Breiz-Izell
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Breizh-Izel.
— Làr d’in, anaout a rez ar vrò
Lec’h, war ar garrek, sao derò ;
Lec’h ’kàn ar barz war dreuz he zòr,
Ha war ann aod e trouz ar mòr ? —
— Ia, ar vrò-ze eo Breiz-Izell ; —
War ar bed pa daolann eur zell,
En neb lec’h na welan hini,
A c’houlenn ken braz meuleudi. —
— Làr d’in, anaout a rez ar vrò
Lec’h ma kaver c’hoaz war eun drò
Komz Doue hag ar feiz ò rén,
Ha reiz hag eeün kalon an dén ? —
— Ia, ar vrò-ze eo Breiz-Izell,
Me a garfe ’vel eur sparfel,
Kaout diou-askel, evit monet
Trezeg ar vamm ’deuz ma ganet. —
— Làr d’in, anaout a rez ar vrò
Lec’h na grèn dèn rag ar màrò ;
Ma vewer e doùjanz Doue,
Ha doùjanz lezen ar roue ? —
— Ia, ar vrò-ze eo Breiz-Izel ; —
Evid-oùn beza diout-hi pell,
D’al lec’h m’eo choùmet ma c’halon
Ma spered nij ’vel eur gudon. —
— Làr d’in, anaout a rez ar vrò
Lec’h, evel bleùn barz ar parkò,
Ma weler ar merc’hed iaoùank
Er pardòniou, zeder ha koant ? —
— Ia, ar vrò-ze eo Breiz-Izell,
Kùdon a nij a denn-askel
War zu ma brò, lavar, koulmik,
Deiz-mad da Vòna, ma dousik. —
— Làr d’in, anaout a rez ar vrò,
A gar he giziou kòz atò,
Ma peder c’hoaz enn ilizou,
Hag er véred, war ar beziou ? —
— Ia, ar vrò-ze eo Breiz-Izell.
Kouabren, kasset gant ann awel,
Eùn tamm d’ann douar diskennet,
Ha bete ma brò ma douget. —
— Lâr d’in anaout a rez ar vrò,
Ma kàner gwerziou ha zònio,
E tàl ar fornigal, bep-nòz,
E koùn oberiou ar re gòz ? —
— Ia, ar vrò-ze eo Breiz-Izell,
Lec’h ma fell d’in mont da verwel,
Ha bezan eùn deiz doùaret,
Gant ma broïz en ho béred. —
— Ann hinin a zavaz ar zòn,
’Zo eur zoudard, trist he galon,
Hag a varwo gant keùn d’he vrò,
Med prest da Vreiz e ve distro. —