Buhez ar Sent/1837/Pii V

◄   Monica Pii V Yan Damasceen   ►


Ar pempet devez a viz Maë.


SANT PII, PAB,
PEMPET EUS AN HANO.


————


Ar Sant-mâ a oue ganet en ur guær vian er Milane. Goude beza græt darn eus e studi en ur gouent eus a urz Sant Dominiq, e quemeras an habit er memes couent, d’an oad a bemzec vloas, hac e reas e noviciat gant ur fervor pehini a reas da aznaout e vize un deiz ur Sant bras an ornamant ha gloar an urz santel-ze.

Quentre m’en devoe aichuet e stridi, e regeantas en ur fæçoun ma oue admiret gant an oll. O veza bet lequeet da superior en e Gouent, e c’houarnas e Religiuset gant ur furnez pehini ne reas quet dezàn neubeutoc’h a enor. Ouspen-ze e presegas e meur a lec’h, ha bepret gant ur frouez admirabl.

Ar Gardinalet oc’h aznaout e squiant dreist-ordinal hac e zêl ardant evit zilvidiguez an eneou, er choasas evit inquisitor ; ne oufer quet isplica ar mad a reas er Garg-se, na quement en devoe da souffr abers an Heretiquet. Ar Pab a ree ivez quement a istim anezàn, ma er greas Escop, ha goudese Cardinal. Ar Prelat santel a lequeas un urz caër en e oll Escopty, quercouls dre e exempl hac e zouçder, evel dre e instructionou bac e ordrenançou : netra ne alle resista ous an humilite, hac ar vuez exemplus eus un Escop quer bras, hac ur C’hardinal quer santei.

Dre-ze ive, pa varvas ar Pab, e voa choaset en e blaç evel an dina eus ar garg guenta-ze eus an Ilis. Ar Pab santel-mâ a goumanças dre lacaat urz vad er Guær a Rom : chasseal a reas eus ar guær an dud all hac a voall exempl, pere a oa obstinet ha digouraich ; pourvei a eureu da oll ezomou ar beaurien ; fournissa a ree d’ar merc’het paour peadra evit ober ur fortun honest ha dereat, pe evit en em lacaat en ur Gouent bennâc ; antreteni a ree Missionerien er Broïou pella eus ar bed ; bete en Ameriq.

Sicour a reas meurbet ar gristenien en ur Bresel o devoa a enep an Turquet pere a glasque quemeret Enesen Malt, Veniis hac ar Siciil ; rei a reas quement arc’hant ha quement mad en devoa, evit o sicour en ur Bresel quen important. Ar Gristenien a c’hounezas ar c’haëra Victor a oa bet gounezet biscoas ; an Turquet a gollas tregont-mil den ha tri-c’hant Lestr, ha dilivret e voe a gaptivite taust da uguent-mil esclaf Cristen. Attribui a rezeur an oll gloar eus ar Victor-ze, gounezet d’ar seizvet a viz Here er bloaz 1571, da bedennou ar Pab santel, pehini, epad an oll amser-ze, p’en devoa quet heanet o pidi an Autrou Doue da sellet a druez ous arme ar Gristenien ; en effet, beza en devoe ur revelation, eus ar Victor er moument ma voe gounezet, hac e reas renta graçou da Zoue e Rom, meur a zeiz abars ma ellas erruout an expres da zigaç ar c’helou.

Petra bennâc ma voa-èn carguet eus ar sourci an Ilis Universel, ha m’en devoa neubeut a yec’het, e cundue bepret ur vuez quer mortifiet, evel m’en devoa græt er Gouent : ne zebre quet a guiq ouspen teir gueich ar sizun. Bemdez e lavare e Chapelet ; ha biscoas ne vancas da assista er bedennou a vize græt bep-nos e comun en e dy.

Erfin, ar Pab bras-mâ oaget a eiz vloaz ha tri-uguent, goode un agoni douc ha ber, pehini a vize bet quemeret evit un Oræsoun, a rentas e Ene da Zoue, er bloaz 1572.

REFLEXION.

O peguer bras eo an nerz eus ar beden ! Gant ar Beden e tigorer ar Barados, hac e serrer an Ifern. E lavaret a ràn deoc’h, eme Jesus-Christ : quement a c’houlennot digant va Zad em hano en accordo deoc’h.

Ho pêt recours bepret d’ar Beden e quement a antreprenot, mar fell deoc’h caout un issu mad. Caër ho pe ober, caër ho pe labourat, ne reot netra ma ne labour Doue gueneoc’h.

En ur-bidi evidoc’h, ne ancouaït ouet da bidi evit ar re-all, evit ho tud, evit ho pugale, evit an Ilis, evit ar Rouantelez, etc. Sant Pii, dre e bedennou, a obtenas digant Doue, evit ar gristenien, ur Victor gaër var o ennemiet, Santes Monica a behini hor boa dec’h ar gouel, a vilidas dre he fedennou conversion he fried, hac hini he mab Sant Augustin.