Buhez ar Sent/1837/Basil

◄   Yan Facond Basil Ladislas   ►


An pevarzecvet devez a viz Even.


SANT BASIL, ESCOP.
————

Sant Basil, guinidic a Gapadoç, mab da santes Emelii, ha breur da sant Gregor escop eus a Nyss ; en em rentas habil meurbet en oll squianchou, en ur studia er guær a Atheen. Mæs o veza deut souden da aznaout peguer væn eo ar squianchou humen, e quemeras ar resolution d’en em rei oll d’ar studi eus ar scritur santel.

En em retira a eureu en ur solitud e provinç ar Pont, e pelec’h e praticas mortificationou dreist-ordinal, en hevelep-fæçoun ma teuas quer castiz, ne oa met ar relegou anezàn : ha lavaret a elleur penaus ne vevas taust da dregont vloas goudese, nemet dre viracl. Quemense ne viras quet na labouras gant ur gouraich dreist-Ordinal evit silvidiguez an eneou ; hac ober a eureu quement a vad er brovinç-ze ma voe choaset evit escop a Cesaree.

Ar pastor-mâ, leun a gouraich hac a zêl, a lequeas ur cenchamant vras en e-oll escopti, hac en devoe ar gonsolation da velet o ren etouez e bobl devotion ha fervor ar gristenien guenta. Evel ne esperne nac e labour nac e boan evit distrei an heretiquet dious o errol, an ampalaer Valens, pehini a oa un heretiq obstinet, e gourdrousas d’e gac en exil. Ar sant a respontas : Da beledh e ouffet ma c’haç ? Ar bed-oll a so un exil evidon, ha ne aznavezàn nemet an eê hepguen evit ma bro. Pa fallas goudese d’an ampalaer sina an arret eus e exil, e quemeras teir bluen an eil goude he-bên, heb gallout scriva gant nicun anezo ; mæs o santout erfin e zorn o crena, e rogas ar paper hac e Iesas ar sant e peoc’h.

Erfin, goude beza composet cals a levriou habil meurbet, e pere e admirer nerz e speret, e varvas er bloaz 379, d’an oad a ur bloaz hac anter-cant.

Maximou spirituel Sant Basil.

1. An nep en deus ur speret humbl, en em blich o touguen ur viscamant simpl ha modest, hac a so composet ha reglet mad en e oll exterior.

2. Disprigit ho corf, pehini so sujet d’ar maro ha d’ar gorruption ; ho pezit sourci eus hoc’h ene, pehini hepquen a so immortel.

3. Na staguit quet ho calon ous an traou crouet, pa renquit abred pe diveat en em separi diout-o.

4. Ec’his an id a hader a zigaç profit da nep en laca en douar, evelse ar bara pehini a lequeer e dorn ar paour a brofit da nep er ro.

5. En em examinit alies hac en em interrogit hoc’h-unan evit gouzout petra oc’h, a belec’h oc’h deut, ha petra e viot un deiz. Pelec’h e voàn-me cant vloaz so ? E pelec’h e vezin-me e cant vloaz ac’hann ?

6. Examinit diouz an nos ar pez hoc’h eus grêt epad an deiz, hoc’h œuvrou, comsou, songesonou ; ha comparaichit an eil devez gant eguile, evit guelet ha c’hui a zeu a dren, pe c’hui a avanç en hent eus ar silvidiguez.

REFLEXION.

Mar d’hoc’h sourcius eus ho silvidiguez, e tleil examina ho coustianç bemnos abars mont da repos : en examen-ze e remercot evel en ur millouer fidel an oll imperfectionou eus hoc’h ene. Sourci hoc’h eus da sellet piz ma ve un taich, var ho pisaich, evit e lemel rac-eon ; na dleit-hu quet eta ive, ha gant muy a ræsoun clasq an taichou hac an imperfectionou pere a rent hoc’h ene disagreabl da Zoue, evit o lemel eus ho calon, hac en em gourrigea anezo ?

Mar en deus sourci un den a affer da regli e afferiou bemdez, gant aoun da ancoeout un dra bennâc pe da fazia, pebes sourci na dleit-u quet caout da regli ar gont vras a rencot un deiz renta da Zoue eus hoc’h oll actionou, hac eus an oll graçou ho pezo recevet digantàn en ho puez ? Evit ober ervad eta un examen quen important, goulennit da guenta digant Doue e sclærigen hac e c’hraç evit aznaout ho pec’hejou, ec’his ma raï deoc’h o aznaout en heur eus ho maro. Goudese songit pelec’h oc’h bet, gant pe seurt tud oc’h bet, evit aznaout guell a-se quement hoc’h eus grêt, epad an deiz. Examinit pe seurt fautou hoc’h eus grêt, dre actionou, comsou ; desirou, songesonou. Goude hoc’h examen en em excitit d’ar gontrition, ha quemerit ur resolution ferm d’en em gourrigea. Songit ivez er moyenou d’en em breservi dious ar pec’het en amzer da zont. En em liquit er stad e pehini e tesirrac’h beza cavet en heur eus ho maro. Ho puez a dremeno evel ma ze tremenet an deiz-se, ha marteze an deiz-se eo an diveza eus ho puez. Ha c’hui garre mont dirac Doue heb beza goulennet pardoun digantàn ? Mar ho pe bet en hoc’h examen an eur da ober un act a Gontrition parfet, ar Gontrition-ze a ell supplei e defaut sacramant a binigen, ma veac’h surprenet gant ur maro subit.