◄ Charles X a guita Bro-Franz. | Deskadurez Herri V. | Herri V a ra he bask kenta. ► |
Adalek 1830 betek ma teuaz ann dud Roeal da Holi-Rood, ne oa ket gallet heulia var studiou ann Duk a Vourdel, na derc’hel urz ebed enn he labourou. Hogen kentiz ma’z oat digouezet e Holi-Rood, e oe lekeat adarre ar breur hag ar c’hoar var ho c’henteliou, hag evit mad. Ann aotrou Barant a oa karget da ren deskadurez ann Duk a Vourdel, hag ann den fur ha gwisiek-se en devoa dindan-han mistri all, unan evit pep skiant. Mistri ann Duk a oa holl tud a vrezel, nemet ann aotrou Martin, belek, karget da rei d’ezhan he zeskadurez kristen. Chetu ama penaoz e oa reoliet he zervesiou.
Da c’houec’h heur, hanv, gouanv, goude ar beden diouz ar mintin, e vije roet ar gentel da denna d’ann armou. Eur blijadur a oa gwelout ar c’hrouadur o kemer buan-afo he vouch hag he glezeier, hag o tont d’en em ganna ouz eur greunadour var varc’h, unan euz a c’houardou ar Roue deuet d’he heul enn he harlu. Ar c’hrouadur a c’hoarie da vad, hag ann holl a vousc’hoarze o welout he herder hag he ampartis ebarz ann tamm labour-ze. Euz a zeiz heur nemet kart d’a eiz heur ha kart, skol c’hallek hag allamand ; eur c’hart heur da zijuni, ha goude, studi latin beteg nav heur ha kart. Neuze evit diskuiza, ar Prins a ia da zemata he dad koz, da welout he eontr hag he voereb, hag ar re en deuz c’hoant euz a dud he di. Da zek heur, ann trez pe ann desin. Measiou kemeret e Bro-C’hall, pe tachennou emgann a vez roet d’ezhan peur vuia da skeudenni. He blijadur vraz eo, pa gav he du da ober portrejou soudarded. He gartounou a zo leun a skeudennou brezelidi, ehaniou-noz, troiou-ha-distroiou ar wel (e gallek la revue) ; ha pa zigouez offisourien da welout ann dud roeal, ar Prins ho diskouez d’ezho en eur c’houlenn digant-ho ha ne ket er c’hiz-se eo gwisket ar zoudarded e Frans ? mes deuet eo unnek heur ; eur vouezik dous ha laouen a zo klevet o tostaat ; Herri a anavez mouez he c’hoar ; lammet a ra var he arbenn, poket a ra d’ezhi, hag he digas a ra gant-han enn he gambr-studi ; rak ar gentel var ann histor a gemeront ho daou kevret.
Herri a zo envoret kaer, he spered a zo lemm ha eeun, respount a ra bepred gant urz ha beoder. Ar Fransizien a zo bet o welout ar Vourboned enn harlu, a c’houlenne peur-vuia en em gavout var genteliou ar Prins, hag holl e tougont testeni a gement a lavarann.
Da gresteiz, lein ; ha goude lein eunn dro-vale var ar meaz. Da ziv heur, kentel ar varc’hegiez pe ar fesonn da vera eur marc’h. Houn-nez a oa he gentel muia-karet. En em rei a rea d’ezhi gand eun herder hag eun hardisiegez da ober aoun avechou d’ar re a vije o sellet out-han.
Warlerc’h ar varc’hegiez e teue ar c’henteliou all da rei ners guender hag ijin d’ann izili, ho gervel a reer c’hoariou gimnastik. Pa oa Herri e Paris, var vammen ar chans-vad, e oe savet evit-han enn eul leac’h hanvet Trokadero, kement a oa red evit ar c’henteliou-ze. Ama eur wezen a zalc’h leac’h d’ar pez-ijin a oa e Trokadero ; hag eur waz e kreiz eur prad, a zo da lammout dreist-hi. Eul leor, eur wareg eur gurunen lore a zalc’h leac’h da brizou braz Sant-Kloud ; n’euz fors, ann dalvoudegez ne ra netra, ar gounit a ra holl ; hag ama evel e Sant-Kloud, Herri a vez peurvuia trec’h d’he gamaraded iaouank.
Goude-ze e teue ann dennadek pistolen. Adalek he unnek vloaz Herri a ioa eur gwall denner. Goude kentel ar varc’hegiez, ar gentel-ma a oa ann hini da behini en em roe gant mui a dan. Eun den iaouank euz a Vro-Zaoz, bet och he welet er bloaz 1831, a lavare penaoz he vestr-tenner, ann aotrou Delavillat, a renke alies stleja he skolaer d’ar gear pa vije deut ar mare da vont kuit. « C’hoaz eunn taolik, aotrou Lavillat, eme ar c’hrouadur, oc’h he vriata, ann diveza e vezo, ma n’her mankann ket. Paon !... Chetu hen manket ! Na helleur ket echui er c’hiz-se ; o nann ! Ann taolik ma c’hoaz, ha kredit ne vankinn ket » ha ne vanke ket. Ha neuze e teue d’ar gear rubin ha laouen.
Mare ar vern-vihan a zigoueze e kreiz ar c’hoariou-ze ; mes ar pred ne bade ket pell. Diou gentel c’hoaz, unan var daolen ar bed, pe ar geografi ; heben var ar prezek saoz, ha chetu great ann devez labour. Seiz heur a zon, hag Herri en em gav e kreiz he dud da zibri koan. Ha goude koan, epad ma’z a ann dud roeal d’ar zall-veur, petra ra ann Duk a Vourdel ? Dousaat tristidigez he dud, dre he c’hoariou hag he veoder ; ober kant goulenn divar benn Bro-C’hall ; kestal evit he beorien choumet var he lerc’h eno, hag evit peorien Edimbourg, pere en em erbede alies da vugale Sant-Loeiz, mad ha trugarezuz e pep leac’h ; striva gant he c’hoar, da c’houzout piou a raje mui a blijadur d’ho zad koz meurbed doujet, d’ho eontr ha d’ho moereb, evit ober d’ezho ankounnc’haat ho stad enkrezuz, eur pennadik da vihana. Chetu penaoz e tremene Herri ann heur ziveza euz he zervez. Neuze eun tammik levenez, evel eur bann-heol dilammet a dreuz d’ar c’houmoul tenval, a bare var dal ar roue koz, stouet d’ann douar peurliesa gand he venosiou trist. O welout o tigeri, evel ar bleun nevez, spered kaer he vab bihan ; o klevout euz a c’henou ann aotron Barand he-unan peger buhan e teske ; o lenn e barz ar galounik iaouank-se evel enn eur feunteun sioul ha skler, hag o welout ne zave eno nemet sonjou nobl, hag ioulou huel, ar Roue koz, kollet he gurunen gant-han, a gave c’hoaz en devoa da drugarekaat Doue enn he walleur. He zaouarn en em astenne da venniga mab ha merc’h ann Duk a Verri, pere a rea d’ezhan eur joa ken dudiuz, hag he galoun a lavare d’ezhi he-unan da bep mare : « Bro-C’hall a ouezo eun devez, petra ’dall va mab bihan. » Da eiz heur hanter ann Duk a Vourdel a lavare a vouez huel ar pedennou diouz ann noz, hag he gerent, var ho daoulin, hen responte. Ar c’hrouadur a ie neuze d’he wele, e pehini e kouske dousoc’h ha kaletoc’h eget na rea meur a hini all e palesiou he dud koz e Paris.
Evel-se e tremene ann amzer e Holi-Rood, peoc’huz braz, hag eun tammik melkoniuz ; mes ar velkoni-ze, evel ma hon euz gwelet e devoa he dousteriou. Ar vuez didrouz-se a oa rag-eeun ar pez a felle evit lakaat ar Prins da zeski gwell-oc’h-gwell. Ann holl a oar pegen talvoudek eo d’ar vugale ober ho studiou pell diouc’h trouz ha diouc’h safar ar bed ; ha chetu perak ho dastumer peur liesa ebarz ann tiez distro-ze, pere a zo bet gwechall klostrou santel ha tiez ar wisiegez. Ar plant iouank ha tener na reont ket a vrud pa vent lezet re dirak ann avel pe dindan ar c’hroez. Goude holl, ne oa ket leac’h da gaout aoun e vije ar vuez distro-ze enouuz evit eur c’hrouadur ken beo ha ma oa Herri ; rak da bep mare e tigoueze e Holi-Rood beachourien euz a Vro-C’hall, ha Doue a oar pebez plijadur en divije ar Prins o kaozeal gant-ho, hag o kemer he genteliou dira-z-ho. Da bep mare ivez e vije great troiou bale pell pell dre vro Skos, ken evit rei mui a zigor da spered ar c’hrouadur, ken evit dougen he galoun mui-oc’h mui e trezek ar mad ; rak neuze e kave bepred ann tu da ober eunn drugarez bennak.
Chetu ama penaoz e komz ann aotrou ar beskont De Conny euz ann traou en devoa gwelet ha klevet pa oa bet o welout ar Vourboned enn ho harlu. « Kemennet a oe, eme-z-han, d’ann Duk a Vourdel e oa digoezet Fransizien hag ho devoa c’hoant braz d’he welout ; va daou vab a oa gan-en. Ar Prins a ziredaz d’hor c’havout, hag a astennaz he zournik d’e-omp enn eun daill dudiuz. « Euz a Frans e teuit, eme-z-han, hag hep dale e tistrofot da Frans ! Euruz ar re a zo o choum e Frans ! » He spered hag he galoun a zo e Frans ; enn he studiou hag enn he c’hoariou, hano Bro-C’hall a zo bepred enn he c’henou. Daou dra dreist holl a zo eat doun enn he envor hag a ra plijadur d’ezhan komz anezho ; enn dro vale great e ti-skol Sant-Cyr, hag eur gwel great da bark ar c’hanoliou e Vensenn. Gouzout a rea hanoiou eur maread skolaerien euz a Zant-Cyr. Va mab a oa bet e skol ebarz ann ti-ze, hag ar Prins a choume heurvesiou hed-ha-hed da gaozeal gant-han var ar pez en devoa gwelet e touez ar skolaerien-brezelidi-ze. Goude-ze e tanevellaz ivez d’e-omp, evel pa her gwelje, doareou park Vensenn, ha pet heur en devoa tremenet o sellout ouz ann dennadeg kanoliou.
Enn he studiou-peinturach e kaver c’hoaz ar zonjen a behini eo karget he spered : taoliou lagad var mesiou Bro-C’hall, portrejou soudarded, kezek, armou, kampou, emgannou, chetu ann traou a gar da skeudenna dreist holl. « Me roio d’e-hoc’h, eme-z-han, eur portred skeudennet gan-en, eur greunadour eo euz a c’hward ar Roue. » Neuze e tigoraz eunn doug-paperiou e pehini e oa meur a bortred evel-se, lavaraz : « Sellit, aotrou, na brao oant-hi, ar c’hreunadourien-ze ! oh ia ! ho c’harout a reann, hag hi em c’hare ivez ! » Ha gand eun herr dispar, e hanvaz d’inn holl rejimanchou ar ward, e lavaraz d’in hanoiou ann offiserien ha re eun niver braz a zoudarded. Eun dervez goude beza kaozeet pell amzer gan-en divar benn ar ward-ze ker feal d’he Roue, e sao enn eun taol kontr, hag o kas ac’hanoun d’ar penn pella euz ar zal-vraz, e tiskouez d’in eur c’hi, pehini ker kent ha ma her gwelaz a lammaz d’he lipat adalek ar penn betek ann troad. « Ha gouzout a rit-hu perak e-karann kement ar c’hi-ma ?... Bet em euz-hen digand eun offisour a drived rejimant ar ward. Ki ar ward e oa ; pa zeue ann tremen-wel, kentis ha ma kleve ann daboulin o seni, e tiskenne hag e lampe da heul ar greunadourien. Choum a rai gan-en-me bepred. »
Eur weach e lavare d’in : « Me zo bet euruz er mintin-ma ! Mont a reann d’am skol-marchegiez ; enn eur dreuzé ar ru e pehini emoc’h o choum, ez ounn en em gavet gand eur rejimant, hag ar meuzik en deuz c’hoariet ann ton : Herri Pevar. N’hoc’h eus-hu ket he glevet ? me zonje d’in e oann e Bro-C’hall. »
Setu ama ar zon. [1] Eur weach all e c’houlennaz digan-en ma oann bet o welout ti ann armou e Loundrez ! « Bet ounn, eme-ve, hogen Prins, mar d-it di eun devez, c’houi ho pezo poan galoun o welout eno daou ganol euz a Vro-C’hall. — Kanoliou gall ! — Ia, va Frins, daou ganol kemeret var-n-omp e emgann Crécy. — Ne fell ket d’in ho gwelout ! ne d’inn ket da di ann armou e Loundrez. Hogen mar bez brezel, ha ma kar ar zaozon digas hor c’hanoliou gant-ho, ni ho c’hemero endro, ha neket-’ta, ni ho c’hemero endro. »
Chetu aze ar c’hrouadur a zo bet harluet euz he vro da zek vloaz ! Mab Bro-C’hall a zo deut da veza bugel ann harlu ! Ar re ho deuz he gaset kuit, ho deuz gallet bruzuna ar gurunen var he dal ; met eun dra en deuz bet digant Doue ha na oufent bikenn da lemel digant-han, ar galoun C’hall-ze deuet gant-han var ann douar, hag a choumo enn he greiz keit ha ma vervo eur veraden c’hoad enn he wazied. »
Ann Aotrou De Conny, evel hon euz lavaret, a ioa he zaou vab gant-han. Unan anezho, ann Aotrou Leopold De Conny distro da Frans a gomze alies gand ioul vraz euz a eur gentel marc’hegiez a gemeraz ar Prins dira-z-han ha dirak kalz a Fransizien all. Kentis, eme-z-han, ha ma oe digouet ar Prins e klostr ar varc’hegiez, e oe digaset d’ezhan eur marc’h, eun dibr saoz var-n-ezhan hag hep stleukou. Ar Prins a lamm var-n-ezhan ken ez ha ker skanv ma vousc’hoarjomp holl gand dà. He daol lagad a ioa lemm ha steredek, lavaret ho pije e oa o vont da ober ar gwel var eur rejimant Fransizien. Ar gentel a zeraou : ar mestr-floc’h, ann Aotrou Ogerthi n’en deuz ket kalz a dra da lavarout d’he skolaer, pehini, diouc’h ma welemp, en devoa c’hoant braz da denna d’ezhan meuleudiou ar re a oa o sellout Fransizien gozik holl.
Pa fellaz d’ar Prins ober d’he varc’h mont etre ar pilierou, en doe forz da ober ; ar marc’h a zave var he dreïd a-dréd, en em daole a gostez, mes na hellaz morse dizipra he varc’hek dizaouzan. Gwelout a reamp dremm ar Prins o tana mui-oc’h-mui, he zaou-lagad o steredenna, mall a oa gant-han dont abenn euz ar pek-gourenn-ze ; ha dont a reaz gant-han. Goude beza drasklet ha dibadet he walc’h e oe ret d’ar marc’h plega hag ez eaz ebarz ar pilierou. Ann drid-levenez a baraz neuze var dremm ar Prins iaouank, ha ni a straklaz hon daouarn var he wiziegez ha var he zalc’h-mad.
A veac’h eo eat ar marc’h kenta er meaz, ma tigaseur eun all. He-ma a oa ners ha buez holl. Ar Prins a dlie mont var-n-ezhan da lammout dreist ar c’hlouejou. Ar mestr-floc’h na lez ehan ebed gand ar c’hrouadur ; Herri, evit lavarout mad, ne ra nemet tremen divar ann eil marc’h var egile, ha koulskoude ne ziskoues tamm ebed e ve skuiz. Pa lavaraz ar mestr e oa pred ober al lamm, eur c’hlazennik a dremenaz var dremm ar Prins. Ar wech genta a oa houn-nez d’ezhan da lammout, hag ar gloueden e devoa pevar zroatad huelded. Neuze me dostaaz hag a lavaraz d’ezhan : « Hag aoun en defe Herri a Frans dre zarvoud ? Aoun, eme-z-han gant herder ; me aoun ! n’em euz gouezet biskoaz petra eo ar ger-ze. » Hag evit diskouez d’in e lavare gwir, e tro kein, e laosk he varc’h d’ann daou-lamm, ha tre dreist ar gloued.
Lavaret am euz ne oa ket a stleukou gand ar Prins ; eur poulzadik e kostezaz var ann dibr, mes hep dale e pakaz he bloum. Ar marc’h a zalc’haz da redek, a reaz he dro hag a lammaz eun eil gweach dreist ar gloued. « Ac’han’ta, aotrou, eme ar Prins d’in-me, ha kredi a rit-hu em be aoun ? »
Ann Asamble nasional a c’houlenne gwechall ma vije great bep bloaz d’ar bobl eun danevell var ann deskadurez a vije roet da vab Loeiz C’houezek ; mad ! dre eun taol great evel espres gant Doue, deskadurez ann Duk a Vourdel en em gave er c’hiz-se e gwel ann holl. Heuliet ha spiet eo bet gand mui a dud e Holi-Rood, eget na vije bet e palez ann Teoleri. Rak kement den a zigoueze eno euz a Vro-C’hall, ken roealist ken liberal, a vije lezet gand joa da welout ar Prins war he genteliou.