Buhez ar Sent/1837/Leon II

◄   Irenee Leon II Per, abostol   ►


An eizvet-var-nuguent a viz Even.


SANT LEON, PAP, EIL EUS AN HANO.
————

Ar sant-mâ n’en devoa en e yaouanctis quen studi na quen ambition hemet da avanç er vertuziou hac er squianchou ; hac en effet e teuas da veza unan eus ar re habila ha santela eus e amser.

E garantez evit ar beaurien a oa quer bras ma zistribue dezo e oll vadou, hac e vrassa countantamant oa soulagei an dud reuzeudic hac affliget. Ar garantez-ze quer cristen, gant ar santelez eus e vuez, a reas rei dezàn ar-garg da zistribui an alusennou eus an ilis a Rom, ha goude maro ar pap sant Agaton e voe choaset evit e successor.

Ar Pap santel-mâ en devoa quement a druez ous ar bec’herien vrassa ma recevas gant un douçder carantezus dao heretiq hanvet Anastas ha Leonç ; ha disquez a reas dezo quer sclaer ar virionez ma teuzont da aznaout an errol e pehini e oant chomet bete neuse, ha ma resont abjuration anezi ; mæs ma voa leun a vadelez hac a zouçder evit ar bec’herien pere a aznaye o faut hac a zistroe, n’en devoa quet nebeutoc’h a rigueur e quêver ar re a chomme obstinet en drouc ; hac em servichout a ree eus e oll autorite evit ober dezo rantren en o dever.

E zêl ardant hac e attantion var quement a alle crisqui an devotion etouez an dud fidel, a reas dezâ impligea an oll moyenou propr ha convenabl evit quemense ; n’en devoa quen application na quen sourci nemet evit retablissa dre an ilis universel ar burete a feiz hac ar santelez a vuez, da betra ive e contribue cals e-unan dre e exempl ; rac cundui a re ur vuez mortifiet, rei a ree gant larguentez d’an dud paour hac affliget ; hac e tesire mervel paour e-unan, oc’h assista ar beaurien.

Quement a vertuziou a ree d’an oll dud fidel desirout jouissa pell-amser eus an avantachou a brocure dezo ur pastor quer mad, mæs Doue a zisposas e fæçon-all, hac en em hastas d’er guervel eus ar bed-mâ evit e receo en e c’hloar. Mervel a eure er bloaz 684, dec miz ha seitec devez ebquen goude ma oa bet sacret Pap.

REFLEXION.

Ar Pab santel-mâ a receve gant ur garantez a dad ar re a oa couezet en ur faut bennâc, mar deuent d’e aznaout ha d’en em gorrigea ; mæs pourchu a ree eb remission ebet ar re pere, goude beza bet avertisset ha quelennet, a chomme obstinet en drouc. Ur Mæstr, un Tad hac ur Vam, evit en em acquita ervad eus o c’harg, a dle beza bepret leun a zouçder hac a vadelez ; mæs ivez e deont beza ferm ha reud e certen occasionou ; ret eo corrigea ar re a fazi. An eol a so ur remed douç hac excellant evit parea ar gouliou, mæs beza ez eus gouliou ous pere e ranquer applica an houarn hac an tân.

Ur mæstr re rust a zeu da revolti ar sperejou ; hac ur mæstr pe un tad re vad ha re indulgeant a goll e vugale pe ar re a so didan e garg ; o autorisa a ra en drouc, o renta a ra ardissoc’h da gommeti fautou-all brassoc’h. Ret eo eta corrigea, mæs gant vadelez ha gant patiantet. Mar gueler quement a vugale direiz ha divergont, immodest en ilis, libertin ha vicius memes, petra so caus a guemense, nemet lesireguez o zadou ha mamou, faut n’o c’hourrigeont ? Respont a raïnt cousgoude dirac Doue eus fautou ar vugale-ze, ha, ma ne lequeont evez, quemense a vezo caus eus o daounation hac eus hini o bugale.