Buhez ar Sent/1837/Genoveva

◄   Odilon Genoveva Per-Thomas   ►


An drede devez a viz Guenver.


SANTES GENOVEVA.


————


Genoveva, guinidic eus ur guær vian hanvet Nanter, diou leo dious Paris, e devoa evit tad ha mam tud eus ar gommun, mæs distinguet dre o vertuz. Querquent ha ma e devoe an usaich a ræsoum, en em offras hac en em gonsacras da Zoue ; ha remerquet e voe enni ur furnez hac un devotion dreist he oad.

En ur zivoal an dêvet, en em lequee da neza he c’heiguel, he speret hac e c’halon bepret occupet a Zoue. O sellet ous an eê, ous an heaul, al loar, ar steret, e considere ar galoudeguez Doue. O sellet ous an douar, ous al loenet, an yd, ar froues, ar gueaut, e considere ar vadelez Doue pehini a bourvez da bep tra, en ur faeçoun quen admirabl.

D’an oad a bevarzec vloaz e reas veu da chom bepret guerc’hes. Neuse e coumanças beva divar bara hac un nebeut fao. Sacramanti a ree ordinal bep sul, hac e tremene an nos diaguent en oræsoun. Goude maro he zad hac he vam e teuas da chom da Baris, e peleac’h e cunduas ur vuez mortifiet meurbet.

Doue, evit e amprou ha purifia he vertuz, e affligeas dre ur c’hlènvet estranch : he c’horf a zeuas da veza goloet gant ul lornez quen horrubl, ma voe quemeret evit ur plac’h-fall, punisset gant Doue abalamour d’he c’hrimou ; tretet e voe evel ur fals devod, ha lavaret e voe quement a dra anezi, ma en devoa c’hoant ar bobl d’e labeza. Ar batiantet admirabl, an humilite, hac ar peoc’h interior a zisquezas ar Santez en he c’hlènvet, hac e creis ar bersecution-se, a reas aznaout he innocanç. Seul-vui ma oa bet humiliet ha dispriset, seul-vui e voe istimet hac enoret goudese, seul-vui e oa bet affliget, seul-vui e voe consolet ; Doue e fareas dious ar c’hlènvet, hac a reas aznaout he santelez.

Ar Roue Attila, o veza prest da arruout gant e arme e Paris, evit coll ha distrugea quær, Genoveva a exhortas an oll-bobl da galmi ar goler a Zoue dre ar beden hac ar yun : senti a resont outy ha quer buan ar barbaret-se a zistroas var o c’hiz.

Epad ur famin, er memes quaer a Baris, Genoveva a yeas da glasq yd er c’haeriou a-bell : he beaich a voe quen eürus ma tistroas souden gant unec hag carguet a yd, hac e saveteas evel-se ar vuez da ur bobl infinit.

Ar Roue a ree un istim vras anezi ; ha dre avis ar santes-mâ eo, e reas sevel e Paris un Ilis caer dediet d’an Æbestel Sant Per ha Sant Paul.

Genoveva, istimet gant ar Princet ha gant ar Breladet, ha respetet gant an oll, e devoa santimanchou quen humbl anezi e-unan ma teue an enoriou rentet dezi, da ober dezi souffr mui evit ne devoa souffret e creis ar bersecutionou.

Erfin, er bloaz 512, oaget a nao bloaz ha pevar uguent, ha leun a miritou, e varvas quer santelamant evel en devoa bevet. He c’horf e voe douguet gant ur manifiçanç vras da Ilis an Æbestel Sant Per ha Sant Paul, hanvet a c’houdevez Ilis santes Genoveva, e pelec’h ema hueleet adren an auler vras, en un Archet ar c’haëra hac ar preciussa eus Franç.

Er bloaz 1129 ar guær Baris o veza affliget dre ur c’hlènvet tom, dre pehini e varve un nombr infinit a dud, e voe disquennet Archet santes Genoveva, ha douguet e procession. Er memes amser e heanas ar c’hlènvet, ha pevarzec mil den clàn e quær, en em gavas pare. Evit celebri ur miracl quer caër, a rer memor anezàn e Paris ar c’huec’hvet devez varnuguent eus vis Du, dre urz ar Pab Inonçant eil eus an hano. An devotion en andret ar Santes-mâ a gontinu bepret, ha bemdez e santer an effet eus he frotection en necessiteou public ha particulier.

REFLEXION.

Genoveva, o tivoal he dêvet, e devoa bepret he speret hac he c’halon savet var-zu Doue : en ur sellet ouz an eê, an heaul, ar steret, e considere ar gallout infinit eus an Autrou Doue. En ur sellet ous an douar, ouz he dêvedigou, ouz an yd, ar frouez, hac ar gueaut, e considere ar vadelez hac ar brovidanç Doue, pehini a bourvez da bep tra, en ur fæçoun quen admirabl, hac en deus crouet quemense-oll evit utilite ha servich an den, evit e vaga hac e visca. Peguement a vugale yaouanc, occupet da zivoal al loenet, a zeuffe d’en em sanctifia en ur ober ar memes reflexionou.

Eil Reflexion. Ma ne divise quet Genoveva en em zistinguet dre he vertuziou, pe seurt istim a vise bet græt anezi en he amser ? Prinç ebet hac èn en divise priget, sellet ouz ur plac’h paour, divar ar meas, mireres an dêvet, evel ma voa-hi ? Mæs he santelez e deus graet ma ze bet aznavezet, en he buez, memes, gant ar Rouanez.

Pe seurt enor a renter d’ar beyou eus ar Brincet hac eus ar Rouanez e Ilis Sant Denis, e pelec’h e virer o c’horfou, ha guelet a rêr den ebet o stouet var e zaoulin evit o fidi ? Elec’h ma veler bemdez ar Brincet hac ar Brinceset, ar Rouane, hac ar Rouaneset, o stouet dirac bez Genoveva, evit e fidi hac en em lacaat dindan he frotection.

Aznavezomp eta penaus ar guir noblanç a gonsist er vertuz, ha penaus ne deus nemet ar c’hrag a guement a ell hon renta bras hac istimabl dirac Doue ha dirac an dud.