Buhez ar Sent/1837/Lubin


Ar pevare-var-nuguent a viz Meurs.


SANT LUBIN, ESCOP.


————


Ar Sant-mâ, ganet e Poetie, a dremenas ar bloaveziou quenta eus e yaouanctis o tivoal an dènvet. E guerent, pere a oa paour a vadou ar bed, mæs tud devot hac honest bras, o devoe sourci d’e quelen e dougeanç Doue. An oboissanç hac ar respet en devoa bepret evit e dad hac e vam a dennas var-nezàn ar venedictionou special a bere er c’hargas an Autrou Doue epad e vuez.

Un devez en ur vont gant e zêvet, o veza rancontret ur Religius, e tisclerias dezâ ar c’hoant bras en devoa da zisqui len, hac er pedas da ober dezâ un A B C. Ar Religius en devoa joa o velet ar volontez vad en devoa ar pautric paour da zisqui, hac a vercas dezàn guella ma ellas al liserennou. Ar c’hrouadur, o vont hac o tont, a selle bepred ous e liserennou evit o c’hompren hervez e bossubl. E dad, o velet ar c’hoant en devoa da zisqui, en lacaas er scol, hac e teuas habil e ber amser.

Instruet muy dre ar C’hraç eguet dre al levriou, en devoâ avi ous ar re pere, pell dious ambaras ar bed, o devoa an oll amser da studia en o silvidiguez ha da gontempli e repos ar Mysteriou santel : quemense a reas dezâ, goude beza bet conge eus e dad hac e vam, en em retiras en ur Gouent. Evel m’en devoa eno cals a exerçicou, ha ma voa carguet eus a gals labour bemdez, e quemere var e gousq an amser a ree d’ar study.

Eiz vloaz a oa ma cundue er Gouent-se ur vuez humbl ha fervant, pa zeuas c’hoant dezâ da vont da velet Sant Avy Hermit, evit disqui gant-àn an hent eus an huela perfection. Partial a reas gant conge e Superior. Sant Avy en recevas gant cals a garantez, hac a guemeras sourci d’e instrui var ar pez a zesire ; ha souden e teuas d’e gonsideri evel e Væstr er vuez spirituel.

Doue a zisquezas ive e santelez dre gals a Viraclou. Raportet ê penaus en amser m’en em brepare an dud da vidi an ydou, e savas un avel hac un tourmant quen horrubl ma voa danger ne dazie peb-tra da goll. An Den Doue-mâ, touichet o consideri an domaich hac ar revin da behini ez oa exposet ar c’harter, en em lequeas en Oræsoun, hac o veza taulet en aer un neubeut eol, pehini en devoa benniguet, an tourmant a heanas en un instant.

An Escop eus ar Guær a Chartr o veza maro, ar Roue Childeber a broposas Sant Lubin evit derc’hel e blaç. An oll a aznavezas scler ar volontez a Zoue er choas en devoa gr’t ar Prinç ; mæs ne voe quet facil trec’hi humilite ar Sant, pehini ne alle quet consanti beza Escop, quement en em gave indin eus ur garg quer bras. Mæs ret oue dezan erfin en em renta da urz ar Roue ha d’an desir o devoa an dud a ilis hac an oll bobl d’e gaout evit Pastor.

An dinite-ze ne reas nemet crisqui e zêl hac e fervor. En ur zont bepred humploc’h, bepred paouroc’h ha disteroc’h dirac e zaoulagad e-unan, ne gonsidere an dinite vras-se nemet evel un obligation evintâ da gundui ur vuez parfetoc’h. En em acquita a reas eus a oll deveriou ur Pastor fidel, ha dre e zouçder e convertissas ar brassa pec’herien.

Erfin, leun a vilidou, goude ur c’hlènvet anquennius pehini a anduras epad seiz vloaz gant ur resination barfet da volontez Doue, ê rentas e ene d’e Grouer, er bloaz 557.

REFLEXION.

An oboissanç hac ar respet bras en devoa ar c’hrouadur yaouanc-mâ evit e dad hac e vam, a dennas varnezâ graçou ha benedictionou an Autrou-Doue epad e oll vuez ; receo a reas ar c’hraç da gonservi e innocanç en e yaouanctis, ha da veza goudeze ur religius fervant, hac erfin un Escop santel. Ar vugale oboissant hac a zoug en o c’halon respet evit o zad hac o mam, a so bepred biniguet gant Doue, prosperi a reont, hac e recevont digant Doue ur vuez hir hac eürus. Er c’hontrol, ar vugale disuch, pere ne zougont quet enor d’o c’herent, a ra peurvuya goall-fin ; ne reont ordinal epad o buez hemet coueza eus an eil malher en eguile.

Eil Reflexion. Ar Sant-mâ, en ur zivoal e loenet, o veza rancontret ur religius, a zisclerias dezâ ar c’hoant en devoa da zisqui lenn hac er pedas da lavaret dezâ e guentel. Peguement a vugale a guef an occasion da zisqui lenn, ha ne profitont quet anezi ! Cals anezo o deus queuz goude : en amser ma zint yaouanc ne gomprenont quet peguement e ouffe servichout dezo gouzout lenn. Mæs c’hui tadou ha mamou, mar deus moyen, na vanquit quet an occasion d’o lacaat da zisqui ; ne oufac’h quet proculi dezo caëroc’h avantaich. Neuse e oufent en em instrui eus o Religion dre al Levriou mad, hac instrui cals a re-all ; disqui a raënt Guerziou caër ha devot, ha cals a draou evit regli ervad o buez.