Buhez ar Sent/1837/Juliana

◄   Malc Juliana Laumer   ►


Ar c’huezecvet devez a viz Fevrer.


SANTES JULIANA
guerc’hes ha merzeres.


————


Ar Santes-mâ, guinidic a Nicomedii, e devoa un Tad Payen hac ur Vam heb Religion. Ar Verc’h furoc’h evit he c’herent, o consideri an Eê, an Heaul, ar Steret, hac o zro quen ingal ha quer reglet ; o consideri ouspen-ze an effejou admirabl eus ar Brovidanç var quement tra so var an douar, a zeuas da gompren ne voa nemed ur Speret Souveren hac infinimant parfet en devoa gallet croui traou quer caër, ha derc’hel un urz quen admirabl. O veza aznavezet ar guir Doue, en em reas instrui var ar Religion Gristen ; ha disabuset eus a vaniteou ha pligeadurezou an douar, n’e devoa quen sonch na quen studi nemed da vilitout madou an Eê.

Er santimanchou caër-ze edo Juliana pa zeuas he dad d’e frometi evit pried da Eluuz Gouarner eus a Nicomedii. Eluuz o veza deut d’e guelet, Juliana en recevas gant peb seurt honestis ; mæs ive discleria a reas dezâ penaus, mar en devoa madelez evit-i, ha mar en devoa c’hoant d’e c’haout evit pried, e voa ret dezâ en em renta Cristen ; rac, emezi, a-nes qnemen-se ne ve moyen ebet deomp da veva eürus. Eluuz en em gavas soueset meurbet pa velas e voa Cristenes. O veza deut eus e estlam, e lavaras dezi : N’ouzoc’h-hu quet an urz terruhl en deus roet an Ampalaer Maximien a-enep ar Gristenien ? Nouzoc’h-hu quet e pe maler e teuac’h d’en em brecipita mar quendalc’hit en ho santimant ? Respont a eureu dezâ : Considerit unan, Eluuz , peguen diræsoun eo ar Religion e pehini hoc’h eus bet ar maler da vezâ ganet ; ar brassa desir eus va c’halon eo d’ho quelet o renonç d’ar superstitionou payen ; ha mar hoc’h eus ur vadelez bennâ evidon, deut da assuri ho silvidiguez, en ur adori ar guir Doue.

Eluuz, o santout nerz he c’homsou, a zisclerias dezi : me garre accordi deoc’h ar pez a zesiret ; mæs gouzout a rit e colfen va oll madou, va c’harg ha va buez ; beza em be drouc-c’hraç an Arnpalaër, ha n’en pardouno biquen, mar en em rentàn Cristen. Penaus eta, eme ar Santes, c’hui hoc heus aoun rac ur Prinç mortel, hac e false deoc’h e teufen-me da denna var-non ar goler a Zoue dre an horrupla eus an oll grimou ? Gouezit ez oun Cristenes, ha penaus an oll tourmanchou ne ouffen quet va c’hontraign da zispligeout da Zoue.

Eluuz, o velet ne voa netra da ober gant-i, a zenchas e garantez e fulor, hac e c’hondaonas evel Cristenes da veza dalc’het a zistribil dre he bleo. Epad ma chommas er stad-se, he bisaich a goènvas quement ma voa diaes e aznaout, ha biscoas n’e lavaras nemet ar c’homsou-mâ : O va Doue, deut d’am sicour ; n’em abandounit quet er boan a souffran evit ho cloar, c’hui pehini hoc’h eus conservet an try C’houadur e Fournez Babiloon, ha Daniel e creiz all Leonet : enoc’h, ô va Doue, ema va oll fizianç.

Erfin e voe dibennet assembles gant dec soudard ha c’huec’h-uguent, pere e devoa convertisset. An triomph glorius-mâ eus a Santes Juliana a erruas var dro try c’hant vloaz goude donediguez hor Salver.

REFLEXION.

Hac èn so biscoas cavet etouez ar Bayanet na memes etouez an oll dud fur, hervez ar bed, ur furnez hac ur gouraich a guement a dosta ous hini Santes Juliana ! Ur Verc’h a drivec’h vloaz, ganet gant un tad hac ur vam heb Religion, pehini a elle ober ur fortun ar c’haëra, a zeu da zisprisout an oll avantaichou-ze, ha d’o divoeret gant joa evit conservi ar galite a Gristenes pe a Servicheres da Jesus-Christ. Pebes furnez n’hon eus-ni quet remerquet en he c’homsou, pebes prudanç en he responchou, pebes couraich ar pebes constanç e creiz, c’hruela tourmanchou ! Miraclou a garfemp da velet evit excita hor Feiz, evit souten hor perseveranç : pe seurt Miracl caeroc’h na touchantoc’h eguet ar Verzeres illustr-mâ, ha quen alies a Verzer hac a Verzeres-all ? Ma ne zeuomp quet d’en em gonvertissa dre an exemplou bras-se pere o deus contribuet quement da gonversion ar bed-oll, ne doump-ni quet hènvel ous ar Bayanet aheurtet, pere o velet ar burzudou-ze a chome obstinet en o dallentez ?

Eil Reflexion. Ar bed a so ul Levr bras e pehini cals a Sænt o deus desquet caret Doue, hac e pehini Santes Juliana a zescas e aznaout. Beza ez eus el Levr bras-mâ traou pere a represant deomp ar vadelez a Zoue, dre ar mad a reont deomp. An Heaul hac al Loar a zeu d’hor scleraat, an Douar a ro deomp frouez evit hor maga, ha fleur evit hon rejouissa, hac un infinite a draôu-all. Coiisideromp-ii ha trugarecaomp Doue pehini en deus o roet deomp evel mercou eus e garantez. Mar deus traou quer mad ha quer caër var an Douar, pehini ne deo nemet al lec’h eus hon exil, peguer caër ne d’ê quet ar Barados, ha pebes joaüsdet na recevo quet an Eneou just er Pales eternel-ze a Zoue !

Beza ez eus traou-all er bed pere a zeu da noasont deomp, pe d’hon incommodi, evel an amser rust, ar glao, an avel, an tourmant. Pa santot ar boan a reont deoc’h, trugarecaït Doue dre ma permet quemense evit ober deoc’h caout sonch e m’oc’h er plaç eus hoc’h exil, ha non pas en ho pro. Souffrit gant patiantet an incommoditeou-ze, ha livirit enoc’h oc’h-unan : Mar deus quement da souffr er bed-mâ, petra na souffro quet er bed-all ar re collet, siouaz dezo !


————