Buhez ar Sent/1837/Pamfiil
◄ Simeon, reclus | Pamfiil | Norbert ► |
Sant Pamfiil, guinidic eus a Fenicii, a voa, evel
ma verq ar Martiroloch Romen, un den eus ur santelez
hac eus ur squiant admirabl. N’en devoa c’hoas
nemet tri pe bevar bloaz ma oa soueset e guerent
o clevet e gomsou bac e responchou leun a speret,
mæs admira a reent muy c’hoas e natur-vad hac e
incliantion eürus evit ar vertuz.
Mont a eureu d’ar guær a Alexandrii da ober e studi. Ur speret quer beo ha quel lem, gant ur galon quer pur ne alle quet mancout da ober ur profit bras. Ec’his ma voa a hent all eus a ur famill distinguet, e voe alyet da guemeret ur garg enorabl, mæs an oll esperanç a alle da gaout ebars er bed ne elzont morse tempti e galon. Re vad e aznaye peguer væn eo an enoriou ha peguer fragil eo madou an douar evit en em roï dezo.
Goude beza roet d’ar beaurien un darn vras eus e vadou, en em rentas Bælec, ha souden e oue consideret evel an exempl eus an dud a ilis ; tremen a ree e vuez en exerciç continuel eus an oll vertuziou ; sourcius ez oa da soulagei an dud paour hac ar re affliget, quen dre e alusennou quen dre ar servich a rente dezo : ha cousgoude, hervez e santimant, e oa ar servicher an inutila a oue biscoas.
An desir en devoa da velet habil an dud a Ilis a reas dezàn isplica an Theologi d’ar c’hloer yaouanc er guær a Cesaree. Etablissa a eureu ivez er memes quær ur bibliotec carguet eus an excellanta levriou eus a dadou an Ilis, evit ma vize facil dezo en em renta habil hac en em lacât e stad da goumbati an heresiou.
Epad ma laboure gant ur zêl quen ardant evit gloar Doue ha gloar an Ilis, e coumanças ur bersecution horrubl a-enep ar gristenien. Ar Gouarner eus ar Palestiin, hanvet Urban, o veza græt arreti ar Sant-mâ, en em servichas a bep seurt moyen evit e gontraign da renonç d’ar feiz : ober a reas dezàn promessaou caër ha gourdrouzou terrubl ; mæs quemense oll o veza inutil, e ordrenas e zourmanti ha dispen e gorf gant ivinou houarn. An urz a voe executet en ur fæçoun pehini a ree euz hac horrol d’an oll. An tirant a reas neuse e gaç d’ar prison en intantion d’e gondauni tri pe bevar dez goudese d’ar memes tourmant ; mæs ar gouarner-ze o veza collet faver ar Roue, Firmilien pehini a voe lequeet en e blaç n’en em hastas quet da ober fin eus an dan santel, hac en lesas daou vloaz er prison, ar brovidanç o permeti evelse, evit consolation meur a verzer pere a exhortas hac a gouraichas da vervel evit ar feiz.
Erfin ar Bælec santel-mâ, pehini en devoa exhortet quen-alies a verzer, o veza bet coudaunet e-unan da veza dibennet, a bresantas e benn gant joa ha gant ur gouraich dreist-ordinal. E verzerinti a erruas er bloaz 309.
Pa vezer leun eus a guirionezou hon religion, e reer neubeut a gas eus a vadou ar bed. Ne deus nemet an eneou stag ous an douar a guement en em les da veza triomphet gant-o. Ur galon pur a zisolo hac a remerq æz ha facil peguer væn ha peguen tromplus int. Sant Pamfiil a oa re fur evit clasq e eürusdet e traou quer fragil : ne zesire nemet an eternite eürus, ha ne songe nemet da heulia al lesen hac ar c’husuliou santel eus an Aviel : pell dious clasq ha desirout madou pere n’en devoa quet, e tistribue d’ar beaurien ar re en devoa. Ne laboure nemet d’en em ober Sant en ur rei evit gloar Doue hac evit silvidiguez e neasa, e oll amser hac e vuez. Peguen diffarant eo hor santimanchou-ni dious re ar Sænt !