Buez Jeann d’Arc/Kentel 32

Lethielleux & Salaun, 1910  (p. 211-215)





EIL KENTEL HA TREGONT


Merzerenti Jeann d’Arc. Prezegen Kolas Midi. Setans douget gant Cauchon. Peden Jeann. Ar Groaz a zo savet dirak he daoulagad. An tan. He c’homzou diveza. Eur goulm. 30 Mae 1431.


Seiz pe eiz kant soudard a gelc’he plasen ar Marc’had-Koz, evit miret ouz an dud da zont re dost d’ar varnerien, ha miret ne vefe klasket savetei ar verzerez, rak vardro dek mil den a ioa var zav e kear en devez-se.

Teir pe beder leur blench a ioa savet var ar blasen : var unan e oa bodet ar varnerien, an doktored ; var eun all, mistri ar zoudardet e kear ; an diveza a ioa evit Jeann hag an hini a dlie prezeg : Kolas Midi. Guelet a rea, demdost, ar bern keuneut a ioa savet en dro d’eur peul huel ; dirak e oa eun daolen, gant ar c’homzou-ma skrivet braz : « Jeann, e deuz great rei d’ezhi an hano a verc’hez iaouank, gaouiadez, drouk-touellerez ar bobl, divinerez, douget d’ar superstisionou, blasphemourez Doue, ourgouiiïuz, paianez, fougerez, douget d’an idolatri, kris, techet d’al luxur, igromanserez, nac’het he feiz ganthi, schismatik hag heretik. »

Pa oue savet Jeann a vel d’an oll var al leur blench huel, Kolas a brezegaz epad eun heur, (euz a nao heur da zek heur) ; he gomzou diveza a oue ar re-ma : « Ha brema, Jeann, an Iliz ne c’hell mui da zifenn, kea e peoc’h. » Ar verc’hez iaouank a zelaouaz eb lavaret ger.

Pa oue achu gant ar prezeger, eskop Beauvais a zougaz ar zetans eneb Jeann : diskleria a reaz e oa distroet d’he fec’hejou koz, e oa eat eneb he ger, e oa heretik ; dre-ze, an Iliz ne felle ket d’ezhi anzao ken Jeann evit unan euz he bugale, lakât a rea anezhi etre daouarn tud a justis lik ar roue Herri (roue Broz-Zaoz.)

Cauchon n’en doa ket douget eur zetans a varo, an Iliz, na neuze, na brema, ne zoug morse eun hevelep setans ; rak-se ’ta, goude komzou an eskop fallakr, doktored lik roue Bro-Zaoz a dlie selaou Jeann ha poeza mad he lavarou ; d’a c’houde neuze, barn anezhi, dougen ar zetans. Al lealdet a c’houlenne kement-se, mes arabat eo klask a lealdet e prosez Jeann d’Arc. Ar barner braz lik a ioa eno mes ne zougaz setans ebet ; lavaret e oue da Jeann : « Grit ho pedennou araok mervel. »

Ar verc’hez iaouank a zaoulinaz kerkent, hag en em roaz da hirvoudi ha da bedi krenv : « Treindet Santel, o pet truez ouzin ! kredi a ran ennoc’h ! Santez Mari, pedit evidon ! Sant Mikeal, Sant Gabriel, Santez Katell, Santez Mac’harit, va zikourit ! C’houi oll a zo ama, pardounit d’in evel ma pardounan d’eoc’h. C’houi, beleien, livirit pep hini eun oferen evit va ene. Arabat eo tamall va roue, m’am euz great fall, hen a zo disklabez. N’oun nag heretik na schismatik, kristenez vad oun. O Mari, o Sent ha sentezed benniget euz ar baradoz, va diouallit, va zikourit. Ha ! ama ta eo e tlean mervel ! »

Komzou ar verzerez a oue lavaret ken truezuz ma teuaz an dud vad a ioa eno, ha meur a hini euz ar Zaozon zoken, da skuill daelou. Eskop Beauvais, n’euz fors peger kaledet oa he galon, a lenvaz gant eontr roue Bro-Zaoz, arc’heskop Winchester. Meur a hini euz ar vourc’hizien a ieaz kuit, ho c’halon rannet gant ar glac’har ; hiniennou euz ar Zaozon a ’z eaz ive var ho lerc’h.

Jeann o veza goulennet eur groaz, eur Zaoz a stagaz daou dam koat an eil adreuz var egile, hag ho roaz d’ezhi. Ar verc’hez iaouank a gemeraz ar groaz-se, a bokaz d’ezhi gant karantez, hag he lakeaz en he c’herchen. Mes Jeann e doa c’hoant da gaout imach Jesus stag ouz ar Groaz, setu ma pedaz eur manac’h da vont da glask d’ezhi kroaz an iliz tosta. Ar manac’h a zentaz ; pa deuaz ar groaz, ar verzerez a bokaz gant devosion da c’houliou Hor Zalver, en eur lenva dourek. Hag e pedaz ar manac’h da zelc’her ar groaz huel dirak he daoulagad betek he huanad diveza, evit ma vije kennerzet gant sonj eun Doue maro evit hor zilvidigez.

Epad ma skuille daelou c’houero an oll dud o doa eun nebeudik kalon, ar zoudardet Saoz digernez a gane hag a c’hoarze. Hiniennou anezho a rea rebechou d’an ursier : « Hola’ta, beleg, c’hoant ec’h euz d’ober d’eomp leina ama ? » Ha daou anezho a bignaz var al leur-blench, hag a reaz da Jeann bale en ho raok. Jeann a zavaz, kaset e oue dirak ar barner lik, hema a lavaraz d’ar bourreo : « Kasit-hi ganeoc’h. »

Teleziou a ioa great da zevel var ar bern keuneut. Jeann ho fignaz eb krena, gant an Tad Martin en he c’hichen ; daou veleg all a zalc’he kroaz vraz ar barrez savet dirak he daoulagad. Var gorre ar bern, ar verzerez a oue staget gant eur c’helc’h houarn ouz eur peul savet e kreiz ; pa dosteaz Cauchon evit ar vech diveza, Jeann a lavaraz d’ezhan a nevez : « Eskop, dreizoc’h-hu eo e varvan. »

Ar bourreo a entanaz ar c’heuneut dioc’h an traon, ar bern a ioa braz kenan. An tan a zavaz, a nebeudou ; pa oue tost d’ezhi, ar verzerez a lavaraz d’an Tad Martin : « Mestr, diouallit, an tan ! diskennit. Livirit d’in, divar an douar, eur gomz vad benag, ha dalc’hit atao ar groaz dirazon. » An Tad a ziskennaz.

Neuze tal Jeann a oue sklerijennet dudiusoc’h eget gant tan ar bed-ma ; guelet a rea, mechans, he sentezed karet ha gantho an arc’heal Sant Mikeal. Ar verc’hez iaouank a ententaz neuze, eb mar, petra oa ar viktor a dlie gounit, e vije saveteat eun devez euz adre zaouarn ar Zaozon : saveteat dre an tan, saveteat dre ar verzerenti. Mes pa velaz ar maro dirazhi, varnez he skei, e rentaz d’ar virionez an testeni diveza ; gant aon na vije deut ar Zaozon gaouiad da embann e doa nac’het he Moueziou, e lavaraz freaz ha krenv dirak an oll, barnerien ha bourrevien, soudardet ha bourc’hizien : « Nan, nan ! va Moueziou n’o deuz ket va desevet ! Dont a reont a berz Doue, n’em euz great nemet senti ouz Doue, em oll oberou. » Neuze e c’hortozaz ar maro, eb spount ebet : unek heur hanter benag e c’helle beza.

Ar verzerez a c’hell guelet c’hoaz ar groaz, hag e lavar : « Jesus ! Jesus ! » mes an tan a bign hag a zev, hanter-guzat a ra ar verc’hez.

Lod euz an dud a ioa eno, strafillet-oll, a velaz hano Jesus skrivet e lizerennou aour azioc’h an tan.

Eur zoudard en doa touet en defe taolet he hordenn geuneut er bern, mes pilet e oue pa glaskaz tostât, hag e velaz eur goulmik venn o nijal varzu an env.

D’ar mare-ze, Jeann a ioa o paouez lavaret, evit ar vech diveza : « Jesus ! » koueza ra goude he fenn, tremenet eo.

Ne oa ket ugent vloaz.