Buhez ar Sent/1837/Gregor Nazianz

◄   Per, arc’hescop Gregor Nazianz Antonin   ►


An navet devez a viz Maë.


SANT GREGOR NAZIANZ.


————


Ar Sant-mâ, guinidic a Nazianz, a ree en e yaouanctis un istim quer bras eus ar chastete ma viras epad e vuez ur burete angeliq. En ur ober e studi er Guær a Atheen, e reaz un aznaoudeguez hac un amitie particulier gant Sant Basil ; ha goude beza en em zistinguet eno o daou, quên dre o sperejou bras, quên dre o devotion exemplus, en em denzont en ul lec’h distro, e pelec’h e tremenent o amzer en Oræsoun, er studi eus ar Scritur Santel, hac er pratiq eus ar binigen.

Sant Gregor, o veza bet contraign dre ur ræsoun a garantez, da zistrei da Nazianz, a recevas eno an Urzou sacr. Neuse en em roas d’ar Bredication, hac e prezegue gant quement a onction ha gant quement a frouez ma voa consideret evel un Abostol.

Neubeut amser goude-se e oue sacret Escop a choaset evit Escopti Sasiim ; mæs Escop Nazianz, pehini dre e oad bras ne alle muy exerci e garg, er goulennas hac en obtenas evit e sicour. Ebars ar garg-ze en em gomportas gant quement a furnez ma vilidas beza choaset evit Escop ha Patriach a Gonstantinopl. Beza en devoe cals da souffr abers an heretiquet ; mæs dre e batiantet ha dre e zêl ardant e teuas a-benn d’o c’honvertissa da Zoue.

Pa en em velas infirm e reas, goude beza lequeet urz e pep-tra ; an diles eus ar garg enorab-se, evit distrei da Nazianz. En em retira a eureu en un ty var ar mæs, e pelec’h, o veva evel ur religius, en em roas d’ar gontemplation, hac e scrivas al levriou devot meurbet, a bere en deus pinvidiqueet an Ilis.

Mont a eureu da receo en Eê ar recompans eus e labourou hac eus e euvrou mad, var-dro ar bloaz 380.

Maximou spirituel Sant Gregor.

1. Quellies gueich ma tennomp hon alan e tleffemp songeal e Doue, pa zeu da gonservi deomp hor buez e pep moument, na d’hon c’harga eus e zonæsonou.

2. Ec’his ma ze unisset ar c’horf gant an ene, ha ma ze unisset ar branq gant trogenn ar vezen, e tleomp beza unisset evelse gant Doue. Ar brang separet dious ar vezen, a zeu da voènvi ha da vervel ; ar c’horf separet dious an ene a zeu da vreina ha ne d’ê muy nemet corruption : an den separet dious Doue, dre ar pec’het, e pe stad deplorabl ne ma-èn quet eta, sioas ? 3. Ret eo en em soumeti, sugea da Zoue ha d’an dud : da Zoue evit pep seurt ræson, ha d’an dud evit conservi ar peoc’h ac antreteni ar garantez.

4. Un dra meulabl ha profitabl ê derc’hel e deaud, pa en em santer poulset da barlant dre goler.

5. Ur voyen excellant evit regli ervad e deaud, eo en em voasa da viret aviziou ar silanç.

6. Parlantit pa guefot ne ve quet guell deoc’h tevel ; mæs ive tivit, mar d’ê guell ar silanç eguet ar pez a fell deoc’h da lavaret.

REFLEXION.

Ar Sant-mâ a recommande alies ar silanç, hac en em gondaonas e-unan da chom daou-uguent deiz hep parlant, dre’n abec ma songe dezan en devoa parlantet re un devez. Ha c’hui, da bet devez e tleit-u en em gondaoni evit beza parlantet re a-enep Doue hac a-enep ho nessa, dre ho leoudoue, dre ho mallozou, dre ar vedisanç, pe dre gomsou dishonest ha lubric ?

Eil Reflexion. Oc’h en em gavout infirm ha clàn var fin e vuez, e tremene un amser vras en Oræsoun, hac e compose Levriou devot ha santel. Ha c’hui, ur c’hlènvet dister a ra deoc’h negligea hoc’h exerciçou a zevotion, evel pa ne ve quet an amser da veza fideloc’h da Zoue, pa zeu d’o pisita ha d’hoc’h eprouvi dre ar c’hlènvet.