Buhez ar Sent/1837/Hiler

◄   Honorat Hiler Paol, quenta hermit   ►


Ar pevarzecvet devez a viz Guenver.


SANT HILER, ESCOP


————


Ar Sant-ma a voa guinidic eus ar Poëtou. E dad hac e vam o devoa ar malher da veza payanet. Hiler pehini en devoa ur speret hac un inclination vad, a goumance santout, dre ar sclerigen eus ar ræsoun, peguer væn e voa ar superstitionou payen, pa gavas, dre un effet particulier eus ar brovidanç, Levr ar Scritur Sacr. O lenn al Levr-ze, e teuas, gant ar sicour eus ar c’hrag, da aznaout ar virionez hac ar santelez eus ar Religion Gristen, hac heb dale e recevas ar Vadiziant : ober a reas bepred ur studi particulier eus ar Scritur Santel, evit gallout avanç muyoc’h muy en hent eus ar silvidiguez bac eus ar berfection. An istim a ree an Habitantet a Boitie eus e vertuz a reas dezo e choas evit o Escop, goude maro o Fastor. En em opposi a eureu muy ma ellas ; mæs contraign e voe da gonsanti d’ar choas a oa græt anezân.

O vêza Escop, e labouras gant fervor ha gant couraich da instrui e bobl, hac e impligeas e oll nerz hac e oll zêl evit e breservi dious an hereziou pere a gorrompe ar vro. Abalamour da-ze an heretiquet a alyas an Empalaer Constanç pehihi a oa o frotector, d’en exila e Frigii. Ar Sant a recevas urs ar Prinç gant ur joa ingal d’an hini o devoa an Ebestel hac ar Merzerien, pa o devoa da soufr evit ar gaus hac evit gloar Jesus-Christ. Epad e exil pehini a badas pevar bloas, e composas daouzec Levr admirabl var Myster an Drindet ; ar pez ne viras quet na labouras da gonvertissa tud ar vro-ze, gant quement a frouez, ma seblante ne voa bet cacet d’y, nemet evit founta ha stabilia eno rouantelez Jesus-Christ.

Presanti a reas d’an Empalaer ur Requet, dre behini e c’houlenne ma vize permetet dezâ disput ous an heretiquet, en ur Gonferanç public e presanç e Vajeste. Ar re-mâ oc’h aznaout e squiant hac e Zoctrin, ne gredzont quet en em exposi, gant aoun na droze an disput d’o-mez ha d’o c’honfusion ; caout a resont un digare evit alya ar prinç d’e gaç en dro d’e guær a Boitie.

Ar Sant a voe recevet en oll Quæriou var e hent, evel ur c’honfessor glorius a Jesus-Christ, pehini a zistroe triomphlant eus an herisi. Æz eo-compren gant pebes joa, gant pebes respet ha gant pe seurt triomphl e voe recevet gant e bobl.

Ar Sant bras-mâ, goude beza labouret gant ur zêl hac ur gouraich infatigabl evit souten an Ilis hac evit gloar Jesus-Christ ; goude beza bet istimet hac enoret gant an oll dud fidel ha gant ar Santela Esquibien, pere er c’honsidere evel o squer hac o exempl, goude beza bet amprouet ha purifiet dre ar bersecutionou, oaget a seiz vloaz ha tri-uguent, ha leun a vilidou, a derminas ur vuez quer poanius, mæs ive quer glorius, dre ur maro c’hoas preciussoc’h dirac Doue,er bloaz 368.

REFLEXION.

Sant Hiler o lenn ar Scritur Santel a zescas squiant ar Sænt, da lavaret ê, an nent eus ar silvidiguez hac eus ar berfection ; pebes mez evit Christenien ; coll amser o lenn canaouennou alies criminal, ha bepret inutil. Studiet squiant ar Sænt, mar fell deoc’h beza Sant un deiz.

Eil Reflexion. Ar Sant-mâ en deus studiet ha labouret pell amser evit compos daouzec Levr var Myster an Drindet Santel, evit esplica ar Myster bras hac adorabl-mâ. Pebes sourci a quemerit-hu da esplica ar myster-ze hac ar re-all da dud ho ty pe d’ho pugale.

Trede Reflexion. Doue a reas da Sant Hiler ar c’hraç da zistrei dious e exil, victorius ha treac’h d’an heretiquet pere o devoa e bersecutet. Recevet e voe gant cals a enor ha gant triomphl en oll Quæriou dre bere e tremenas. Doue a ree enori ar Sant-mâ hac en n’en devoa quen studi na quen sonch nemet da broculi gloar Doue. Chetu-ase ar goumbad caër pehini a bad bete ar fin etre Doue hac ar Sænt ; Doue a ra o enori, hac ind-ii ne songeont nemet d’e servicha ha d’e c’hlorifia. Eürus ar servicher pehini a vezo cavet ganl Doue o labourat evelse evit e c’hloar.