’Vel eur gouabren drouk-livet
Dirak an heol beure,
Ar bloaz koz a zo tec’het
Dirak ar bloaz nevez.
E noz tenval an amzer
O kouean ’vit biken,
Eus hon buhegez dister
Pep bloaz ’zo eur skeuden.
’Veltan e ruilhomp bemde
’Trezek hon be digor,
An eil war-lerc’h egile,
’Vel gwagennou ar mor…
Mes, perak ’ta e ledan
Eur voren koumoulus
War drem ar bloaz yaouank-man
Ken sart ha ken lintrus ?
Ne ginnig ’met donezon,
Bleun e-leis ha dudi ;
Strinka ’ra war bep kalon
Eur c’hlizen leun a spi.
Greomp eta gouel d’ezan :
C’hoarzin a ra ouzomp ;
Goullomp eur-vad digantan
’Vit ar re a garomp.
— O Bloaz neve ken karet,
Laret d’in goustadik
Pesort bleuniou a viret
D’am bro ger Arvorik
Gant eur zell a garante,
Tôlet d’ei, me ho ped,
Bleuniou leun a drugare,
Bleun an Evurusted !
Mes, dreist-oll, dalc’het da ren
Ha miret gwerc’h ’n hon c’hreiz
Bod lili ar Feiz gristen,
A-viskoaz splann en Breiz.
Koulmig Arvor.