Buhez ar Sent/1837/Francesa

◄   Yan Doue Francesa An daou-uguent Merzer   ►


An navet devez a viz Meurs.


SANTES FRANCESA, INTANVES.


————


Ar Santes-mâ, pehini a eller gant ræsoun proposi evit ur squêr a vertuz d’aq oll merc’het ha graguez christen eus a bep stad hac eus a bep condition, a oa guinidic eus a hom hac eus a lignez nobl. En he yaouanctis e devoa un douçder admirabl, hac he brassa pligeadur oa en em retira en ur plaç bennâc a gostez evit en em antreteni gant Doue en Oræsoun.

O veza bet dimezet yaouanc flam, ne songeas muy nemet d’en em santifia er stad-se, oc’h en em acquita ervad eus he oll deveriou. Studial a reas da guenta da aznaout speret hac humor he fried ; evez mad a lequee ous quement a alze displigeout dezâ ha troubli ar peoc’h ; oboissa a ree dezàn e peb tra ; hac o daou o devoa au eil evit eguile ur garantez hac ur respet quer bras ma vefsont daou-uguent vloaz assambles heb ma savas biscoas etrezo an distera tra. Neubeut a zimiziou a gaver quen eürus, abalamour ma eus neubeut a zimiziou quer santel.

Daou grouadur o devoe da bere e inspirzont abred dougeanç Doue, ha marvel a rezont evel daou Æl, o veza c’hoaz yaouanc.

Ne ouffer quet lavaret gant pebes attantion e veille ar Santes-mâ var he servicherien, ha gant pebes madelez o zrete. O c’honsideri a ree evel he bugale ; ober a ree dezo ul lectur devot hac ar pedennou e commun bemdez ; hac an urz caër pehini a zalc’he en he zy a antretene un devotion edifiant etouez ar re a chomme ennàn.

Petra bennâc ma voa yaouanc, nobl ha pinvidic, n’en em gave morse en divertissamanchou monden, en ur lavaret penaus, o veza Cristenes, e voa obliget da veva herves reglennou an Aviel, ha non pas hervez ar bed.

He guiscamant a oa bepret modest bras, hac he exempl a reas da gals a Itroneset eus a Rom renonç d’ar vaniteou, evit imita he modesti.

Goudê beza en em arquitet eus he devotionou ordinal ha lequeet pep urz vad en he zieguez, e roe an nemorant amser d’an euvrou a garantez, o bisita ar re glàn hac o soulagei ar re baour.

Ladislas, Roue eus a Napl, o veza en em sesiet eus ar Guær a Rom, ar Vreg santel-mâ e devoe an displigeadur da velet pilha he zy, sæsia he madou hac exila he fried. Suporti a reas gant ur batiantet admirabl ar c’hollou-ze ; biscoas ne respontas d’ar re a zeue evit he c’honsoli nemet ar c’homzou-mâ : Doue en deus lamet diguenê ar pez en devoa roet din ; e Hano ra vezo meulet.

Goude ma voe græt ar peoc’h, e voe rentet dezi he madou, hac e tistroas he fried dious e exil. Neuse e teuzout o daou da veva assambles evel breur ha c’hoar, ha d’en em rei oll d’ar pratiq eus an euvrou mad ha d’an Oræsoun.

Ar Santes a zougas bepret a-neuse dindan he dillat-all ur saë reun, pehini a gonserver c’hoas er Gouent a reas sevel dre un inspiration a Zoue, evit receo ar merc’het hac an intànveset pere o devize c’hoant da guitaat ar bed evit servicha Doue hebquen. O hènvel a rêr Oblat, abalamour elec’h ober profession, evel al Leaneset-all, ne reont nemet un Oblation, da lavaret eo, un offranç anezo o-unan da Zoue. En institut-mâ e veler un nombr bras a verc’het o veva en ur garantez parfet hac en un devotion ar fervanta.

Goude maro he fried e c’houlennas gant humilite beza recevet e qualite a Seures er gouent e devoa græt sevel. Goude beza quemeret an Habit, e serviche he C’hoareset gant un humilite admirabl, hac e tougue memes dre Guær var he fenn ar bourvisionou necesser evit an ty. Na dleer quet beza soueset ma reas Doue da un Ene quen humbl faveriou dreist-ordinal. Meur a veich e vise extasiet epad he Oræsoun, ha beza e devoa an eur da velet alies he Æl mad e furm ur c’haouadur yaouanc, guisquet e guenn, gant ur guenet ravissant.

Erfin, goude ur vuez quer caër, e varvas er bloaz 1440, oaget a c’huec’h vloaz hac hanter-cant.

REFLEXION.

Santes Francesa e deus bevet daou-uguent vloaz gant he fried, heb division na facheri ebet etrezo, dre ne devoa quen bolontez nemet hini e fried.

Ur vreg evit conservi ar peoc’h en he zieguez hac en he Ene, a dle assanti gant he fried, oboissa dezàn, quitaat peb-tra evit ober e volontez, en ur guer na dle caout quen volontez nemet hini he fried.

Eil Reflexion. Ar Santes-mâ e deus bet an eur da velet alies en he c’hichen he Æl mad, en amser memes ma oa dimezet. Militout a reas ar c’hraç hac ar faver special-se dre ar burete vras eus he ene hac eus he C’halon distag ha diangaich antieramant dious pep pligeadur memes permetet.