Buhez ar Sent/1837/Ignaç, escop ha merzer

◄   Per Nolasq Ignaç, escop ha merzer Purification ar Verc’hes Vari   ►


Ar c’henta devez a viz Fevrer.


SANT IGNAÇ, ESCOP HA MERZER.


————


Ar Sant-ma en devoe an eur da veza unan eus a Zisquibien Sant Yan Evangelist, pehini a inspiras deza ar garantez ardant en devoe bepret evit Jesus-Christ, bete fin e vuez. Jugi a eller eus e vertuz hac eus e vilit rar dre ar choas a reas an Ebestel anezâ evit gouarn un Escopty quer considerabl evel an hini a Antioch.

Gouarn a eureu an Ilis-se epad tost da zaou-uguent vloaz gant ur zêl apostoliq. En amser ar bersecution ne abandounas biscoas e bopl, petra bennâc m’en em gave eh danger eus e vuez ; assista a ree ar re baour, consoli ar re-all, ha souten ar gouraich hac ar feiz eus an oll. E vrassa desir oa da souffr ar Verzerinti, ha lavaret a ree penaus n’en devise quet credet en devise ur guir garantez evit Jesus-Christ, quen na zeusie da scuilla e goad evintàn.

An Ampalaer Trajan o veza bet informet eus an hardieguez gant pehini e prezegue ar feiz, a ordrenas d’en em sesia anezàn, hac de gundui gant sonudardet d’ar guer a Rom, evit beza exposet eno d’al leonet ha d’an tigret, ha servichout da zivertissamant d’ar bayanet, o velet ar gombat a vize etre al loenet-se hac èn.

Querquent ha ma clevas e setanç, e lavaras gant un transport a joa : graçou a rentàn deoc’h, va Salver, dre m’am bezo erfin ar gonsolation da rei deoc’h ur merq anat eus va c’harantez. En ur lavaret ar c’homsou-mâ, e presantas e zaouarn evit beza chadennet ; pocquet a reas d’e chadennou ; en em lacât a eureu var e zaoulin, hac, o veza pedet Doue gant cals a zaëlou evit e ilis, e partias eus a Antioch, en ur bidi ar gristenien da gaout zonch anezàn en o fedennou : pedit evidon, emezâ, evit ma rentin un ene mad da Zoue : desir am eus, evit guir, da souffr, mæs ne ouson quet ha me so din da souffr evit gloar Jesus-Christ. Pedit evidon, evit na vezin quet un den reprouvet dre ma infidelite, mæs ma vezin din da receo ar Gurunen a so destinet din.

Pa voa en hent, e scrivas d’ar gristenien eus a Rom : beza ez oùn ar guinis a Zoue, hac e tleàn beza draillet ha malet gant dent al loënet : ar brassa aoun am eus, eo na zeufent d’am espern, evel ma ze c’hoarveet gant hiniennou eus ar Verzerien. Ma tigouesse quemense guenê, e teufen d’o hengazi ha d’o incita va-unan. Aznaout a ran an avantaich a recefen : ya e lavaret a ràn hardiz, tra ebet ne ouffe ma ampeich da vont da Jesus-Christ : nac an tan, nac al loenet cruel, nac an oll valiç eus an drouc-speret ; netra ne vezo capabl da ziminui va c’houraich ha va c’harantez evit va Salver adorabl ; ne vevàn muy nemet evit mervel ivintàn.

Pa voe erru e Rom, en em lequeas var e zaoulin gant ar gristenien pere en em gavas endro dezâ ; en em offr a reas da Zoue, evel ur victim prest da veza sacriiiet, hac e pedas evit ar peoc’h eus an ilis.

Quer buan goude e voe cunduet d’an tear. Pa glevas al loenel o yudal, e lavaras gant ur vouez huel : beza ez oun ar guinis a Zoue, ret eo e venn malet gant dent al loënet-mâ, evit ma hellin beza offret evel ur bara pur da Jesus-Christ. Lausquet e voe var-an-heur al loenet, pere en devoras en ur moment, evel m’en devoa desiret. Clevet oue o prononç an hano santel a Jesus bete an huanad diveza. E verzerinti a arruas er bloas seiz ha cant goude donediguez hor Salver.

REFLEXION.

An desir en devoa Sant Ignaç da rei da Jesus-Christ ur merq eus e garantez, a reas dezâ souffr gant joa ur maro cruel. Pe seurt merq, va breur ha va c’hoar, hoc’h eus-hu roet da Jesus en ho carantez ? Petra hoc’h eus-hu graet evintàn ? Petra hoc’h eus-hu souffret evintàn?

Jesus en deus en em roet deomp evit gounit hor c’harantez. Ha c’hui a fell deoc’h miritout carantez Jesus ? En em roït ive-oll dezâ. Peguer consolant eo reï e galon, e gorf hac e ene da Jesus ! Ur maestr eo quen douç ha quen liberal ; ur mignon eo quer fidel e peb rancontr, ha fidel bete ar maro ; un Doue eo quer puissant evit hon recompanci en tu-all da guement a oufemp da ober ha da souffr evintàn.

Jesus en deus songet enomp ha labouret evidomp epad e vuez. Greomp hon actionou en intantion da bligeout dezàn, ha rapportomp-y-oll d’e c’hloar ; songeomp alies en deiz ennâ, ha leveromp dezàn, da nebeuta ur veich bemdez gant an oll fervor possubl : Jesus a garantez, roït din ar c’hraç da veva ha da vervel en ho carantez.