Buhez ar Sent/1837/Philip Neri

◄   Madalen Pazzi Philip Neri Mammert   ►


Ar c’huec’hvet var-nuguent a viz Maë.


SANT PHILIP NERI.


————


Ar Sant-mâ, Fondator eus ar Gongregation an Orator en Italy, a oa guinidic eus a Floranç. O veza c’hoas yaouanc e collas e vam ; hac, ec’his m’en devoa un natur vad ha douç, e tougas bepret ur respet bras evit e les-vam, pehini e recompans er c’haras ive bepret evel he mab propr.

Mont a reas da achui e studi da Rom, e pelec’h e voe consideret evel unan eus an habila Theologianet, hac unan eus ar brassa Sænt eus e amser. E Santelez a vrille bete var e bisaich ha var e oll exterior. Bemdez e bisite ar seiz Ilis eus a Rom, hac alies e mene un darn vras eus an nos er vered en oræsoun var beziou ar verzerien santel.

D’an oad a dri bloas var-nuguent e renoncas da bep commerç gant ar bed, evit en em rei oll d’an œuvrou a garantez. N’en em gountante quet da sicour ar re glàn en hospilaliou, ar beaurien mezus en o zyer, hac ar brisonerien, guelet e vihe bepret en action evit proculi dezo pep seurt soulageamant digant an dud vad.

Dre oboissanç, hac en despet d’e humilite en em rentas bælec d’an oad a c’huec’h vloas a tregont. Lavaret a ree an offeren gant ur fervor quer bras ma seblante beza ravisset hac extasiet, ha meur a veich ez-ê bet guelet o chom e creiz e oferen bete un heur a amser heb flaich, gant ur visaich ru-dân. An daëlou douç pere a scuille neuse a roe avoalc’h da aznaout an ardor eus ar garantez divin pehini a enflamme e ene.

Goude beza tremenet loden vad eus an nos en oræsoun, e lavare an oferen da c’houlou-deiz, ha diouc’htu en em lequee er goessionnal, e pelec’h e chome lies a veich bete an nos var yun.

Evel ma teue cals a dud d’e gaout, evit goulen e avis var o afferiou a goustianç, e coumansas da ober dezo instructionou e commun ; ha bepret e aichue an instruction dre ur beden public. O velet e cresque bemdez ar foul da zont da glevet e instructionou ; e quemeras bæleyen devot hac exemplus bras evit e sicour en exerciçou santel-ze. Ha cetu penaus e coumansas ar gongregation e væleyen, hanvet Tadou an Orator.

Doue a zisquezas ar santelez eus e servicher fidel dre gals a vurzudou, memes epad e vuez. Un devez o cridi rei da leina da ur paour ous e daul, e remercas ez oa un æl, pehini en ur zisparissa, en lesas en ur ravissamant bras. Ur veich-all e c’halvas da un heur goude hanter-nos unan eus a dadou e gongregation evit mont da visita ar re glàn en hospital ; an tad-ze a represantas dezàn e troublez repos an dud clàn. Iit, eme ar sænt, heb dale. An tad a oboissas, hac, en ur antren en Hospital, e velas un den prest da vervel, pehini n’en devoa quet c’hoas coesseet Doue a reas dezàn an amser d’e ober ; ha, goude beza recevet e sacramanchou, e varvas souden etre divrec’h an tad-ze.

Erfin S. Philip Neri, oaget a zaou vloas ha pevar-uguent, a rentas e Ene pur da Zoue er bloaz 1595.

E Vaximou Spirituel.

1. An nep en deus ur garantez parfet evit Doue, a guemer ar vuez-mâ e patiantet, hac a zesir ar maro evit gallout jouissa eus ar guêl a Zoue.

2. Un den pehini a ene an Autrou Doue, penaus e all-èn caret tra ebet nemet-ân ; pe da viana, penaus e all-èn caret un dra bennâc-all nemet evit Doue hac e Doue ?

3. Ha ne d’ê quet un dra estranch, goude beza recevet un Doue en e galon dre ar Goumunion santel, mancout goudese da veva hervez al lesen eus e garantez !

4. Doue pehini a so quen din da veza caret, ha pehini en deus quement coumandet deomp e garet, perac n’en deus-en roet deomp nemet ur galou evit e garet, hac c’hoas ur galon quen bian !

REFLEXION.

Soueset oump gant admiration pa lennomp Buez ar Sant-mâ pebes transport a garantez a sante pa edo ous an Auter ; gant pebes tân divin ez oa anflamet e galon hac e visaich, ha pebes abondanç a zaëlou a scuille epad ar Sacrifiç eus an Oferen. Mæs sioas ! na dlefem-ni quet beza soueset muyoc’h c’hoas o velet gant peguen neubeut a respet e assistomp er Sacrifiç divin-ze, hac gant peguen neubeut a zevotion e tostaomp ous an daul santel ? Ha ne d’ê quet estranch e ve hor c’halon quer yen en amser ma praticomp ar Mysteriou divin, hac en amser memes ma recevomp un Doue quer carantezus ha quel liberal en hon andret.

Pa ne zeu quet un tan bras d’hon toma na da lacâat groës ebet enomp, ur merq eo ez-oum clàn bras. Peguer clàn n’oude quet eta, va c’halon, ma ne doud quet touchet na tenereet, pa dostees ous an Daul santel, pa receves da Zoue, ha pa en em unisses gantàn !