Buhez ar Sent/1837/Romual

◄   Dorotee Romual Yan Matha   ►


Ar seizvet devez a viz Fevrer.


SANT ROMUAL, ABAD.


————


Romual disquennet eus an Duguet a Raveen, a heulias ar bed e bligeadurezou, bete an oad a uguent vloaz.

E dad en devoe un devez disput ous unan eus e guerent, en em ganna a reas gantàn, hac el lazas, Romual, pehini a voa presant, petra bennâc ne voa quet caus eus ar goal affer-ze, en em santas quen touichet, ma quemeras ar resolution da guitaat ar bed evit ober pinigen.

En em denna a eureu en Deserz, equichen un Hermit devot. Eno e cavas peadra da countanti an desir en devoa da bratica ar binigen.

Bemdez e lavarent o daou assambles an Ofiç ; hac evel Romual a fazie alies er goumançamant, an Hermit, evit e gorrigea, a roe dezâ bep-tro un taul gant ur voalen vian var gostez e benn. E Zisquibl, goude beza anduret pell amser heb lavaret guær, er pedas un deiz da squei var ar c’hostez all, abalamour, emezàn, ma colle ar c’hlêved eus ar c’hostez-ze. An Hermit a admiras e batiantet, hac en tretas goude-ze gant muy a zouçder, ha da benn neubeut amser er c’honsideras evel e Væstr er vuez spirituel.

Romual en em dennas goude-ze en un Deserz hanvet Camaldoli, e pelec’h en devoe souden cals a Zisquibien. Eno, o veza cousquet un deiz equichen ur feunteun, e velas dre e sonch ur squeul, eus a behini an troad a voa var an douar hac ar beg a hye bete an Eê, hac e velas Religiuset guisquet e guenn o pignat var ar squeul-ze. Goude ar sonch misterius-se, e roas d’e Zisquibien an habit guenn gant Reglennou caër a vuez. Evel-hen eo e coumanças an Urz a Gamaldûl, pehini, en deus roet quement a Sænt d’an ilis.

Ar Sant-mâ, o veza clevet penaus e dad, da behini en devoa graet Doue ar c’hraç da guitaat ar bed ha da antren eu ur gouent a oa var ar poent da sortial evit distrei er bed, a yeas d’e gaout, hac a gomsas outàn quer mad ha quer caër ma en rentas ferm er stad en devoa quemeret ; ha beza en devoe ar gonsolation d’e velet o vervel eguis ur Sant.

E Garantez evit Jesus-Christ a voa quen ardant, ma vize clevet, alies en deiz, o lavaret ennâ e-unan : Ô va Jesus leun a zouçder ! o Doue eus va c’halon ! va Salver carantezus, zouçder ar Sænt, mêl delicius an Eneou pur va Jesus douç ha mad hac ar fin eus va oll desirou !

Erfin, oaget a c’huec’h-uguent vloaz ez eas da receo en Eê ar recompanç eus e labourou hac eus e boaniou, var dro ar bloaz 1027.

Maximou Spirituel Sant Romual.

1. Buez ar Sænt a zeu da douich ha da ranna va c’halon : carguet oùn a gonfusion hac a vez pa gonsideraàn petra o deus-ii græ, ha petra a ràn-me va unan.

2. Ma carres, Romual, lesel graç Doue da operi en da ene, petra na refes-te ? Da santimant da-unan a heulies, miserabl, hac e colles tout.

3. Peguen terrubl eo jugeamant an Autrou-Doue ! Pell amser so abaoue en em breparàn da vervel ; ha seul-vuy e songeàn, seul-vuy e seblant din ez oùn indin da apparissa dirac Doue.

4. Guel eo souffr gant milit, o veza innoçant, eguet souffr dre e faut, o veza coupabl.

5. Bevet am eus uguent vloaz etouez ar bed, ha cant vloaz e Gouent hac en Deserz. Peguer ber eo bet ar c’hant vloaz-mâ ! Ha peguent hir, peguen leun a viseriou eo bet an uguent vloaz-ze !

6. Pa vanq an dud deomp, Doue hor sicour, ha guel eo caout Doue e-unan, eguet cant ha cant mil den.

REFLEXION.

Ar binigen vras hac ar yuniou en deus pratiquet Sant Romual epad cant vloaz, n’o deus quet miret n’en deus bevet bete an oad a c’huec’h-uguent vloaz. Goude quemense penaus e illit-hu cridi e teufac’h da ziverra ho puez evit yun ar C’horaïz, evit sevel un hanter-heur abretoc’h, evit renta da Zoue ho tever a Gristen, dious ar mintin ? Ah ! peguen douç eo impligea e vuez e servich Doue, pehini a vouar e c’honservi hac e astenn, pa e zispriser evit e c’hloar.

Eil Reflexion. Ar Sant-mâ, goude ur binigen a gant vloaz, a zougue Jougeamanchou Doue. Petra a raïmp-ni eta, ni pere hon eus tremenet quement a amser er pec’het ha quen neubeut er binigen ? Ni pere n’hon eus quet coumancet da veva ervad, na songet da vervel ervad.