Buhez ar Sent/1837/Febronii

◄   Yan-Badezour Febronii Yan ha Paul   ►


Ar pempet-var-nuguent a viz Even.


SANTES FEBRONII,
GUERC’HES HA MERZERES.
————

Beza ez-oa e Sabapolis e Syrii ur Gouent merc’het e pehini e conter ouspen hanter-cant Leanes, pere a oa occupet da gana nos ha dez meuleudiou an Autrou Doue, ha da gontempli e vadelez hac e visericord. Ar Superiores hanvet Brieen, a oa respectabl-bras dre he furnes, dre he oad ha dre he vertuz. Beza e devoa ganti un nizes dezi hanvet Febronii, pehini e devoa maguet ha desquet ebars er gouent adalec an oad a dri bloaz. Febronii goude beza bet instruet en ur plaç quer santel, ne fallas quet dezi sortial anezàn, hac en em rentas Leanes er memes couent, e pelec’h e cunduas ur vuez fervant ha mortifiet meurbet.

N’e devoa nemet naontec vloaz pa zeuas quêlou da Sabapolis penaus e teue dy ar Prefet Lysimaq hac ar Bar-ner Seleen gant un urz terribl abers an Ampalaer Diocletien evit distruja ar Gristenien. An neventi-ze a lequeas un desolation vras etouez an oll : pep-unan en em guze pe a sortie eus a guær : an dristidiguez hac ar gonsternation a oa c’hoas brassoc’h etouez al Leaneset paour-ze var ar poent d’en em separi, heb gouzout pelec’h e alsent mont : gouela a reent hac hirvoudi, mæs o brassa anquen oa ar gombat a santent en o c’halon etre an desir da rei o buez evit ar feiz, hac ar spount ho devoa na vizent trec’het gant an horrol eus an tourmanchou.

Ar Superiores pehini e devoa ur gouraich dreist he sex ha dreist he oad, a zisclerias d’he Merc’het penaus e lese gant-o al liberte da sortial ha da glasq o surete e lec’h-all, mæs penaus hi a oa resolvet da zeport ar maro en he c’houent, re eürus c’hoas emezy, da c’hallout achui he buez dre ar verzerinti. Febronii a lavaras ive, gant ur vouez ferm ha couraichus : chom a rin amâ didan protection Jesus-Christ hac hini ar Verc’hes Vary ; petra a allàn-me da zesirout avantajussoc’h eguet scuilla va goad evit va Salver adorabl ?

Ar barner Seleen pehini a oa un den cruel, a reas en effet massacri un nombr bras a gristenien ; hac, evel ma clevas coms eus a Febronii, e cassas soudardet d’e c’hlasq, en ur esperout ober dezi cench feiz ha Religion, dre ma voa c’hoas yaouanc. Ar Santes a oue quemeret en he c’houent. He moëreb a lavaras neuse dezi : iit, va merc’h, disquezit ez-oc’h Pried dign da Jesus-Christ, ha roït din ar gonsolation, abars ma varvin, da c’hallout lavaret em bez un nizes merzeres. He moëreb ne alle quet derc’hel he daëlou, mæs Febronii e devoa ur visaich countant, pehini a zisqueze penaus e jouisse eus ur peoc’h bras en he ene.

Pa voe-hi presantet dirac Seleen, e comsas out-y da guenta dre gaër : Ne c’houlennàn diouzoc’h, emezàn, nemet ma adorot hon Doueou, evit ho timizi da un niz am eus. Febronii a respontas : inutil eo proposi din ar fortuniou brassa eus an douar ; hac ar broposition a rit din da adori drouc-sperejou a ra din fremi gant horrol ; seul-vuy e reot din soufr a dourmanchou, evit difen va rehgion, seul-vuy e contribuot da c’hloar Jesus-Christ, ha, mar credàn e lavaret, d’am triomphl.

Seleen, depitet o clevet ur seurt respont, goude beza grêt dezi soufr ur jahyn gruel evit aessaat trec’hi he c’houraich, e c’hondaunas da veza dibennet. He merzerinti a erruas var-dro tri c’hant vloaz goude donediguez hor Salver.

Ar Prefet Lysimaq, pehini a oa un den mad ha douç dre natur ; touichet o velet ar gouraich hac ar joa e devoa disquezet ar Santes e creiz an tourmanchou, a zeuas da aznaout ha da admira an oll-gallout eus a Zoue ar gristenien : ober a reas quer buan heana ar bersecution : en em renta a eureu christen e-unan, ha cals a re-all a heulias e exempl.

REFLEXION.

Febronii, excitet dre an exemplou bras a vele gant he moereb ha gant all leaneset-all, en em rentas e-unan leanes. Ar Prefet Lysimaa, touichet o velet ar gouraich dreist ordinal gant pehini e anduras santes Febronii ar c’hruella tourmanchou evit ar feiz, en em rentas e-unan cristen ; ha cals a bayanet, o velet conversion Lysimaq, a imitas e exempl. An exempl vad a ra teir impression diffarant var hor speret pe var hor c’halon. Da guenta, e ra deomp caret ar mad a admiromp er re-all. Dan eil, e tesiromp don hènvel ous ar re a admiromp. D’an drede, evel pep-hini a garre beza vertuzus, pa-ne-vet an difficulteou a sonch dezàn a gaver er pratiq eus ar vertuz, an exempl-vad a zeu da lemel an ampechamant-ze, dre ma ra deomp guelet ne d’ê quet quen diæz ober ar pez a ra quement a re-all hep poan, ha memes gant joa.

Quemer eta couraich, va c’halon : ar Sænt n’o deus grêt netra a guement na alles dont a-benn gant graç Doue, pehini ne vanq morse did.