Buhez ar Sent/1837/Joachim

◄   Per Gonsalez Joachim Anicet   ►


Ar c’huezecvet devez a viz Ebreul.


BUEZ AN DEN EURUS JOACHIM,
EUS A URZ AR SERVITET.


————


Ar Servicher fidel-mâ da Zoue, guinidic eus a Sieen, en devoa a vianic pep seurt qualiteou mad : ha dre-ze e oa caret meurbet gant e guerent ha gant an oll ; mæs admira a reent ispicial e garantez vras evit ar beaurien hac e zevotion en andret ar Verc’hes Vari. Adalec neuse en em accustumas da lavaret en he enor un Ave Maria, quel lies gueich ma vele un imaich bennâc anezi, hac e viras ar c’hustum vad-se bete fin e vuez.

O veza crouadur yaouanc n’en em gountante quet da rei d’an dud paour an oll arc’hant a vie roet dezàn evit e bligeadurou, importuni a ree c’hoas bepret e guerent evit rei an alusen gant larguentez d’ar beaurien. E dad a lavaras dezâ erfin : joa e guene, va mab, ma carit ar beaurien, netra na zere muy ous un Digentil Cristen : countant oùn e roac’h an alusen, mæs non pas e prodigac’h ho madou. Doue ra viro, va zad quer, eme Joachim, e raën birviquen netra a-enep hoc’h urz : va desquet hoc’h eus ez ê da Jesus-Christ e reer an alusen, pa er greer d’ar paour : Jesus-Christ a so puissant avoalc’h evit hon recoumpansi. E dad en em santas touichet o clevet ur respont quer fur gant ur c’hrouadur.

Joachim a save aviziou en nos evit pidi Doue. E dad, o veza santet e save evelse, a c’houanteas goüt petra ree d’ar mare-se. Un nosvez er galvas, hac, evel ne responte quet, ez eas betec ennan : e gaout a reas gant ur visaich anflamet, e zaou-lagat savet etrezec an Eê, hac ur joa merquet var e faç, pehini a ree da aznaout a bebes douçder interior ez oa carguet e ene. Quer ravisset ez oa e Doue na zeuas quet memes da velet na da glevet e dad.

D’an oad a bevarzec vloaz en em rentas Religius eus a Urz an Tadou Servitet, pere a ra Profession special da enori ha da servicha an Itron Varia. E humilite vras a viras ountâ na recevas an Urzou Sacr ; cousgoude e teue tud a bep lec’h d’e gaout evit profita eus e avisou mad ; e gonversation santel a ree quement a impression var ar c’halonou ma proculas conversion un nombr bras a dud ; e exempl hac e bedennou-mad ne servichent quet neubeutoc’h da c’hounit eneou da Zoue ; ober a eureu ive crisqui dre ar c’hanton an devotion en endret ar Verc’hes Vari.

En ur exhorti un deiz d’ar batiantet un den paour, pehini a goueze e drouc-sant, an den-ze a lavaras dezàn e oa aez da nep so yac’h exhorti d’ar batiantet ar re glàn. Joachim dre ur burzud a garantez a bedas an Autrou-Doue da rei dezàn e-unan an drouc sant, ha da zilivria ar paour quæz-se. E beden a oue chezlaouet ; an den affliget en em gavas pare, ha Joachim a voa, bete fin e vuez, affliget eus an drouc-ze. Doue a zisquezas dre ur miracl caër peguen agreabl oa dezàn un act quer bras a garantez. Joachim en ur servicha un deiz an Oferen, a gouezas d’an douar gant e zrouc-sant, mæs ar c’houlaouen pehini en devoa allumet evit ar gorreou, hac a zalc’he en e zorn, a chomas e-unan en e sao en ær, queit ha ma padas an accidant.

Quen alies e vie extasiet ma seblante ne voa nemet e gorf var an douar, hac e jouisse dija e ene eus ar vision a Zoue. Ar re a aznaye e vertuziou bras ne doant quet souezet ma receve quement a faveriou digant Doue ; beza en devoa un humilite doun ha parfet, un devotion tener, ur garantez ardant ; e vuez a oa ur yun continuel : castia a ree e gorf innocant gant pep seurt instrumanchou a binigen ; ha cousgoude ne selle morse eus e Grucify na rebeche dezâ e-unan e vuez re æz ha re dilicat.

Erfin, d’an oad a seiz vloaz ha daou uguent e rentas e ene santel da Zoue, da zez guener ar groas eus ar bloaz 1305.

REFLEXION.

Ur merq vad eo er vugale beza devot d’ar Verc’hes Vari. O fidelile hac o ferseveranç en exerciç eus an devotion-ze a vezo bepret evit-o ur sourcen a c’hraçOu hac a venediction.