Buez Jeann d’Arc/Kentel 30

Lethielleux & Salaun, 1910  (p. 196-203)



TREGONTVED KENTEL


Jeann e guered Sant-Ouen. Prezegen Erard. Jeann a zo touellet dre fallagriez ar Zaoson, sina ra eur paper e leac’h eun all. Digaset eo en dro er prizoun. Guiska ra dillad maouez.


D’ar 24 a viz mae 1431, e kreiz guered iliz Sant-Ouen, e oue savet eul leur-blench, ha var al leur-ze e oue guelet eskop Beauvais, hag en dro d’ezhan barnerien, doktored ha dijentiled Bro-Zaoz. Jeann a dlie beza digaset dirazho, var eun dorgenn izeloc’h. Eur mor tud a ioa eno, diredet evit guelet an hini a ioa kement a vrud anezhi dre ar Frans ha tro var dro. Evit diouall na vije klasket savetei Jeann d’Arc, kalz soudardet a ioa bodet ama hag ahont, rak daoust ma oa ar Zaozon mistri e kear, meur a hini euz ar vourc’hizien o devije gellet sevel gant an hini e devoa great kuruni e Reims ar roue Charles. Ha Cauchon a ioa krignet he spered gant eur zonj, unan ebken : « Oh ! mar gelfen ober d’ezhi lavaret eo gevier histor he Moueziou. »

Roet e oue d’an urzier Massieu eur pennad skrid berr ; lakeat e oa varnhan : « Me Jeann d’Arc a ro va ger e soublan da c’halloud an Iliz. » Mes er memez amzer eur zaoz en doa eur skrid all, kalz hirroc’h, great ive en hano Jeann : dislavaret a rea var ar paper-ze kement e doa diskleriet epad ar prosez divar benn he Moueziou. An eil paper-ze a jomaz kuzet mad er penn kenta. Evit deseo Jeann e oa bet lavaret d’ezhi, araok m’oa diblaset euz ar prizoun : euz a zaou unan : pe c’houi a blego d’an Iliz en eur asanti guiska dillad maouez, pe c’houi a c’houzanvo ar maro ; mar plegit d’an Iiiz, e viot tennet euz a brizoun ar Zaozon evit beza lakeat e prizouniou an Iliz.

Ha dre ma teue varzu guered Sant-Ouen, Jeann a lamme he c’halon en he c’hreiz ; e prizoun an Iliz e vije merc’hed var he zro, n’eo ket goazed divergont eo, goazet hag o doa great d’ezhi ruzia gant ar vez meur a vech ; ouspenn-ze, marteze e devije gellet, ac’hano, dougen klemm betek Hon Tad Santel ar Pap evit beza barnet ganthan. Hag he c’halon a lamme, rak lavaret a rea : « Marteze e c’hellin tec’het euz ar prizouniou-ze, rak va Moueziou a gomz d’in, guir eo, euz va merzerenti, mes lavaret a reont ive e vezin saveteat. »

Paour keaz Jeann ! ne entente ket mad he Moueziou en taol-ma : ar verzerenti a ioa evithi ar prizoun, he Moueziou a entente dre eno ar maro en tan ; ar viktor a dlie beza ar baradoz gounezet dre ar maro kriz-se. Ha dre ma ’z ea gant he hent, komzou all, komzou diveza he Moueziou a voudinelle en he fenn : « Jeann, bez var evez, klasket e vezo deseo ac’hanout ; touellet e vezi. » Hag e lavare da Zoue, en he c’halon : « Ne fell ket d’in ober netra eneb ho polontez, netra eneb lavarou va zentezed. »

P’en em gavaz ar plac’h iaouank dirak an oll bobl a ioa eno, e oue lenteat da genta : keit all a ioa abaoue ma oa klozet er prizoun, eb guelet den nemet he bourrevien ! Mes sevel a reaz he c’halon varzu Doue hag e teuaz da hardisât. Ha Loyseleur a dosteaz outhi : « Ar varnerien, emezhan, o deuz truez ouzoch, gant mac’h asantoc’h kemeret dillad maouez, ne vezo great drouk ebet d’eoc’h. » Souezet o klevet an ali-ze, rak he sentezed n’o doa ket lavaret d’ezhi : « Chench guiskamant a c’hellit. » Jeann a zonjaz gelver he Moueziou d’he c’hentelia. Siouaz ! ne oue ket roet a amzer d’ezhi, ar varnerien a ioa mall gantho ober ho labour fall ; a veac’h eo savet Jeann a vel d’an oll ma reer eur brezegen d’ezhi. Ar prezeger a zo Erard, rener braz skol an doktored e Paris.

E kreiz he brezegen, Erard a lavaraz : « O Frans, bet betek hen ar rouantelez kristen dreist a re all, peger fall out renet hirio ; rak Charles a zo da roue var he veno, o kredi eur verc’h kollet evel m’eo Jeann, a zo deut da veza heretik ha schismatik. » Pa glevaz goall gomz en doare-ze euz he roue, Jeann a vervaz he goad, klevet a reaz kerkent mouez he sentezed : « Respount » emezho.

« E fei, aotrou, eme Jeann a vouez huel, diskleria ha toui zoken a ran var va buez, eo va roue ar guella kristen euz an oll gristenien, ha n’euz den ebet o kaout, muioc’h evithan, karantez ha doujans evit ar feiz hag an Iliz. »

Pa glevaz ar respount stard-se, Erard, kollet ganthan penn he neuden, a joumaz dilavar eur pennad. He deod a gavaz evelato evit lavaret da Vassieu : « Grit d’ezhi rei peoc’h. » Goude e c’hellaz rei ar penn diveza euz he brezegenn.

Er brezegen-ze, rener Paris a c’houlenne digant Jeann soubla d’an Iliz (da lavaret eo da Gauchon), mes Jeann ne c’helle ket rei he ger evelse : respount a reaz eta d’ar brezegen : « Goulenn a ran ma vefen barned gant Hon Tad Santel ar Pab var va lavarou hag oberou ; hen a zo va barner goude Doue. Var ger Doue eo em euz komzet evel m’em euz great, var he c’her eo em euz great va oberou, arabat eo tamall nag ar Roue na den evit va oberou, ganen-me eo int bet great. »



Varlerc’h Erard, eskop Beauvais a c’houlennaz digant Jeann soubla d’he barnerien, mes hi a respountaz : « Goulenn a ran beza barnet gant Doue hag Hon Tad Santel ar Pab. » Hervez lezennou an Iliz, oll skridou ar prosez a dlie beza kaset var ar goulenn-ze d’ar Pab, kenta Tad an oll gristenien ; mes eskop Beauvais a lavaraz : « Hon Tad Santel ar Pab a zo re bell ac’halen ; an doktored guiziek a zo ama ganen-me eo a zo an Iliz, soublit d’ezho. » Teir guech e c’houlennaz digant Jeann soubla, hi a respountaz bevech : « Goulenn a ran beza barnet gant Doue hag Hon Tad Santel ar Pab. »

Jeann, bep respount a rea, a lakea kasouni ar varnerien da greski, rak he c’homzou a freuze an oll labour o doa great gant kement a boan epad tri miz pe ouspenn. Ar varnerien a venne koll kalon, Cauchon kounnaret a lavaraz ennhan he-unan : « Kaer e devezo lavaret ha dislavaret, d’in e vezo. »

Var he urz, Erard gant hiniennou euz ar varnerien a ia da gaout Jeann hag a ra d’ezhi ar c’haera promessaou mar kar sina ar skrid a zo gant Massieu : eur vaouez eo a ziouallo anezhi, e prizouniou an Iliz eo e vezo lakeat, mont a rai d’an oferen, da gommunia, dichadennet e vezo. Hag evit-se petra e deuz da ober ? Eun dra zister aoualc’h : sina eur pennadik skrid. Hag Erard a reaz da Vassieu lenn ar paper a ioa ganthan. Jeann a lavaraz : « N’em euz great drouk ebet, kredi a ran kement a gred an Iliz. » Mes Erard a ieaz en egar : « Dianzao, ha sin var paper-ze. » — « Mes ne c’houzan ket petra eo dianzao ? » — « Displegit dirazhi petra verk ar ger-ze, » eme Erard da Vassieu.

Massieu a lavaraz neuze da Jeann e doa great fall o tiskleria ne zouble ket d’an Iliz, guelloc’h e defe great, emezhan, m’e defe lavaret : « Anzao a ran galloud an Iliz katolik. » Kerkent Jeann a lavaraz krenv : « Anzao a ran galloud an Ilik katolik, hi a verko d’in ha dianzao a dlean unan benag euz va lavarou. » Mes Erard, drouk ennhan atao, a zavaz dioc’htu he vouez : « Dianzao dioc’htu, pe e vezi devet hirio, » hag he zourn astennet a ziskoueze demdost d’ezho eur penn tenval, hini ar bourreo, en e gichen karr an ankou. Goad Jeann a sklasaz ; ar bobl a grie d’ezhi : « Sinit, sinit, arabat eo d’eoc’h mervel c’hoaz. »

Neuze ar verc’h iaouank goude beza kroaziet he daouarn, ha choumet eur pennadik da ober he sonj, a ziskleriaz : « Da genta, soubla ran da c’halloud an Iliz a bez, dougen a rin eur guiskamant maouez, ha pedi a ran Sant Mikeal d’am ren ha d’am sklerijenna. D’an eil, ne zianzavan hini euz va oll lavarou er prosez nemet e kement ha ma plijfe an dra-ze gant Doue. »

P’e devoue Jeann diskleriet petra e doa sonj sina, Massieu a dosteaz gant he skrid, mes kerkent ar Zaoz Laurent Calot a dosteaz ive hag ha gemeraz paper Massieu. Chench a reaz buan paper eb beza guelet, ha pa reaz Jeann eur groaz (rak ne c’houie ket sina) ar groaz-se en em gavaz var baper Calot. Deseo eun den en eun henvelep doare a zo eur pec’hed euz a re vrasa, rak skrid Massieu a ioa berr-berr, ne lavare nemeur a dra, e leac’h skrid Calot a ioa hir-hir : dre ar c’homzou a ioa var ar skrid-se, Jeann a zislavare kement tra e doa great var ali he Moueziou, Jeann a anzave n’e doa klevet Mouez ebet morse. Pebez fallagriez !

Debout ha Dunand, daou euz ar re vrudetta etouez ar skrivanerien o deuz studiet piz-piz buez Jeann d’Arc, a lavar eo eat, tost da vad, an traou en doare-ze ; ar re all a lavar an traou demdost eveldho. Ar skrivanerien evelato n’en em glevont ket penn da benn, ha n’eo ket souez. Ne oa koulz lavaret nemet Saozon var al leac’h pa lakeaz Jeann he zreid e guered Sant-Ouen, ar Zaozon evit klask dua Jeann o deuz livet gevier ha skignet anezho muia ma c’hellent. Setu perak eo diez hirio anaout sklear ar virionez pen da ben var meur a dra divar benn Jeann d’Arc [1].

Pa ’z eo guir Jeann e doa sinet, ne c’hellet ober netra d’ezhi dioc’htu. Ar Zaozon a ioa deut evit selaou barn Jeann d’ar maro, hag o doa guelet ar bourreo var dro eno, a iouc’haz e laere Cauchon he arc’hant. Lod a daolaz mein varzu eskop Beauvais hag he guzulerien. Unan anezho a rebechaz d’an eskop he labour : « Troet oc’h gant ar vaouez-se, ne dlefac’h morse beza laosket anezhi da zina. » Hag e oa kounnar braz ennho oll.

« Eur gaou oc’h euz lavaret, » eme an eskop d’ar Zaoz, ha gant he vuanegez, e vannaz d’an douar ar paperou a ioa ganthan : « Ne rin labour ebet ken, ma ne anzavit ket oc’h euz keuz da veza great d’in an offans-se. »

Eontr roue Bro-Zaoz a ioa var al leac’h, anaout a rea peger fallakr oa eskop Beauvais e kenver Jeann. Setu ma lavaraz kerkent d’ar Zaoz all : « Diskleria reoc’h dioc’htu oc’h euz keuz d’ho komzou. » Souezet, ar Zaoz a blegaz. Neuze an eontr a lavaraz bennoz Doue d’an eskob : « rak, emezhan, labourat mad oc’h euz great evit Bro-Zaoz hirio. » Ha Cauchon o veza goulennet diganthan : « Petra rin euz a Jeann ? » hen a respountaz : « Grit d’ezhi ober pinijenn. » An eskop en doa etouez he baperiou all diou zetans : eur varnedigez d’ar maro, eur zetans a binijen ; displega reaz houman hag e lennaz : « Abalamour m’ec’h euz pec’het, out barnet da zrebi bara ar glac’har ha da eva dour an anken el leac’h ma ne c’helli mui pec’hi. »

Pa oue douget ar zetans, Jeann a lavaraz : « Ha breman, tud a Iliz, va c’hasit d’ho prizounniou ; ma ne gouezin mui etre daouarn ar Zaozon-ze ! » Mestr ar goardou a droaz varzu Cauchon : « Da be leac’h, emezhan, he c’hasin ? » — « Euz a be leac’h eo deut ? » a respountaz hen.

Mestr ar goardou ne c’houlennaz ket diou vech, Jeann a oue kaset en dro da dour ar Beufik, en despet d’ar bromessa a oa bet great dezhi, araok m’e doa sinet, e vije lakeat e prizouniou an dud a Iliz. Ar promessaou all ne ouent ket miret muioc’h eget hounez, ha m’o devoue ar Zaozon sakreet var Jeann dre ma tristroe d’he frizoun, an tri c’hoard saoz a c’hellaz laoskel malloziou varni eno, n’eo ket merc’hed eo a deuaz d’he diouall.

Gouarner Rouen ne anaveze ket oll fallagriez Cauchon : « Mont a ra fall an traou evidomp, emezhan da unan euz ar varnerien. » — « Oh ! list, eme heman, bez en devezo anezhi en dro. »

En devez-se, goude kreiz-deiz, eur rum barnerien a deuaz da velet Jeann er prizoun. Urz e devoue da viska dillad maouez ha diskieriet e oue d’ezhi : « Ma lakit hiviziken dillad goaz, pe mar kouezit en unan pe unan euz ar pec’hejou a zo rebechet d’eoc’h, e viot barnet ha koundaonet. »

Ne dliet ket gortoz pell.

  1. Lod a lavar e oue dallet Jeann eur pennad ; ha n’e ket souez. Iaouank evel ma zoa, skuizet, dinerzet, torret e fen gant ar vourrevien, ne vele ket mui sklear, ne c’huie ket petra rea, hag e reaz eur groaz var ar paper kinniget dezi, rak kaout a rea dezi edo o vont da veza lakeat e prizoun an Iliz, e leac’h ma vije merc’hed en dro dezi.