Bokedik glaz ha Sidanik


Bokedik glaz ha Sidanik


skrivet gant Gab Milin


1872



BOKEDIK GLAZ HA SIDANIK
————

Bokedik glaz koant ha laouen,
Perak, lavar, en em guzez ?
Perak e stou izel da benn
A-zindan eur bodik kelvez ?

Me c’hoar perak : eno ar gliz
Enn hanv war-n-oud gouez stank enn noz ;
Eno, epad ma c’hor ann deiz.
Te a zell doun er Baradoz ;

Eno, easoc’h d’id dispaka
Da liou evel liou ann envou ;
Eno, da Zoue c’hellez strinka
Da c’houez-vad ha da bedennou ;

Ac’hano e klev da galoun,
Pell dioc’h ann trouz a zo er bed,
Hiboud ann dour ia d’ar mor doun
Ha mouez pep tra lavar karet.

Eno, oud lakeat da zevel
Gant Doue ra evit ar gwella ;
Sevel a ri da veza huel,
Te, bokedik, ann izella.


Evel-d-oud-te ne deuz e-leiz ;
Te a zo mad, karantezuz,
Gwirion ha leal evel ar feiz,
Da unanik ha truezuz.

Choumet oud e Breiz, mignounik,
War-lerc’h ann hanv da rei chouez-vad ;
Hevel ouz-id, ar sidanik
Doaniet a gan, a huanad.

Kana a ra leiz he ene
Kement tra zo mad da garet :
Sent Breiz, hon tadou zo en Ee,
Ar re ama zo glac’haret.

Huanadi, o pedi Doue
Da rei d’ar re glanv ar iec’hed,
D’ann emzivad, evel-d-oud-te,
Eur galoun d’he domma bepred.

’Vel he galoun, enn da gichen
Nijal a garfe ar sidan ;
He askel a-zindan da benn
A rofe d’id nerz ha dizoan.

D’id e kanfe, bokedik glaz,
Toniou biskoaz n’es peus klevet,
Toniou a lakfe ar mor braz
Betek ar stered da lammet.

Toniou int ha kaer ha santel,
Desket d’ezhan a-vihanik,
Pa voa en he neiz gant eunn el
Ha gant he vamm, barz sidanik.

Toniou int a ve ken nerzuz
En ho raok ma rankfe tec’het
Pep poan, mignoun karantezuz,
Gant da c’houez-vad ma vent mesket.


Kan sidanik, c’houez vad boked,
’Vel diouaskel gwir garantez,
Staget gant eur zeizen eured,
Dreist koabr ar bed nijfe bemdez.

He-unan, ar sidanik keaz
Ne c’hell, siouaz ! nemet kana ;
Huanadi, bokedik glaz,
Oc’h da c’hervel heb ehana.

Sao, sao da benn diwar ann douar,
Oc’h Doue, boked, tro da galoun ;
Diouz-id es ai poan ha glac’har
Mar ho rannez gant gwir vignoun.

Gra out-han eur zel a druez,
Digas da c’houez vad d’he ene,
Hag e skleraio he vuez
Dre garantez deut eus ann Ee.