Buhez ar Sent/1837/Mari Egyptianes

◄   Frances a Baul Mari Egyptianes Platon   ►


An trede devez a viz Ebreul.


SANTES MARI EGYPTIANES,
PENITANTES.


————


Mari Egyptianes a guitaas en he yaouanctis he c’herent evit mont d’ar Guær a Alexandrii : eno e cunduas ur vuez direglet, hac e couezas er brassa disurz. Ar Plac’h-mâ, o velet un deiz ur foul vras a dud o vont da Jerusalem evit celebri Gouel Exaltation ar Groas, a yeas ive dre gompaignunez gant ar re-all ; mæs pa falvezas dezi antren en Illis, e voe arretet gant un Dorn invisibl. Compren a reas ervad penaus oa he c’hrimou a vire ou-ty na elle guelet ar Groas Sacr var behini en devoa accomplisset Jesus-Christ Redemption ar bed-oll. Neuse e coumancas gouela hac hirvoudi gant ur glac’har hac un horrol bras ous he fec’hejou tremenet ; hac, o velet a-bell Imaich an Itron Varia, e lavaras gant ur galon mantret hac humiliet : Mam a visericord, ha Rejuich ar bec’herien, sellit a druez ous ar vrassa pec’heres eus ar bed : ne veritàn quet receo an aboundanç-se a c’hraçou a zeu Doue da scuilla en devez-mâ var an eneou pur ; mæs na reüsit quet din ar gonsolation da velet ha da adori ar Groas Santel var behini en deus va Salver scuillet e goad evit silvidiguez va ene, hac e prometàn e quitain ar bed, evit gouela bete fin ma amser ar c’hrimou eus va buez. Neuse e antreas en Ilis heb ampechamant ebet : en em brosterni a reas dirag ar Groas Sacr, en ur arousi ar pave gant he daëlou ; ha, goude beza purifiet he Ene dre ar Sacramant a Binigen, e paitias evit mont er Solitud, e pelec’h e praticas ur binigen eston epad seiz vloaz ha daou-uguent, en ur veva gant griziou lousou hebquen.

Un Hermit santel, hanvet Zosiim, o veza eet un deiz doun en Deserz en rancontras. Seblanti a ree dezàn guelet ur spês, quement a voa cenchet ha difiguret gant an heaul hac an amser ; mæs ar Santes en em strincas d’e dreit oc’h e c’hervel dre e hano petra bennâc n’e devoa biscoas e aznavezet : Tad Zosiim, emezi, roït, me ho ped, ho penediction d’ar vrassa pec’heres eus an douar. Discleria a reas dezâ an disurzou eus he yaouanctis hac ar gombajou horrubl e devoa bet da souten : an temptationou bras abers an drouc speret hac abers ar c’hiq, gant pere ez oa bet tourmantet epad seitec vloaz en deserz memes ; hac e ajoutas erfin penaus ma ne voa quet en em gollet, ez oa un effet pur eus a visericord an Autrou-Doue. Neuse Sant Zosiim , oc’h en em brosterni e faç ous an douar, a lavaras : meulet ra vezo Doue pehini a scuill gant quement a larguentes an tènsoriou eus e visericord var ar re a c’hoanta o receo. Pedi a ran an Doue-mâ a vadelez da rei deoc’h e venediction, ha da aichui enoc’h an ouvraich a berfection en deus coumancet. Meulet ra viot da jamæs, ô va Doue, da veza græt din aznaout ar faveriou a accordit d’ar re o deus ho tougeanç. O peguer guir ê ne abandounit morse ar re a laca o fizianç enoc’h !

Ar Santes, goude beza e bedet da zont d’e Sacramanti d’ar yaou Amblit var bord Rivier Jourden e pelec’h e c’hafse, en em dennas prount en he deserz. Zosiim ne vancas quet da-zont d’an deiz m’en devoa prometet dezi ; hac ar Santes a erruas er memes amser en tu-all eus a Ster Jourden. Mæs ar Rivier a oa da dremen, ar Santes o veza græt Sign ar Groas, a guerzas var an dour, evel m’e devize greet var an douar.

Goude m’e devoa bet an eur da receo ar Goumunion, e c’houlennas ar c’hras digant Zosiim, guenta gueich ma teuze en deserz, da zont c’hoas d’e c’haout er plaç quenta m’en devoa-hi caet : eno, emezi, em c’hefot er stad ma pligeo, gant Doue. Da benn taust da ur bloaz e tistroas Sant Zosiim evit e guelet ; mæs e c’haout a reas maro, astennet var an douar, ha quer fresq evel pa vize nevez tremenet ; hac e cavas scrivet ar c’homsou-mâ : Tad Zosiim enterrit amâ dre garantez corf ar berc’heres Mari, pehihi a varvas da zez Guener ar Groas, antro-nos mn ho doa-hi Sacramantet. Zosiim a anterras ar C’horf santel gant cals a respet ; hac, o veza distro d’e Gouent, e crescas e bimgen.

Ar Santes-mâ a varvas var dro ar bloaz 425.

REFLEXION.

Ne d’ê na guir na sineer ho Conversion ma ne pellaït dious an occasionou eus ar pec’het. An nep ne guita quet an occasion eus ar pec’het, a gar ar pec’het ; ha piou bennâc a gar an danger, en em gollo ennàn.

Peguer bras bennâc oa ar glac’har e devoa ar guir Benitantes-mâ, peguer parfet bennâc oa e c’hontrition, ne zaleas quet, goude he c’honversion, da renonç d’ar bed. En ur soctial eus an Ilis, e pelec’h e devoa recevet an absolven eus e fec’hejou, en em dennas en Deserz, evit pellaat dious an occasionou maleürus a gave er bed.

Netra ne d’ê couraichussoc’h eguet ur galon e guirionez convertisset.