Buhez ar Sent/1837/Patriç

◄   Abraham Patriç Eufrasii   ►


Ar seitecvet devez a viz Meurs.


SANT PATRIÇ, ESCOP.


————


Sant Patriç a oa guinidic eus a Scoç. E Vam, pehini a voa cares da Sant Martin Escop eus a Dour, e instruas quer santelamant n’en em blige, o veza c’hoas crouadur, nemet o pidi Doue.

D’an oad a c’huezec vloaz e voe quemeret gant ar Barbaret : ar re-se er guerzas da ur bourc’his pehini en lequeas da zivoal al loenet. Epad e gaptivite, pehini a badas tost da c’huec’h vloaz, peguer yen bennâc ma vize an amser, e save pell quen an deiz evit ober Oræsoun, hac en em lequee var e zaoulin cant gueich en deiz ha cant gueich en nos evit adori Doue.

Goude beza bet dilivriet a gaptivite, ne espernas netra evit en em renta habil er squianchou divin, hac e recevas en Urzou sacr. Evel m’en em sante inspiret da labourat evit conversion an Irlandet, ez eas, dre avis Sant Germen, Escop eus a Auxer, da gaout ar Pap Celestin, quenta eus an hano-ze, pehini en recevas gant mercou bras a istim, er greas Escop a Irland, hac er c’hassas d’y e calite a Vissioner Apostoliq.

O veza en em rentet en Irland, e labouras gant ur boan hac ur fatig vras evit instrui an Infidelet. Beza en devoe cals da souffr gant ar re vras ha puissant eus ar rouantelez pere en em oppose d’e zessin ; mæs dre ar sicour eus ar c’hraç, dre voyen e instructionou touichant, ha dre an exempl eus e vuez santel, e c’hounezas o eneou da Zoue hac e inspiras dezo un devotion hac ur fervor quer bras ma teuas ar Rouantelez-se, pehini a voa quent leun a infidelet, da veza hanvet goudese Enesen ar Sænt.

Ar gonversion universel eus ur bobl quer bras ne alle quet beza græt heb un nombr bras a viraclou ; dre-se ive Doue a roas d’ar Sant-mâ ar gallout da goumandi d’an avel ha d’an tourmant, ha da rei ar yec’het da gals a dud clàn.

Evel ma teue un niver infinit a dud da c’houlen ar Vadiziant digantan, ha ma cresque bemdez an nombr eus ar Gristenien, e roas an Urzou sacr d’ar re vertuzussa anezo, hac e lacaas Ysquibien e meur a blaç eus an Irland ; ober a reas batissa Couènchou evit Religiuset ha Leaneset ; hac e conter penaus e reas sevel tri c’hant pemp Ilis ha tri-uguent.

Erfin an Escop santel-mâ, carguet a vilidou ha leun a joa, o velet Rouautelez Jesus-Christ fountet en Irland, e yeas da receo en Eê ar recompanç eus e oll labourou, er bloaz 460, pe er bloaz varlerc’h oaget vardro pevar bloaz ha pevar uguent.

REFLEXION.

Sant Patriç, a bede Doue cant gueich en deiz ha cant gueich en nos. Ret e pidi Doue hac obliget oump d’e ober alies bemdez, rac ezomp hon eus bepret eus e c’hraç, eus e sicour. Ret ê particulièramant pidi Doue dious ar mintin ha dious an nos ; dious ar mintin, evit e adori, evit goulen digantàn ar graçou a bere hon eus ezomp epad un deiz, evit e pidi da rei e venediction d’hon devez ha d’hon labour, dious an nos, evit e drugarecât eus ar graçou en deus roet deomp epad an deiz, hac evit goulen digantâ pardoun eus ar fautou hon eus coumettet.

Seul vuy oc’h eus afferiou, eme Sant Gregor, seul vuy e tleit pidi, abalamour ma hoc’h eus muy a ezomp a sicour eus an Eê evit o ober mad. Quemerit cusul digant Doue en hoc’h afferiou, ha goulennit digantàn e sclerigen hac e assistanç :ar guir voyen ê da gaout un issu mad e quement a reot hac a antreprenot.

Ret ê ive pidi gant respet ha gant modesti. Ha c’hui a grete parlant ous ur Prinç en daill ma comset alies ous an Autrou-Doue ? Gant pebes hast e leverit-u ho pedennou ? Ma n’en em ententit quet hoc’h-unan penaus e fell deoc’h-u ho chezlaoue an Autrou-Doue ?