Buhez ar Sent/1837/Per, merzer eus a urz s. Dominiq
◄ Vital | Per, merzer eus a urz s. Dominiq | Catell a Sieen ► |
eur e carimp-ni Doue eguis en deus-èn caret ar
Sant-mâ guinidic a Veroon, pehini en deus gallet lavaret
evel un abostol Sant Pêr : Aznaout a rit, o va
Salver, penaus ho caràn ; rac e guirionez e garet en
deus e pep oad hac e peb stad eus e vuez.
E dad a oa heretiq, mæs dre c’hraç Doue ar c’hrouadur-mâ a gouezas etre daouarn ur mæstr santel pehini en instruas ervad. Ur Yontr dezàn o veza e gaet o tont eus ar scôl, en amser n’en devoa nemet seiz vloaz, a c’houlennas digantâ petra en devoa desquet. Ah ! emezân, desquet am eus ar Misteriou eus ar Feiz, pere a gredin betec ar maro.
O veza bet casset da Bouloign evit continui e studi, peguen, direglet bennac e oa an dud yaouanc eus ar Guær-ze, e conservas e innocanç dre ar beden, dre ar vortification ha dre an tec’h dious an occasionou.
O consideri an dangerou a gave er bed, en em rentas Religius eus a Urz Saut Dorniniq. Ebars ar stad-ze e cunduas ur vuez quer santel ma oa consideret evel un exempl a berfection. Ar brud anezàn a oa dijà eet dre an oll Itali pa bermetas, Doue e erruas gantâ un humiliation vras ha sansibl meurbet. Unan eus ar gouent a zispredas ur faut bras vannezàn hac a avertissas ar superior, pehini a reas e c’hervel hac en interrogeas var ar poent-ze. Ar Sant a gontribuas muy eguet den d’e gondaounatin ; rac, elec’h en em justifia, ne reas nemet lavaret e oa pec’her, hac e c’houlenne pinigen evit e bec’hejou. Neuse e oue casset da ur gouent-all a bell, ma tretet gant ur dismegeanç vras. Eno e tremene an darn-vuia eus e amser en oræsoun. Un deiz o veza prosternet dirag e Grucifi e tigouezas gantâ lavaret : Ha permetit a reot-hu, va Jesus, e andurren muy pell amser, me pehini a so innoçant ? Neuse e clevas ar c’homsou-mâ : Ha me, petra am boa-me grêt evit militout beza crucifiet ? Quemense, a grescas e garantez evit Jesus-Christ, hac a reas dezâ quemeret ar resolution da souffr e boan heb jamæs lavaret guer ebet, nac evit en em glem, nac evit en em justifia. Mæs Doue pehini a zifen bepret ar re innoçant, a reas aznaout e innocanç, ha guelet a rezeur ez edot en em dromplet.
An den santel-mâ en em lacaas neuse da rei missionou e Toscaan, e Romaign hac Milanæz. Evel m’en devoa un donæsoun particulier evit touich ha convertissa ar bec’herien vrassa, e teue ur foul quer bras a dud d’e glevet ma vihe contraign alies da brezeg e mæs an Ilis.
Un heretiq obstinet pehini ne glasque nemet ar voyen d’en dicrial etouez ar bobl, a reas vân da veza clàn, hac er pedas da rei dezân ar yec’het : e intantion oa da ober goudese goap eus an den santel ha da lacaat an oll d’e zisprigeout. Ar Sant a lavaras : pidi a ràn Jesus-Christ da rei deoc’h ar yec’het mar douc’h clàn, mæs ive d’ho renta clàn mar em tromplit. An heretiq a santas er memes moument ur simpladurez quer bras ma songe dezàn beza prest da vervel. Aznaout a reas e faut, pidi a eureu an den santel da gaout truez outâ, hac e vevas goudese e guir gristen.
Ar Sant a vouie ervad e oa c’hoas heretiquet-all pere a glasque noasout dezâ hac e laza memes : quemense ne viras quet na zisclerias dezo ur bresel continuel. Gouzout a ràn, emezàn, un devez en ur bresec, penaus adversourien Jesus-Christ hac adversourien e Ilis a fell dezo caout va buez : ar c’haëra chanç a ellont proculi din, eo scuilla va goad evit ar Feiz ; hac ar c’hraç-ze eo a choulennàn digant Doue a bell-amser.
Da benn neubeut goudese ez eas daou anezo d’e c’hedal var e hent, pere a roas dezàn daou daul sabren var ar penn, ha mervel a eureu en ur recita ar Credo, er bloaz 1252, d’an oad a c’huec’h vloaz ha daou-uguent.
Admiromp ar furnez hac ar gallout a Zoue, pehini en deus clasquet ar C’hrouadur-mâ e creiz an Heresy evit trec’hi ha distrugea an Heresy memes, hac evit ober anezàn ur Protector eus ar Feiz. Peguement a enor na ra quet d’hon Religion an exempl-mâ hebquen, dre bihini e velomp visiblamant penaus Doue e unan eo a furm gant e zorn an oll galloudec an Heroet Cristen hac an Difènsoret eus e Ilis. Evelse Sant Paul, evelse Sant Augustin o deus distruget an errot e pehini ez oant ganet. Trugarecaomp Doue da veza roet deomp ar c’hraç da veza bet ganet eus a guerent cristen, da veza graet deomp aznaout ar sclerigen eus ar Feiz, da veza hon recevet en e Ilis Santel exerçomp alies Actou a Feiz, mæs eus ur Feiz crê hac anflammet dre ar garantez.
Eil Reflexion. En amser ma oa tretet an Den santel-mâ gant quement a zismegeanç, e tigouezas dezâ lavaret. Ha me, petra am boa me græt evit militout beza crucifiet ? O respont admirabl ha capabl da arreti hor c’hlemou hac hor murmulou en hor poaniou hac hon afflictionou !