Buez ann Duk a Vourdel Herri V/1872/Ann Duk a Vourdel e Rom.

◄   Beachou ann Duk a Vourdel. Ann Duk a Vourdel e Rom. Gwall lamm ann Duk a Vourdel.   ►


XII.


ANN DUK A VOURDEL E ROM.


(1839)


Leveromp brema eur ger bennak var ar veach a reaz ann Duk a Vourdel e Rom, e divez ar bloaz 1839. Tri abek dreist ar re all en devoa ar Prins da ober ar veach-se. Fellout a reé d’ezhan diskouez ne oa dindan beli gouarnamant ebed, evit-han da veza harluet euz he vro, ha penaoz netra na virje out-han da vont ha da zont dre ar bed, pa vije eur gounid bennak da ober evit he enor hag he zeskadurez. — Fellout a ree d’ezhan gwelout hon Tad Santel ar Pab, hag ar burzudou a bep seurt a bere eo karget ar ger a Rom. — Fellout a ree d’ezhan dreist holl en em ziskouez d’ar bed evit ar pez ma oa, hag e Rom e kavje bepred eun niver braz a dud gwisiek, a beb oad hag a beb stad, ken euz a Frans ken euz ar broiou all, gwestl e pep fesoun d’he studia ha da lavarout petra oa. Mall a oa gant-han ober ar veach-se, rak he enebourien, hag he gerent zo ken ann Orleaned pa eo ret ho henvel, na ehanent da hada gwall vrud divar he goust. He zeskadurez, eme-z-ho, a oa manket enn holl d’ann holl ; ann dud a ioa bet en dro d’ezhan n’ho devoa karget he benn nemet a venosiou balc’h hag amzere ; ne hunvree nemet renadur absolut, hag ann dud var bere e tlie ren eun devez, ne oant dirak he zaoulagad nemet sklaved displet, great evit dougen ar ieo ha plega d’he volontez. Houn-nez a oa, var ho lavar, ann deskadurez roet d’ar Prins gand ann Eskop a Hermopolis ann aotrou Fraissinous. Oc’hpenn-ze, oc’h ho c’hlevout, ann Duk a Vourdel a ioa eun den iaouank klanvuz, eur Prins bervelet. — Ret e oa eta da Herri mont da Rom, ha mont a reaz. Hogen na eaz ket hep poan nag enebiez.

Kalz a dalie da c’houarnamant Frans kretaat ha kenderc’hel, ar gwall-vrud-se var ann Duk a Vourdel. Pedi a reaz eta impalaër ann Aotrich da zerc’hel strisoc’h var ar Prins iaouank, ha da virout na ’z ache er meaz euz he stadou. Gand eur pennad dievested, eme kannad Bro-C’hall, ann Duk a Vourdel a helfe enn em deurel e Frans, ha beza kiriek da galz a reusiou. Ann digarez-se a oe roet, mes ar wirionez a oa, e rea poan galoun d’ann dud a rene e Paris klevout komz euz a valeadennou ann Duk a Vourdel, hag euz ar stad a reat anezhan e pep leac’h. Gwelout a reant o vont e dismantr ar gwall-vrud ho devoa hadet, hag he felle d’ezho mirout da vihana n’en em ziskouezje ar Prins dirak daoulagad he gen-vroiz er gear a Rom. Ann impalaer a anaie mad awalc’h digareziou ha menosiou kuzet gouarnamant Bro C’hall, hag evel ma kave he vad o kenderc’hel ar peoc’h etre ann diou vro, e roaz he c’her na lezje ket ann duk a Vourdel da vont er meaz euz he stadou ; hag ann Aotrou Meternik, ministr ann impalaer a reuzaz tremenhent d’ar prins iaouank da vont d’ann Itali.

Euz eur pers all, ann Duk hag ann Dukez a Angoulem na welent ket gant re a blijadur ho niz o vont keid all hep aotreadur an Impalaer ; o veza ma oant kred ha gward evit-han, ho devoa aoun na vije c’hoarvezet eur wall dro bennak gant-han, koulskoude evel ma welent en devoa Herri kals da c’hounit oc’h ober ar veach-se, e rojont d’ezhan ho grat-vad. Kredi a reant e gweled ho c’haloun ne vije ket eat, pa na felle ket d’ann Impalaer. Tud ar c’houarnamant ivez a grede ne vije ket eat, pa na felle ket d’he dud, ha na daoljont ket evez braz var-n-ezhan. Herri a welaz eun hent digor e kreiz etre ann diou fisians-se, hag a dremenaz eeun-hag-eeun dre-z-han. Ret a oa dispak buan ha beachi prim, ar pez a oe great. Kemer a reaz gant-han eur mevel hep ken hag ann Duk a Levis. En em rei a reaz evit niz ann Duk a Levis, he baperiou hent a oe roet d’ezhan var ann hano-ze, ha d’ann eiz war-nugent a viz here 1839 e tigouezjont er gear a Rom.

Eun dro ken hardis ha ken ijinus a ra enor da spered Herri, hag a ziskouez e oar mad kas eun dra da benn, pa ve ar gwir hag al lealded enn tu gant-han. Ann dervez ma tigouezaz ann Duk a Vourdel e Rom, ann Duk a Levis a skrivaz d’ar c’hardinal Lambruschini, ministr braz ar Pab, evit rei d’hezhan da anaout edo ar Prins e kear. Ar ministr karget neuze a gefridiou, o welout eul lizer skrivet e Rom, hel lekeaz a gostez hep he zigeri dioc’h-tu. Den ebed na oa e gortoz gwelout ann Duk a Vourdel e Rom. Ar c’hardinal Lambruschini en devoa memes lavaret a gren da gannad Bro-C’hall ne vije ket deuet ar Prins d’ann Itali. Hag ar c’hannad, pehini a oa neuze ann aotrou Latour-Maubourg, en devoa en em hastet da gas ar c’helou mad-se d’he c’houarnamant. Evel-se epad ma errue ar Prins e kear-benn ar gristeniez, eur rumm dud en em laouenee e kear-benn he vro, en eur lavarout ann eil d’egile : Ne d-ai ket, ned-ai ket. Hag ann aotrou Guizot en em vugade dirak kampr ar gannadet o lavarout : « Gwelit petra omp, mab bihan Loeiz XIV na hell ket ober eur gammed dre ann Europa pa gomzomp. »

Koulskoude ar vrud a ie dre Rom e oa ann Duk e kear. Eun den o veza eat da welout ar c’hardinal Lambruschini, a lavaraz d’ezhan : « Ac-han-ta, chetu ann Duk a Vourdel enn hor c’hreiz. » Ar c’hardinal o vousc’hoarzin, a respountaz : « Eun all a gemerit evit-han, kredit mad penaoz ann Duk a Vourdel a zo hirio enn deiz sioul ha dibreder enn Alamagn e kichen he dud meurbed enoret. Mes, eme egile, hel lavarout a rann d’e-hoc’h e pep gwirionez, ema ann Duk e Rom, n’em euz ket hep ken he welet, mes komzet am euz gant-han ha great am euz va lez d’ezhan. »

Piou a oe souezet nemet ar c’hardinal ? Gervel a reaz dioc’h-tu mestr braz ar reiz. Klask a reaz etouez he baperiou al lizer a ioa roet d’ezhan tri dervez a oa, hag e lennaz ebars ar c’homzou-ma : « Rei a rann d’ehoc’h da c’houzout eo digouezet ann Duk a Vourdel e Rom. Evit kas he studiou da benn, e fell d’ezhan gwelout kement ker vraz e deuz eun hano kaer var histor ar bed, hag ar ger a Rom na helle ket choum hep beza studiet gant-han. He spered hag he galoun hen tenne etrezek enn-hi, dre’n abek d’ann arouesiou kaer (monuments) a bere eo karget, dre ’n abek d’ann enor e deuz da veza hirio evel gwechall ar genta kear euz ar bed, hirio dre he skianchou ha dre he feiz, gwechall dre he galloud hag he brezeliou. Goude holl ar Prins na fell d’ezhan beza kemeret nemet evit eur beachour, ne c’houlenn netra digant ar ger a Rom nemet ar pez a ro bemdez ar ger a Rom d’ar beachourien all, frankiz ha surentez. »

Eun donedigez evel hou-ma, ha c’hoarvezet enn eun taol, a rouestlaz eun tammik gouarnamant ar Pab. He vinistr ne ouie ket re petra da ober. Hag epad ma choume evel var var, ann Duk a Vourdel a iee bepred araok, fermi a reaz eur pales evit tri-miz, evit ma vije diesoc’h d’ar c’houarnamant he alia da vont kuit.


————

E keid-se, kannad ar Pales roeal, [1] o klevout edo ann duk a Vourdel e Rom, a gredaz e oa great goab anezhan, hag a bignaz var he gezek-braz. Ret e oa d’ezhan skriva d’e c’houarnamant ann enep kaer d’ar pez en devoa kemennet d’ezhan eun devez bennag a-raok. Hag evit eun den huel-savet, neket eun dra eaz anzao ez oar bet trec’het, goude beza great kana Te Deum ar gounid. Daoust da ze en em denna a reaz evel ma hellaz, enn eur ober fors trouz ha gourdrouz. Enn he lizer da vinistred ar Pales roeal, e lavare hag e aslavare a zevri, penaoz ann Duk a Vourdel, o tont da Rom hep tremen-hent, en devoa great eur follentez a zen iaouank ha netra ken, eur gwir achapaden euz a behini en divije keuz, ha pehini a droje evit he zizenor ; hag en em garga a ree da lakaat he gas kuit euz a Rom, ma rea kement-se plijadur d’ar Palez roeal. Ministred ar Pales roeal, ato prest, evel ma ouzor, da vont var arbenn ann taoliou kaer, a skrivaz d’ar c’hannad en devoa da c’houlenn ha da ober ma vije boutet ann Duk a Vourdel er meaz. Ar c’hannad a reaz he gefridi ; mes Rom na venne ket evel-d-han. Ar c’hannad a lekeaz gourdrouzou var benn he c’houlenn, hag ann traou a droaz tu. Ne oa mui hano euz a eun digemer fall pe vad, great pe reuzet d’ann Duk a Vourdel, enor ar gear a Rom eo a oa da zifenn. Rogoni gouarnamant Bro C’hall hag hini he gannad a c’hlazaz ann holl. Ar Pap a reuzaz a grenn ober ar pez a c’houlenne ar Pales roeal, hag a respontaz d’he gannad evel-henn : « Rom a zo eul leac’h a zigemer mad evit ann oll brinsed harluet euz ho bro. Ar gear e deuz bet roet minic’hi d’ann Duk a Orleann he unan, pa oa gwall gas var he lerc’h, na zarro ket he doriou ouz mab bihan Charles X. » Evit diskouez splannoc’h ar boan a reaz d’ezhan eur goulenn ken disleal, ha great gant fesouniou ken diorbit, ann Tad Santel a ziskleriaz anezhan he-unan, hep beza bet na pedet nak aliet gant den, e vije digemeret ann Duk a Vourdel gant ann enoriou dleet d’he renk. Er c’hiz-se kabined ar pales roeal n’en devoa netra euz ar pez a c’houlenne, hag ann Duk a Vourdel en devoe ar pez ne c’houlenne ket.

D’ann dri var-n-ugent a viz du, e oe digemeret ann Duk a Vourdel, evit ar weach genta, gand hon Tad Santel ar Pab. Gouelet ho pije, mar vijac’h bet eno var al leac’h ; Gregor XVI na hellaz ket derc’hel var he deneredigez ; karout a reaz ar prins iaouank kerkent ha ma her gwelaz, hag he zourn benniget en em astennaz enn eur grena var he benn, da rei d’ezhan he vennoz ar binvidika. Kaera tra da welout gant daoulagad ar feiz ! Eun den iouank a naountek vloaz, mab bihan da gel-lies a Roue, daoulinet dirak eur manac’h koz ha dister, ha dianaf d’ar bed araok ma pignaz var gador Sant Per. Al lean deol-ze, pehini epad he vuez hir, en devoa great ken alies he brederen a galoun var ar c’homzou-ma euz a skritur sakr : Avel avelou, hag avel eo pep tra ! A wele dirag he zaoulagad eur gentel veo var ar wirionez-se, mab bihan Loeiz XIV, heritour rouaned Bro-C’hall, hep tan na mann, deuet da c’houlenn lojeiz evit eun dervez bennak, dindan porchedou Rom hanter-zismantret.

Euz he gostez, ann Duk a Vourdel a oa reustlet holl, o welout kement a garantez enn he genver euz a berz Vikel Jezuz-krist var ann douar. Biskoaz ne oe ken abafet na ken berr enn he gomziou. — Epad ma edo ar prins e Rom, hon Tad Santel evit lavarout mad na denne mui divar-n-ezhan nag he galoun nag he lagad. He holl dud e karg ho devoa urz da ober d’ar prins enor ha digemer mad e pep fesoun hag he pep leac’h. Da c’houel ann oll zent ha da c’houel ann anaoun, Herri a glevaz ann offisou e iliz vraz Sant Per enn eul litrin a enor miret hep ken d’ar pennou kurunet. Eun offisour hanvet gant ar Pab evit-se, a oa karget da vont da glask ar Prins d’he bales, ha d’he ambrouga d’ar ger. — Ha pa bignaz ar Prins var volz-vraz iliz Sant Per, huella pez labour a zo e Rom, he hano a oe skrivet eno var eun daolen marbr, ar pez na vez great nemet e kenver ar brinsed a c’hoad roeal. Da c’houel Sant-Charles, Herri a glevaz c’hoaz ann offeren enn eul litrin a enor da behini e oe kaset, evel bepred, dre urz ar Pab. Ha dre unan euz ann taoliou chanz-ze pere a sko sperejou ann holl, var al litrin-ze e oa skrivet ar c’homzou-ma euz ar Skritur Sakr ! In tempore iracundiæ factus est reconciliatio. Ar pez a zo :

E amzer ar vuaneghez,
Hen zo bet ann unvaniez.

Ne oa ket awalc’h d’ann Duk a Vourdel arruout e Rom, ret e oa d’ezhan kas da benn ar pez e oa deuet d’a ober di ; en em ziskouez d’ar bed, ha dismantr ar vrud a zistervez a glaske enebourien he di rei da gredi enn he enep. Dre c’hras Doue, mont a reaz gant han pep tra evit ar gwella. Ar wenn huel a behini e tiskenne, gwalleuriou he dud hag he walleuriou he-unan a rea c’hoant d’ann holl d’he welout, d’he glevout, d’he studia. Ann holl a glaske lenn var he dal ar pez en devoa sonj Doue da ober gant-han. Evel-se kentiz ha ma tigoraz ar Prins e zaliou da zigemeret ann dud, kement a ioa a vras er gear a Rom, ken romaned ken diavezidi, a vodennaz enn he balez, epad ma choume ti ar c’hannad goullo ha didrouz. Doareou ann Duk, ken a gorf ken a spered a blije d’ann oll ; kement hini her gwele her c’hare. Hag ar re ho devoe ann eur da gaozeal gant-han pa vije he-uuan, na ehanent da veuli ar furnez euz he responchou, he wisiegez var bep tra, hag he venosiou frank e feat gouarnamant. Roue dre c’hoad, gwiriou dre gannad ; pep den hevelep dirak ar roue, evel dirak Doue ; Frankiz evit pep mad ; chetu ar zonjou a bere eo leun he galoun hag he spered.

Ne oa ket diez he gavout nag he welout, pa eo gwir e valee bemdez dre Rom, ha var droad hag e kar, mont a ree da welout ann holl izignou hag ann holl labouradegou brudet, hep goulenn morse pe seurt sperejou tud a vije enn ho fenn. Eun dervez ma ’z ea da welout labouradek eul liver brudet, e oe lavaret d’ezhan ; Eur republican euz ar re genta a gafot aze. « Petra ’ra ann dra-ze, eme ar prins, Gall eo, ijin en deuz, en em glevout a raimp. »

Ann huella tiegesiou euz a Rom a oa kendamouez etre-z-ho, da ober lid ha digemer d’ann Duk a Vourdel. Kerent Bonapart na oent ket ar re ziveza, hag eun niz d’ezhan a bedaz zo ken ann Duk da zont da choum d’he bales. Enn nosvesiou hag er bankejou-ze, roet enn enor d’ann Duk a Vourdel, en em gave ato ar pez a oa a uhella e Rom, ken euz a gear ken euz ar broiou a ziaveaz, hag ar re-ma a gase gant-ho d’ho bro ann testeniou ar re gaera divar he goust. Evel-se hirio enn deiz, daoust da be rouantelez euz ann Europa ez afac’h, ne glefot nemet eur vouez var ann Duk a Vourdel : « Bourbon eo, ha gwestl eo da zougenn he hano. »

Mar talie kalz d’ann Duk a Vourdel en em ziskouez d’ar gear a Rom, ha plijout d’ar beachourien gwiziek a ioa eno euz a bep bro, anaoudeghez en devoa da ober gant tud all, ha d’ar re-ma dreist pep tra e felle d’ezhan plijout. Kentiz ha ma oe digouezet e Rom, en devoa roet da c’houzout e Frans en divije gwelet gant plijadur he vignouned a Vro-C’hall o tont d’he gavout ar muia ar gwella. He c’halvaden a oe klevet, hag hep dale e tigouezaz stank-ha-stank e Rom, ar Fransizien ar re huella. Ar c’houarnamant evel ato a glaskaz bihanaat herder ar beachourien birvidik-se, dre gant tregas a berz tud ar reiz-vro ; hogen ne c’hounezaz netra. Keariou a bez, evel Marseilla, a gasaz kannadureziou d’ar Prins. Marseilla a zavaz he hini gant tud euz a bep stad : Tud a skiant, tud a vrezel, tud a varc’had, tud a vicher. Ar gannadurez-ma eo a reaz ar muia a blijadur d’ar Prins. Hi digemerout a reaz gant eun dereadeghez ar vrasa. Ha ma tiskouezaz ober mui a stad ouz eur re bennak, e oa euz ar varc’hadourien hag euz ann dud a vicher. Poueza a rea enn he galoun ar boan ho doa bet, ann dispignou ho doa great enn eur veach ken hir, hag he anaoudegez vad enn ho c’henver a ieaz beteg ann daelou. Ann demezell de Faveau, maouez a spered mar boe nikun, o veza var al leac’h pa zeuaz ann dud vad-se dirak ar Prins, na hellaz ket mirout da grial enn he estlamm : « Oh Doue, kaera taol-arvest ! »

Da zeiz kenta ar bloaz, 1840, e oe kountet e pales ar Prins oc’h penn daou c’hant a Fransizien. O veza ma choumaz ar prenestrou re bell hep beza digoret, meur a itroun en em gavaz klanv gand ar c’hôr a zave etouez kement a dud. Herri o welout-se, a lavaraz eun eur vous-c’hoarzin. « Lod en em glemm hag a lavar n’ho deuz ket ear awalc’h, evid-oun-me, biskoaz n’em euz tennet va alan easoc’h eget na rann ama ; ann dud-ma, o tont euz a Frans, ho deuz digaset d’in ear euz va bro, biskoaz na lammaz va c’haloun em c’hreiz ker brao. »

Mar boe fouge gant ann dud a ziaveaz bro beza gwelet ha klevet ann Duk a Vourdel, ar Fransizien a oa c’hoaz eurusoc’h. Digouezout a reant e Rom eun tammik melkoniet, aoun ho devoa n’ho divije ket kavet var dal ann den iaouank ann esperans kaer ho devoa gwelet enn he vous-c’hoarz a grouadur. Hogen pa weljont splannoc’h eget biskoaz donezonou Doue var-n-ezhan, ho levenez a oe bar. Distrei a rejont d’ar gear, laouen ha kountant, ha mall gant-ho diskleria d’ho c’henvroiz ar pez ho devoa gwelet ha klevet.

Neuze ann aotrou Frayssinous a skrivaz ar c’homzou-ma d’he skolaer roeal : « Ann holl draou a glevann lavarout ac’hanoc’h a ra d’am c’haloun eur blijadur vraz. Karet e viot mar bezit Roue ; keuz a vezo d’e-hoc’h, ma na vezit ket. »


————


D’ann eiz a viz kenver ann Duk a Vourdel a guitaaz Rom evit eun dervez bennak, evit mont bete Napl, da welout he eontr, breur he vamm, Roue ann diou Sisilia. Eur pales kaer a oe aozet evit-han eno, hag eun digemer skeduz a oe great d’ezhan. Eur c’houard var gezek a ieaz var he arbenn eur pennadik er meaz a gear ; kear a oe goulaouet epad ann noz, hobadennou muzik a oe great, hag antronoz e oe roet eun arvest roeal e sal vraz Sant-Charles. Ebarz letrin ar Roue, e touez eur maread a brinsed goloet a aour hag a ziamanchou, eun den iaouank, gwisket e glaz-pers, egiz ann dudchentil e Frans, a denne var-n-ezhan daoulagad ann holl ; ann Duk a Vourdel e oa.

Kalz a Fransizien a ieaz da heul ann Duk a Vourdel da Napl, evit diskoues pegement her c’harent, ha pegement a fouge ho devoa gant-han. Ar Prins a veve e Napl evel e Rom. Al loden vihana euz he amzer a roe da dud al Lez ha d’ann dereadegez euz he stad, eul loden all d’ar Fransizien a zeue d’he welout, hag ann darn vrasa da welout ha da studia ar pez a helle kas araok he zeskadurez.

Eun diskouez-soudarded a oe great enn he enor, epad pehini en devoe eur blijadur dudiuz meurbed. Eur rejimant a welaz gwisket enn holl d’ann holl evel ma oa ar c’hward roeal e Paris. Herri en em lezaz eur pennad da gredi edo c’hoaz e kreiz ar c’hreunadourien gaer-ze evit pere en devoa, pa oa krouadur, eur pleg ker kalouniuz. Ar Prins a welaz, e Napl ha var dro, ar pez a wel ann holl veachourien all, Pompeia, Herkulanom, ha dislounk-tan ar Vezuv. O vonet da venez Vezuv, e oe gant-han eur varc’hekaden Fransizien iaouank, pere a choume eun tammik var he lerc’h dre enor hag azaouez. Herri, o welout se, a griaz d’ezho : « Araok, araok, aotrounez, e pep tu d’in e fell d’in ho kavout ! »

Antronoz e oe great eun dro vale var vor. Ann amzer a oa kaer ha seder, eur gwir zevez a Italia, pa en em glev ann env ann douar hag ar mor da rei plijadur da galoun mab-den. Ar vag skanv, he goueliou c’houezet gand eun ezenik klouar ha flour, a neuie etrezeg Iskia. Ann aotrou de Miramon a gane ker kaer soniou dous ha tener var garantez kaloun ann den evid he vamm-bro, ha var velkoni ann dud keiz koundaonet da veva pell diout-hi. Ann holl a ziskane d’he zon, ha lod a ouele. Ar gaoz a gouezaz goude var ar bariou amzer hag ar stourm vor a zav avechou enn eun taol var al leac’hiou-ze ; Unan bennak a lavaraz : « Ma c’hoarfe d’e-omp beza taolet var aochou ann Afrika, var zouar ann Aljeri, petra rafemp-ni ? — Petra rafemp-ni, eme Herri, en eur vousc’hoarzin ? Kemer bep a fuzill, mont d’ann Arabed, ober eur frot d’ezho, ha distrei d’hon lestr, goude beza goulennet digant ar zoudarded hor c’henvroiz ha kountant a oant ac’hanomp. »

D’ar seiz var-n-ugent a viz kenver, 1840, ann Duk a Vourdel a oa distro e Rom. Ar pab en devoa kaset eur c’hward a enor var he arbenn, daoust petra lavarje ar Pales-Roeal. Goude daou zevez fest, roet d’ezhan, unan gand ann aotrou Pastoret, hag egile gand ar Brinses Doria, e pehini e oe digemeret dre ar c’han gall a Herri Pevare, ar Prins a guitaaz Rom evit mad. Eun eil emwel en devoa bet digant ar Pab, ha choum a reaz eur pennad mad a amzer enn he gampr. Pa zeuaz er meaz, e touge var he zremm merkou hanad euz he estlamm hag euz he zoujanz. Ann den koz ha santel, pehini divar gador Sant Per, a ren var bed ann eneou, hag heritour iaouank ar rouaned-ze, hanvet gwechall mipien henan hor Mamm Zantel ann iliz, en em gavaz tenerreet ho daou oc’h en em welout eur weach c’hoaz dremm oc’h dremm ann eil gant egile. Vikel Jezuz Krist a zantaz enn he galoun eun deneredigez a dad evit ann den iaouank kaset kuit euz a rouantelez he dud, hag euz a behini ann amzer da zont a oa eur sekret, henvel euz al levriou-ze a bere e komz ar skritur, siellet euz a zeiz siel gant dourn ann Eal.

Eur varc’hegaden gaer a Fransizien a ieaz da ambroug ar Prins eur pennad mad euz a Rom. Ar c’himiad etre-z-ho a oe trist ha tavedek. Herri a waskaz ann dourn d’ezho holl, en eur lezel gant peb unan anezho eur skeudennik euz he balez e Rom ; ha var behini en devoa skrivet he-unan ar giriou-ma : Envor euz hor beach e Rom.

D’ann nao a viz c’houevrer, ann Duk a Vourdel a zigoueze e Florans. Ar gear-vamm-ze d’ar skianchou ha d’ann ijinou kaer, hen digemeraz gant bar-levenez. Eur c’hward a enor a ioa deuet var he arbenn, enn dro d’he garr e kerze var gezek ann huella tudchentil euz a gear, hag ar bobl enn he bez a zigarge var he hent evit he welout, he anaout, he garout. Diskenn a reaz enn eun ti annezet evit-han, hag e pehini en em gave dija eun ugent bennak a Fransizien. Pa glevaz ar Prins e oa Fransizien eno, e fellaz d’ezhan ho gwelout dioc’h-tu. Dont a rejont, ha digemerout a reaz anezho, he zillad c’hoaz goloet a boultren evel pa ziskennaz euz he garrons. Antronoz ann Duk a Doskan en em hastaz da genniga d’ezhan eur pales kaer. Herri a réuzaz, hag a lavaraz d’ezhan : « Drouk na vezet gan-e-hoc’h, Aotrou Duk, e choumfenn ama, ama emaounn e kreiz va c’henvroiz. »

Eun niver braz a Fransizien en em gavaz raktal e Florans, evel enn holl geariou e pere e tlie ann Duk tremen eun dervez bennak. Henvel a rinn daou anezho, anavezet mad gand ar vretouned, ar jeneral Jozef Kadoudal, ha Markiz Guebriand. Ann Duk a Vourdel a reaz e Florans ar pez a reaz e Rom ; gwelout ann traou a ioa da welout, ha plijout d’ann holl. Eno e kavaz labouradek vrudet ann Demezell de Faveau, vandeanez ker kalounek ha ma oa maouez a spered. He micher a oa kizella skeudennou pe portrejou e marbr ; ober a reaz hini ann Duk a Vourdel, hag oc’h he welout ho pije lavaret e oa buez enn-han. Ar Prins a ieaz ivez gand plijadur da welout labouradek eur c’hizelleur all hanvet Bertholoni. Hema a oa eur republikan koz. Digemer a reaz ar Prins gand ann esmaë ar vrasa, ha pa oa eat kuit, e lavaraz gand estlamm : « Me garje beza bet hirio em femp bloaz var-n-ugent, great am bije dre envor skeuden ann Duk, ha bet e vije Roue ar Rouaned. »

Euz a Florans ann Duk a Vourdel a dremenaz dre Bologn ha Ferrar, hag e peb leac’h e oe great d’ezhan ar memes enoriou. Ne zaleaz mui e neb leac’h, rak mall a oa gant-han gwelout pelloc’h he gerent meurbed karet. Erruout a reaz eta e Goritz iac’h ha laouen, o veza bet var dro pemp miz oc’h ober he veach.


————


  1. Ar palez roeal a oa ti Loeiz Felep, hag a zo lekeat ama eleac’h Loeiz Felep he-unan hag he vinistred.