Buhez ar Sent/1837/Conrad

◄   Simeon, escop ha merzer Conrad Eucher   ►


An naontecvet devez a viz Fevrer.


BUEZ AN DEN EURUS CONRAD.
eus a drede urz sant françes.


————


Conrad a oa un Digentil pinvidic eus ar Guær a Blesanç, hac ur Chasseour bras. Un devez en ur chasseal e rancontras ul Loen gouez, hac er poursuas ; mæs al Loen o veza en em guzet en ur voden vras a zrez hac a spern, a reas d’e Vevel lacaat an tan en drez evit ober d’al Loen sortial ac’hano. An avel pehini a oa cre, a zougas pell ar flam, cals a draou a voe devet, hac un domaich bras a voe græt er c’harter. Conrad o velet quemense en em dennas prount d’ar guer, heb ober van ebet. An dud o velet souden an tan, a glascas ar penn-caus eus a ur maler quer bras. Rancontri a rezont ur paour-quez divar ar mæs ; doueti ha soupçoni a rezont e voa ar paour-ze en devoa græt an drouc ; quemeret e voe ha casset dirac ar Barner pehini a reas e lacât er prison. Conrad pa velas edo an den-ze e danger da veza punisset, en em santas touichet dre ur c’hraç interior, hac e lavaras ennâ e-unan : Ha ret eo e teue an innoçant paour-ze da vezà e poan evidon-me pehini sa ar c’hriminal ? Nan, nan, ret ê din disculia ma faut, hac ober ur satisfaction publiq. Discleria a reas rac-eon penaus an den-ze a oa innocant, hac e voa e-unan ar penn-caus eus an oll drouc, mæs ive penaus e falle dezàn rapari an oll domaich en devoa graet. O resolution santel ! Rac evit satisfia d’ar c’holl en devoa causet, e verzas e oll madou, fond hac all, hac e peas an oll. E Bried en em rentas Leanes, hac èn e-unan en em dennas en ur Vro pell, e pelec’h en em lequeas e Trede Urz Sant Frances. Chetu ur chenchamant admirabl : un taul eo, evit guir, a Zoue, pehini a so prest da ober quement-all, ma caffe calonou disposet mad.

Ar Penitant devot-mâ goude beza bet e Rom o visita ar placou Santel, en em dennas e Sicill, e pelec’h e tremenas daou-uguent vloaz er pratiq eus an Oræsoun hac eus ar binigen, en ur beva gant griziou lousou divlas ha c’huero.

E zevotion vras a oa evit Jesus-Christ crucifiet. En em renta a ree bep guener er Guær a Netiin evit ober Oræsoun dirac e imaich. En ur ober eno e beden var e zaoulin, hac e zaouarn e croas, e rentas e Ene d’e Salver. E varo precius a erruas er bloaz 1351.

REFLEXION.

Ar glac’har en deus Conrad eus e faut, hac an displigeadur en deus o velet un den innocant accuset eus a un dra a behini e voa coupabl e-unan, a douich quement e galon ma teu d’en em ziscleria e-unan, heb beza accuset gant den ebet. Petra admirit-hu davantaich, pe e binigen, pe e garantez ? Admirit dreist pep-tra ar c’hraç pehint en em servich eus ar voyen-ze evit e gonversion, ha deut da imita ar Penitant santel-mâ en ur brofita eus an occasionou hac eus ar moyenou a fournis deoc’h ar c’hraç evit en em gonvertissa parfet da Zoue.

Eil Reflexion. Evit rapari an domaich en devoa gret d’e nessa, e verzas e oll vadou. Descomp dre e exempl da satisfia d’hon nessa, en ur rapari ar gaou hor be gret outàn en e vadou pe en e enor.

Trede Reflexion. Ar penitant santel-mâ en deus bevet daou uguent vloaz gant griziou louzou divlas ha c’huero. Peguen neubeut mortifiet oump-ni e coumparæsoun d’ar Sænt ! Pet den so, siouas ! Pere ne glascont nemet countanti e gourmandis ha seul-vuy a roont d’ho c’horf, seul-vuy e c’houlen diouto. Evit trec’hi an accutumanç maleürus-se, e tleont consideri alies penaus ar c’horf-se ne d’eo nemet corruption ha breinadurez, ha penaus e vezo rentet e poultr hac e ludu, pa songent neubeuta. Mar d’int fidel da songeal a barfetet er virionez-mâ, a dra sur e teuint, gant graç Doue, da drec’hi ar goall accustumanç-ze.