Buhez ar Sent/1837/Casimir

◄   Guenole Casimir Pulquerii   ►


Ar pevare devez a viz Meurs.


SANT CASIMIR.


————


Ar Prinç eürus-mâ eus ar Rouantelez Pologn a voe quelennet santelamant dre ar sourci ar Rouanes e Vam, unan eus an devota Princeset en he amser. E speret lem gant e inclination vad a reas dezàn avanç caër er squianchou , hac e ber amser e ornas e Ene gant ar vertuziou parfeta. E zouça pligeadur oa tremen meur a amser e-hars treit an Auteriou ; ha pa vize represantet dezàn en devoa ezom d’en em zivertissa un neubeut, e responte en ur fæçoun agreabl e cave en Ilis an divertissamant a vihe caet o pourmen, o c’hoari, hac o chasseal.

E garantez evit Jesus-Christ a oa quen ardant ha quen tener ma vige ravisset e galon pa gonsidere ar garantez dreist vusul gant pehini ez eo en em sacrifiet hac en em livriet da vervel evit raquita ar bec’herien ; e zevotion special evit ar Verc’hes Vari. a reas dezâ en amser ma voa c’hoas yaouanc, compos en he enor ur Pros rimet e Latin, pehini a lavare bemdez, hac a so leun eus ar santimanchou tener eus e galon : chetu-hi amâ lequeet e Brezounec.

Na dremen devez ebet, o va ene, heb renta da da Vari ; deus da celebri gant devotion he Goueliou, deus da imita he vertuziou.

Admir he grandor, ha ne heann da bublia an eur e deveus da veza assambles Mam ha Guerc’hes. Enorhî evel da Vestres souveren, evit ma obteno did ar pardoun eus da bec’hejou. Deus d’e fidi evel da Vam douç ha mad, ha ne bermeto quet e vez trec’het dre da voall inclinationou.

Petra bennâc ma zoc’h, Guerc’hes Sacr, dreist an oll meuleudiou, ne heanin morse d’ho meuli eus va oll galloud. Me ho salud, o va Itron ; dreizoc’h ez ê digor an Eê d’ar bec’herien. Goude Doue e lacan enoc’h va oll fizianç, hac e esperàn dre hoc’h intercession na vezin quet eus an nombr ar re reprouvet.

Obtenii din ar burete a speret hac a gorf, ur vodesti a exempl vad, un douçder universel, un devotion perseverant, ur guir furnez, ur speret eon ha just, hac ur galon humbl.

Pellait dious va c’halon peb santimant a yenien hac a gassoni ; ellumit enni ur garantez parfet, mouguit enni peb santimant eus ar pligeadurezou crirninel ; obtenit din ar berseveranç final, ha ra zeuin da gaout enoc’h an oll sicourou a bere em eus ezomp a-enep adversourien va silvidiguez.

Goude beza lavaret bemdez en e vuez, gant un devotion vras, an Oræsoun-mâ, e ordrenas abars mervel lacât gantâ en e Bez ar paper var pehini en devoa-hi scrivet. E Bez o veza bet digoret da ben c’huec’h-uguent vloas goude e varo, e voe caet ar paper dindan e benn, hac ar scritur quer fresq evel pa vise bet scrivet a nevez-flam : ar paper-ze a virer c’hoas evel un dra precius.

Ar Prinç santel-mâ a oa ive leun a zouçder evit an oll, ha leun a druez ous ar beaurien. Beza e voa o zad, o servicha a ree gant un humilite admirabl ; ha pa vige represantet dezâ e teue evel-se da ravali e renq hac e bersonnaich, e responte : netra ne ra muy a enor d’ar re vras, netra ne deo dignoc’h eus ar renq huel a zalc’h ar Brincet, eguet servicha Jesus-Christ e personaich ar beaurien.

Adalec an oad a drizec vloaz bete fin e vuez, e castias e gorf dre ar binigen. Dindan e habijou caer e tougue ur Ciliç pe ur Gouriz-reun, cousquet a ree alies var ar c’haled, e treid ur guele mad, o tremen an darnvuya eus an nos en oræsoun ; conservi a reas e innoçanç bete ar maro ; ober a reas veu a chastete querquent ha ma voe en oad da aznaout ar pris hac ar milit eus ar vertuz-ze ; ha guell voe gantâ coll e vuez evit coll e virginite. Mervel a eureu evel ma varv ar re just, er bloaz 1484, d’an oad a bemp bloaz var-nuguent.

REFLEXION.

Sant Casimir en deus conservet epad e vuez ur burete angeliq. E humilite hac e vortifirationou o deus èn sicouret da gonservi ur vertuz quen diæs da viret. Na songit quet e conservot heb poan an tènsor precius eus ar burete : attaquet, temptet e viot nos dez, e pep lec’h hac e peb amser ; mæs ar vertuz-mâ pehini hon rent hènvel ous an Ælez, a vilit e raëmp hon oll effort evit e c’honservi. At pez a so diæz da fragilite an den, a zeu da veza aez na facil gant ar sicour eus an Eê. Guir eo ne all den beva chast, ma ne ro Doue dezàn ar c’hraç-se ; mæs ive Doue na reüs quet e c’hraç d’ar re e c’houlen hac a ra o fossubl evit e militout. Disfiziit eus ac’hanoc’h hoc’h-unan, bezit humbl, goulennit sicour eus an Eê, ha Doue a roï deoc’h ar c’hraç necesser evit ober d’ar c’hiq sugea d’ar speret.

En em dennit prount dious an occasionou e pere e veac’h en danger da goll ar burete. Tec’hit, ma na fell quet deoc’h beza trec’het ; ne faut nemet un taul lagad evit ho coll. Ne doc’h quet furoc’h evit Salomon, na santeloc’h evit David, pere a so bet trec’het dre an drouc-speret a impurete. Erfin pa zeu an tan eus al lubricite da attaqui ho calon, mouguit-èn rac-eon dre ar sonch eus an tan an ifern.


————