Bruchedig al logoden

Kroaz ar Vretoned, 1914




Eur marvailh neve gant Loeiz ar Floc’h


Bruchedig al logoden


————


Bruchedig a oa eur pôtrig bihan eus a Zant-Brieg. Er gêr-ze edo o tiski ar vicher a geginer, ha pevarek vloaz a c’helle da gaout.

Ar c’hrennard a oa lard, lard-toaz, ha, koulskoude. a-wel d’an dud, ne zebre ket nemeur. An aotrou C’houiltouz, e vestr, a lavare d’ezan alïes dihan da zibri kig, da eva gwin, pe e vije mez e welet a-benn nebeut amzer. Ar pôtr a zente ouz e vestr, na zebre, koulz lavaret, tamm.

Mevelien ha mitizien an « hôtel », o welet pegen nebeut a voued a zebre ar pôtr ouz taol, a oa sebezet, hag a c’houlenne an eil ouz egile anezo penaos e c’helle o c’henseurt kaout dichod ken ruz, kaout kement a gig dindan e c’hronch ha divorzed ken teo, pa oant, int-i o-unan, ken treut ha spesou.

— « Koulskoude, eme ar c’heginer koz, me ne welan morse va mevel o chibra (o skrapa, o tui) ar gleusteuren. N’eo ket laer ar paotr. Ne ve ket aes beza kennebeut, rak ar C’houiltouz a vez bepred e lagad o para warnomp, pa vezomp oc’h aoza boued. » —

Hag, ouspenn, bemdez, goude koan, ar C’houiltouz koz a lake kempennik en eun armel, er c’hao, kement tamm kig a chome e dilerc’h an dud a vije bet war am deiz o tibri en e di. Ar paotr koz a oa piz ha kempen, hag, evel-se, en doa dastumet kalz madou evit e vugale vihan.

Koulskoude, perc’hen an « hôtel », eur pennad a oa, a wele bemdez diouz ar beure, an tammou gwella lipet eus e armel goz. Hen e-unan bemdez a gase d’ar gegin en eur c’hrosmolat an tammou kig a chome « e dilerc’h al logod hag ar razed », evel ma lavare.

— « Ya, ya, aotrou C’houiltouz, a lavare ar c’heginer koz, a dra zur, al logod hag ar razed eo a vez bemnoz oc’h ober al lez d’an tammou mat en ho kao. Ne c’hell beza nemeto kablus eus an droug a zigouez ganec’h. »

« Deuit ganen d’ar c’hao, ma welimp hon daou petra a ve mat da ober evit harzel ouz eur c’holl ken bras, eme an tad C’houiltouz. »

E keit ma oa an daou gêz er c’hao, Bruchedig a c’hoarze ken e teuje an dour en e zaoulagad, hag ar vatez vihan ne rea ket nebeutoc’h, o welet pegen nec’het e oa laket mestr an ti.

Antronoz vintin, ar mansoner a zeuas da stanka an toullou a yoa er c’hao gant pri ha raz, hag eus a di an apotiker tosta e teuas diou vuredad louzou da laza razed ha logod. Bruchedig eo a oa bet o lakaat al louzou war dammou bara tro-dro d’an armel goz.

Ar paotr koz, en nozvez-se, a gouskas c’houek, hag, antronoz, kenta tra a reas, pa zihunas, e oa mont da welet e armel.

— « Tanfloeltr ! adarre eo bet al logod o c’hoari vaz ! Lipet divorzed teir yar, lipet eur podad koaven ! Mil tonnerre de Brest ! » —

Hag ar paotr koz a bignas d’ar gegin, an daerou en e zaoulagad, o tiskouez d’ar c’heginer koz divesker ar yer krignet betek an askourn, hag e bod koaven goullo.

— « Ma ! petra ’fell d’ec’h, mestr ? N’oufen pebra ’rafen ! Koulskoude, ar mansoner en deus stanket mat ! »

— « Ya, hag ar bara louzaouet a zo lipet ive. »

— « O neuze, bezit dinec’h ! Al logod hag ar razed a zo graet an traou d’ezo m’o deus lipet al louzou. Deomp da welet. »

E koulz m’edo an daou goz er c’hao o tabac’hat, Bruchedig ha Bonedig, ar vatez, a reas adarre eun aridennad c’hoarzin er gegin. C’hoarzin a rejont c’hoaz muioc’h, pa weljont lost eur raz etre bizied C’houiltouz o pignat er gegin, lost eur raz laket en armel goz gant Bruchedig daou pe dri dervez a-raok.

Perc’hen an « hôtel » ne ouie da be seurt sant en em ouestla. ken diês e kave gwelet e draou o vont bemnoz gant ar razed hag al logod. Mont ha dont a rae dre an ti. Goulenn a rae ali heman hag hen-hont. Unan bennak a deuas hag a lavaras d’ezan e vije red d’ezan tremen eun nozvez en e gao, gant eur fuzul karget a holen, ha traou d’ar razed pa deujent !

Ar paotr koz a garie re e wele evit tremen eun nozvez hep kousket. Gervel a reas Bruchedig ha goulenn outan ha chom a raje er c’hao e-doug an noz evit pevar real.

— « Ya, chom a rin, mestr ; hag ar razed a c’hello en em zelc'her en o zoullou, pe ez ay holen en o bouzellou. »

En nozvez-se grik ebet gant al logod. Brasa hini ’oa er c’hao ’oa Bruchedig war va fe !

Antronoz d’ar beure, C’houiltouz a c’houlennas ouz Bruchedig petra en doa gwelet er c’hao.

— « Klevet em eus razed ha logod o wikal ! Tennet em eus warno, met en denvalijen e oan, ha n’em eus tapet hini anezo. Ar razed hag al logod a zo traou dibikous. »

— « N’eus ket da varc’hata, razed ha logod a zo er c’hao ha, ken na vezint holl en teil, ne gouskin ket aes ! »

— « Ma ! me ’m eus kollet eun nozveziad kousket. Skuis oun hag, em-berr, e kouskin em gwele, eme Vruchedig. »

— « Te a yelo, Marmiton koz, a c’houlennas C’hrouiltouz ouz e vestr-keginer ? Eiz real a roin d’it ! »

— « Evit ober plijadur d’ec’h, mestr, e tremenin eun nozvez er c’hao, met aon am eus da veza taget gant ar c’housket… Gouzout a rit pegen bras diroc’her oun ! »

— « Kea bepred ! Gwelet e vo pe me pe al logod a vezo mestr. »

Setu an oromer koz, azezet en eur gador vlod, damdost d’an armel darempredet gant ar razed.

Bruchedig, ar filouter fin, war-dro div eur noz, a lakeas e lavreg, ha, gouestadik, war e vizied treid, e tiskennas betek dor ar c’hao. Lakat a reas e skouarn e toull an alc’houez hag, eur pennadig, e chomas da zelaou. Klevet a reas eun diroc'hadeg spontus er c’hao, ar paotr koz a oa kousket-mik.

Heb ober trouz, e tigoras an nor ha, gouestadik, ez eas betek an armel. Eur vinuten goude, e oa etre e zaouarn eur pladad kig leue rostet a zoare, hag eur pladad viou fritet eus ar gwella. N’oa ket bet daleetoc’h evit mont d’e gambr gant an traou-ze, o c’huzat, ha kas, d’an armel goz ar plad hag ar pod.

Antronoz d’ar beure, ar Marmiton koz a zihunas kerkent ha pemp eur ; e fuzul gantan en e zourn, e c’hortoze ar razed hag al logod da zont. Met, allas ! an deiz a deuas a-raok ha… C’houiltouz a deuas ive, tiz warnan.

— « Ac’hanta, paotr, hag ar razed ? »

— « Hini ebet n’em eus gwelet, aotrou. »

— « Ha, koulskoude, n'ez peus ket kousket ? »

— « Sellit ouz va daoulagad. Ruz-tan int ; skuiz oun ha gounit mat em eus graet va eiz real »

— « Deuet oun da gerc’hat an traou, ha d’o c’has d’ar gegin. Gwelloc’h e vezint eno »

— « Ya, evel just, aotrou ; ezomm a vezo anezo eno. »

Ar C’houiltouz a zigoras an armel ha, strafuilhet-oll, e welas e oa goullo plad ar c’hig leue ha pod ar viou.

— « E pelec’h eman ar c’hig leue a oa war ar plad-man dec’h da noz ? »

— « Ar c’hig leue, aotrou ? »

— « Leue da-unan ! Hag ar viou fritet, petra ’peus graet ganto ? »

— « Me, me… me… ne ouien ket petra a yoa en armel dec’h da noz, aotrou, va mestr. »

— « Kousket ez peus ! N’out ket lavaret n’ez pefe ket ! »

— « Ya, e-pad eur pennad, n’ouzon ket pegeit. »

— « Mantrus eo evelkent ! Laket e vezin war an douar noaz gant ar razed daonet. »

— « O, aotrou, n’eo ket ar razed eo a laer ac’hanoc’h bemnoz en doare-ze. N’oun ket evit lakaat an dra-ze em spered. Eur raz a zaou droad a gredfen kentoc’h eo a zo oc’h ober an dro-lip d’oc’h evel-se. »

— « A gav d’it, Marmiton ? »

— « Kredi a-walc’h a rafen hep beza sur. »

— « Piou, a gav d’it, a c’hellan tamall ? »

— « N’eo ket gant an dour a ev bemdez Bruchedig eo e teu da veza ken ruz e benn evel m’z eo. »

— « Kaout a ra d’it eo hen ?… »

— « A ! aotrou, ne ouezan netra, met bemdez e welan ar paotr o vont alïes d’e gampr, a-greiz pep greiz ; ha diou pe daer gwech em eus gwelet e oa anat eur bane warnan. »

« A-walc’h e teus lavaret !… Grik ebet ken ! »

An daou baotr koz a bignas. Ober a reont an neuz d’en em rendael da vat ha, war e veno, ar C’houiltouz a oa o vont da rei e gont da Varmiton, dre m’en doa lezet ar razed da lonka ar c’hig hag ar viou fritet.

Bruchedig a c’hoarze. Mont a reas a gostez, er-maez eus ar gegin, gant aon na vije diskredet eun dra bennak warnan.

— « Ma ! a lavaras perc’hen an ti d’e geginer koz, p’eo gwir n’out ket evit diwall ar razed, em-berr ez i da gousket, ha Bruchedig a yelo adarre d’o diarben ervat. »

— « O, a lavaras ar c’heginer bihan en eur vont en ti, an neb a garo a yelo ; evidoun-me, n’ez in ket. Me ’m boa bet re a aon en noz all. »

— « Ma ! eme C’houiltouz, me n’ez in ket ive, a c’hellit kredi ; gwelloc’h e vez ganen gwelet ar c’hig lipet, eget tremen eun nozvez wenn er c’hao. »

Koulskoude, an noz a deuas. An daou geginer hag an diou vatez, goude beza kempennet an arrebeuri hag ar benviachou kegin, a yeas d’o gwele, war-dro dek eur. An aotrou, pell a oa, a ziroc’he en e wele tomm.

Eun eur goude, an ti a oa sioul ; ne gleved nemet trouz an avel o sourral en diavaez. An aotrou, gouestadika ma c’hellas, a ziskennas gant an dereziou beteg ar c’hao.

Bruchedig ive, goude beza graet eur c’housk c’houek, a heulias roudou e vestr hag, e-kreiz an denvalijen, e kavas trumm an armel goz.

He dibrenna a reas gant eun alc’houez en doa d’ezan e-unan ; tapa a reas trumm krog en eur mellad tamm kig rost, hag e oa o vont da lipat eur pakad chokola, pa welas eur goulou o tont eus a-drenv an armel. Redek a reas war-zu an nor, met n’en doa ket bet amzer d’he digeri pa dapas ar mestr krog en e vrec’h.

Kaer en doa al laer hopal, re ziwezat e oa, ar paotr koz a zalc’he krog mat. Marmiton, strafuilhet dre e gousk, en em gavas war al lec’h e korf e roched, hag a-daou e teujont a-benn da dapa ar raz bras ha d’e lakat er goudor en eur gampr, da c’hortoz an deiz da zont. Staget e voe d’ezan e zaouarn a-dreg e gein hag e zivesker liammet a zoare.

Pa deuas ar beure, C’houiltouz ha Marmiton a yeas da gaout ar c’hanfard, e-keit ha m’edo ar vatez o kemen da dad Bruchedig dont rak-tal d’an « hôtel ».

An tad, p’en em gavas, a intentas ervat ouz e vab, evel e oa dleet, hag a c’houlennas pardon evitan digant e vestr.

An aotrou C’houiltouz n’oa ket eun den drouk ; pardoni a reas d’ar paotr e laeronsiou, nemet e kasas anezan er-maez eus e di.

Abred pe ziwezat al laer a vezo tapet.

Loeiz ar Floc’h.