Buez St Fransez a Asiz - IX

Intanvez P.-B. Desmoulin, 1891  (p. 214-241)
◄  VIII. IX. X.  ►







NAVET PENNAD


————


Ar reolenn nevez hag ar Breur Eli. — Klemmou ar Breudeur. — Bleiz Gubio. Pedennou Fransez. — Fransez savet enn ear hag ar Breur Leon. — Bleizi Gresio. — Ar paour laeret gand he vestr. — Ar Breur Leonard hag an Azen. — Mervel a rign gand an naoun. — Ar Breur klan hag ar rezin. — Ar Breur Riger. — Eun danvad etouez ar bouc’hed. — Fransez o tiskana ouc’h an eostik. — Ofern hanter-noz Nedelek. — E menez Alvern.


————



Evit-han da veza savet an Trede Urz, evit-han da veza bet digant J.-K. he unan induljanz ar Porsionkul, Fransez ne ankounac’hea ket he Urz he unan, Urz ar Breudeur-bian. Abalamour da-ze e sonjaz, nann lammet eun dra bennag euz ar reolenn genta en d’oa great, mez he disklerria sklearroc’h. Setu perag, evit goulenn sklerijenn digant Doue, e kemeraz gant-han daou Vreur-bian, hag e z’eaz gant-ho var beg eur menez e kichenn kear Rieti. Goude beza chommet eno daou ugent dervez o pedi, o iun, oc’h ober pinijenn, e tiskennaz d’an traon evit rei he reolenn d’he Vreudeur.

Ar Breur Eli, evel em euz lavaret d’eoc’h a ziarog, a ioa, e leac’h Fransez, e penn an Urz. Hogen Eli n’edo ket a du gand Fransez var ar reolenn penn-da-benn ; re striz e kave anez-hi. N’oa mad emez-han nemed da bellaat an dud dioc’h an Urz. Setu perag, pa oue menek da lenn dirag an oll ar reolenn nevez-great, Eli a reaz an neuz da veza kollet, etouez he baperou all, ar paper en d’oa roet ar Zant dez-han.

Fransez, glac’haret oll o klevet kementse, a zavaz adarre var ar meuez evit goulenn kuzul digant Doue, hag a ziskennaz gand ar memez reolenn, ger evit ger.

Mez, epad m’oa bet oc’h ober he dro, Eli en d’oa troet kals Breudeur a du gant-han. Lavaret a reant oll n’oant ket evit senti ouc’h eur reolenn ker rust. Ar Breur Eli a ioa bet dija gourdrouzet gand Fransez. Bet en d’oa, evel a leveror, e begement digant-han ; Evelato, abalamour d’he zantelez, n’oa ket evit miret da ober stad anez-han. Setu perag ne gredaz ket enebi out-han ep eun tammik distro. Abalamour da-ze e lavaraz d’ar Breudeur all mont araog, hag en, pa viche red, a gomzche enn ho hano. Mez ardou ar bed ne dalont netra dirak Doue.

Pa velaz Fransez ar Breur Eli, hag ar re a ioa gant-han, o vont d’he gaout, e z’eaz d’ho digemeret ; hag, evel pa viche drouk enn-han, e lavaraz dez-ho :

— Petra a glaskit ?

— Ar re-man, eme ar Breur Eli, pleget he benn, a gaf re rust ar reolenn oc’h euz great d’eomp, hag e pedont ac’hanoc’h da zousaat anez-hi.

— A. Doue, eme ar Zant o klevet ar c’homzou-ze, hag en eur zevel he zaoulagad varzu an Env, ha n’em oa ket lavaret d’eoc’h ne gretchent ket ac’hanounn ? Perag-ta oc’h euz lakeat ac’hanounn da zisklerria dez-ho ar reolenn-ze ? Evid-ounn me ha va Breudeur kenta he heulio betek ar maro, mez ar Breudeur all, hag hi a reont-ho ive ?

Neuze enn eun taol, J.-K. en em ziskouezaz dirag an oll e kreiz eur sklerder lugernuz meurbed, hag a lavaraz :

— Paourig keaz den, d’en em betra en em jala kement ? Daoust ha c’houi eo oc’h euz great ar reolenn-ze ? Ha ne ket me an hini eo ! Me a c’hoar petra em euz great. Ar re a blijo ar reolenn dez-ho a jommo enn Urz, hag ar re all a ielo kuit. Na vezit ket nec’het, mar da kals kuit me a zigaso muioc’h c’hoaz d’eoc’h, hag a raio anez-ho relijiuzed ervez va dourn.

Enn eun taol, ha ker buan ha m’oa deuet, ar sklerder lugernuz a ieaz da netra : J.-K. a ioa savet d’an Env. Ar Breudeur, spountet ha goloct a vez, a jomme astennet var an douar da c’hedal petra a ioa o vont da c’hoarvezout. Fransez, evel pa ne viche en em gavet netra burzuduz ebed, a ieaz d’ho c’haout gand kals a vadelez, a grogaz enn ho daouarn, an eil varlerc’h egile, evit ho zevel enn ho za, hag a lavaraz dez-ho gand an douzder ar vrasa : « Savit ha n’ho pezet aoun ebed. Anaout a dleit e z’eac’h a enep ar pez a fell da Zoue, oc’h ober ar pez oc’h euz great. Kaout a rea d’eoc’h oa eun den eo a roe ar reolenn-man d’eoc’h, ha breman e velit e faziac’h. Soudarded J.-K. oc’h ; kemerit ive-ta he armou, hag an armou-ze a zo ar binigenn hag ar bedenn : Gant-ho e c’hellot atao enebi ouz an Drouk-Spered, ne ehano d’ho taga ; ha dont a benn anez-han hag euz he finesaou. »

Goudeze e tiskennaz gant-ho da eur gouent a ioa e traon ar menez, evit rei he reolenn da Vreudeur ar gouent-se. Ar re-man a zelaouaz ar Zant : ha p’oa achu gant-han, e c’houlennchont digant-han dousaat eun tamm ar reolenn var ar pez a zelle ouz ar baourentez. « Kreski bemdez, emez-ho, a ra ar Breudeur-bian ; eman leun ar c’houentchou. Ha penaoz kaout boued avoalac’h da gement all a dud ma ne vez espernet netra, ma ne vez lakeat tamm a gostez a benn ma vezo izoum ; rak an aluzennou a c’hell berraat, mankout zoken ? Ha a neuze ?… Euruz hag a galoun-vad, ar Breudeur-bian a raio pinijenn, mez n’o deuz ket a c’hoant da vervel gand an naoun. »

Ep lavaret ger divar benn klemmou he Vreudeur, Fransez a zavaz dioc’htu var ar menez da c’houlenn digant he Vestr petra da ober. « Me, eme Hor Zalver, eo mad ha peadra ho pugale. Ne fell ket dign e teufent d’en em jala e giz ebed gant traou ar bed-man. Da gement hini a vezo enn Urz, hag a zalc’ho mad d’ar reolenn, me a roio dez-ho keinent tra a c’helfent da gaout izoum er bed-man. Seulvui e vizint kals, seulvui ive e roign kals dez-ho. Ne fell ket dign e vent jamez nec’het gand traou an douar. »

O klevet ar c’homzou-ze, an oll a blegaz ep lavaret ger. Goudeze e teuchont oll da Asiz da zisklerria ar reolenn d’an oll Vreudeur a ioa eno, hag oll e tigemerchont anez-hi ep en em glemm. Goudeze e oue great leoriou bian anez-hi evit gellout kas unan da gement kouent Breudeur-bian a ioa er bed.

Houman, an eil reolenn-man, a ioa henvel ouz an hini genta nemed m’oa berroc’h. Eun dra nevez epken a lakeaz ar Zant enn-hi, ha setu aman petra : Gourc’hemenn a rea d’an hini a viche e penn an Urz senti atao hag e pep-tra ouz Hon T. S. ar Pap. Difenn a rea out-han ober netra ep kaout he aotre. Setu perag, abaoue c’houeac’h kant vloaz, eo chommet ar Breudeur-bian ker stak ouz an lliz katolik.

P’an doa great Franzez kementse e z’eaz da Roum da c’houlenn aotre ar Pap hag he vennoz evit he reolenn. Honoriuz a gavaz ive rustik houman evit ar baourentez ; alia a reaz anez-han da gemeret, ha da zerc’hell ar madou hag al leveou a viche roet dez-han ; rak, emez-han, var var e vezo atao hoc’h Urz, ma n’ho c’heuz nemed an aluzenn da veva. « Tad Santel, eme Fransez, Doue, hag a roio d’eomp he Varadoz er bed all, hag en a c’hello miret da rei d’eomp er bed-man an nebeudik a zo red evit beva ha guiska hor c’horf ? » Ar Pap o velet pegement a fizianz en d’oa Fransez e madelez an A. Doue a jommaz sebezet. Rei a reaz dioc’h tu he aotre d’ar reolenn nevez. Ha Fransez, he galoun karget a joa, a ieaz da brezek, ba da c’hounit eneou da Zoue e bro an Ombri hag ar Romagn.

P’en em gavaz e kear Gubio, enn Ombri, e klevaz oa var dro kear, meur a vloaz a ioa, eur bleiz kement hag eul leue bloaz, hag a lakea keariz oll da grena ; rak mar d’oa braz kenan oa ive kriz meurbed. Taga ha samma a rea an dud kerkouls hag an anevaled mud ; ha den ne grede mont er meaz euz he gear ep kaout armou gant-han. Fransez dre druez ouc’h tud Gubio, a lakeaz enn he benn mont da gaout ar bleiz. He unan, ep aoun ebed, leun a fizianz e Doue, e z’eaz er meaz a gear varzu ar menez el leac’h ma rea ar bleiz he guz.

Kerkent ha ma santaz c’houez eun den, ar bleiz a zilammaz varzu enn-han leun a gounnar, ruz he zaoulagad evel daou gef-tan, digor he c’hinou, eun ionenn liou ar goad o tivera dioc’h bek he deod. E fesoun edo o tibri eun aneval, pe eun den bennag marteze. Ar Zant a valeaz var eeun varzu enn-han, ha, goude beza great sin ar groaz, her galvaz a vouez huel :

— Bleiz, va breur, deuz aman d’am c’haout. A berz an Aoutrou Krist e tifennan ouzit ober drouk di-me, na da zen all ebed.

Kerkent ar bleiz a zerr he c’hinou, a jomm eur pennadik a za, ha goudeze e teu kenn douz hag eun oan da c’hourvez e-harz he dreid.

— Bleiz, va breur, eme adarre ar Zant, goall draou ec’h euz great epad da vuez. Ne ket anevaled epken ec’h euz lounket, dibri ec’h euz great ive tud krouet gant Doue dioc’h he skeudenn. Ne dlefe beza nemed ar maro evidot. Kement den a zo dre aman n’en deuz nemed kasouni hag euz ouzit. Mez me a fell dign e vefez e peoc’h gand an oll, rak me a lavaro dez-ho kaout trugarez ouzit. Gouzout a ran eo an naoun eo en euz lakeat ac’hanot da veza kenn didruez ha ker kriz ; mad, mar kerez toui dign e vevi dinoaz hiviziken, hag e chommi ep ober drouk na da zen, na da aneval ebed, e vezo roet dit bemdez peadra da veva.

Ar bleiz a blegaz he benn betek an douar evit diskouez d’ar Zant e toue hag e sentche out-han.

— Deuz gan-en neuze betek kear Gubio evit diskouez d’an oll ec’h euz dilezet an hent fall hag e valei breman var an hent mad.

Ar Zant a droaz dioc’htu he gein d’ar bleiz evit distrei da gear. Ar bleiz a deue d’he heul evel eur c’hi.

Tud Gubio, goazed ha merc’hed, a ioa oll deuet er meaz euz a gear da c’houzout petra c’hoarvesche gand ar Zant. Lounket e vezo, ep mar ebed, eme an eil d’egile, an den paour Fransez gand ar bleiz. Tro oant oll ouc’h ar menez m’edo ar bleiz enn-han. Enn eun taol e velchont ar Zant o tiskenn hag o tont varzu kear, var he lerc’h ar bleiz deuet da veza don. Chomm a rejont oll sebezet. Fransez, gand he vleiz, a ieaz dre greiz an oll varzu kear, hag, en em gavet eno, e savaz var eur mean evit komz ouz ar bobl a ioa deuet d’he heul.

— Va mignouned ha va breudeur, emez-han, Doue en deuz digaset ar voalenn-man da gastiza ac’hanoc’h abalamour d’ho pec’hejou : bale a reac’h var hent an ifern ep aoun ebed, hag e krenac’h dirak eur bleiz ! Koulskoude tan an ifern a zo goasoc’h eged skilfou ar bleiz-man. Distroit var an hent mad, grit pinijenn, hag hiviziken ar bleiz-man ne raio drouk ebed d’eoc’h. Setu aman pe seurt marc’had am euz great gant-han : C’houi, betek he varo, a roio dez-han bemdez pe a dra da veva ; hag en, ne raio bikenn ken droug na da zen na da aneval.

An oll a zavaz ho mouez evit lavaret e kavent mad ha talvouduz ar marc’had great gand ar Zant. Neuze, en eur zistrei ouz ar bleiz, Fransez a lavaraz :

— Ha te, bleiz va breur, ha ne ket evelse ec’h euz lavaret dign e rachez ? Ha derc’hell a ri da ker ?

Ar bleiz, evit diskouez e kave mad ar pez a ioa great, ha n’en em zislavarche ket, a zavaz he bao evit her lakaat e dourn ar Zant.

O velet eun hevelep tra, an oll a laoskaz eur griadenn a levenez ker krenv ma tregerne kear ; sevel a stlakal a reant ho daouarn, evel tud er meaz anez-ho ho unan. Goudeze ec’h en em daolchont d’an daoulin evit kana meuleudiou d’an A. Doue evit ar vadelez en d’oa bet evit-ho. Fransez en d’eoue beac’h oc’h en em denna euz ho zouez, rak ne rea an dud nemed boda enn dro dez-han evit hen trugarekaat.

Ar bleiz a vevaz c’hoaz daou vloaz goudeze e kear Gubio. Mont a rea bemdez a zor da zor da c’houlenn he damm ; betek enn tiez zoken ez’ea ep ober drouk da zen ; den ebed ive avad ne skoe gant-han. Pourmenn a rea dre ar ru a gare, na ki ebed jamez ne harze var he lerc’h. A benn daou vloaz goude m’oa deuet var an hent made varvaz, ha tud Gubio a vouelaz d’ar breur bleiz, rak pa velent anez-han o tont pe o vont dre ar ruiou, don evel eun oan, e teue da zonj dez-ho euz a vadelez hag euz a zantelez Fransez.

Goude eur burzud ker braz, o klevet prezegennou Fransez hag o velet ar skouer vad a roe, tud kear Gubio ne zaleschont ket da zistrei ouz Doue ha da veva guelloc’h evit na reant a ziagent. Penaoz ive, a zonjit marteze, en euz bet Eransez kement a c’halloud var an anevaled ar re c’houesa, ha var gement tra grouet a zo ? M’her lavaro d’eoc’h e daou c’her : abalamour ma rea pinijennou ar re rusta, hag abalamour ma pede noz-deiz, rak Doue ne ket evit dinac’h netra d’eur bedenn paduz ha great mad. Fransez ne veve ket evit an douar : madou ha plujadurezou ar bed-man, n’en d’oa efer ebed anez-ho. Ober pinijenn ha kaout poan er guel a Zoue, setu petra a glaske. Komz ouz Doue dre ar bedenn, setu he blujadur hag he joa ar vrasa. Setu eno petra roe da Fransez ar c’halloud da ober burzudou : ar bedenn, hag ar bedenn epken.

Aliez e kreiz he bedennou e chomme evel sebezet : he spered hag he galoun a veze savet d’an env da gomz ouz he vuia karet. Aman e renkan kounta d’eoc’h ar pez a zo c’hoarvezet ouspenn eur veach, evit diskouez d’eoc’h pegement e veve karantez Doue e kaloun hor Zant.

Peur vuia pa z’ea da brezek enn tu bennag, e veze atao gant-han ar Breur Leon, he dad konfesour. Kerkent ha m’ec’h en em gavent enn eul leac’h distro bennag, enn eur c’hoat pe enn eul leac’h all, ec’h en em daolent d’an daoulin, hag ec’h en em lakeant da bedi Doue a greiz ho c’haloun. Aliez-aliez e kreiz ar bedenn ar Breur Leon a vele, enn eun taol, Fransez distaget dioc’h an douar, ha savet enn ear, evel pa viche o vont d’ar Baradoz. Pa ne veze ket savet huelloc’h eged ment enn den, ar Breur Leon a boke d’he dreid, ho goalc’he gand he zaelou hag a lavare : « O va Doue, bezit truez ouz eur pec’her paour evel d’om-me, dre milidou an den santel-man, ha roit dign eul lodennik euz ho krasou. » Pa zave Fransez re huel ha ne c’helle ket tizout betek enn-han, ec’h en em strinke d’an douar, el leac’h m’edo Fransez araok beza savet enn ear. Avechou e save kenn huel ma ne c’helle ket her guelet, neuze e vouele hag e c’hirvoude gand aoun da goll he dad. Klevet a rea ar Zant o komz ouz Doue, avechou gand enkrez ha spount, avechou evel ma komz eur mignoun ouz eur mignoun all. Meur a veach e vele enn dro dez-han eur sklerder lugernuz meurbed, hag e kreiz he huanadou. ne gleve nemed ar c’homzou-man : Oh ! na pe ger braz oc’h, o va Doue, ha me pe genn dister !

Eun dervez goude m’oa diskennet Fransez d’an douar, Hor Zalver a ziskennaz ive var eur roc’h plad, e veze Fransez o tibri he bred varnez-hi pa dremene dre eno. Ar Zant a redaz d’he gaout, hag a jommaz eur pennad mad da gaozeal gant-han ; mez den ne gleve ha ne gouie petra lavarent an eil d’egile. Dioc’htu m’oa savet Hor Zalver d’an env, Fransez a ziredaz, laouenn evel an heol, da gaout ar Breur Leon, hag a lavaraz dez-han : « digasit aman balsam ha bokedou c’houez vad evit goestla ar mean-man a da Zoue. » Ar Breur Leon a zigasaz dez-han eur vuredad eol. Fransez her skuillaz var ar mean, evel m’her greaz gueach-all Jakob, en eur lavaret ar c’homzou-man « Ar mean-man eo Aoter an A. Doue. »

Ha ne zantit ket ho kaloun o tomma enn ho kreiz, o klevet traou ker burzuduz ? Lenner, karet a rit St Fransez pa z’eo guir e lennit al leorik-man, ha, ma n’her c’harit ket c’hoaz, her greot abarz nemeur o velet an traou burzuduz en euz great. Mad, pa garor eun den ne c’houlenner ket a vell eged klevet, an aliesa ar guella, hano anez-han hag euz ar pez en euz great. Abalamour da-ze e z’an da gounta d’eoc’h eul lodennik euz an traou burzuduz en euz great Fransez. Lavaret a ran eul lodennik, rak mar ho c’hountfenn d’eoc’h oll e ven re hir. Hag ouspenn, unan bennag anez-ho em euz kountet d’eoc’h araok breman. En eur lenn an traou-man e velfot penaoz oa great kaloun Fransez, mignoun an A. Doue. Baleit var he roudou.

Eun dervez, Fransez a ioa o veaji gand eun den divar ar meaz, etre Gresio ha Katanello, pa deuaz eur vandenn vleizi da lipat he zourn dez-han evel ma ra ar chas. Pa velaz tud ar vro an dra-ze e teujont oll d’he gaout ha da bedi anez-han d’ho dizamma dioc’h an diou voalenn a gastize hag a c’hlac’hare anez-ho : ar bleizi hag a c’hazarc’h. Fransez a lavaraz dez-ho : « Evit henor ha gloar Doue oll c’halloudek, me ro d’eoc’h va ger e teuio mestr an env hag an douar da denna divarnhoc’h an diou voalenn ho klaz, hag e teuio douar ho pro da rei eost ar guella, e pep tra, mar kirit kredi ac’hanounn ha kaout truez ouz hoc’h eneou en eur ober konfesionou mad, ha pinijennou evel ma z’eo dleet evit pec’hejou ker braz. Mez disklerria a ran d’eoc’h ive, mar teuit da veza dianaoudek, mar kouezit enn ho pec’hejou koz, Doue, droug enn-han, a zigaso eun hanter muioc’h a vleizi da voasta ho pro, hag a lakaio ar c’hazarc’h da goueza aliesoc’h var hoc’h eost pa vezo o vont da zarevi. »

Epad me chommet tud Gresio, eme St Bonavantur, sentuz ouz aliou ar Zant, bleiz ebed n’en euz great drouk d’ho anevaled, hag ar barrou arne a droe divar ho douar evit kas ar c’hazarc’h da goueza enn eun tu-all bennag.

Sant Bonavantur, nevez-ganet e Bagnara, klan da vervel, a oue pareet ha badezet gand St Fransez. Deuet enn oad e z’eaz e Urz ar Breudeur-bian. Skriva en euz great histor ar Zant en d’oa her pareet ha badezet, ha lakeat eo e renk Doktoret an Iliz.

Eun dervez edo Fransez o vont da gear Perouz p’en en gavaz gant-han var an hent eur paour, ruz glaou he zaoulagad gand an droug a ioa enn-han.

— Breur, emez-han, perag euz kementse a zroug enn oc’h ?

Ar paour en em lakeaz da leusker a bep seurt mallochou var he vestr en d’oa laeret, a lavare, kement tra en d’oa.

— Breur, eme adarre ar Zant, red eo d’eoc’h pardouni d’ho mestr pe e kolloc’h hoc’h ene gand ho madou, ar pez a zo goasoc’h.

— Nann, nann, eme egile, ne bardounign biken anez-han, ma ne ro ket dign ar pez en deuz laeret divar va c’houst.

Neuze Fransez, gand eur vouez douz evel mouez an eal, a lavaraz :

— Sellit, setu aze va mantell ; me he ro d’eoc’h n’emeuz nemed an dra-ze, anez em biche roet c’hoaz d’eoc’h. Pedi a ran ac’hanoc’h enn hano Doue da bardouni d’ho mestr.

Ker buan e lammaz he vantell divar he ziouskoaz hag he roaz d’ar paour. Heman a gemeraz ar vantell en eur blega he benn. Ker buan all ive e oue guelet daelou puill o koueza euz he zaoulagad : pardonnet en d’oa d’he vestr.

Setu aman pegenn dister ec’h en em lakea, en hag a rea burzudou ker braz.

Eun dervez edo oc’h ober eur veach hir gand ar Breur Leonard, a ioa eveld’han euz a gear Asiz. An den Doue, torret he gorf gand al labour hag ar skuisder, a ioa savet var an azen a ioa gant-ho. Ar Breur Leonard, skuiz kenan ive a iea d’he heul var he droad. An Drouk Spered a c’houezaz eur sonj fall enn he galoun. Lavaret a rea out-han he unan en eur zonjal e Fransez : « Eun tamm mad a gemm a ioa, e kear Asiz, etre tud heman a ha va re-me ; hag herrio eman var loan ha me a rank bale. » A veac’h m’oa eat ar zonj fall-ze e kaloun ar Breur Leonard, m’oue guelet Fransez o tiskenn divar he azen en eur lavaret : « Ne ket deread di-me, va breur, mont var loan. ha lezer ac’hanoc’houi da vale, rak, er bed, oac’h noploc’h ha pinvidikoc’h evidom-me. » Ar Breur Leonard, mantret ha mezek o velet e gouie ar Zant pe seurt sonja ioa enn he galoun, en em strinkaz en eur voucla d’he dreid. Anzao a reaz ar zonj fall en d’oa bet, ha gant choa e oue pardounet.

Fransez a ioa rust evit-han he-unan, mez mad kenan oa evit he nesa. Eun nosvez eur relijiuz iaouank, dinerzet gand he iunniou, en em lakeaz d’en em glemm en eur lavaret : « Mervel a ran gand an naoun. » Ar Zant her c’hlevaz. Ker buan e savaz, hag e lavaraz lakaat eun tamm boued var an daol. Evit miret n’en diche mez ar relijiuz iaouank ec’h azezaz var ar skaoun enn he gichenn. Gervel a reaz zoken ar relijiuzed all da zont da zibri gant-ho. Goude m’oa achuet ar pred, e lavaraz : « Va breudeur, hen disklerria a ran d’eoc’h e guirionez, pep hini a dle ober dioc’h he nerz : lod a zo hag a rank kaout kals, ha lod all nebeutoc’h. Diouallomp da zibri re, an dra-ze a zo noazuz d’an ene ha d’ar c’horf : diouallomp ive da zibri re nebeut, rak Doue, ma lavar d’eomp ober pinijenn, ne c’houlenn ket e varfemp gand an naoun. Va breudeur, dre garantez evit hor breur hon euz debret gant-han, ne ket dre c’hoantegez na a dre izoum oa. »

Setu aman eun dra all hag a ziskouez d’eoc’h pegenn izinuz oa Fransez evit diskouez, e garantez e kenver he vreudeur. Doue a zisklerriaz dez-han eur veach oa eur breur klan hag en d’oa eur c’hoant vraz da gaout rezin, mez ne grede ket goulenn. Fransez a ieaz d’he gaout var digarez goulenn kelou euz he iec’hed. Goude beza komzet out-han er pennad, e lavaraz :

— Va breur, gouzout a ran oc’h klan eur pennad-so. Me gaf dign e rafe vad d’eoc’h kemeret eun tamm an ear. Mar kirit, ez’aimp hon daou da bourmenn er meaz euz ar gouent, dre ar guinojennou, e kreiz an douarou. Ear ar parkeier ha c’houez ar bokedou a raio ar brasa mad d’eoc’h, a gredan.

Ar breur klan ne c’houlenne ket a vell.

Mont a reant ho daou dre an hent en eur bedi hag o komz euz a Zoue. Enn eun taol, Fransez a jommaz a za.

— Sellit-ta va breur, marteze oc’h eun tammik skuiz. Mar kirit ez’aimp da ehana aman, er park-man, e disheol delliou ar vinienn a velit aze.

— Eomp-ta, eme ar breur klan ; eun tammik ehan ne raio ket a zroug dign.

Setu an daou relijiuz er park.

—Sellit-ta, va breur, eme Fransez, setu aman eur blokad rezin hag en euz an ear da veza mad avad. Perc’henn ar park-man a zo unan euz hor mignouned ; bemdez e tigas he aluzenn d’eomp. Ne d’aio ket a zroug enn-han o velet ac’hanomp o kemeret bep a vlokad.

Ha ker buan ar Zant distaga unan, hag en em lakaat da zibri. Ar breur klan a zelle out-han, mez ne grede ket kemeret.

— Ac’hanta, va breur, eme Fransez, ha c’houi, ha ne gemerfot ket ? Me a ia da gutuill eur blokad d’eoc’h ive.

Ha ker buan e tistagaz an darea blokad a ioa er vinienn evit her rei d’ar breur klan. Hag heman da zibaba dioc’h ar blokad, a bini da hini, an eil rezinenn varlec’h eben. Fransez a zebre ive dioc’h he du, hag en eur zellet ouc’h he vreur :

— Han ! Ha ne ket mad ar rezin ?

— Eo mad tre. Dare brao int ive zokenn.

— Mad, debromp-ta, va breur, ar pez a raio vad d’eomp, ha trugarekaomp Doue da veza lakeat rezin dare var hon hent.

Ha braoc’h e c’helle ar Zant diskouez he garantez evit he vreur klan, ep ober an disterra mez dez-han ?

Eun histor all c’hoaz, evit diskouez d’eoc’h pegement a garantez en d’oa Fransez evit he vreudeur.

Eur breur, han vet Riger, ha lakeat abaoue he varo e renk ar Zent, a veze goall daget gand an Drouk-Speret. N’en d’oa tamm ehan ebed : nos-deiz an diaoul a vroude anez-han e pep giz : a bep seurt sonjou fall a zigase enn he spered. Pa bede e kave dez-han klevet he ziouskouarn o voudinella gant ar c’homzou-man : « Paour keaz Riger, ne dal ket ar boan did pedi ; daonet out koulskoude, me a zo krog enn-out. »

Ar breur paour, dizec’het he galoun, ha skuiz oc’h enebi ouz an diaoul, a lavaraz eun dervez : « Me a ielo da gaout va zad, Fransez. Ma vezan digemeret mad gant-han, an dra-ze a ziskouezo e vezo Doue trugarezuz emm c’hever, hag e kar ac’hanoun c’hoaz ; ma vezan digemeret fall e vezo eur merk evid-ounn ounn dilezet gand Doue ha daonet evit eur jamez. » Ker buan great ha lavaret ; hag en var eeun da Asiz.

D’ar mareou-ze Fransez a ioa e palez Eskop Asiz, klan gand he glenved diveza. Doue a zisklerriaz dez-han e pe stad edo ar Breur Riger, ha perag e teue d’her c’haout. Dioc’htu e c’halvaz ar Breur Mase hag ar Breur Leon. « It, emez-han, da ziambrouk ar Breur Riger a zo erru d’am guelet. Roit dez-han daou bok euz va ferz : komzit out-han gand ar brasa douzder : lavarit dez-han her c’haran emm c’haloun dreist an oll vreudeur a zo skuillet dre ar bed. »

Leon ha Mase a ieaz raktal enn hent. Ober a rejont kement tra en d’oa gourc’hemennet ar Zant dez-ho. Ha Riger, krenveat enn he feiz, a oue kerkent karget he galoun a levenez. P’en em gavaz el leac’h m’edo Fransez astennet var he vele a boan, heman a zavaz, evit-han da veza beac’h dez-han chomm enn he za ; mont a reaz d’her c’haout, taoler a reaz he ziouvreac’h enn dro d’he c’houzouk, en eur lavaret dez-han : « Va map ker, choa braz em euz ouzoc’h : euz an oll vreudeur a zo er bed, c’houi eo a garan ar muia. » Goudeze e reaz sin ar groaz var he dal, hag en eur boket d’al leac’h m’en d’oa great sin ar groaz e lavaraz : « An Drouk-Spered a zo pell-zo o taga ac’hanoc’h, oc’h alia ac’hanoc’h da vont var an hent fall ha da goll fizianz e Doue. Evit mad ho silvidigez eo c’hoarvezet kementse. Mez pa z’eo guir oc’h euz re a boan oc’h harpa ouz ar brezel a ra d’eoc’h an Drouk-Spered, hivizikenn ne deuio mui da daga ac’hanoc’h, na da ober poan ebed d’eoc’h. » Hag, e guirionez, abaoue an dervez-se, Riger ne oue mui lakeat nec’het gand ardou an diaoul, hag herrio, evel em euz her lavaret d’eoc’h, eman lakeate renk ar Zent.

Araok breman em euz lavaret ha diskouezet d’eoc’h pegement e karie Fransez an anevaled, dreist oll an denved. Setu aman eun tammik histor all var an dra-ze.

Pa veze Fransez o veaji dre an hent, an denved a veze er parkeier a lamme er meaz hag a deue d’her c’haout, da lipat he zaquarn gand ho zeod, d’en em frota out-han ha da vlejal pa z’ea diout-ho.

Eun dervez e velaz, o peuri enn eur foennok, eun danvad e mesk eur vandenn vouc’hed. Glac’haret oll e oue o velet kementse Distrei. a reaz ouz ar breudeur a ioa gant-han en eur lavaret dez-ho : « Evelse edo gueach all Hor Zalver e touez ar Juzevien, red eo tenna an danvad paour alese. Mont a rejont oll da varc’hata an danvad, great e oue ar priz ; mez, pa oue red paea, den n’en doa guennek enn he c’hodell ; n’o d’oa oll nemed ho mantellou ! Setu int-hi goall-glac’haret. Eur marc’hadour a ioa o tremen dre eno en d’eoue truez out-ho, hag a baeaz an danvad. Heman a ieaz raktal da heul ar Zant evel pa viche bet desket an dra-ze dez-han. Mez allaz ! Fransez n’oa ket evit kas ar paour keaz penn-danvad gant-han e kement leac’h ma z’ea, hag a rankaz he lezer enn eur gouent Leanezed paour. Ar re-man he zalc’haz betek he varo, ha, gand he c’hloan, e rejont eur zae d’ar Zant.

Eun histor all c’hoaz araok achui. Eun dervez edont adarre enn hent, ar Breur Leon hag ar Zant. Edont o vont da zibri ho lein enn disheol azindan eur vezenn, enn eur c’hoat, pa glefchont eun eostik o kana. Kaloun ar Zant a dridaz enn he greiz.

— Selaouit-ta, Breur Leon, emez-han, an eostik o kana meuleudiou da Zoue ; red eo d’eoc’h diskana out-han.

— Tad keaz, eme Leon, gouzout a rit ne ouzounn ket kana, rak faoz eo va mouez.

— Neuze-ta, eme Fransez, me a ranko hen ober.

Hag ar Zant, ep mez ebed, evel eun den diskiant, pe, evit lavaret guell, evel eur c’hraouadurik, da ziskana ouz an eostik. Adalek poent lein betek an noz e chomchont ho daou evel-se, pep-hini d’he dro, an eostik da fringoli ha Fransez da ziskana out-han en eur gana kantikou da Zoue. Fransez a rankaz abarz ar fin anzao e kane an eostik braoc’h evit-han hag oa treac’h dez-han. Her gervel a reaz neuze da zont d’her c’haout. An eostik ha zentaz raktal hag a deuaz da ziskenn var he zourn. Ar Zant en em lakeaz da floura he benn dez-han en eur lavaret e kane braoc’h evit-han meuleudiou d’an A. Doue. Goudeze e roaz da zibri dez-han euz an tamm bara a ioa gant-han, hag e lavaraz dez-han mont kuit. Mez an eostik ne rea van evit her c’hlevet, ken a deuaz Fransez da rei dez-han he vennoz. Breman avad, kerkent ha ma lavaraz Fransez dez-han mont adarre da gana dre ar c’hoajou madelez Doue e kenver he graouadurien, e nijaz kuit en eur richounat.

Ha ne ket mall d’eomp distrei da histor Hor Zant ? Her lezet hon euz, evel a ouzoc’h, o prezek dre vro ar Romagn hag an Ombri, er bloaz 1223. D’ar 24 a viz kerzu, derc’hent gouel Nedelek, e teuaz da zelaou Ofern an hanter-noz da eur gouent a ioa e kreiz koat Gresio. Kement tra vrao a ioa er gouent a oue lakeat er meaz. An oll vreudeur, enn dro d’ar Zant, a ganaz an Ofisou ker brao ha ker brao m’oa eun dudi ho c’hlevet. An traou-ze a blijaz kement d’ar mabik Jesuz, ma teuaz d’en em ziskouez da Fransez, ha da garga he galoun a levenez.

Enn dervesiou kenta a viz genver euz ar bloaz 1224 ec’h en em gavaz e kouent Asiz evit guelet he vreudeur ; mez ne zaleaz ket eno, n’oa ket evit chomm ep labourat Setu perag ez’ eaz adarre enn hent, evit-han da veza torret he gorf hag uzet he iec’hed gand he labourou hag he binijennou Mont a reaz dre ar c’herriou, dre ar parresiou divar ar meaz, dre greiz ar c’hoajou ; ha dre ma z’ea ne ehane da brezek d’an oll karet Doue, kofez ho fec’hejou hag ober pinijenn anez-ho.

Da viz eost e teuaz d’ar gouent a ioa savet evit-han var menez Alvern gand an den pinvidik Orlando. Deuet oa di evit en em lakaat e stad da ober gouel St Mikeal guella ma c’hellche. Enn arc’hel-man en d’oa eur fizianz vraz ; her c’hemeret en d’oa evit patroum he Urz dirag Doue : bep bloaz e rea enn henor dez-han unan euz an nao goraiz a rea.