Buez St Fransez a Asiz - I

Intanvez P.-B. Desmoulin, 1891  (p. 1-17)
Kenta Pennad II  ►






KENTA PENNAD


————


Ginivelez Iann Bernardon. — Tri dra burzuduz. — Les-hano Fransez. — He oad kenta. — He iaouankiz. — He garantez evid ar paour. — Prizoun Perouz. — Eur c’hlenved talvouduz. — Doue a sko var dor he galoun. — An den lor. — Jesuz stag ouz ar Groaz. — Var bez St Per ha St Paol. — An Drouk-Spered.


————



Asiz a zo eur gear vian euz a vro Aan Itali, enn eun draonienn dudiuz meurbed da velet, e kreiz menesiou hanvet Appennin, hanter hent etre Roum ha Lorett, eun tammik o tenna var ar c’hus-heol. Enn eur penn euz an draonienn-ze eman kear Perouz, hag er penn all eman Asiz, el leac’h m'eo ganet St Fransez, er bloaz 1182.

Evid diskouez peger braz Sant e tlie beza ar c’hraouadur, e c’hoarvezaz eun dra burzuduz araok ma teuaz var an douar. He vamm a ioa klan hag e doa eun enkrez euz ar re vrasa : krena a rea, rak aoun e doa n’en em gafche eur goall dra bennag gant-hi, pe gant he bugel. Enn eun taol e klefcheur skei var dor an ti. Ar gragez, a ioa enn dro d’ar Vamm, a ieaz da velet piou a skoe, hag e velchont diraz-ho eur perc’hirin (pelerin) o c’houlenn an aluzenn. An den n’oa ket guisket kaer, mez pa zellet piz outhan e kavet dez-han eun ear hag a lakea he zouja. Goude beza bet he aluzenn e lavaraz d’ar gragez : « Dougit ar c’hrek-se d’ar c’hraou, ha raktal e teuio he c’hraouadur er bed. » Ar gragez, o klevet o komz er c’hiz-se, ar paour ne gouie ket oa eur c’hrek klan enn ti, a jommaz sebezet. Kredi a rejont oa komzou ar paour eun ali euz an Env. Kaset e oue ar c’hrek d’ar c’hraou a ioa stag ouc’h an ti, ha ker buan e teuaz er bed an den a dlie beza eur zant ker braz, enn eur c’hraou, var ar c’holo, etouez al loened, evel Hor Zalver J.-K.

Ar c’hraou-ze a velor c’hoaz herrio e kear Asiz. Great e z’euz eur Chapel anezhan, hag a zo hanvet ger evit ger St Fransez bianik. Azioc’h an or eo skrivet e latin ar c’homzou-man :

« Ar Chapel-man a zo bet kraou an ejenn hag an azen, el leac’h m’eo ganet St Fransez, skouer ar bed. »

Tad ar c’hraouadur a ioa e hano Per Bernardon Moricon, marc’hadour pinvidik deuet euz a gear Luk da Asiz. Konversi a rea gant ar c’herriou a dro-var-dro, ha dreist oll gant Rouantelez Franz. Evel kals a varc’hadourien, stag oa be galoun ouz an arc’hant, ha n’en doa kenn ioul nemet da greski he zanvez. He vamm a ioa he hano Pika, mamm a grek a zoujanz Doue, a gouie kas enn dro he labourou hag he ziegez, ep ankounac’haat ar pez a dle d’he c’hrouer.

Dembrest goude he c’hinivelez e oue kaset d’an Iliz evit beza badezet. He dad Per Bernardon a ioa d’ar mareou-ze e Franz, hag he vamm a falvezaz dez-hi rei dez-han an hano a Iann.

Neuze e c’hoarvezaz adarre eun dra burzuduz all. P’edor o vont enn Iliz ec’h en em gavaz eno eun den iaouank n’oa anavezet gant den. Kregi a reaz er c’hraouadur ; hen tenna a reaz digant ar paeroun a jomme sebezet ; hen derc’hel a reaz var he zivreac’h epad m’edor of skuilla var he benn dour ar Vadiziant. Ne lavare ger ebed, mez he zaoulagad ne derc’hent tamm divar ar c’hraouadur : birvi a reant a garantez en eur zellet out-han.

Goude ar Vadiziant an den iaouank a roaz ar c’hraouadur d’he vagerez. Araok mont kuit e taoulinaz dirag an Aoter, el leac’h m’edo korf ha goad Hor Zalver J.-K., ha var ar mean ma taoulinaz eo chommet roudou pennou he zaoulin.

Nebeut amzer goudeze, eur perc’hirin all, pe ar memez hini, a deuaz da c’houlenn an aluzenn da di marc’hadour Asiz. Kregi a reaz er c’hraouadur, sellet a reaz out-han gant an deneredigez ar vrasa, her starda a reaz var he galoun, ha, gant he viz, e reaz eur groaz var he vreac’h deou, en eur gomz dez-han euz ar garantez a dleomp d’an A. Doue, evel p’en diviche skiant ar c’hraouadurik. En eur rei anez-han d’he vagerez e lavaraz : « Dalc’hit sonj mad, ar c’hraouadur-man, deuet enn oad, a vezo eun den braz dirak Doue ; ha kountet e vezo e touez an dud santella euz ar bed. An diaoul a zo dija oc’h esa kaout krok enn-han, diouallit na deufe da goueza enn he grabanou. »

Tremen a reaz ar bloaveziou kenta euz he oad e kichenn he vamm, evel Hor Zalver e kichenn ar Verc’hez. Pika a zeske dez-han he bedennou, hag a lakea dounna ma c’helle enn he galoun karantez Doue. Beleien euz a gear Asiz a zeskaz dez-han al latin.

Evel m’en doa he dad kals konvers gand bro Franz, e teue aliez Fransizien d’he gear, lod evit ober eun taol konvers ganthan, lod en eur vont da eur vro all larkoc’h, lod all o tont enn dro d’ar gear. Iann Bernardon, map Per ha Pika, en doa kement a joa ouz ar Fransizien ma teskaz buan ho langach. Zoken e falvezaz dez-han kemeret ho hano hag e leac’h an hano a Iann, a ioa roet dez-han deiz he Vadiziant, e c’hoanteaz beza a vizikenn hanvet Fransez. Ha dindan an hano-man nemed ken eo herrio anavezet dre ar bed-oll.

A benn m’oa bet eur pennad er skol, tad Fransez hen dalc’haz er gear. Mall en doa da zeski dez-han ar c’honverz, ha d’her lakaat da c’hounit arc’hant. Evelato e leze gant-han kement ha ma karie da zispign. Hag, evel ma z’oa Fransez eur paotr seder ha laouen, ma ne z’ea jamez drouk enn-han a enep den, ma c’houie tremen dioc’h an oll, e teuaz e berr amzer da veza karet ha meulet gant an oll, ha ma oue lakeat e penn iaouankiz kear Asiz. Evelse, e veze atao ar c’henta e penn an oll ebatou, an dansou, ar festou hag an oll c’hoariou. An dillad braoa ha pinvidika, riblennou aour hag arc’hant enn dro dez-ho, a veze enn he gerc’henn. Ne ket arc’hant a vanke dez-han, hag he vrasa plujadur oa rei d’ar gamaraded n’o doa ket. Map eur Roue n’en diviche ket great guelloc’h, n’en diviche ket skuillet puilloc’h he arc’hant. Evit guir, he dad a c’hrosmole eur veac’h an amzer, gourdrouz a rea zoken avechou. Poan gollet. Ar vamm, o velet he map o chomm pur ha neat e kreiz an ebatou-ze, rak jamez netra mezus n’en euz sklabezet kaloun Fransez, ar vamm, o velet he map e penn an dud iaouank ar re binvidika, ar re vrudetta euz a gear, a ioa fouge enn-hi, hag a roe dourn dez-han. Kredi a rea edo var hent an henoriou, ar c’hargou ar re huella pa z’eo guir edo er penn kenta euz a iaouankiz kear Asiz.

Ha penaoz ne ket en em gollet Fransez e kreiz kement all a ebatou, a frikoiou hag a skanvadurez ? M’her lavaro deoc’h, eme St Bonavantur. Abalamour m’oa mad, trugarezuz ha karantezuz e kenver ar paour, ma roe d’he gamaraded kement tra a c’houlennent digant-han, jamez ive ne leze ar paour da vont kuit ep rei dezhan an aluzenn, dreist oll pa c’houlenne enn hano J.-K. Eun dervez evelato, epad m’edo oc’h ober he gountchou divar benn he gonverz, evel m’oa touellet he spered gant ar gount a rea, e kasaz, gant ruster divar he dro, eur paour hag a c’houlenne an aluzenn. Mez kerkent ha m’oa eat ar paour dreist an treujou er meaz, e skoaz eun taol enn he galoun. Keuz braz a deuaz dez-han euz ar pez en doa great : redet a reaz varlerc’h ar paour, ha rei a reaz dez-han eun dournad arc’hant, kement hag a ioa enn he c’hodell. Setu aze-ta, enie St Bonavantur ar pez a viraz ouz Fransez da goueza, er pec’hejou mezus ?

Ha ne ket-ta, an aluzenn a zo eun dra vad ?

Mad e z’ea betek hen an traou gand Fransez. He gonverz a iea brao enn dro : gounit a rea arc’hant braz : karet oa gand he gamaraded, ha deuet oa mad kenan d’an oll e kear Asiz. Mez ne ket an dra-ze a falveze da Zoue : c’hoant en doa da ober anez-han eur Zant braz. Hag, evel ne ket dre ar pinvidigesiou nag an henoriou eo e z’eor d’ar Baradoz, e tigasaz dez-han un tammik kroaz da zougenn.

D’ar mareou ma veve Fransez, keariou an Itali n’oant nemed, evel pa lavarfenn deoc’h tammouigou Republik, distak an eil d’ioc’h eben, ha c’hoant da bep hini da veza treac’h d’ar re all. Setu perak e veze aliez trabas ha trekas etre-z-ho.

Lavaret em euz d’eoc’h edo kear Perouz e penn eun draonienn hag Asiz er penn all. Mad, er bloaz 1201, e savaz brezel etre an diou gear. Tud iaouank Asiz a rankaz oll mont d’ar brezel. Koll a rejont, ha kalz euz ar re n’oant ket lac’het a oue kemeret ha dalc’het er prizoun. Etouez ar re-man edo Fransez. He gamaraded a vouele hag a hirvoude. Fransez avad a ioa dinec’h ha laouen. Lavaret a rea d’he gamaraded : « Evidoun-me em euz truez ouzoc’h ouz ho koeled ker glac’haret ; me n’ounn tamm enkrezet. Breman e velit ac’hanounn er prizoun, ha divezatoc’h me a vezo henoret dre bevar c’horn ar bed. »

Ne ket evit en em zevel, nag evit en em veuli eo e lavare an dra-ze. Doue he unan eo a lakea ar c’homzou-ze var he vuzellou, evit diskouez petra viche divezatoc’h, mez ne gouie ket a be ferz e lavare ar pez a rea.

Deuet er meaz euz ar prizoun ha distroet d’he vro, Fransez a en em lakeaz adarre da ober konverz evel a ziagent. Mez, enn eun taol, e kouezaz goall glan. Devet gant an derchenn, uzet he gorf gant ar c’hlenved, pounnerreat he benn gant ar boan, e kavaz dez-han edo erru ar maro. Neuze e velaz sklear pegenn dister eo traou ar bed-man, peger skaon eo madou an douar ne zonj mui breman nemed e Doue… Mez n’oa ket c’hoas deuet he heur : guellaat a reaz dez-han. Kerkent ha ma c’hellaz sevel ha bale eun tammik, e z’eaz harpet var he vaz, var eun tamm huelenn a zo e kichenn kear Asiz. Ac’hano euz eur guel an dudiusa, hag eno ec’h en em blije araok o velet peger kaer eo ar vro. Mez breman nak ar parkeier leun a eost, nak ar guez goloet a vleun, nak ar prajeier marellet gant ar bokedou a bep seurt liou, ne ra van evit ho guelet. Muioc’h-mui e vel pegenn dister eo traou ar bed-man, pegenn diskiant eo bet betek hen oc’h heulia plujadurezou he gamaraded. Sonjou fur a ioa neuze e penn Fransez. Kaout a ra deoc’h, ha ne ket-ha, eman o vont evit mad d’en em rei da Zoue ha da zilezer ar bed ? Nann. Doue en doa c’hoant da ziskouez oa en he unan eo a lakache an den iaouank-man da zistrei out-han.

Deuet e iec’hed e kouezaz adarre enn he goch koz. Guelet a rejor anez-han, gant-han an dillad kaerra, o vont dre gear e penn ar iaouankizou, o c’haloupat an ebatou… Eat oa euz he benn ar mennoziou kaer en doa bet epad he glenved…

Evelato e kreiz ar skanvadurezou-ze, ne ankounac’hea ket breman, kenn nebeut hag a ziagent, he vignouned ar beorien. Eun dervez, e kichenn kear Asiz, e kavaz eur zoudard var loan, ha n’en doa var he gein nemed eur goz vantell doull. Gant Fransez oa unan vad : Truez en deoue out-han. Lammet a reaz divar he ziouskoaz he vantell vad hag he roaz d’ar zoudard paour en eur gemeret enn he leac’h ar vantell leun a doullou. Ker buan e troaz kein hag e z’eaz kuit ep gedal bennoz-Doue ar zoudard. Enn noz varlerc’hen devoue eun huvre. Kaout a rea dez-han edo enn eur palez kaer leun a armou, ha var bep arm oa eur groaz. O veza goulennet dre he gousk da biou oa an armou-ze, eur vouez a respountaz dez-han : An armou-ze a zo evidout-te hag evit da zoudarded.

Pa zivunaz e savaz ar goad d’he benn, hac e c’houezaz ar rogentez, pe, ma kavit guell, an ourgouill enn he galoun. Kaout a reaz dez-han oa galvet da veza eur c’habiten dispar, da vania armeou euz ar re vrasa, ha da drec’hi kement enebour a deuche da esa harpa out han. Komz a reaz d’he dud euz ar pez a ioa enn he benn, ha mont a reaz enn hent.

D’ar mareou-ze, ar C’hount Gauthier de Brienn a ioa, varzu kear Napl, o vrezellekaat a enep impalaer an Almagn. D’en em ganna a du gant de Brienn a enep an impalaer eo e z’ea.

E kear Spolet e chommaz da loja. Epad an noz en deone eun huvre all hag a sklerijennaz anez-han var he huvre kenta. Fransez, eme eur vouez, mouez J.-K., pehini anez-ho a gaf d’eoc’h a rafe ar muia vad d’eoc’h, ar mestr pe ar mevel, ar pinvidik pe ar paour ?

— Ar mestr hag ar pinvidik, eme Fransez.

— Perak ive-ta e tilezit Doue, ar mestr hag ar pinvidik, evit klask an den ne d’eo nemed ar mevel hag ar paour ?

— Ah ! Aoutrou ; komzit, petra fell d’eoc’h a rafenn ?

— Distroit d’ar gear. Ar pez oc’h euz guelet enn hoc’h huvre ne zellont ket ouz traou ar bed-man. Dre nerz an env epken e teuot a benn anez-ho.

Antronoz, Fransez a zistroaz d’ar gear, ep mez, ep aoun ebed rak goaperez tud he vro. En em rei a reaz oll d’ar bedenn da c’hedal ar pez a c’hourc’hementche Doue dez-han. N’en doa mui nemed dismeganz evit plujadurezou ar bed. Evelato, evit kimmiada dioc’h he vignouned koz, e roaz dez-ho eur pred ha ne vanke netra enn-han euz ar cher-vad a veze a ziagent ; hag en he unan en doa an ear da veza kel laouen ha ker gae evel ma veze er blaveziou tremenet. Mez al laouenedigez-se, an abadennou c’hoarzin a rea n’oant ket guirion n’edont nemet enn diaveaz, he galoun a ioa gant Doue. Goude ar pred e z’eaz evel araok da bourmenn dre gear gant he gamaraded, mez en dro-man eman varlerc’h, e leac’h beza araok evel m’her grea guechall. Enn eun taol e chommaz e kreiz an hent, sounn enn he za, evel eun den mantret. He spered a ioa savet d’an env da c’houlen digant Doue petra falveze dez-han, ober anez-han. He gamaraded spountet en em vodaz enn dro dez-han, hag o deoue aoun. Fransez ne zaleaz ket da zont enn-han he unan, hag he gamaraded adarre da c’hoarzin, da farsal ha da ober goap anez-han.

— Asa, Fransez, emez-ho, e peleac’h edo da spered ? Daoust hac o sonjal enn eun dimezi bennag ed’oz ?

— Ia, eme Fransez en eur gemeret eun ear all ha n’oa ket henvel ouc’h hini he gamaraded, sonjal a ran enn eun dimezi, hag an hini a gemerign a zo a renk ken huel, ker kaer, n’euz ket enn he far var an douar.

O komz er c’hiz-se Fransez a gomze euz ar baourentez a blij kement da Zoue evit-hi da veza kenn dismeganset gand an dud, Doue a deu da sklerijenna ar zant, da ziskouez dez-han an hent ma tle bale dreiz-han.

Abaoue an dervez-se, Fransez a zileze muia ma c’helle he gonverz ; ne zonje nemed enn he bedennou hag er beorien. Pa ne veze ket e dad er gear e lakea digas d’he di sammou bara da boent ar pred. He vamm souezet a c’houlennaz digant-han enn dro genta :

— Evit piou va map, kement all a vara ?

— Evit peorien an A. Doue, va mamm, em euz evit-ho eur garantez hep pe far.

Neuze e z’ea er meaz euz an ti, hag e roe torz da heman, torz da hen-hont. Ha pa ne veze ket avoualac’h e tistroe enn dro da gerc’hat he lod he unan d’ar re n’o doa bet netra.

Eur veach oa bet darbot dez-han fal-galouni o velet eur paour keaz. Ha setu aman penaoz. Edo o vont var loan e kichenn kear Asiz. Enn eun taol, ep ma sonje, e velaz diraz-han eun den lor. Trei a reaz he benn, rak heug en doa out-han. Edo o vont da drei kein ha da dec’het pa deuaz da zonj dez-han e c’hoantea, nebeut derveziou a ioa, sevel enn huella santelez. Ha dilezer ar paour, tec’het diout-han oa bale var an hent-se ? Nann. Diskenn a reaz divar he loan, ha mont a reaz da vriata an den lor, da rei daou bok dez-han en eur lakaat he aluzenn enn he zourn. O velet oa bet treac’h dez-han he unan e savaz laouen var he loan. Distrei a reaz varzu ar paour lor evit lavaret kenavezo dez-han, meż n’oa den var an hent diraz-han, nak er parkeier a dro-var-dro… Neuze Fransez a velaz sklear oa deuet eun eal euz an env da velet ha karet a rea e guirionez ar beorien, mignouned an A. Doue.

Nebeut derveziou var lerc’h an dra-man, Fransez en em dennaz enn eul leac’h distro, el leac’h ma c’hellche, pell dioc’h trouz ar bed, komz ouz Doue a greiz he galoun. Eno savet he spered varzu an env, e pede noz-deiz c’houek ha kalounek, p’en em ziskouezas dez-han J.-K. stag ouz ar groaz. Ar guel a gementse a skoaz eun taol ker pounner var he spered ma rannaz he galoun gand an dristidigez. Hag abaoue an dervez-se betek he varo ne oue ket evit miret da skuilla daelou puill, bep tro ma sonje e pasion Hor Salver.

N’oa ket avoalac’h da Fransez rei d’ar paour kement en doa, c’hoant en doa ive d’en em rei he unan dez-han, ha da jomm betek he varo var dro ar re glan, ha dreist oll var dro ar re a veze goloet a lorgnez. Mez evel n’en doa c’hoant da ober netra anez-han he unan, e c’hoanteaz mont da Roum da bedi var beziou an ebestel St Per ha St Paol, ha da lavaret dez-ho goulenn digand Doue petra falveze dez-han a rache. O velet ne roe ket ar perc’hirined, pe ar pelerined profou braz, e taolaz var bez St Per kement guennek a ioa enn he c’hodell. Setu perag n’en doa ket eul liard da rei d’ar beorien a ioa o c’houlenn an aluzenn e tal dor ar porched. Sellet a rea out-ho gant karantez, mez siouaz ! n’en doa netra da rei dez-ho… Eo, dillad mad ha brao a ioa gant-han. Mont a reaz da gaout ar paour truilleka, rei a ra dez-han he zillad brao, ha kemeret a reaz truillou ar paour. Goudeze ec’h azezaz e touez ar beorien, ha, betek an noz, e chommaz enn ho c’hreiz da c’houlenn eveld-ho an aluzenn. — Goudeze e tistroaz da Asiz.

C’houi a gaf d’eoc’h marteze Fransez ne gave mean ebed enn he hent da steki ouc’h he dreid evit her lakaat da goueza ? Difaziit, tud keiz. An Drouk-Spered ne ehane noz-deiz da reded var he lerc’h ha da rei beac’h dez-han. Lavaret a rea dez-han her lakache da veza divalaoc’h eged an den divaloa a zo var an douar… Lakaat a rea dirak he zaoulagad an danvez braz en diviche eun dervez da zont… digaz a rea da zonj dez-han euz ar plujadurezou en doa bet gand he vignounet enn ebatou hag er festou e kear Asiz… Sonjou euz ar re vezusa a zigase da stlabeza he galoun… Mez kaer en deque an Drouk-Spered taga Fransez e pep giz hag e pep fesoun, Fransez a jommaz neat a galoun ha startoc’h enn he vennoz d’en em rei oll da Zoue.