Buhez ar Sent/1837/Romen, religius

◄   Per Damien Romen, religius Eudoç   ►


An eizvet-var-nuguent a viz Fevrer.


SANT ROMEN, RELIGIUS.


————


Sant Romen, ganet e Bourgoin, a dremenas e yaouanctis en un innocanç admirabl ; hac, evit e c’honservi, e quemeras ar resolution da guitaat ar bed e pehini e vele quen alies a zanger. Mont a reas da gaout Religiuset pere a veve en ur fervor vras, evit disqui gant-o ar guir voyen da ober e silvidiguez ha da bratica ar berfection eus an Aviel.

Goude beza bet instruet en ur scol quer mad, en em retiras en ur c’hoat eus a Escopli Lyon, resolvet da bratica e-unan an oll vertuziou a admire ebars ar re-all.

Ur breur dezàn a zeuas d’e gaout, hac en em rentas e Zisquibl. Tremen a reent an darn-vuya eus an dez hac eus an nos o veuli Doue, hac o vedita en e vadelez hac en e visericord. Mæs an drouc-speret n’o lesas quet pell e peoc’h ; antrepren a reas ober dezo quitaat an deserz, oc’h o zourmanti dre pep seurt temptationou, ispicial pa vigent gant o fedennou, en hevelep fæçoun ma resont o sonch da vont da glasq ul lec’h-all bennâc e pehini e alzent beva guell e repos. O veza en em lequeet en hent, e voent obliget da logea e ty ur vreg paour. Ar vreg-mâ, leun a furnez, o veza clevet gant-o ar sujet a ree dezo quitaat an Deserz, a represantas dezo ar gaou a rent outo o-unan d’en em lesel evel-se da veza trec’het gant an demptation : combatit, emezi, gant couraich ous an drouc-speret, perseverit da resista ountâ, hac e pellaï diouzoc’h. An daou vreur mezus da veza bet quen laich ha quen diagalon, a zistroas var o c’hiz d’an Deserz, hac e quefzont ar peoc’h. Beva a reent assambles en un union ar c’haëra ; n’o devoa o daou nemet ur memes volontez hac ur memes calon, petra bennâc ma o devoa humoriou diffarant ; rac Sant Romen en devoa ur speret douç ha patiant, hac e vreur a voa prim ha pront dre natur.

Ar brud eus o santelez a zigaças dezo un niver quer bras a zisquibien, ma voe ret sevel ur Gouent pehini en em gavas souden carguet a Religiuset. Breur ar Sant-mâ o veza reprenet gant rusder daouzec anezo pere a voa fazyet, ar re-mâ, pere n’o devoa quet ur speret humbl aoualc’h, na elzont quet suporti bez reprenet en ur fæçoun quer rust, fallout a reas dezo memes sortial eus ar Gouent ; mæs Sant Romen gant e zouçder a dennas ar sonch-se eus o speret, hac e teuzont goude-se, dre o fervor, da rapari o faut.

Erfin ar Sant-mâ, goude beza gouarnet e Religiuset gant un douçder admirabl, ha desquet dezo an hent eus ar berfection, a rentas e Ene da Zoue, er bloaz 460, e tro an oad a tri-uguent vloaz.

REFLEXION.

An drouc-speret, adversour ar silvidiguez, a reas d’an daou Religius-mâ quitaat an deserz, mæs ne voent quet pell heb distrei var o c’his. Ur vreg paour oc’h o repren a reas dezo distrei d’ar gombat. Admirit eus a ur c’hostez sempladurez an den, hac eus ur c’hostez-all humilite ar Sænt. Douc a bermet aviziou e teu ar re devot da goueza : mæs ar re humbl ne chomont quet pell heb sevel ; Doue ne zale quet da ober dezo aznaout o faut, hac int-ii ne zaleont quet d’en em gorrigea.

Eil Reflexion. Daouzec Religius a voa prest da guitaat ar Gouent, abalamour ma voant bet reprenet rust ha marteze e vizent-ii en em gollet er bed ; Sant Romen dre e zouçder a reas dezo chom eno, hac e teuzont da rapari o faut dre ur vuez devot ha fervant. Clenvejou an Ene a C’houlen beza tretet gant douçder evel re ar c’horf. Mar deut da drei ha da zistrei en ur fæçoun rust un den clàn en e vele ; elec’h e soulagi, e crisquit e boan hac e anquen ; evelse mar reprenit ho nessa eus e faut dre gomsou rust ha c’huero, elec’h guellaat an drouc, e teuet alies d’e voassaat. Reprenit ar re a fazi, mæs gant carantez ; clasquit o frofit, mæs na glasquit james countanti ho speret pe hoc’h-humor, hac e velot pebes nerz e deus an douçder.