei :

— Eus a belec’h out, va merc’hig ?

— A Lokirek, itron, eme Madelen doneet.

— Petore micher an neus ho tad ?

— Va zad a zo maro pell, pell zo, itron.

— Ha da vamm ?

— Hon mamm Izabel a zo er gêr gant va breur ha va c’hoar vihan. Mont a ra d’an ôd da glask bigorned, meskl, hag ec’h a d’o gwerza alïes da Blistin. Eus Plistin oc’h-hu, itron ?

— Ya, ya, va merc’hig.

— Oh ! neuze, hoc’h eus sur prenet pe besked, pe veskl pe vigorned diganti, hag hirio ive ec’h aio gant eur boutegad all do Blistin… Ha Bilzig ive, itron, ac’h a d’an ôd gant ar bagou.

— Ha ! Bilzig eo hano da vreur ?

— E leshano, itron.

— Te, petore hano ac’h eus-te ?

— Madelen, itron.

— Ma ! Madelen, eur wech all lavar d’az mamm… ya, ya, lavar d’ei delc’her ac’hanoc’h en ho kwele beteg ar beure : n’eo ket mat evit ar vugaligou eveldoc’h redek an noz ken diweat.

Ha kildorn gwenn ha flour an itron a roas d’ei eun tôlig pe zaou war he diouchod.

— Komprenet mat ec’h eus, Madelen ?

— Ya, itron.

— Kenavo, Madelen !

An daou vugel a gemeras krog pep-hini en e zorgenn. Hast da Vilzig mont gant e hent.

— Trugare, ôtrou ! a lavaras Bilzig.

— Trugare, itron ! eme Madelen.

An ôtrou hag an itron a vousgomzas entreê. Bilzig a glevas ar c’homzou-man :

— Lezit anê da vont, lezit anê, a lavare an itron. Daou vugelig int.

— Daou vugelig ! a c’hrozmole an ôtrou. Ar pôtr, ’m eus aon, a zo pôtr lemm.

— Daou vugelig, daou baour kêz. Lezit anê, me ho ped, evit eur wech, me ho ped !… Trawalc’h evit eur wech… Ho kopr ho po evit ar madober-ze, a lavare an itron.

— Ma ! gwaz a ze evidoc’h, evidon ive, marteze, a respontas an ôtrou.

Gelver a eure Bilzig :

— Deus aman, pôtr, deus aman !… Na klevet ec’h eus-te eun drouz bennak war an ôd ?

— ’M eus ket, ôtrou, nemet trouz ar mor war al Leo.

— Ma !

Hag e selle outan didrue, divergont, evel m’an nije bet c’hoant mont beteg e vennoz.

— Mar kavez war da hent tud o tont diweat eus foar Lannuon, ha ma c’houlennont diganit da belec’h ec’h ez, respont : « Tevel », ha ma ’c’h adgoulennont diganit : « Ha goude ? », adrespont a ri : « Hag ober ». Ha dreist-holl n’ankoua ket : « Tevel hag ober ».

— « Tevel hag ober », a zigeche ar pôtr, « tevel hag ober ».

Rak Bilzig ne oa ket hep goût ar galloud o devoa an tri c’hir-ze.

Kavet o deus war o hent teir vandennad tud : unan en eur guitaat Sant-Efflam, unan all a-rôk erruout gant Roc’h-al-Laz, an deirved en tu all d’ei. « Tevel hag ober » : Bilzig n’an nevoa ket ankouaet ar giriou-ze. Re e talc’he d’e groc’hen.

Tremenet Lomikêl, an daou vugel a erruas en kêr Lannuon. Mall war ar broged. Eur gwenervez. Gwerzet o deus o fesked, ha gwerzet mat. Debret o deus o lein ; diskuizet, hag hep dale int deut war o c’hiz d’ar gêr.

Abret e teu an noz, ha c’hoant n’o devoa ket da vea tapet er-mêz ar gêr gant an denvalijenn. O mamm ive a dlee chom eus o gortoz en « Pevar hent bras ».

En-dro da Roc’h-al-Laz e oa eun niver bras a dud. Eur marc’hadour lïen a Vontroulez a oa bet lac’het e-pad an noz diwea, en eun tu bennak en-dro d’ar Roc’h : klevet e oa bet o krial. An archerien a oa o paouez tenna e gorf eus an trêz.

— « Tevel », a lavaras Bilzig da Vadelen. Den na daolas evez eus an daou vugel.

Evelkent Bilzig ne oa ket hep gwelet penôs eun toullad gwazed a oa war o hent, hag, a-rôk erruout en Sant-Efflam, unan anê a deuas d’o c’haout :

— « Tevel », pôtr ! emean.

— « Hag ober » ! a respontas Bilzig.

Egile a lakaas e viz war e c’hinou.

Hag o-daouik spouronet ec’h ênt evel daou baour kêz, hep sellet war o lerc’h. Seblantout a rê d’ê klevet en o diouskouarn an tri c’hir spontus : « Tevel hag ober ».

O mamm Izabel a oa eus o c’hortoz en « Pevar hent bras ».

— Ac’hanta ’ta, erru oc’h ?… Gwerzet ar pesked ?…

— Ya, mamm Izabel.

— Erru eo poent d’emp, bugale, diskenn da Doull-ar-C’hirri, ma fell d’emp tremen an Treiz hag erruout er gêr, a-rôk ma vo noz tenval… Ha n’hoc’h eus-hu ket klevet komz eus eur marc’hadour lïen a Vontroulez a zo bet, a lavarer, lac’het e-pad an noz diwea war al Leo ?…

Bilzig na Madelen gir n’o deus rannet : « Tevel hag ober », ar giriou-ze a skorne o zeod.

— Buan, buan, mamm Izabel, buan eomp d’ar gêr !

— Petra a c’hoarve ganec’h ? petra ?…

Gir ebet.

— Goude, goude, mamm Izabel, eme Bilzig d’e vamm, goude… Tremenet gante an Treiz, ha nebeut goude e oant er gêr…

Prennet an nor, Bilzig a gontas d’e vamm penn-da-benn ar pez a oa bet c’hoarveet gante.

— Gir da zen, bugale ! gir da zen !… Mestr al laeron hoc’h eus gwelet e Sant-Efflam. Gir da zen, pe omp kollet. Mestr al laeron !… Muntrer bras al Leo-Drêz !… Salver Jezuz ’ta va Doue !…

Bilzig na Madelen nag Izabel n’o deus kousket en noz-ze. An daou vugel, trelatet o fenn, a gleve en o diouskouarn ar giriou spontus.

Evelkent a-benn daou pe dri devez ar spont a oa aet eus o spered.

Eun eiz de bennak goude, Bilzig, hanter ankouaet gantan digouez al Leo-Drêz, a oa en e vag vihan stag eus eur peul war kaë Toull-ar-C’hirri. Deut e oa da zigas e vamm hag he boutegad meskl ha rigadell evit mont d’o gwerza da varc’had Plistin. Evit en em dizinoui e oa en em lakaet da walc’hi e vag (e vamm ne zaleo ket kalz : tre a ra) pa glevas :

— Hem ! hem ! pôtr, Psitt !… Klev ’ta, pôtr !… Na te a dremenfe ac’hanomp-ni en tu all ?

— Ya, ya, mar karet, eme Bilzig, o welet eur gwaz hag eur plac’h war ar c’haë.

Distaget ar vag, hag aet du-hont war penn ar chaoser.

— Hastit affo, tre mat a zo hag ar mor a ziskenn buan… Hastit affo !…

Bilzig a deuas gant e vag en eur boleat betek penn ar chaoser.

— Lammet er vag buan ha buan.

Ar pôtr n’an nevoa ket sellet eus e zaou dremeniad. Pa welas ar gwaz, bantet e chomas da zellet outan. Anaveet gantan an ôtrou hag an itron. Ar re-man ive o devoa anaveet ar pôtr.

— « Tevel hag ober » ! eme ar gwaz. Hast affo, pôtr, hon zremen.

Ne oa ket hep abeg e lavare ar gwaz hasta affo : daou archer a ziskenne gra « Toull-ar-C’hirri » hag a zirede war-zu ar porz.

— Daou archer, eme Bilzig en eur boleat.

E zaou dremeniad o devoa gwelet anê.

— Hast affo, pôtr !…

— N’eo ket red d’ec’h kaout aon, ôtrou : ne dizfont ket ac’hanoc’h.

Ha Bilzig a bolee a nerz e gorf.

An archerien war penn ar c’haë a youc’he, tre ma c’hallent :

— Deus aman, pôtr, deus aman !

— Ya, ya, bremaïk ! a lavare Bilzig en eur c’hoarzin. Bremaïk !… Aman ec’h an d’ho lakaat en douar, ôtrou : an trêz a zo kalet. Hastet affo mont da guz e Koad-ar-Zal pe e Koajou-ar-Jaou. An archerien ne vefont ket war ho lerc’h a-rôk eur pennad mat a amzer.

— Dal ! pôtr, eme an ôtrou.

Hag an neus kinniget d’ean eur pez a zaou skoed.

— Kemer, pôtr.

— Ha bennoz Doue d’it, Bilzig ! eme an itron… Va gourc’hemennou da Vadelen.

— « Tevel hag ober » : gant an tri c’hir-ze, pôtr, entre Montroulez, Lannuon ha Gwengamp, e kavi atao skoazell ha repu. Kenavo ha trugare !

An archerien gant Izabel war penn ar c’haë a grie war Bilzig :

— Hast affo ! hast affo !…

Met Bilzig ne oa ket ken presset se : ar mare a oa enep d’ean, ha c’hoant an nevoa ive da lezel an ôtrou hag an itron da ober eur pennad mat a hent a-rôk lakaat an daou archer da redek war o lerc’h. Bilzig forz ne rê eus an archerien : n’an nevoa ket ankouaet an tôliou gwialenn an nevoa tapet war e bensou e-barz sal vras prespital Lokirek evit ar per an nevoa bet tafeet.

— Ha ! ha ! a vousc’hoarze ar pôtr, pep-hini d’e dro !

Poan an neus bet Bilzig o poleat eneb ar mare. Evelkent ec’h erruas e-tal ar chaoser.

— Lammet e-barz ar vag… Mamm Izabel, deut aman, mamm Izabel.

— Marmouz ’zo ac’hanout, eme eun archer, perak n’out ket deut d’hon c’herc’hat ?

— Ya, met hag an daou all ?… Mall a oa gante ive mont en tu all, ha re dost e oan d’ar bord evit dont d’ho kerc’hat.

— Ah ! fe, ya, an daou-ze a oa mall gante mont gant o hent. An archerien, azeet er vag, a zelle piz eus ar vro, eus an henchou, ar wenojennou.

— Daoust da belec’h ec’h int aet ?…

— Klevet am eus anê o kôzeal eus Koad-ar-Zal hag ive eus Koajou-ar-Jaou.

— Ma ?

— Ya sur.

Pelec’h ec’h ez da lakaat ac’hanomp en ôd ?

— War Roc’h-ar-C’had… Ac’han ne vefet ket pell evit tapout an hent o deus heuliet an daou all.

— Piou int, ma redet evel-se war o lerc’h ? eme Izabel.

— Piou ?… N’ho peus-hu ket klevet hano eus Koatanlem, rd laer bras, muntrer al Leo ?… Ma ! eur marc’hadour a Vontroulez a zo bet lac’het war al Leo, digwener diwea. Koatanlem hag e vandenn o deus grêt an tôl… Ha kant skoed an nevo nep hen tizo.

— Hag ar plac’h ?

— Ar plac’h n’ouzer ket piou eo : e wreg ? e zerc’h ?… Anezhi, Koatanlem a vije bet bac’het.

— Tud vat int evelkent : eur pez a zaou skoed am eus bet digante.

E-pad ma oant evel-se o kôzeal, Bilzig a bolee, ha gant ar mare e teuas betek Roc’h-ar-C’had. Diskennet an daou archer war ar garreg. Pell int bet oc’h en em dibaba e-touez ar c’herreg hag ar bejin. Ac’hane beteg ar gourlenn, an daou baour kêz archer o deus bet trawalc’h da ober evit dispega o zreid pounner diouz an trêz lec’hidus, gleb ha gwak.

Bilzig eus ar vag a heuilhe an daou archer.

— Red a vo d’ê redek evit tapout an daou all.

— Nan int ket, m’en assur d’ec’h, mamm Izabel, c’hoaz war ar poent da dapout an daou-ze, ha gwell a ze !

— Gwell a ze ?

— Koatanlem hag e wreg a zo bet mat en kenver Madelen ha me, rak anez han… « Tevel hag ober ». — Ha breman eman o paouez rei d’in eur pez a zaou skoed.

— Ya, met evelkent, a lavare Izabel, eul laer bras ec’h eo hag eur muntrer !

— Ma ! petra fôt d’ec’h !… Hag an archerien n’int ket kalz gwelloc’h. Sonj hoc’h eus, mamm : pa skoent warnon gant o gwalinier er prespital, me n’am oa grêt netra a zroug. Debret em oa eur berenn, gwir eo, met laeret n’am oa ket. Gwaz a ze evite. Nan an-me ket, marvad, da glemm anê evit bea du-hont o pilpazat [7] e trêz gwak.

Izabel ne respontas ket.

Bilzig a gemeras an diou ronv [8], hag, eun nebeud goude, e touarent en porz Lokirek.

— Peoc’h war an traou-ze, Bilzig !

— Ya, ya ! mamm Izabel. « Tevel hag ober ». N’eo ket red d’ec’h kaout aon : ne vin ket tapet diwar-bouez va zeod.

  1. Tôl-pesked, très belle pêche.
  2. Eur voudenn besked, une bande, une multitude de poissons (moudenn, motte).
  3. Trefu, agitation ; trefuet, agité
  4. Kokanier (pl. -ien), marchand de poissons.
  5. Goalennajou, mots piquants, méchants.
  6. Elfek, nerveux.
  7. Pilpazat, piétiner, patauger.
  8. Ronv, rame (ivez : roenv)