Bleuniou Yaouankiz/Kenskrid
Da Zoue ez eo ma ine,
D’am Breiz ma nerz ha ma bue,
D’am Dousig koant ma c’harante !
A. Y.
Pa ve groet eul levr bennak eman ar c’hiz gant an oberour — herve ma zo lavaret d’in — d’ober eur c’henskrid evit lakât al levr neve dirak daoulagad al lenner.
Bezan zo oberourien ha na veint tam abed nec’het evit kavout danve eur c’henskrid. Evidon-me n’ouvean ket kaer petra skriva en penn ma levr… nemed ha displega ’rafen ennan d’am c’henvroïz penoz ha dre petore digare eo bet digouezet ganin skriva ha karout ar Brezoneg.
Siouaz, displega kement-se e vefe ober politik, hag ober politik — dreist-holl p’eman kement troad ar bolitikerien war hon goug, mar n’hon deus mui alan awalc’h da huchal frankiz — ober politik, eme eur rum-tud, a zo eun torfed heuzus, zoken pa fell difenn hon Bro, hon Yez hag hon Fe, gwasket koulskoude… Ma, nag e tigouefe d’in feuka enebourien ar Brezoneg…, c’houea tan ar gounar en kalon difennourien hon Yez, e pedin anê holl da drugarekât Komb-koz — ya Komb-koz — mar zo hirie en Breiz eul levr brezonek ouspenn…
Ar rum kenta a lavaro, marvad : — Trugarekât Komb-koz… Fent a ret d’imp !
An eil rum, zouezetoc’h c’hoaz : — Trugarekât Komb-koz… An difroket-se !…
— Fe, ya ’vad, ma zud kez, ha goude !
N’eus droug abed a gement na servij d’eur vad bennak. Mar n’am c’hredet ket, chilaouet kentoc’h :
Eur zulvez, an deiou diwean a viz here 1902, e oan potr ar gêr. Goude bezan groet ma labour, da c’hortoz distro an dud eus an ofern-bred, en em lakis da lenn an Electeur des Côtes-du-Nord, kazeten ma c’henvreur G. Corfec, « Bruk-Lann ». A boan krog da lenn, e vervas ma gwad em gwaziou hag e kouezas ar gelaouen eus tre ma daouarn.
— Petra, petra ! emeon…, Komb milliget… Ar potr a c’hiz koz… ber, ber e ziouc’har, dôn, dôn e gof… A fell d’ezan difram diganimp hon Yez… Mouga ar Brezoneg dre lezennou kasonius ! Pe vin zalvet ! Dampred vo eskern kement diaoul zo ’barz an ifern ha kroc’hen Komb-koz war ar marc’had… Ar Brezoneg a vevo ! Hag ar Vretoned, pennou-kaled, na blegfont biken… Nan, biken, kentoc’h mervel !
— Na blegfont biken… Kentoc’h mervel !… a zo
komzou kaer, a dra zur… Mes penoz sklerijenni ar
Vretoned ? Penoz digerri d’ê o daoulagad ? Penoz rei
anaoudegez d’ê eus eun urz ken heuzus ?
Hep mar, dre Vreiz abez e vije skuilhet eur môr a liou, skrivet millierou ha millierou a bennadou-skrid nerzus hag entaned eneb da Gomb-teo… Mes ar bobl marteze, a chomche dizeblant, o vezan ne zavche mouez krenv awalc’h abed da ziskuilh d’ezan grevusted ar fallente…
Ar pez a fellfe d’ar bobl e vefe eur zonig bennak, ber, lem ha flemmus ; rak ar rimadel a chom en spered ar Breizad, en em gizell en e galon evel al lizeren er menerez…
Mes piou a zavo eur zôn evelse ? — Jezus, ma Doue, emeon, n’eo ket me bepred… Karout a ran ma Breiz ha karout anei kalz, mes biskoaz n’am eus skrivet, na birviken, marvad, na skrivin eur gir brezonek.
Hag ar gounar a greske em c’hreiz… Ha sonj ar zon a drubuilhe ac’hanon…
Goude mern, tec’het an holl d’ar gousperou, e chomen ma unan adarre hag ar sonj terziennus a vroude ac’hanon bepred mui-ouz-mui…
Skwiz, e tapis pluen ha paper, hep gouzout nemeur petra a c’hoantan… Tra zouezus ! eur pennadik goude e oa Kentoc’h mervel war droad, ha, biskoaz zon n’am eus groet diboaniusoc’h…
Aboue am eus kendalc’het da garout ha da skriva ar Brezoneg. N’on ket bet ma unan, a drugare Doue. Urz Komb an eus dihunet eur bern Bretoned ha lakât da c’henel eur bern Barzed. Awalc’h eo bet d’ezan c’hoantât labea Breiz-Izel evit gwelet kerkent eur vanden emgannerien o tiredek da zifenn o Mam-Bro, eur vanden delennourien o tont d’he c’hana hag eur vanden vugale karantezus o tont d’he frealzi…
Setu aze, ma c’henvroïz ker, penoz e teu an droug da serviji d’ar vad…
Daoust da ze, paneved pedennou start, lizerou
niverus hag aliou stank ma mignoned, n’am ije
birviken kredet ober eul levr gant traou ken divalo…
— « N’eus netra a zivalo a gement a deu eus ar galon, e lare d’in n’eus ket pell eur c’henvreur [1] karet… Da zoniou, da werziou n’int ket groet, a dra zur, evit gonit arc’hant… Diwanet int bet en ez spered ha tec’het eus da galon evel ma tiwan ha ma zav en hon zraouiennou ar bleuniou-ze a welomp d’an neve-amzer o tispaka d’an heol vintin hag a deul dre ar vro zeul muioc’h a c’houez vad ma ’z int gwelloc’h a ze kuzet… Ouspenn ez int leun a fe, leun a garante-bro, birvidik a deneridigez ha karget a sonjou uhel… Tec’hel a reont eus ar galon hag, ouz o lenn, ec’h efont war eon d’ar galon.
Netra ennê n’hall strafilha ar spered ar muian anwazus, na feuka an diskouarn ar muian kizidik… An holl a c’hall o lenn, koz ha yaouank, braz ha bihan… Kutuilh anê ’ta, gra gantê eur bokad ha, hep damant, kinnig anezan d’ar Vretoned… Digemeret mad e vo ! »
Warlec’h hir-varc’hata am eus zentet, hag e teuan hirie da ginnig d’am c’henvroïz ar bokad-ze dindan an hano a Vleuniou Yaouankiz.
Perak Bleuniou Yaouankiz ?
O vezan ne gaven hano abed dereatoc’h. Evel ma lavar ma c’henvreur, ma barzonegou holl a zo groet em yaouankiz. Groet int ganin en kreiz an tân-ze a ra d’an den yaouank nijal gant allevenez, tridal gant ar blijadur ha kemer evel ma teuont ar vue, an dud hag an amzer… Groet int ganin enpad an amzer-ze ma welen pep tra kuzet dreg eur voren a hunvredigez dispar, ma welen pep tra o vousc’hoarzin hag o lavaret : — « Na brao eo beva didrubuilh pa ve ar galon direbech ! » Groet int ganin o chilaou an avelo vouskana er gwe uhel ; o klevet an ezen flour o tremen dre ar balan hag o luskellât an ine gant eun diskan klemmus ; groet int ganin dirak hiboud sklintin ar wazig dour hag o klevet bep mintin ha bep noz kân dudius al lapousedigou ; groet int ganin en eur hunvreal da gaerder ma Bro, d’he furnez ha d’he zantelez gwechall…
Groet int ive dindan nerz ar gounar zakr a grog em c’halon gristen pa welan gwaskan ar Fe, mouga ar Frankiz, muntri al Lealded ha flastra ar Wirione. Groet int ganin gant ar choant da zidalla ma c’hrenvroïz ha d’ober d’ê kerzet war roudou hon C’hendadou… En eur gir, groet int ganin evit Doue hag evit ma Breiz karet !
Rak an diou garante-ze eo a ra d’am c’halon mouskana gant an avel, hirvoudi gant an ezennig, kana gant al lapoused ha gouela, damanti war yenien, dizeblanter ha, siouaz, kasoni ar bed a vreman…
Laret am eus gouela ha damanti… En gwirione, daoust d’eur spered hunvreer ha d’eur galon dinec’h, meur a wech, evel kalz a re-all, am eus kavet spern dindan ar bleun kaeran ; meur a wech — evel ma lavar unan eus ma mignoned — eo bet digouezet d’in azea evit lemmel eus ma zreid pikou lemm ha kaled, hadet gant tud fall dre henchou ar vue…
Ma flijadur, ma foan, ma levenez eo o deus a bep eil stennet kerden ma Zelen. Ze zo kiriek e kaver em Bleuniou a bep seurt zoniou ha, dreist-holl, zoniou yaouankiz.
Ma zoniou yaouankiz… Nag a bennad evurusted n’am eus ket bet oc’h ober anê !
Nag a wech n’on ket bet chomet ma-unan da hunvreal en kreiz ar c’hoajou dôn, eus sklerijen al loar, pe c’hoaz war riblou karet ar môr o sonjal en eun dousig bennak diwanet du-hont… du-hont, en eun draouiennig penc’hus a Vreiz !
Ma zoniou yaouankiz ! Ouz o lenn pep den yaouank a c’houzanvo aliez o hadveva en e ziabarz meur a bennad eus e amzer dremenet, pennadou tarnijet pell a vo, marteze, mes war an tôl dihunet ken beo, ma lezfont en e galon, evel pa lavarfen eur c’houez vad amzeriou diagent… Ouz o lenn e lavaro : — « Me ive am eus bet karet ! »
Ma Bleuniou Yaouankiz o deus c’hoaz eun digare all. Moullet int, dreist-holl, evit reï d’an dud yaouank peadra da gana, rak, evel an evn, an den yaouank a renk kana…
Roomp dezan eta zoniou brezonek, zoniou fur ha tener war an dro, hag an den yaouank na breno ken war varc’hallac’h ar c’heriou braz, an hanter kant loustoni a gav, evit daou wenneg, etre daouarn gwerzerien Pariz.
Ha breman, kerz ma levrig, kerz da gas d’am c’henvroïz ma gwellan mennoziou en doujanz Doue hag en karante Breiz-Izel…
AR YEODET.
Kerbernez, 2 c’houevrer 1909.
- ↑ E. A...