Buhez ar Sent/1837/Lois Gonzag

◄   Ediltrud Lois Gonzag Paulin   ►


An unan-varn-uguent a viz Even.


SANT LOIS GONZAG.
————

Ar Sant-mâ quen illustr dre an dispris en deus grêt a c’hrandeuriou ar bed ha dre an innocanç eus e vuez, a oa map d’ar Prinç Ferdinand. Beza en devoa a vianic un inclination gaër evit ar vertu, hac ispicial evit ar burete. D’an oad a seiz vloaz en devoa pedennou reglet, pere ne vanque quet da lavaret bemdez. Ar beden hac ar studi a oa e oll divertissamant. N’en devoa c’hoas nemet nao bloaz pa reas veu a chastete ; ha quer reservet e oa var ar poent-se, na bermete jamæs da nicun de visca na de zivisca.

Sant Charles-Borromee, en ur dremen dre Chatillon, a admiras an tènsor a c’hraç a remercas er c’hrouadur eurus-mâ. Lavaret a reas dezàn ober hep dale e guenta goumunion, hac e roas dezàn meur a avis spirituel, pere en devoe ar prinç yaouanc sourci bras da lacât e pratiq. Ne ouffer quet compren gant pebes devotion ha gant pebes ferveur e recevas an ene innoçant-mâ evit ar c’henta gueich e Salver : e visaich anflammet hac an daëlou pere a rede dious e zaoulagat a verque avoalc’h an nerz eus an tân divin pehini a oa en e galon. An devotion evit ar sacramant adorabl a voe epad e vuez e zevotion vras ha favorit, ha bemdez e tremene un amser vras ebarz troad an auter. Pep sizun e ree ur yun bennâc ; alies e cousque var ar c’halet, ha castya a ree e gorf innocant gant quement a rigor, ma vihe alies ar plench eus e gampr ruziet gant e goad.

Da drivec’h vloaz en em rentas Jesuist, goude beza obtenet dre gals a boan consantamant e Dad, pehini a felle dezàn e zerc’hel ebars er bed. Gonzâg ne oa quet quent antreet en noviciat, ma oue consideret ec’his un exempl a berfection ; fidel e oa da viret an distera reglennou ; e fervor ha oa quen ardant, ma oue ret d’e superioret moderi an desir bras en devoa da ober pinigennou ha mortificationou. Ur galon quer pur na golle morse ar guêl a Zoue ; hac ivez avoei a reas d’e superior, en ur renta cont eus e goustianç ; penaus ne gave quet dezàn e vize bet disonch en e bedennou spaç un Ave Maria epad c’huec’h miz.

O veza deut da glènvel e tisquezas ur joa vras, dre ma vouye e oa e glènvet diveza. Epad an tri devez diveza eus e glènvet e talc’has e grucify var e galon, en ur lavaret san-cess ; Va brassa desir eo d’en em unissa gant Jesus-Christ. D’ar yaou eus a eizvet ar sacramant er bloaz 1591, e rentas gant ur peoc’h bras e Speret eürus etre daouarn e grouer d’an oad a dri bloaz varn-uguent tri miz hac unnec devez.

Ar Pap Gregor pemzecvet er Beatifias er bloaz 1621 : hac ar Pap Beneat trizecvet er c’hanonisas er bloaz 1727.

REFLEXION.

Loïs Gonzâg a so deut da veza ur Sant bras e neubeut amser, dre an innoçanç eus e vuez ha dre e burete vras. Biscoas n’en deus santet mouvamant direglet eus ar c’hiq, abalamour ma commanças abred da gastya e gorf dre ar yun ha dre vortificationou continuel. E gorf n’en tourmantet quet ha ne ree bresel ebet dezàn ha cousgoude ne heane oc’h e vortifia. Hoc’h hini ne hean d’ho zourmanti ha cousgoude ne fell quet deoc’h clevet parlant a binigen. Comprenit mad penaus ne ren quet ar chastete e crejz ar plijadurezou ; songit penaus hep ar mortification ne allot quet conservi hoc’h ene pur dirac daoulagat an Autrou-Doue ; songit erfin penaus ne vezo nemet ar re o deus ur galon pur a guement a velo Doue.

Guelit eta pe seurt resolution hoc’h eus da guemeret var guemense.