Buhez ar Sent/1837/Clotilda

◄   Erasm Clotilda Simeon, reclus   ►


An trede devez a viz Even.


SANTES CLOTILDA, ROUANES A FRANÇ.


————

Ar Santes-mâ, Merc’h da Chilperic Roue eus a Bourgoign, a dremene evit unan eus ar Brinceset parfeta ha santela eus he amser. Clovis, Roue a Franç ; ravisset gant quement a gleve lavaret anesi, a c’hoanteas he c’haout evit Pried, hac a gassas da c’houlen he c’honsantamant. Clotilda a reas da guenta difficulte dre’n abec ne oa quet christen ar Roue, mæs erfin e assantas, dre ma espere e c’hounit da Zoue. Clovis a yeas da receo ar Brinces er Guær a Soasson, e pelec’h e rezeur an Eureud.

Ar Rouanes santel ne zaleas quet d’en em antreteni gant ar Roue var virionez ha var an avantaich eus ar Religion gristen, ha d’e exhorti da renonç d’e Zoueou faus. Clovis, pehini en devoa cals a istim hac a respet evit-i, a chezlaoue volontier quement a lavare dezâ ; seblanti a ree memes beza touichet ; mæs ne voa quet deut c’hoas an heur eus e gonversion, ur ræsoun fall da lavaret ê, considerationou humen en dalc’he. Clotilda ne heane o c’houlen digant Doue, dre bedennou fervant, conversion ar Roue ; ober a ree ivez en intantion-ze alusennou bras hac a ree lavaret cals a Oferennou.

Clovis, o veza var ar poent da gaout bresel a-enep ar Flamantet, ha prest da bartial e-unan e penn e Arme, ar Rouanes en assüras eus ar victor ; mar deuze d’en em adressi da Zoue an Armeou, Doue eus-an Eê hac an douar. Partial a eureu hep ober cals a vân eus a guemense ; mæs e creiz ar goumbat, oc’h en em gaout en un dristidiguez vras, o velet e Arme direizet, hac e-unan en danger da goueza etre daouarn en enemiet, e songeas er pez e doa lavaret dezâ ar Rouanes ; neuse, en ur sevel e zaouarn var-zu an eê, e lavaras : Autrou souveren, a behinni am eus clevet meuli ar galloud dreist ar buissanç eus an Doueou am eus adoret bete vremâ, pliget gueneoc’h rei din ur merq eus ho holl gallout ebars an extremite e pehini en em gavân ; accordit din ar c’hraç-ze, ha ne adorin muy hivisiquen nemedoc’h. N’en devoa quet quent aichuet ar c’homsou-ze ma santas e gouraich o crisqui, ha, gant ur fizianç vras e Doue ar gristenien, e avanças var an ennemiet gant an neubeut a soudardet a oa chomet gantàn, hac e c’hounezas unan eus ar c’haëra victoriou a so bet gounezet biscoas. Neuse en em brosternas var plaç ar goumbat en ur lavaret : Salver, ne deus quen Doue nemedoc’h, ha c’hui hebquen a adorin hiviziquen. Adalec an deiz-ze e coumancas d’en em zisposi da receo ar vadisiant, hac e receo a eureu heb dale er guær a Reims. Da benn neubeut goude e reas sevel e Paris un Ilis caër en enor d’an ebestel Sant Pêr ha Sant Paul, hanvet bremâ Ilis Santes Genoveva.

Santes Clotilda goude maro ar Roue en em retiras d’ar guær a Dour, e pelec’h, guisquet gant ur simplicite hac ur vodesti vras, e tremene he oll amser e pidi Doue hac o soulagei ar beaurien.

Erfin, oaget a zec vloaz ha tri-uguent, goude beza recevet he Sacramanchou diveza gant un devotion exemplus, e varvas ec’his ma varv ar Sænt, er bloaz 549.

REFLEXION.

Ar Rouanes santel-mâ a gonvertissas ar Roue he fried. Ur vreg vertusus, eme Salomon, a so un tènsar, ha ne deus pris ebet. Pebes mad na ell quet ober var speret ha var calon ur pried ur vreg devot, pehini a zeu da studia e humor ha d’en em gomporti gant furnez evit gounit e c’hraç-vad, evit gallout goudese e c’hounit da Zoue !

Eil Reflexion. Mar hoc’h eus ur guir garantez evit ho querent hac o mignounet, profitit eus ar fizianç o deus enoc’h evit o frofit hac o mad spirituel, proculit dezo graçou-vad an Autrou Doue. Hennes eo ar guella hac ar c’haëra servich a oufac’h renta dezo.

Trede Reflexion. Ar Rouanes vras-mâ en em gountante da zouguen guiscamanrchou gloan, hac he guiscamant a oa bepret simpl ha modest. O èn a zeu an exempl-mâ da gondaoni ar vanite eus an dud ac bed !

Pa vez an Ene ornet gant vertuziou, n’en em amuser quet da ficha quement ar c’horf.


————