Bugel al laourek (An Uhel)
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Bugel al laourek.
’Nn hini ’n euz c’hoant kavet truez
It dilun d’ar C’hastel-nevez,
Hag ’ welo krougan ha leski
Braoa groeg iaouank ’ zo en-hi ;
Braoa groeg iaouank ’ zo en-hi,
Plac’h ar merer a Lezhildri,
’Zo kavet ’r bugel ’n hi gwele,
Ur gontel-noaz en he goste ;
Hag a zo d’ez-hi tamalet,
Koulzgoude ’lar n’eo ket kiriek.
Ar bugelik pemp bloaz ’lare
Diouz ar ger pa zortie :
— Na euz bugel war ann douar
’N euz kement ha me a c’hlac’har !
Ma mamm ’vo krouget ha dewet,
Ha ma zadik paour ’zo laouret ! —
Ar bugelik paour a lare
D’ar Senechal-braz en de-se :
— Aotro ’r Senechal, m’ am c’haret,
Ma mammik paour d’in a rofet ;
Ma mammik paour d’in a rofet,
Me varwo wit-hi, mar be red. —
Ar Senechal braz a lare
D’ar bugelik pemp bloaz neuze :
— N’eo ket arru ann amzer-ze
Ma varw ann eil ’wit egile. —
Ar vroegik paour a lavare
D’hi bugelik pemp bloaz neuze :
— Ma bugel paour, kerz al lec’h-se,
Me ’ digwezo d’ar ger bars tri de ! —
Ar bugel pemp bloaz a lare
Bars ar ger na pa zigwese :
— Na euz bugel war ann douar
’N euz kement ha me a c’hlac’har ;
Ma mamm ’ zo krouget ha dewet,
Ha ma zad paour a zo laouret ;
Ur breurik ’m euz war ar menez,
Savet d’ez-han un ti-newez ;
Un ti-newez, liouet en gwenn,
Vel ma ve savet d’al laourienn. —
Ar bugel pemp bloaz a lare,
Euz ar ger na pa zortie :
— Me ’ ia d’ ganna d’am zad hi rochet,
Tri bloaz ’ zo na eo bet kannet ;
Tri bloaz ’ zo na eo bet kannet,
Dindann-han me gred eo breignet. —
Ar bugel pemp bloaz a lare,
’Tal dor he dad pa arrue :
— Ma zadik paour, d’in-me laret,
Ha me gannfe dec’h ho rochet !
Tri bloaz ’ zo na eo bet kannet,
Dindann-oc’h me gred eo breignet.
Hi zadik paour a c’houlenne
Euz ar bugel pemp bloaz neuze :
— Petra gant oc’h ’ zo c’hoarvezet,
M’oc’h deut ker iaouank d’am gwelet ? —
— Na euz bugel war ann douar
’N euz kement ha me a c’hlac’har ;
Ma mamm ’zo krouget ha dewet,
Ha c’hui, ma zad, a zo laouret. —
— Na pez torfed a deuz-hi gret,
Ma ’z eo bet krouget ha dewet ? —
— Ur bugel ’zo kavet ’n hi gwele,
Ur gontel noaz en he goste ;
Hag a zo d’ez-hi tamalet,
Koulsgoude na eo ket kiriek. —
Hi zadik paour a lavare
D’ar bugelik pemp bloaz neuze :
— Ma bugel keiz, kerz al lec’h-se,
Gant aoun n’ laournfez dre doul ’nn alc’houez ! —
’R bugel pemp bloaz, pa ’n euz klewet,
He benn er prennestr ’n euz boutet ;
He benn er prennestr ’n euz boutet,
Ho c’halon ho daou ’ zo rannet !
Bennoz Doue war ho ine,
Et int ho daou dirag Doue !
Kanet gant ar C’hemener-bihan.
Plouaret, 1863.