Breudeur ni ’glev ho klemmou

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Cantique des Missionnaires.

A. Prud’homme, 1934  (p. 177-178)



N° CXXXI. — Kantig breuriez ar feiz.
Ton : Kelven.


  1. Breudeur, ni glev ho klemnou eus an tu all d’ar mor ;
    D’ho mouez ha d’hoc’h ezommou hon c’halon ’zo digor :
    Ni a roio aluzen evit sikour ho pro,
    Ni a savo beleien, ha d’eoc’h ni o c’haso.

  2. C’houi hag a zo kristenien, ha na glevit-hu ket
    Eur vouez ’zo leun a anken, e pevar c’horn ar bed ?
    Selaouit holl hon pedenn, hon c’hlemmou truezus,
    Selaouit petra c’houlenn ho preudeur gwalleurus.

  3. Kristenien a Vreiz-Izel, ho pet truez ouzimp :
    An eürusted eternel, an Nenvou a fell d’imp,
    Rak ni ’zo war an douar tud paour hag emzivad,
    N’ anavezomp, c’houi hen goar, na Jezuz nag e Dad.

  4. Gwechall pell diouz sklerijenn, pell diouz lezenn Doue,
    Er memes tenvalijenn ho pro a oa ive(z) ;
    Mil bennoz d’an ebestel ’deus ho kelennet-c’houi,
    Grit kemend-all, tud santel, breman evidomp-ni.

  5. C’houi breman ’zo eürus p’hoc’h eus ar sklerijenn
    Hag eur Feiz ken prizius ; ho pro a zo kristen.
    Hag ar sklerijenn gaer-se n’hallfe biken koueza,
    Mar deut dre ar garantez en ho touez d’he maga.

  6. Ma ’n deus Jezuz lavaret na ankounac’ho ket
    Eur werennad dour roet d’ho preur en e sec’hed,
    Petra ’dalvo, kristenien, ar gwenneg binniget
    ’vo gantan da virviken eneou kalz prenet.

  7. Ra zeuy Doue da nerza kement misioner
    A zeuio betek aman, en ano hon Salver ;
    D’eoc’h ivez, bennoz Doue, kristenien, hon rekour,
    ’vit rei gant gwir volontez ho kwenneg d’hon sikour.

  8. Deut eta beleg yaouank, kuitait mamm ha tad,
    Daoust d’an daerou puilh ha stank a skuilh ho taoulagad ;
    Kuitait ho Preiz-Izel… Pegoulz viot gwelet
    O prezeg an Aviel e bro ar baganed ?


  1. Nevez deut ha yaouank-tre, kalz aman ’rank mervel ;
    Met gounit ’ra o ene ar vuhez eternel.
    Roudou o zreid binniget ’chom merket en hon bro,
    Ra zeuio c’hoaz Bretoned, kalz c’hoaz henvel outo.

  2. Tud feal, a wir galon, o welout o foaniou,
    Skoazellit hon mision, savit d’imp ilizou ;
    Degasit skoliou kristen d’imp ha d’hon bugale,
    Ni ’bedo evit goulenn warnoc’h bennoz Doue.

  3. Ha c’houi misionerien ganet e Breiz-Izel,
    Gant ar maro diskaret e-kreiz ar broiou pell,
    Eus ar Baradoz pedit ’vit Breuriez ar Feiz,
    Goulennit ma chomo start ar feiz kristen e Breiz.