Buhez ar Sent/1837/Anselm

◄   Aignes, eus a urz S. Dominiq Anselm Soter   ►


An unan-var-nuguent a viz Ebreul.


SANT ANSELM, ARC’HESCOP.


————


Sant Anselm, eus ur famill nobl ha distinguet eus ar Piemon, a renoncas da c’hrandeuriou ar bed evit en em renta Religius en Abaty du Bec en Normandi, e pelec’h e cunduas ur vuez mortifiet bras, ispicial en dibri hac en eva.

Evel m’en devoa c’hoant bras d’en em avanç er studi, hac un desir brassoc’h c’hoas da avanç er vertuziou, e teuas souden habil ha fervant meurbet ; hac e oue choaset evit Superior eus e Gouent, Hiniennou eus ar Religiuzet a gavas drouc ma oa bet preferet Anselm da gals a re-all cozzoc’h evintâ ; mæs ar Sant a c’hounezas heb dale o sperejou hac o c’halonou dre e zouçder, dre e humilite ha dre e batiantet. Dre ar voyen-se e teuas da veza caret ha respetet gant an oll, hac e lequeas ur peoc’h hac un union gaër etouez e Religiuset, da bere e inspiras ive un desir bras eus ar berfection.

Ar brud eus e Santelez a yeas quer pell ma oa enoret, non pas hebquen gant an Isquibien, mæs c’hoas gant ar Pab Gregor seizvet, pehini a scrivas dezàn lizerou leun a deneridiguez dre bere e recoumande an Ilis universel d’e bedennou.

O veza het græt Arc’hescop a Gantorberi e Bro-Sauz, e lequeas ur reglamant vad etouez e bobl, quen dre e instructionou santel, quen dre e zouçder vras hac admirabl ; hac e composas cals a Levriou e pere e remerquer un doctrin hac un devotion ravissant, ispicial pa barlant var excellanç an Itron Varia.

Epad e glènvet e reas e zouguen bemdez d’an Ilis evit clevet an Oferen ; ha pa santas e tostee e heur, e reas lenn dirazàn Passion hor Salver. Mervel a eureu er bloaz 1109, oaget a c’huezec vloaz ha tri-uguent.

Maximou spirituel Sant Anselm.

1. Evel coustianç ar re vechant ne hean d’o zourmanti e peb léc’h, coustianç ar re vad a so ur sourcen a joa hac a gountantamant evit-o.

2. An nep ne laca quet e studi da brofita ha da avanç bepret er vertuziou, a so en danger d’en em goll

3. Ur merq eo eus ur speret simpl pe superb, counta e vertuziou hac e euvrou mad ; an den, vertuzus, elec’h coms anezo en deus sourci d’o c’huzet.

4. An orgouil pehini a zeu eus ar graçou bras a recever digant Doue, a so pirillus meurbet ; seulvui a c’hraçou hoc’h eus recevet, seul humploc’h e tleit beza.

5. Ma ne zeufe quet an drouc-speret da dempti an eneou santel, e veent marteze en danger d’en em goll dre ar vanite hac an orgouil : mæs seul-vuy ez int temptet, seut-vuy en em humiliont, hac e teuont dre eno da veza agreaploc’h da Zoue.

REFLEXION.

Gant douçder e reer muy eguet na reer gant rigol pe gant coler. Sant Anselm en deus-èn emprouet mad. En amser ma edo superior eus e Gouent, e lacaas ar peoc’h etouez e Religiuset : hac en amser ma edo Arc’hescop e lacaas ar memes peoc’h etouez e bobl, dre e zouçder admirabl pehihi a c’houneze calonou an oll, hac a ree da bep-unan e garet, e respeti, hac oboissa dezàn e pep tra. C’hui Mistri pere a dræt ec’his esclavet ar re a so didannoc’h, pe en ho servich, a songeal a rit-hu ez int tud evel-d’oc’h ? Ha songeal a rit-hu er faut a goumetit, oc’h o lacaat evel-se da gaout marteze cals a droug ouzoc’h ?

Mar deo obliget ur Mæstr en e dieguez da gaout douçder ha carantez evit e servicherien, peguement muyoc’h na dle-èn quet caout evit e vugale hac e bried.