Buez ann Duk a Vourdel Herri V/1872/Ar Vretouned e Weisbaden.


XX.


AR VRETOUNED E WEISBADEN.


A veac’h edo micherourien Paris er meaz a Weisbaden, ma tigoueze ar Vretouned. Pa iea kement a dud a bep korn a Franz da welout mab bihan hor rouaned, ar Vretouned na hellent ket choum er gear. Ar vrud ho deuz da veza bet a viskoaz feal d’ho Doue ha d’ho Roue.

Dre gement leac’h e tremenent, ann dud a zelle gant souez ha plijadur ouz hor goazed, bizachet kaer, mentet kré, hardis ha distak enn ho c’herz. Ho zokou ledan, ho ziletennou goloet a voutounou ha bordet a neud seiz, ho gourizou hag ho dilladou all pep hini hervez he garter, ho grea dishenvel ouz ar belerined all.

Kerkent ha ma oent arruet e Weisbaden, holl aked ar Prins a oe evesaat na vankje netra d’ezho. Ho gourc’hemennet en devoa evit-se da dudchentil ho bro a oa c’hoaz e kear ; mes difenn a reaz out-ho leuskel pa her gwelchent ho c’hriaden garet : Vive le Roi !

Enn ho fenn e oa eur gwenedad koz, eur pennad bleo hir ha gwenn va he chouk. Great en devoa eneb ar republik ar brezeliou-ze hanvet gant Napoleon I. brezeliou ar géanted. Ar C’hont a Chambord hen digasaz da leina ouz he daol. Azezet enn tu deou d’ar Prins, ar chouan koz a zivisk he dok, a lavar he venedicite evel pa vije er gear ; ha goude lein ann Agimus hep sellet petra ’ raje ar reall... Doue araok ato !

Eun devez ma tlie ar Prins ober eur bale, ar Vretouned en em lekeaz e diou renk etal dor he di, evit he zaludi pa bignche enn he garrons. Eur vouez euz a greiz ar foul o veza laosket ar griaden a garent kement, ar Vretouned na leverjont grik. « Ah ! aotrou, eme unan anezho da eun den a ioa a-dre he gein, ret eo e ve braz ar zentidigez gan-eomp, pa n’hor beuz ket respontet d’ar griaden-ze ker c’houek d’ar galoun. »

Eun Allamant souezet o sellet ouz dilladou espar bugale ann Arvorik, a c’houlennaz digant unan anezho ha Gall e oa ? « Ia, eme ar Breizad, Gall ounn er broiou estren, ha Bretoun e Bro C’hall. » Setu eur gomz hag a ziskouez ar Breizad soun he benn.

Ar C’hont a Chambord a vennaz rei eul lein vraz d’ar Vretouned abarz ma tistrochent d’ar gear. D’ann dessert e teuaz ebarz er zal ma oant oc’h taol enn-hi. Ar c’halonou a lamme, ann daoulagad a verve ; mes den na lavaraz ger. Ar Prins a vousc’hoarze, sonj en devoa euz he c’hourc’hemen. Goude beza komzet eur pennadik out-ho gant frankiz ha karantez, e krogaz enn eur weren : « Mignouned, da iec’hed Bro-Franz. » Ann teodou a oa diliammet : « Da iec’hed Bro-Franz » eme ar Vretouned gant ho mouesiou nerzuz. Teir gweach e oe douget ar iec’hed, ha teir gweach e oe respontet gant ar memes nerz.

Ar Vretouned a c’houlennaz pep hini he weren da gas gant-han d’ar gear. Unan zoken a c’houlennaz hini ar Prins, evel eun dra hag a vije tenzor ar vro. Petra ’ fell d’e-hoc’h ? ar Vretouned a zo tud avizet mad e kenver ann amzer da zont. Var ho meno, eun devez ho divije ezomm euz ar gwerr-ze da iec’hedi da Herri V e rouantelez he dud koz.

Ar Vretouned a zistroaz d’ar gear evel ar vicherourien, laouen ha fouge enn-ho da veza bet o welout ho Frins. Beachourien nevez a zigoueze bepred e Weisbaden, hag e oe ret d’ar C’hont a Chambord choum c’hoaz eun devez bennag er gear-ze. Ann tamik dale-ze a reaz tu d’ezhan da rei eur skouer vad d’he vignouned ha d’ar bed.

Dont a reaz ar c’helou e oa maro Loeiz-Felep. Ar C’hont a Chambord en em lekeaz ractal e kanv gant tud he di. Ha kemenn a reaz d’ar Fransizien a oa e kear e vije lavaret antronoz, 27 a viz eost, eun offeren ganv evit he genderf tremenet. Pebez sonjou a zeue e spered ann den, o welout divroad 1830 daoulinet e kreiz he vignouned, o pedi evit Divroad 1848. Goude ann offis, ar C’hont a Chambord o klevout e oa ann aotrou Becdelievr euz a Naouned o vont da vervel, ez eaz a brez-kaer d’ho welout, eur weach c’hoaz. Pa erruaz edo ar Bretoun o paouez mervel. Mab Sant Loeiz a zaoulinaz da bedi evit eur mignoun ker kalounek ; hag ho kemer etre he zivreac’h mab iaouank ann aotrou Becdelievr, e veskaz he zaelou gant re eun tiad tud, braz ho glac’har.

D’ann 31 a viz eost ar C’hont a Chambord a gwitaaz Weisbaden da c’houec’h heur diouc’h ar mintin. O tont er meaz euz he di, en em gavaz ar Fransizien deuet eno da ober d’ezhan ho c’himiad diveza. Eun deiz araok en doa lavaret : Nann Adeo ! mes d’ar c’henta gweled ! Ha da ziskouez d’ezho he garantez, e lezaz he garrons evit mont gant-ho var droad d’ann hent houarn. Ar c’harr-tan a ruill, ar Fransizien a stag ho zell ouz wagon ar Prins, ha peb-unan a lavar enn he galoun : Nann Adeo mes d’ar c’henta gweled !


————


Bretouned, anaout a rit brema ar Prins penn-kef gouenn ar Vourboned hag heritour kenta d’ho c’hurunen. Setu hen aze evel ma eo bet great gant Doue, hag amprouet e skol ar gwalleuriou ; savet dindan daoulagad eun tad koz, eur eontr hag eur voereb a halfemp da c’hervel sent ; savet evit karout Bro-C’hall ; skoliet gant ann eskop ar fura, ar zantella, ar skiantetta euz he amzer ; kenteliet gant Fransizien ar re vrudéta ken enn armeou ken er skianchou ; guelet ha spiet mad gant tud a bep stad ha dishenvel enn ho menosiou e feat gouarn ar vro, ha pere a zo bet holl souezet ha gounezet gant-han.

Deuent brema ann dud gaouiad hag a feiz fall da lavarout d’ehoc’h ar pez a girint divar goust ar Prins Herri. Respont a reot d’ezho : he welet hon euz krouadurik kouant er gear a Baris, ha karet gant ann holl. He welet hon euz paotrik laouen ha skanv e palez koz Holy-rood, ha var menesiou Bro-Skos, karet gant ann holl. He welet hon euz den iaouank kaer ha flamm e Rom var boull-kaloun hon Tad Santel ar Pap ; e Loundrez, harpet var Chateaubriant, spiet gant daou vil a Fransizien, ha karet gant ann holl. He welet hon euz enn diou gear a Ems hag a Weisbaden bizitet gant eun niver braz a Fransizien, tudchentil, micherourien, Bretouned, prizet ha karet gant ann holl. Ha na vezo nemet he vro ha n’her c’harfe ket ! A beleac’h eta e teu eun dra ker souezuz ? Dre n’eo ket anavezet ar Prins ; Dre ma’z euz bet hag a zo c’hoaz tud fallakr hag a feiz fall oc’h he zikrial bemdez hag o rei da gredi d’ar bobl dizisk n’en deuz Herri V ken sonj nemet da zigas endro lezennou ann amzeriou koz, ann deog, ar c’horveou, privilachou ann noblanz ha re ar veleien, prizoun ha tan d’ar re na heuliint ket he relijion, ha traou all ker sot pe zotoc’h ha n’oufent ket dont e spered eun den enn he skiant vad. [1].

Ret eo eta achui ar vuez-ma dre eur skrid hanvet e gallek : Henri V jugé par lui-même. Ar pez a zo : Herri V diskouezet petra eo dre he gomzou he-unan. Ha neuze darn euz ar pevar lizer skrivet gant Herri V d’ar Fransizien abaoe m’ema ar Republik gan-eomp.


————


  1. Souezet ounn n’int ket eat beteg ar profed Samuel da glask gwiriou ar Roue da zigas var-n-omp, I reg. VIII, 11.