Buez St Fransez a Asiz - III

Intanvez P.-B. Desmoulin, 1891  (p. 44-75)
◄  II III IV.  ►







TREDE PENNAD


————


Prezegennou. — An diskibien kenta. Urz ar Breudeur bian. — Rivo-torto. — Eur Iudaz. — Ar baourentez mean-fount an Urz. — An impalaer Otho IV. — Prezegennou nevez. — An amzer da zont dizoloet. — Distro da Rivo-torto. — Kentelliou Fransez d’he vreudeur. — Ar belek Silvestr. — Reolenn ar Breudeur bian. — Ar marc’hek Tankred. — Fransez hag Hon Tad santel ar Pap.


————



Kenta tiz en deoue Fransez goude beza sklerijennet gant Doue var an hent ma tlie bale dreiz-han, oue mont, evel eun abostol, da labourat evit silvidigez an eneou. Ha da beleac’h mont da genta nemed da gear Asiz, el leac’h m’an doa roet kement ha skouerriou fall, el leac’h m’an doa diskouezet kement a skanvadurez ? Di e z’eaz ive-ta da genta, ha prezek a reaz gant kement a galoun hag a nerz ma teuaz da lakaat kalounou an oll da strafilla.

Eun den euz a gear Asiz, unan euz ar re binvidika, unan euz ar pennou brasa, he hano Bernard Kuintavall, a ioa, evel ar re all, souezet o klevet komz er c’hiz-se, hag o velet enn eur stad ker paour, Fransez, map Bernardon ar marc’hadour brudet dre he zanvez. « Daoust, emez-han out-han he-unan, ha ne ket ormidou a ra Fransez ? Me a ranko guelel. » Hag e pedaz ar zant da vont da goania gant-han. Mez Fransez ne falveze ket dez-han. Bernard Kuintavall ne falgalounaz ket evit-se. Bep tro ma c’helle guelet Fransez ne vanke jamez da renevezi he bedenn, hag hen ober a rea startoc’h-starta. Inouet, hag evit en em zizober anez-han eur veach evit mad, Fransez a lavaraz dez-han e z’ache dioc’h an noz, enn dervez-se zoken, da goania gant-han.

Pa oue debret koan e z’ejor d’ar gueleou. Ar c’hiz a ioa, d’ar mareou-ze, da loja er memez kambr gand an hini a viche bet o koania ganeoc’h. Fransez ha Bernard Kuintavall a ioa ive-ta er memez kambr. E kreiz an noz, Fransez o kredi oa kousket Bernard, a zavaz euz he vele evit pedi. Var bennou he zaoulin, he zaoulagad savet varzu an env, he zivreac’h astennet e kroaz, ec’h ankounac’heaz e peleac’h edo, hag e lavare : « Aoutrou Doue, c’houi eo va oll vad, va oll nerz, va oll binvidigez, va joa, va heurusted : enn oc’h epken ec’h esperan, enn oc’h eman va oll fizianz. » Avoalac’h en doa guelet Bernard Kuintavall. Antronoz vintin e lavaraz da Fransez :

— M’an diviche eur sklavour bet digant he vestr eur zoumm vraz a arc’hant, ha m’an n’en diviche izoum ebed anez-hi, petra dlefe da ober ?

— E tlefe e rei d’ar mestr adarre.

— Mad neuze, eme Vernard, neuze e z’an da restaoli d’an A. Doue ar madou am euz bet digant-han, rak n’em euz izoum ebed ken anez-ho.

— Ar pez a livirit dign aze, eme Fransez, a zo eun dra vraz, eun dra a bouez. Red eo deomp mont da c’houlenn kuzul digant Doue.

P’edont o vont d’an iliz ec’h en em gavaz gant-ho eun den all, a ioa he hano Per Katann. Heman a ioa ive gounezet he galoun o klevet Fransez o prezek hag o velet penaoz e veve. Falveout a reaz dez-han dilezer ar bed, ha beva er baourentez evel ar Zant. Mont a reaz ive-ta gant-ho ho daou d’an iliz.

P’an d’eoue ar belek echuet he ofern, Fransez a bedaz anez-han da zigeri teir gueach leor an Aviel, evel ma tenn, er skoliou, ar vugale d’an A, da c’houzout pehini anez-ho en de vezo ar groaz. Teir gueach e lavare digeri al leor enn hano an tri fersoun euz an Dreindet ; hag ar c’homzou kenta a gouesche dindan taol lagad ar belek a viche ar pez en doa c’hoant an A. Doue a rachent.

Enn dro genta ma tigoraz ar belek leor an Aviel, e lennaz ar c’homzou-man : Mar fell did sevel enn huella santelez, kea, guerz kement tra ec’h euz ha ro an arc’hant d’ar paour. Enn eil gueach e lennaz an dra man : Ne gasit netra ebed ganeoc’h enn hent. Hag enn drede gueach : Mar fell da unan bennag dont var va lerc’h, ra raio an dilez anez-han he unan, ra zougo he groaz ha ra deuio d’am heul.

« Va breudeur, eme Fransez, en eur zistrei ouc’h Bernard Kuintavall hag ouc’h Per Katann, setu aze hor buez hag hor reolenn : hounnez eo buez ha reolenn kement bini a deuio d’hon heul. It ie-ta breman, ha mar fell d’eoc’h sevel betek an huella santelez, grit ar pez emaoc’h o paouez klevet. »

An daou zen-man ne varc’hatachont ket. Bernard en doa madou braz. Guerzet e ouent betek an tamm diveza hag an arc’hant a oue roet d’ar beorien. Per a reaz ar memez tra ; rei a reaz zoken an dilez euz ar garg en doa, hag ho daon int chommet betek ar maro gand Fransez.

Setu int-hi breman tri. N’oa ket eaz dez-ho chomm e kear Asiz, rak an oll a viche o sellet out-ho, oc’h ober goap anez-ho. Setu perak e z’ejont, ho zri, d’eun tammik ti dilezet gant an oll, enn eul leac’h hanvet Rivo-torto — kanol dort — abalamour ma z’ea dre eno eur ganol kamm-digamm, evel pa viche tort. O velet an tri den-man tec’het kuit e oue chaok ha glabouz e kear Asiz. Lod euz an dud ne reant nemed c’hoarzin hag ober goap a Vernard hag euz a Ber. Lod all a jomme mantret o velet tud ker pinvidik oc’h en em zizober euz ho feadra. Evelse e z’ea ar glabouserez e Asiz p’en em gavaz er gear eun den a renk huel, hag a ioa anavezet gant an oll evel eun den a zoujanz Doue. He hano oa Jilez. E beach edo p’oa troet Bernard Kuintavall ha Per Katann a du gant Fransez. Pa glevaz petra o doa great an daou zen-ze e skoaz eun taol enn he galoun. « Ha me ive, emez-han, em euz c’hoant da veva evel an dud-se. » Evelato, araok ober netra, e tremenaz an noz o pedi Doue hag o c’houlenn kuzul digant-han. Zoken, antronoz vintin, e lakeaz lavaret an ofern e iliz St-Jorj, evit beza sklerijennet var ar pez a dlie da ober. Doue a zelaouaz he bedenn ; hen alia a reaz da vont da heul Fransez. Mez e peleac’h edo Fransez gand Bernard ha Per ? Den n’her gouie e kear. N’euz forz Jilez ne oue ket nec’het, rak etre daouarn Doue oa en em lakeat. « Enn tu bennag emaint ; emez-han. » Hag en enn hent. A veac’h m’oa eat er meaz a gear m’ec’h en em gavaz tri hent diraz-han. Pehini da gemeret ? En em daoler a ra d’an daoulin en eur lavaret : « A. Doue, ma tlean kenderc’hel da veva er stad m’emeuz c’hoant, diskouezit dign, dre ho madelez, an hent a gaso ac’hanoun betek an tri den a glaskan. »

Unan euz an tri hent a gemeraz, hag a veac’h m’an doa great eur pennad bale dreiz-han, m’a velaz o tont d’he gaout Fransez a ioa o pedi Doue enn eur c’hoad e kichenn an hent. « Bezit deuet mad, va Breur, eme Fransez, rak Doue he unan eo en deuz ho tigaset da vidomp. » Goudeze her c’hasaz da gaout Bernard ha Per, en eur lavaret dez-ho : « Setu aman eur breur mad digaset d’eomp gant Doue. »

An tri den-ma en em lakeaz er skol gant Fransez, skol ar bedenn a c’hinou hag a galoun, skol ar baourentez hag an dismeganz var draou ar bed-man. Pa velaz ar Zant anez-ho desket avoalac’h var an traou-ze ha start enn ho c’hredenn, e lavaraz dez-ho e rankent mont da brezek ar binijenn e komzou dister hag eaz d’an oll da gomprenn. Alia a dlient an oll da veva e peoc’h an eil gant egile ; gourc’hemenn a dlient ive d’an oll dilezer ar pec’hed ha karet Doue, a greiz kaloun. Kas a reaz Bernard ha Per da eur vro hanvet Emili : Jilez hag en a ieaz varzu kear Ankon. An dra-man a ioa er bloas 1209.

Ha ne velit-hu ket Doue he unan o tigaz tud da Fransez evit beva divar an aluzenn eveld’han ? Ha na velit-hu ket eo a berz Doue e kas anezho da brezek evit-ho da gaout nebeud a zeskadurez ? Eo. Dourn Doue eo a zo o rena Fransez, her guelet a raimp dre m’ac’h anavezimp he vuez.

Setu aman ar penn kenta euz a brezegennou ar Breudeur bian, evelse eo hanvet bugale Sant Fransez. Mont a reont enn hent ep eur guennek enn ho godell, etouez tud ha n’ho anavezont ket, ep eun den da rei eunn tamm skoazell dez-ho. N’o deuz ket eun tamm bara da derri ho naoun, nak eun ti da loja enn-han. Mez ho faourentez a ra ho nerz, rak ar brasa dismeganz a reont var madbu ar bed-man. N’o deuz netra da goll, ne c’houlennont nemed gounit eneou da Zoue. Ar boan hag ar goaperez n’int netra evit-ho. N’o deuz kenn ioul nemed da garet Doue, hag ho brasa c’hoant eo gouzaon pep tra evit Jesuz stag ouz he groaz.

E meur a leac’h ar bobl a c’hoarze dez-ho, a iouc’he var ho lerc’h en eur lavaret n’oant nemed tud didalvez galouperrien hent, n’o doa c’hoant nemed da laerez guir beorien ar vro. Meur a veach ar iaouankizou diroll ha divergont a stlape pri out-ho, avechou zoken e taolent mein out-ho. Avechou all e krogent enn ho zae hag e chachent anez-ho var an hent dre greiz ar vouillenn.

O velet anez-ho o chomm bepred seder ha laouen e kreiz ann taoliou fallagriez-se, lod euz an dud a jomme sebezet hag a zelaoue anez-ho. Neuze ar Breudeur bian en em zile enn ho zouez hag a gomze dez-ho euz ar vuez a zo varlerc’h hini ar bed-man, hag a lavare dez-ho krena gand aoun rak tan an ifern. Selaou a reat anez-ho avechou, ha meur a hini a zistroaz divar an hent fall.

Goude beza tremenet evelse eur pennad o prezek d’ar bobl, e tistrojont d’ho c’hear, a ioa evel a ouzoc’h, eun tammik koz-ti e Rivo-torto, evit en em rei d’ar bedenn da c’houlenn nerz nevez, ha da lavaret an eil d’egile penaoz o doa gellet teneraat ar galounou hag ho distrei ouz Doue.

Eun nebeut derveziou goude m’oant en em gavet eno e teuaz, d’en em lakaat da veva evel d’ho, eun den all hanvet Sabadino. Ne ouzer ket a be vro oa : ar pez a zo guir eo m’eo maro evel eur zant. Hennez oa ar pevare euz a Urz ar Breudeur bian.

Eun dra burzuduz a zigasaz ar pemped, he hano Morico Picciolo, ha setu aman penaoz Morico a ioa abaoue pell braz klan enn hospital St-Salver, e kear Asiz. Uzet gand ar c’hlenved edo o c’hedal he heur diveza pa glevaz hano euz a Fransez, hag euz ar c’hiz ma veve. Kas a reaz tud da c’houlenn digant-han pedi Doue evit-han. Fransez o velet an den-ze o kaout kement a fizianz enn-han, en em lakeaz da bedi. Goudeze e kemeraz eun tamm minvik bara, hag e skuillaz var nez-han daou pe dri verad eol, euz an hini a zeve noz-deiz dirak aoter ar Verc’hez e iliz ar Porsionkul. Ober a reaz evel eun tamm toaz euz an traou-ze, hag her roaz d’an den klan. Kerkent ha m’en deoue Morico debret an tamm minvik-se boukead gand an eol ec’h en em gavaz pare enn eun taol. Dre anaoudegez vad evit ar Zant e teuaz d’he gaout, da veva er baourentez ar vrasa evel-d’han. Hag hen ober a reaz betek he varo.

Ne c’hoarvezas ket ar memez tra gand Iann Kapell, ar c’houeac’hved euz ar re a ioa deuet da c’houlenn beva er baourentez gand hor Zant. Heman oue Judas an ebestel nevez. Evel p’en diviche bet Hor Zalver c’hoant da ziskouez d’he zervicher e c’hoarvesche gant-han ar pez a ioa c’hoarvezet gant-han he unan, Iann Kapell a ioa karget euz an aluzennou evel m’oa Judaz. Iann Kapell en em stagaz ouc’h madou an douar : ankounac’haat en doa great e tlie beva er baourentez. Fransez her gourdrouzaz gant madelez meur a veach. Poan gollet. Karantez an arc’hant a ioa enn he galoun. Eun dervez, evit hen distaga dioc’h madou ar bed-man, e lavaraz dez-han zoken e kouesche varnez-han eur c’hlenved braz, hag en diviche eur goall varo. Iann Kapell a rea atao ar skouarn vouzar. — Na petra eo beza re stak ouz an arc’hant ! — Nebeut amzer goude Iann Kapell a gouezaz klanv : he gorf a oue goloet. gand eul lorgnez euzuz. N’en deoue ket evit-se ar galoun da anaout he zallentez, ha da velet eo dourn Doue o poueza varn-han. Kuitaat a reas Fransez hag he vreudeur ; koll a reaz fizianz e Doue, hag, evel Judaz, e z’eaz d’en em grouga.

Fransez a felle dez-han e viche ar baourentez ar mean-fount euz an Urz nevez en doa c’hoant da zevel evit silvidigez an eneou ha brasa gloar Doue. Dija oant bet, en hag he vreudeur, o prezek evel an Ebestel ; breman e fell dez-han e z’afent da glasq an aluzenn, evel ar beorien all. Abalamour da z’e ho c’hasaz da gear Asiz, el leac’h m’oant anavezet gand an oll. Mont a rankent euz an eil dor d’eben da c’houlenn eun tamm bara da zibri, pe eun tamm mezer da c’holo ho korf evit diskouez d’an oll n’o doa ken netra var an douar nemed ar pez a viche roet dez-ho enn aluzenn. Ha n’oa ket eun dra iskiz guelet, guisket evel peorien, o klask ho zamm boued dre gear, tud hag a ioa a ziagent dillad brao, dillad arc’hantet hag alaouret enn ho c’herc’henn, tud hag a ioa ar re binvidika euz ar vro, tud hag a roe neuze d’ar re all an tamm boued ha c’houlennont breman dez-ho o-unan ? Setu perak ive, ne ket ar c’homzou groz, ne ket ar rebechou c’houero, ne ket an dismegansou a vankaz dez-ho. Euz a eun tu, ho zud a gave dez-ho oa kollet ho brud vad gant-ho ho unan, o velet ho c’herent oc’h ober ar seurt diotachou-ze. Euz a eun tu all, oa e Asiz, evel ma zo e pep parrez, tud hag a gaf dez-ho n’eo nemed eun denik dister ha mad da netra an hini ne zestum ket a zanvez, an hini n’en deuz ket a arc’hant evit ober, er c’hiz ma z’eo dleet, he dreuz var an douar. Ne ket souez ive-ta ma oue goapeat an dud paour-man : avechou zoken e vezent buntet a daoliou skoaz, a gleiz hag a zeou etouez ar pri. Evelato, kaer o deoue an dud fall goapaat ha dismegansi ar glaskerrien baour-man, meur a hini a zantaz ho c’haloun gounezet o velet gand pegement a zouzder e c’houzanvent ep en em glemm an drouk a ioa c’hoant da ober dez-ho, hag a roe dez-ho, kals traou enn aluzenn.

Eskop Asiz, he unan, a ioa evel spountet o velet tud o veva er c’hiz-se ep kaout a espern nag eur c’hrinsenn da zibri, nag an disterra tamm mezer da c’holoi ho c’horf. Lavaret a reaz da Fransez :

— Diez braz, a gaf dign, eo d’eoc’h beva var ar bek douar-man ma ne zalc’hit ket eun dra bennag diraz’hoc’h evit an amzer da zont.

— Aoutrou n’Eskop, eme ar Zant, me a gaf dign eo kals easoc’h. Rak an nep en deuz eun tam peadra a vez aliez he spered o sonjal enn-han hag a deu da ankounac’haat an Aoutrou Doue. Aliez zoken emaint e riskl da gaout trouz pe brosez evit difenn ho guir, ha dre an hent-se ne garint ket ho nesa. Guelloc’h eo chomm ep netra, rak neuze e c’hellor karet Doue epken, hag an nesa er guel a Zoue.

An Aoutrou n’Eskop a gavaz kaer meurbed komzou ar Zant, hag a lavaraz dez-han ne deuche ket d’hen ankounac’haat.

D’ar mareou-ze, Otho IV, impalaer an Allemagn, o vont da Roum da weza sakret gand ar Pap Innosant III, a dremenaz abiou Rivo-torto. Fransez a ioa neuze o pedi Doue. Ne zavaz ket divar bennou he zaoulin evit mont da velet an impalaer hag he dud. — Gant brasoc’h Mestr edo. — Mez sklerijennet gant Doue, e kasaz unan euz he vreudeur da lavaret dez-han diouall-mad he ene, rak ne jomche ket pell var he dron An impalaer ne blijaz ket ar c’homzou dez-han, hag ec’h en em lakeaz, he dud hag en da c’hoarzin goap d’ar Zant. Ne zaleaz ket da gaout keuz. Er blavez varlerc’h e oue exkommunuget gant ar Pap abalamour m’oa eat a enep he c’her, hag abalamour m’an doa great lezennou a enep lezennou an Iliz. Tud he vro a droaz kein dez-han hag a zavaz enn he enep. Abarz nemeur e varvaz evel eur paour. — Guelet a rit mar doa paour Breudeur bian Rivo-torto, oant da viana santel, e reant burzudou hag e lavarent an amzer da zont.

Abenn eur pennad goude m’oa bet Breudeur Franzez o klask an aluzenn e kear Asiz, e z’eaz gant-ho da draonienn Rieti. Bemdez e z’eant dre an draonienn-ze da c’houlenn an aluzenn, da brezek d’an dud Aviel J.-K. ha da zisklerria d’an oll oa red dez-ho ober ho silvidigez. Pa deue an noz ec’h en em zastument enn eul leac’h distro, e c’harz eur roc’h vraz, n’oa ket pell dioc’h kear Boggio Bastone.

Eun dervez e lezaz he Vreudeur da vont da gestal ha da brezek, hag e chommaz he unan er gear, da lavaret eo e c’harz ar roc’h. P’oant eat kuit ec’h en em strinkaz d’an daoulin, hag ec’h en em roaz gand mui a nerz c’hoaz d’ar bedenn, mar gellor hen ober. He spered a ioa savet d’an env, he galoun a verve gand tan ar garantez… Komz a rea ouz Doue, ha Doue a gomze out-han. Disklerria a reaz dez-han oa pardounet he oll bec’hejou, hag oa ker guenn he ene evel ma oa p’edo o tont divar mean-fount ar Vadiziant. Goudeze e tiskouezaz dez-han an hentchou goloet a dud, hag a ioa erru da veva gant-han enn e Urz, a zindan he lezennou. Dont a rea tud euz a Franz, euz ar Spagn, euz a Vro-Zaoz, euz an Ekos, euz an Irland, euz an Allemagn. Ker braz oa an niver anez-ho m’oant avoalac’h evit mont da bevar c’horn ar bed evit gounit eneou da Zoue. Evelato e oue lavaret dez-han ive ne jomche ket an oll dud-se gant-han. Lod a deuche d’hen dilezer ha da zistrei er bed, siouaz dez-ho.

Antronoz, goude ar bedenn, Fransez a lavaraz d’he breudeur : « Ne falgalounit ket abalamour n’omp nemed eun nebeudik a vreudeur. Abarz nemeur aman e vezimp kalz muioc’h. Doue en d’euz hen disklerriet dign. M’her lavaran d’eoc’h herrio eo dre vir garantez evidoc’h, evit rei nerz d’ho kaloun da genderc’hel da bedi, da ober pinijenn ha da veva er brasa paourentez. Bezomp ive-ta, va Breudeur, fizianz e Doue. »

Eun dervez bennag goude an dra-ze, e teuaz eun den all da c’houlenn beva gand Fransez. Filip oa he hano. Heman n’oa tamm ebed desket, mez eeun oa a galoun, hag atao en doa aoun da ober poan d’an A. Doue. Abalamour da-ze e savaz enn huella santelez, ha Doue a ziskouezaz dez-han he garantez. Evelse, eun dervez, epad m’oa savet a speret enn env, e velaz eun eal, evel guech all ar Profed Isaï, o steki eur c’hef-tan ouz he vuzellou, hag abaoue ec’h entente an traou diesa euz ar Skritur Sakr, hag e gouie ho displega d’an oll.

Euz a draonienn Rieti, Fransez a deuaz adarre gand he Vreudeur da Rivo-torto. Ho c’haz a reaz adarre ive, a dro-var-dro, dre eno, da glask an aluzenn, evit ho boaza da c’houzaon, ep en em glemm, dismegansou tud ar bed. Mez an dra-man ne badaz ket pell. Kaloun Fransez a ioa leun diskarga a ranke. Ne gave ket oa avoalac’h evit han prezek e Asiz hag e Rieti, falvezout a rea dez-han prezek dre ar bed-oll, gounit an oll dre ar binijenn hag ho lakaat da garet Doue. N’oant c’hoaz, evit guir, nemed seiz : petra ra-ze ? Doue en devoa lavaret dez-han e teuche tud a bep tu var he lerc’h. Deuet an heur, a gaf dez-han, da gregi a zevri el labour. Kas a ra ive-ta he vreudeur, daou ha daou, da brezek e broiou a bell, ep mont evelato er meaz euz an Itali.

Araok ho c’has enn hent e roaz dez-ho kuzuliou hag a renkan rei d’eoc’h pen-da-benn, pe var dro, rak ar c’homzou-man a ioa neuze, hag a zo bet abaoue meur a gant vloaz, reolenn oll prezegennou ar Breudeur bian.

« Diskennomp enn hor c’haloun, ha guelomp da betra omp galvet gant Doue. Enn he vadelez, en euz galvet ac’hanomp da vont dre ar bed, ne ket epken evit hor silvidigez hon unan, mez c’hoaz evit silvidigez kalz a re all. Dre ar kouer vad a roimp, muioc’h eged dre hor c’homzou, ec’h aliimp an dud da ober pinijenn, ha da zenti ouc’h gourc’hemennou Doue. Na it ket da grena abalamour ma z’omp tud dister hag evel diskiant, mez disklerriit ep aoun ebed d’an oll e rankor ober pinijenn. Bezit fizianz enn Hor Zalver J.-K ; a en a lakaio var ho muzellou ar pez a dleit prezek d’an dud. Diouallomp, ni hag hon euz kuiteat pep tra, diouallomp d’en em goll gand c’hoariellou ar bed-man. Mar kavomp arc’hant enn eun tu bennag, greomp fae varnez-han, evel var ar pri louz a zo var an hent.

Na varnomp, na zismegansomp ket ar re binvidik a vez dillad brao var ho c’hein ha boued dibab var daol ho zi, rak Doue eo ho Mestr, kerkouls hag hon hini-ni. Hor breudeur int ive-ta, hag ouc’h penn gand ho danvez e c’hellont ober an aluzenn deomp-ni ha d’ar beorien all.

It ive-ta dinec’h, prezegit d’an dud e rankont ober pinijenn evit kaout ar pardoun euz ho fec’hejou. Lod anez-ho ho selaouo ; lod all ho koapaio, ho koall-gaso, a raio ar skouarn vouzar, na rit van ebed ; Ne falgalounit ket evit-se. Abarz nemeur e teuio d’ho kaout tud a renk huel, tud skiantek : ar re-ze a brezego d’ar brinsed ha d’ar rouanez.

Na it ket d’en em glemm enn ho poaniou ; pedit a greiz ho kaloun an A. Doue evit ar re a vezo enep d’hoc’h ; bezit anaoudek e kenver ar re a raio vad d’eoc’h, ha rouantelez an env a vezo evidoc’h. »

Komzou Fransez a entanaz kalounou he Ziskibien. En em daoler a rejont d’an daoulin dira-z’han en eur lavaret e rachent kement tra a c’hourc’hemenche dez-ho. Ar Zant gounezet he galoun ne lavaraz netra dez-ho nemed komzou ar Profed En em daolit etre divreac’h an A. Doue heman a roio d’eoc’h kement tra ho p’ezo izoum.

An ebestel nevez-man a ieaz enn hent, daou ha daou, d’ar broiou m’oa lavaret dez-ho mont. Fransez a zalc’haz unan anez-ho evit mont ive gant-han. P’en em gavent dirak eun iliz bennag e z’eant ebarz hag e lavarent, daoulinet var leur an iliz : « A. Doue ni hoc’h ador enn iliz-man, hag e kement iliz a zo savet enn hoc’h enor var an douar. »

Evel er veach kenta, ho frezegennou a lakeaz meur a zen da zistrei ouc’h Doue, ar pez a rea eur joa vraz d’ho c’haloun. Meur a veach evelato ive e vezent goapeat ha goall-gaset. Avechou ne veze ket roet a lojeiz dez-ho. E kear Floranz, Bernard Kuintavall hag an hini a ioa gant-han ne gafchont ket, evit eun nosvez zoken, na ti na kraou da gousket enn-ho, hag a rankaz chomm er meaz da loja ekreiz miz du. Aliez e rankent tremen an noz e porched an ilizou. Ekreiz ar poaniou-ze, an Ebestel nevez-man a ziskoueze eun douzder hag eur vadelez ep he far, ar pez a c’houneze dez-ho kalounou an dud vad. Pa veze goulennet digant-ho piou oant e lavarent : Ni a zo tud a gear Asiz oc’h ober pinijenn.

Fransez eo an hini en em gavaz da genta er gear. Eur joa vraz a ioa ouc’h her gedal pevar den all a ioa deuet da c’houlenn beva a zindan-han hag eveld-han. Ho hanoiou a zo dalc’het etouez banoiou bugale St-Fransez : ne gountign d’eoc’h nemed histor unan anez-ho han vet Silvestr.

Lavaret em euz d’eoc’h, er penn kenta euz an tammik leor-man, en doa Fransez raparet iliz St-Damien, e kichenn Asiz. Mad evit ober an tamm labour-ze e ranke Kaout mein, hag evit paea ar vein-ze e z’ea da glask an aluzenn dre gear. Eur belek a ioa hag en doa mein da verza. Mez, e fesoun, en doa c’hoant d’ho guerza re ger, rak ar Sant a rankaz mont meur a veach d’he gaout, ha da varc’hata gant-han. Evelato a forz dajipotal e teujor d’en em glevet : ar mein a oue prenet ha paet. Hano ar belek-se oa Silvestr.

Gouzout a rit ive Bernard Kuintavall en doa guerzet he oll vadou a roet an arc’hant d’ar paour. Mad, epad m’edo Bernard, var leur gear Asiz, o lodenna he arc’hant etre peorien ar vro, ha Fransez enn he gichenn, ar belek Silvestr a deuaz gand eun ear divergont da lavaret d’ar Zant :

— Ha ne ket guelloc’h d’eoc’h paea ho tle eged na d’eo beza evelse o feltra hoc’h arc’hant enn aner ?

— Va dle, eme Fransez souezet ?

— Ia ho tle. Daoust ha n’em euz ket roet mein d’eoc’h da zevel iliz St-Damien ?

— Paet emeuz anez-ho.

— N’hoc’h euz ket zoken paet an hanter euz ar pez a dallient. Me fell dign beza paet.

Fransez mantret oll ne respountaz netra tostaat a reaz ouz Bernard, lakaat a reaz an douru enn he zac’h, tenna a reaz anez-han eur vozad arc’hant, hag en eur ho rei da Zilvestr e lavaraz :

— Han, paet avoalac’h oc’h breman ?

— Ia, breman ounn paet avoalac’h, eme Zilvestr.

Hag en d’ar gear da gounta he arc’hant.

Abarz nemeur evelato an arc’hant-se a deu da boueza var goustianz Silvestr : noz-deiz e pike he galoun. Penaoz, a lavare avechou out-han he unan, e chomman-me ker stag ouz an arc’hant, ha me koz, o velet an den iaouank-se, araok pinvidikoc’h eged omm-me, oc’h ober kement a fae varn-han ?

Ne veve ket dinec’h. Eun nozvez, ekreiz he gousk, e velaz Fransez enn he za diraz-han, hag eur groaz o tont euz he c’hinou hag a iea betek an env : he divreac’h en em astenn var daou benn ar bed. Enn dro-man oa sklerijennet Silvestr. Kerkent ha ma klevaz oa distro Fransez, e z’eaz d’en em strinka d’he dreid. Goulenn a ra pardoun digant-han ouc’h hen arbedi d’he zigemeret e touez he ziskibien. Digemeret e oue a galoun vad gant ar Zant Guerza a reaz he oll vadou, hag an arc’hant a oue roet d’ar paour. Goudeze ec’h en em roaz d’ar bedenn ha d’ar binijenn evel ar Breudeur all.

— Hennez eo kenta belek a zo bet e Urz St Fransez, e Urz ar Breudeur bian.

O velet kement all a dud deuet d’he gaout, Fransez en doa c’hoant braz da velet he Vreudeur o tistrei enn dro euz ho frezegennou. He c’hoant ne badaz ket pell. Daou pe dri dervez goudeze ec’h en em gafchont oll er gear, evel pa vichent digaset gand Doue. An dra-man a ioa er bloaz 1209.

An nemorant euz ar bloaz-se a dremenchont oll e Rivo-torto. Hag epad an amzer-ze, Fransez ne ehane da gentellia he Vreudeur, da zeski dez-ho pedi Doue, ha dreist oll d’her pedi a galoun. Bemdez e z’eant d’an ofern evit lakaat dounnoc’h-dounna enn ho c’haloun karantez eun Doue marvet var ar groaz evidomp. Lavaret a rea dez-ho e rankent ankounac’haat an den koz, en em zizoker a bep seurt c’hoantegez, ha senti atao dioc’htu, hag ep en em glem, ouz ar pez a c’hourc’hemenche dez-ho an hini a viche karget d’ho sturia.

Er penn-kenta euz ar bloaz 4240, ar Zant a gomzaz evel hen ouz he Vreudeur : « Va Breudeur muia karet, evel ma plij d’Hor Zalver digas deomp Breudeur nevez, ha kreski an niver ac’hanomp, e kaf dign eo red deomp ober eur reolenn a vuez, evit ma c’hellimp oll beva er memez giz, lavaret ar memez pedennou, ober ar memez pinijennou ; enn eur ger, beva oll evel pa ne vefemp nemed unan ep-ken. Hag, evit gouzout pe z’eo mad pe ne ket ar reolenn-ze, e z’aimp da Roum d’he diskouez d’Hon T. S. ar Pap, a zo e leac’h J.-K. var an douar. Mar he c’haf mad, e talc’himp dez-hi ; ma ne ra ket, e c’houlennimp kuzul digant-han evit ober guelloc’h. Goulennomp, dre hor pedennou, sklerijenn digant Doue. »

Komzou Fransez a blijaz d’an oll ; hag oll ec’h en em lakechont da bedi a greiz ho c’haloun. Goulenn a reont digant Doue sklerijenn d’an hini a gemerent dija evit ho Zad, da ober eur reolenn hag a bliche ive dez-han. Hag, e guirionez ar reolenn-man a zo kenn huel dreist sonjesonou tud ar bed ma ve lavaret eo disklerriet da Fransez gant Doue he unan.

Var ar baourentez e pep giz, e pep tra, eo diazezet ar reolenn-ze. Setu aman an traou brasa anez-hi :

1° — Ar Breudeur a dle en em dilezer hag en em ankounac’haat ho unan : ne dleont kaout c’hoant a netra nemed euz ar pez a vezo gourc’hemennet dez-ho.

2° — Ne dleont kaout nag arc’hant, na leve.

3° — Beva a dleont divar an aluzenn, pe divar boan ho divreac’h.

4° — Pedi a raint bepred a c’hinou hag a galoun.

5° — Iunniou hir a rust ha raint.

6° — Beva a raint etrez-ho er garantez ar vrasa : enn urz n’euz mestr ebed : oll oar breudeur : atao e tleor plega.

7° — Toui a raint chomm dizemez, diouall a raint, a spered hag a gorf, ouz pep pec’hed, dreist oll ouz an hini a lavar an Abostol St Paol ne dlefe ket beza hanvet e touez ar gristenien.

Ha ne jommor ket mantret o velet eur reolenn evel houman great gand eun den iaouank a 28 vloaz, en doa tremenet he iaouankiz e kreiz plujadurezou kear Asiz ? Daoust ha lavaret a rafet eo er c’hiz-man e komz euz ar baourentez map Bernardon, ar marc’hadour pinvidik euz a gear Asiz ?

Ia heman eo : mez heman a zo breman en em roet evit mad da Zoue.

Ar reolenn-man a oue lennet gand Fransez d’he Vreudeur. Oll e c’hafchont evit ar guella, rak enn-hi oa merket ar pez a c’hoantea pep hini. Enn dervez-se e kemerchont an hano a Vreudeur bian ho deuz dalc’het abaoue.

En em lakaat a rejont oll enn hent evit mont da Roum. Bernard Kuintavall a ioa enn ho fenn : Fransez a falveze dez-han kaout ar renk izella. Mont a reant diarc’henn, guennek ebed enn ho godell na baz enn ho dourn, o veva euz ar pez a vezo roet dez-ho, mad pe fall ; atao her c’havet mad. Hed an hent ne reant nemed pedi Doue.

En eur dremenn dre gear Rieti, Fransez a velaz eur marc’hek o vont abiou dez-han, d’an drot vraz var he loan. Trei a reaz out-han en eur lavaret dez-han chomm a za. A berz Doue eo e komze out-han evel hen, rak ne gouie ket hen anaout. Tankred oa hano ar marc’hek-se. « Pell avoalac’h a zo, eme ar Zant dez-han, emaoc’h o tougenn ho tillad soudard, kleze ha kentrou. Breman e rankit kemeret dillad all. Eleac’h ho kuiskamant soudard e tougot eur gordenn enn dro d’ho kroaz-lez ; e leac’h ho kleze e tougot kroaz J.-K., hag evit kentrou o poezo pri louz an hentchou. Deuit d’am heul ha me a raio ac’hanoc’h soudard J.-K. » Tankred a zentaz ; diviska a reaz he zillad soudard, ha kemeret a reaz sae paour kenvreudeur St Fransez. Heman a oue an daouzek vet euz a ziskibien ar Zant.

Jesuz a lavare, gueach all, d’he ebestel ; dilezit pep tra, ha duit d’am heul. Ha ne ket Jesuz ive a gomz dre c’hinou Fransez pa lavar : Tankred, diviskit ho tillad soudard, ha duit var va lerc’h ? Eo, eo. Fransez a zo a du gant Doue : Doue eo a ren anez-han e kement a ra.

Kerkent ec’h en em lakejont adarre enn hent varzu Roum. Eno Fransez a gavaz Eskop Asiz a lakeaz anez-han da ober anaoudegez gand ar c’hardinal Ugolini, niz d’ar Pap, ha Pap var he lerc’h azindan an hano a C’hregor IX, evel m’her guelimp divezatoc’h. Ar Pap a sturie an Iliz, d’ar mareou-ze oa ar Pap Innosant III.

Nebeut derveziou araok m’oa en em gavet Fransez e Roum gand he zizkibien, ar Pap en deoue eun huvre, pe evit lavaret guell, Doue a falveze dez-han rei da anaout da Sturier an Iliz ar pez a dlie c’hoarvezout hag ar pez a dlie da ober. Ar Pap-ta, epad he gousk, a velaz iliz St Iann Latran, penn ha mamm oll ilizou ar bed, oc’h orzella var he zreid, he mogerriou o volzi hag o vont da goueza enn ho foull. Strafillet oll ar Pap keaz, enn he huvre, a rede varzu an Iliz a astenne he zivreac’h a rea guella ma c’helle evit miret out-hi da goueza. Enkrez en doa, eur c’houezenn ien a zivere dioc’h he dal, chomm a rea spourounet, sounnet…, pa velaz eun den paour ha dister o tont, hag oc’h en em harpa ouc’h mogerriou an Iliz, ha, gand he ziouskoaz, ouz ho skora evit miret out-ho da goueza. An Tad Santel ne gouie ket neuze petra oa an traou-ze ; m’ez p’en em gavaz Fransez dira-z-han da ziskouez dez-han he reolenn a vuez, ec’h hen anavezaz dioc’htu evit ar paour en doa guelet oc’h harpa mogerriou iliz St Iann Latran evit miret out-ho da goueza, rak henvel poch oa out-han. Abalamour da-ze hen digemeraz gand kalz a vadelez, hag e reaz eur stad vraz anez-han.

O tiskouez d’ar Pap Fransez o skora iliz St Iann Latran, Doue ha ne lavare ket oa heman an hini a zigase da zifenn he iliz a enep he oll enebourien ? Eo : Fransez a deu aberz Doue : Fransez eo den Doue.

Evelato, ar Pap, araok aotrea reolenn St Fransez, a falveze dez-han goulenn kuzul digant ar Gardinaled. Lod euz ar re-man a gave oa diskiant reolenn Fransez. « Penaoz, emez-ho, beva var an douar ep tamm da zibri, na ti da loja, pa vez izoum ? Daoust ha Doue a ranko ober bemdez eur burzud bennag evit rei bevanz ha golo d’an dud-se ? Beza var c’hed a gement-se a zo ober goap a Zoue. » Neuze Eskop Sabin a zavaz enn he za, hag a lavaraz :

« Ma ne aotreomp ket reolenn ar paour-man, diouallomp da vont a enep an Aviel ha gourc’hemennou J.-K. En he unan a lavar deomp N’ho pezet nag aour nag arc’hant… Na vezit ket nec’het divar benn ho pevanz : laboused an env o deuz ho boued, ha c’houi o poezo ive… An nep en deuz c’hoant da zont d’am heul a dle en em a zilezer he unan, dougen he groaz ha dont var va lerc’h… » ha kals a draou all evelse, tennet euz an Aviel.

Ar c’homzou-man a bouezaz var spered ha kaloun an oll. An Tad Santel ne varc’hateaz mui. Aotren a reaz reolenn St Fransez, Staga a reaz out-hi guiriou braz en eur lavaret e kreskche anez-ho c’hoaz divezatoc’h.

Ouc’h penn-se rei a reaz an Urzou-munud d’ar re n’oant ket beleien. St Fransez a oue great Avieler ; ne ket falvezet gant-han sevel huelloc’h : re zizder ec’h en em gave, hag en sant koulskoude !!

Ar Pap Innosant III her lakeaz e penn an Urz nevez, goude beza roet dez-han he aliou evit sturia he genvreudeur var an hent mad. En eur ho briata ho daouzek, en eur starda anez-ho var he galoun e lavaraz dez-ho : « Iit, baleit, ha, dre bevar c’horn ar bed, prezegit J.-K. hag he Aviel. »

Setu eta diazezet, ervez lezennou Hor Mamm Zantel an Iliz, Urz ar Breudeur bian, Urz St Fransez. An dra-man a ioa er bloaz 1210.


————