Imprimeries Réunies A. Bouteloup et fils Aîné, 1913  (p. 21-22)


IX. — Buez direol


En eun hostaleri e tremen kalz tud.

Katellig na zaleas ket da ober anaoudegez gant meur a ganfard a deue bemdez d’he gwelet. Sevel a reas kaoz etrezo buhan a-walc’h, hag e rojont da gredi d’ar plac’h ez oant Bretoned eveldi.

Diwar neuze, pa veze echu he labour ganti, da lavaret eo wardro dek heur pe dek heur hanter, Katellig a yea da heul he « c’henvroiz d’ar bal ha me c’hoar da beleac’h…

Al lamponidi-ma a rea kudou da Gatellig, a fougee anezi, a rea jalantiz d’ezi ; hag hi, par d’ar vran a zo hano anezi er fablennou, a grede pep tra. Kavet he doa, emezi, eun tamm karantez a-berz gwir vignoned !!!…

Tri miz e chomas en hostaleri born-ze.

Ha setu, eun dervez, Katellig lakeat er meaz kempennik ; mes avat hep beza paet. Krosmol ha tousmac’h a reas, hogen, petra dalveze ?… Lavaret oe d’ezi gant an hostizez mont sioulik gant he hent pe ez ajed da gemenn d’ar c’homiser polis dont d’he destum. Ha Katellig a yeas adarre a di da di, a zor da zor da c’houlen labour…

Santez Anna venniget ! Pebeus buez !

Hag arabat eo d’eoc’h, kenvroiz ker, dont da sutal d’in emaon a-ratoz kaer o tenvallaat an daolen evit ober heuz d’eoc’h. Nan, nan, dare oun da doui, ma vefe ezom, eo kement-ma ar wirionez, e c’hoarvez evel-hen, ha gwasoc’h c’hoaz alies gant eur maread Bretoned, ha Bretonezed dreist-oll, a lavar kenavo d’ar parkeier evit mont da glask gounidegez vras d’ar c’heariou.

Holl gannaded (députeed) Breiz-Izel a c’hellfe dont ama da doui ganen n’em eus lavaret nemet ar wirionez penn-da-benn… Taolet em eus zoken eur vantel zu war meur a dra. N’eo ket mat kemeret eur vaz da weska al lec’hid gant an anvoez…