Buhez ar Sent/1837/Barnabas


An unnecvet devez a viz Even.


SANT BARNABAS, ABOSTOL.
————

Sant Barnabas, eus a dribu Levi, o velet ar miracl a reas hor Salver e faver an den paralitiq, excitet dre ur c’hraç interior en em strincas d’e dreid, oc’h e bidi d’e receo etouez e zisquibien. Jesus-Christ en recevas ha dre ar choas eürus-se er c’hargas a c’hraçou bras. An disquibl fidel-mâ quer buan goudese a verzas e oll vadou hac a lacaas an arc’hant ehars treit an Ebestel, oc’h o fidi da zistribui d’ar beaurien, evit ma vize libr da heulia e Vestr divin, ha da vont pelec’h bennâc e vize ordrenet dezàn.

Goude an disquen eus ar Speret-Glàn, e prezegas an aviel e Antioch, hac, ec’his ma oa leun eus ar Speret-Santel, e reas e nebeut amser Conversionou burzudus. Mont a eureu goudese gant an Abostol Sant Paul da brezeg ar Feiz e Licaonii, e Pafos hac e Pamfilii, hac e resont ur mad infinit er broïou-se. Pa ouent digouezet er Guær a Lystr, e resont eno quement a Vurzudou ma teuas ar Bayanet, soueset gant o miraclou, d’o c’hemeret evit Doueou ; mæs an daou Abostol, touichet o vellet dallentez an dud paour-ze a represantas dezo penaus e voant tud mortel eveldo, hac e quemerzont occasion ac’hano d’o exhorti da guittaat o superstitionou ha da aznaout ar guir Doue, an Doue unic Crouer an Eê hac an douar.

O veza distro da Anrioch, en em separzonr an eil dious eguile. Sant Paul en em dennas var-zu an Asii, ha Sant Barnabas a yeas da Chypr, e pelec’h, dre e zouçder quer propr da chounit ar c’halonou, e convertissas souden d’ar Feiz an oll Enesen. Ar Guær a Vilan en em c’hlorifi ive da veza bet Sant Barnabas evit e c’henta Abostol.

Erfin ar Yusevien eus a Salamiin en em revoltas en e enep, e stleja a resont e mæz a Guær, hac e assuma a dauliou mein, e-tro dec vloaz ha tri-uguent goude Donediguez hor Salver.

En amser an ampalaer Zenon, var-dro ar bloaz 488, e oue cavet en ur c’havarn Corf ar sant-mâ, pehini en devoa var e beultrin levr an Aviel.

REFLEXION.

Ne deus nemet Doue a ell ober-mad meuleudi ar sænt, abalamour ne deus nemet-àn a guement en deus un aznaoudeguez parfet eus o vertuziou hac eus o milit. Cetu amâ ar meuleudi en deus græt Doue a sant Barnabas dre c’homsou sant Lucas Avieler : Beza ez oa un den leun eus ar Speret-Santel. Ne veuler quet sant Barnabas evit e squiant hac e speret bras, nac evit e galiteou caër hac excellant, mæs evit e vertuz, abalamour ne deus nemet ar vertuz heb quen a rent an den din da veza meulet.

Sant Barnabas a oa leun eus ar Speret-Santel, leun eus a speret Doue, pehini a so ur speret a garantez, ur speret a beoc’h, ur speret a gonsolation, ur speret a burete, pehini hor purifi ; ur speret a humilite, pehini a ro deomp santimanchou isel ac’hanomp hon-unan ; ur speret a oboissanç, pehini a ra deomp sugea hac en em soumeti.

Beza ez eus tri seurt speret control da hini Doue : speret ar bed, speret satan, hac hini ar c’hiq ; speret ar bed a inspir vaniteou hac an orgouil ; Speret satan a so colerus ha venjus ; speret ar c’hiq a inspir pligeadurezou direglet. Guelit pehini eus ar sperejou-ze a heuliet, guelit pehini anezo eo ho couarn ; hac hini Doue eo, peautramant hini satan ; pe hini ar bed hac ar c’hiq.

O sperejou milliguet eus a satan, eus ar bed hac eus ar c’hiq ! Ho zelesti a ràn, hac e renonçàn deoc’h evit heulia hivisiquen inspiration ar speret-santel.


————