Buhez ar Sent/1837/Marcel

◄   Paol, quenta hermit Marcel Anton   ►


Ar c’huezecvet devez a viz Guenver.


SANT MARCEL, PAP HA MERZER.


————


Ar Sant-mâ en devoa ur vertuz hac ur mirit quer bras, ma voe choaset evit Pap, goude ma voe bet merzeriet ar Pap Sant Marcellin.

Ober a eureu reglamanchou caër evit gouarnamant an Ilis, hac evit chench ar goal gustumou : ouspen-ze e fountas er Guær a Rom pemp parres var-nuguent, evit ur gommodite vrassoc’h d’ar bobl da assista en Ofiç divin, da receo ar Sacramanchou, ha da glevet comsou Doue.

An Tirant Maxanc a fallas dezâ e gontraign da offri ezens d’an Doueou. Ar Sant o veza e reüset, gant ur gouraich dign anezâ, an Tirant a reas e scourgea en ur feçoun gruel, hac er c’hondaonas da servicha er marchaussy public eus a Rom, o songeal penaus ar maro nevoa quet evit ur Pontif souveren, un tourmant quer criz, evel tremen e vuez en ur stad quer poanius ha quen disprisabl.

Ar Pap santel rentet mevel marchaussy abalamour d’e fidelile evit Jesus-Christ, a veute cant gueich an dez an hini eus a behini en em estime re eürus da imita ar soufrançou hac an humiliationou.

Ar Gristenien a zeue a bep lec’h evit guelet hac admira o Fastor santel ; o c’houraichi a ree dre e exhorlationou, o ravissa dre e zouçder, hac o instrui dre e exemplou.

Nao miz a voa ma edo Sant Marcel en ur stad quen truezus, pa gavas an dud a Ilis ar voyen d’en dilivria ac’hano, na d’e gaç da dy un Intànves vertuzus, hanvet Lucina, pehini en recevas gant cals a joa ha cals a respet. An Intànves santel-ze o velet an nombr bras a Gristenien a zeue d’y da gaout Sant Marcel, er pedas da zeneh he zy en un Ilis.

Quentre ma voue consacret an Ilis nevez-ze ; ar Pap santel a celebre bemdez ar Mysteriou divin, hac a guemere ur sourci dreist ordinal da instrui e bobl fidel, pehini a zirede d’y e foul. Maxanç, o veza bet avertisset eus ar pez a dremene, a zeuas dre e fulor ha dre e impiete da ober ur marchaussy eus an Ilis se hac a gondaonas ar Sant da echui eno e vuez, en ur miser ar brassa.

An enor da soufr evit Jesus-Christ a gargue Sant Marcel a joa ; mæs allas ! profanation ar plaç santel a voa evintàn un tourmant horrubl : contraign e voa cousgoude d’e enduri ; e oll gonsolation voa gouelc’hi gant e zaëlou ar plaç-se pehini en devise desiret gallout purifia gant e oll goad.

Peguer goal-drelet bennâc e oa ar Pastor santel, ne ancounec’hee quet e bopl ; ober a re dre scrid ha dre liserou, ar pez na elle quet ober dre e bresanç.

Uset erfin dre e labourou ha dre ar miser en devoa anduret, e echuas e vuez hac e Verzerinti dre ur maro precius, er bloaz 309.

REFLEXION.

Sant Marcel a zispartiaz ar Guær a Rom e pemp Parres var-nuguent. Intention an Ilis en ur sevel un infinite a Ilisou Parres dre ar bed-oll cristen, eo evit ma teui peb-unan da assista en Ofiç divin en e Barres, da receo ar Sacramanchou, ha da glevet eno comsou Doue. Meur a ræsoun hon oblich da assista peb-hini en e Barres. Da guenta, en hoc’h Ilis Parres ez ouc’h bet graet Cristen dre ar Sacramant a Vadiziant ; d’an eil, en ho Parres hoc’h eus guyr da c’houlen ar Sacramanchou, quen e yec’het quen e c’hlènvet ; D’an drede, eno e quivit ar Pastor lequeat gant Doue evit hoc’h instrui hac ho quelen. Mar d’ê obliget ho Pastor d’hoc’h instrui ha da zistribui deoc’h ar bara celestiel eus a gomsou Doue, ne d’hoc’h-hu quet ive obliget da zont d’e sezlaou ? Mar deus un urz pe ur reglamant bennac da rei, Embanno da ober ; mar deus un devez yun bennâc er sizun, pe vigil, penaus er gouyot-hu, ma ne d’oc’h quet presant ? D’ar bevare en hoc’h Ilis Parrese tle dont un deiz ho corf da c’hourvez. Erfin beza ez eus graçou particulier evit ar re a assist en o Ilis Pares.