Buhez ar Sent/1837/Isidor

◄   Pacoom Isidor Ubald   ►


Ar pemzecvet devez a viz Maë.


SANT ISIDOR, PATRON AL LABOURERIEN.


————


Sant Isidor, labourer douar dre e gondition, mæs pehini evit e Santelez a so bet choaset evit Patron eus ar Guær a Vadrid, ac a so enoret evel Protector eus a Rouantelez Spaign, en devoa evit tad ha mam tud paour, mæs tud a zougeanç Doue, pere evel ma o devoa un devotion particulier evit Sant Isidor Arc’hescop, a zesiras e tougze o mab e hano. E instrui a resont abret gant ur sourci bras eus a Lesen Doue, ha profita a reas eus an instructionou a voe graet dezàn : ur garantez ardant en devoa evit Doue ; un obeissanç hac ur respet bras evit e guerent.

O veza bet demezet da ur verc’h fur ha parfet, hanvet Mari, e inspiras souden dezi e santimanchou hac e zevotion. Goude ma o devoa bet ur mab, gant pehini e lessont evit oll heritaich exemplou caër a bep-seurt vertuziou, Isidor a broposas d’e bried da veva assambles evel breur ha c’hoar ; en em angagi a resont o daou da guemense dre veu, ac e viret a resont epad o buez : ar pez a dennas var-nezo ur venediction special eus an Eê.

Evel n’en devoa nemet poan e zivrec’h evit beva, e quemeras ur verouri. Evit beza cresquet e labour, ne ziminuas netra eus an amser a implige pep deiz gant e zevotionou ; sevel a ree mintin-mad, ha bemdez abars mont d’e labour, e yee da visita un Ilis bennâc, ispicial un Ilis d’an Itron Varia, e pelec’h e cleve an Oferen, ac e ree Oræson gant un devotion fervant.

Tud goal-intantionet a reas da entent d’an Autrou eus ar verouri penaus e verour elec’h mont abred d’e labour, a yee bemdez da visita an Ilisou, ha penaus e neglige e zouar. E Autrou a gredas re facil ar goal deaudou-ze ; ac un deiz ez-eas gant drouc ennàn d’e surpren er parc, evit guelet pedavare e arruffe, ha penaus e labourse ; mæs soueset bras e voue pa remercas eus a bell daou alar, unan a bep-tu da Isidor, pere a laboure assambles gantàn ; mæs pa daustaas, e tisparissas an daou alar-ze. Quemense a zouçaas e speret ; ac evel m’en devoa c’hoant bras da ouzout petra signifie ar pez en devoa guelet, e saludas Isidor en ur fæçoun gracius, en ur lavaret gant ur propos agreabl : livirit din, Isidor, petra oa an daou alar-ze a laboure gueneoc’h, hac a so disparisset pa oun-me tosteet ? Ne ouffen quet, eme ar Sant, em be sicôur-all nemet hini an Autrou Doue, e pidi a ràn e commançamant va labour, hac alies an deiz e songeàn ennâ. E Autrou a gomprenas petra signifie ar pez en devoa guelet, hac a zeuas da aznaout santelez e verour. E exhorti a eure da gontinui e exerciçou a zevotion ; ha souden e anaveas ne voa douar ebet er c’harter guell labouret nac a vell rapport eguet e hini.

Petra bennâc ne oa guet pinvidic Isidor, e voa cousgoude charitabl meurbet, en hevelep-fæçoun ma zê bet consideret evel ur miracl an alusennou bras a ree. Un devez goude beza distribuet d’ar beaurien quement en devoa da rei, e teuas c’hoas ur paour da behini ne allas quet en em resolvi da refus an alusen : e bried a lavaras dezàn e voa impossibl e assista pa ne voa muy netra. mancout a fizianç a rit, eme ar Sant ; clasquit gant muy a feiz ac e quefot. Cavet voe en effet peadra evit contanti meur a baour.

O veza couezet clàn, e anavezas an devez eürus pehini a dlie lacât fin d’e boaniou. En em brepari a reas evit an heur diveza-ze gant ur fervor nevez. Receo a reas e Sacramanchou gant un devotion pehini a douchas calonou an oll assistantet. Erfin leun a garantez Doue, leun a vertuz ha carguet a vilidou, e varvas er bloaz 1130, etro an oad a pemp bloaz hac hanter-cant.

Souden goude ma varvas, Doue a reas da aznaout gloar e Servicher fidel dre un nombr bras a Viraclou a reas e faveur ar re a visite e Vez.

Daou-uguent vloaz goudeze e voe savet e Gorf eus a Vered Sant Andre, evit e lacaat en Ilis en ur plaç enoraploc’h. Pa goumancezeur toulla, ar c’hleïer a gommanças da sôn anezo o-unan ; ur bobl infinit pehini a oa en em assamblet, a voe test eus ar Miracl-mâ ; ouspense cavet voe e Gorf en e bez, ha quer fresq evel pa vize bet leun a vuez : transportet e voe gant ur solennite vras en Ilis e pelec’h ema c’hoas, abaoue ouspen c’huec’h-cant vloaz quer fresq ha quer caër evel ma voa neuse.

Ar Roue a Spaign, Philip trede, en devoa quemeret cals a sourci evit pidi ac evit hasta ar Pap Paul pempet da Ganonisa al Labourer santel-mâ : e boan na chomas quet pell heb recompans. Ar Roue o tont eus a Lisbon a gouezas quer clan ma tisespere ar Vediciner eus e yec’het : ar pez a lacâs un dristidiguez vras etouez an oll. E creiz an desolation-ze e teuzont da gaout recours da Intercession Sant Isidor ; hac an Autronez guenta eus ar Guær a Vadrid a ordrenas ma vize douguet an Archet e pehini e conservet e Gorf Santel, d’ar Guær e pehini edo clân ar Roue : an neventi-ze a reas ur joa vras d’an oll, dre ar fizianç o devoa e Protection ar Sant ; pep-unan en em breparas prount evit assista er Procession : biscoas Ceremoni ne voe solennoc’h. Seblantout a ree quent da un Triomf eguet da ur Procession : an Archet a voa var ur Brancard ornet gant ur magnifiçanç vras : an dud a Ilis hac a noblanç var marc’h o touguen pep-hini ur c’houlaouen coar, gant ur c’hân hac ur musiq melodyus : un nombr bras a C’harossou a zeu varlerc’h, hac ur bobl infinit pehini a gresque bepret. Da un hanter leo eus a zemeuranç ar Roue e tigoueas ouspen c’huec’h mil den quên Beleyen, quên Religiuset ha re-all, pere a zeue e Procession eus ar C’hæriou divar-dro hac en em lacaas e renq gant ar re-all. Map ar Roue gant ur gompaignunez enorabl a zeuas ur royat en hent evit diguemeret ar Relegou hac o accompaigni bete cambr e Dad, e pelec’h edo an oll Famil Royal. An Arc’h, douguet gant pevar Bælec ar re gonsiderapla a Ilis Madrid, a voe poset var un Trôn. Ar Roue pehini a voe bet delivret dre ur Miracl dioc’h an derrien, er memes instant ma sortias an Arch eus a Ilis Sant Andre, en em gavas pare parfetamant querquent ha ma antreas er gambr hac a rentas actionou a c’hraç da Zoue ha d’ar Sant gant santimanchou bras a aznaoudeguez-vad.

Goudese e voe disouguet an Archet e triomf d’ar Guær a Vadrid gant ar memes magnificanç ha gant ur rejouissanç dreist-ordinal. Biscoas Roue ne recevas quement a enor evel ma voe rentet da Gorf al Labourer santel-mâ.

Er bloaz varlerc’h e voe lequeet ar C’horf santel en un Archet preciussoc’h, evit ober pehini e voe impliget tregont mil scoet eus a aour pur.

REFLEXION.

Al Labourer paour-mâ eus ar memes stad evel an darn-vuya ac’hanoc’h, a so deut da veza ur Sant bras heb sortial eus e dieguez, ac eus e gondition. Petra vir ouzoc’h-u na zeut d’en em sanctifia ivez hoc’h-unan ? Hac an ambaras eus ho labour ac eus ho tieguez eo hoc’h ampeich ? Rentit da guenta da Zoue ar servich a dleit dezàn, ha Doue a raï dre e venediction ma prospero pep-tra gueneoc’h.

Eil Reflexion. Sant Isidor en ur servicha Doue, en deus servichet mad e Autrou. Peguement a Vistri a ve contant eus o servicherien, ma o defe sourci d’o lacaat da servicha Doue ervad !

Trede Reflexion. Oll gloar ar Brincet a so rentet e ludu ebars ar Bez, elec’h ma vezo guelet bete fin ar bed eharz treit al Labourer santel-mâ ar brassa Rouane prosternet dirag e Relegou, o c’houlen e assistanç. O peguer guir eo penaus ar vertu a so dign a respet e peb-lec’h, ha penaus ar Santelez a so noploc’h evit an oll Gurunennou eus ar bed !