Buhez ar Sent/1837/Scolastiq

◄   Apollina Scolastiq Guillerm, duc eus a Aquitên   ►


An decvet devez a viz Fevrer.


SANTES SCOLASTIQ, GUERC’HES.


————


Santes Scolastiq, c’hoar da Sant Beneat, a oa guinidic eus an Italii. He mam leun a vertuz a inspiras dezi abred santimanchou bras a Religion ; hac hi ne gave quet douçoc’h pligeadur eguet chezlaou instructionou he mam devot.

Petra bennâc ma voa pinvidic, ha m’en devoa cals a speret, e care beva retiret. Ar guiscamanchou monden ne blichezont biscoas dezo ; hac ive clevet e devoa cant gueich gant he mam penaus ar guiscsmanchou caëra ne ouffen quet rei milit ebet da zen, ha penaus ar c’haëra meuleudy a oufer ober eus ur plac’h, eo lavaret ez ê modest ha devot.

O veza clevet coms eus ar vuez santel a gundue he breur er gouent var Menez Cassin, en em santas touichet hac inspiret d’e imita. O consideri neuse penaus n’e voa-hi quet neubeutoc’h interesset, na neubeutoc’h obliget evit he breur da labourat en he silvidiguez, ez eas d’e gaout, evit disqui gantan an hent eus ar berfection ; ha goude beza discleriet dezàn ar c’hoant e devoa da dremen he buez er solitud, er pedas d’e instrui var ar pez a dlie da ober, ha da rei dezi ur reglen a vuez. Sant Beneat a roas dezi casi ar memes reglen evel m’en devoa roet d’e religiuset, hac ar santes e miras gant fidelite ha gant fervor.

Ar brud eus he santelez a reas da un nombr bras a verc’het dont d’e c’haout evit beva gant-hi bac en em angagi da viret ar memes reglen evel-di.

Ar Guerc’heset santel-ze, occupet hepquen eus ar sourci da bligeout da Zoue, a zeuas souden da ancounec’hât betec ar sonch eus ar bed. An oræsoun a voa o exerciç ordinal en nos hac en dez ; miret a reent bepret ar silanç, ha yun an darn vuia eus an amser ; o finigen a voa bras ; o c’hamprou, o meubl, o bevanc, o guiscamant a voa dister ha paour. Chetu e pe fæçoun e coumanças an urz caër-mâ, pehini en deus contet bete pevarzec mil couent, hac e pehini e veler c’hoaz un nombr quer bras a verc’het distinguet dre o noblanç, ha cals a brinceset o preferi Croas Jesus-Christ da c’hloar ar bed.

Santes Scolastiq a yee ur veich ar bloaz da velet he breur, evit renta cont dezâ eus ar fæçoun ma veve e-unan hac eus an hini ma c’houarne he leaneset. Sant Beneat, pehini ne souffre quet e teusie e c’hoar bete ar gouent, a iee ê compaignunez ur religius-all d’e receo en ur plaç er meas eus ar gouent.

Æz eo comprenn peguer santel ez oa conversation hac antretien ar sant hac ar santes-mâ, pere a voa o daou leun eus ar garantez divin. N’en em antretenent nemed eus a Zoue, eus e vadelez hac eus e visericord en o andret, Sant Beneat a gonte d’e c’hoar lod eus ar graçou en devoa recevet digant Doue, ha santes Scolastiq a zisclerie d’he breur ar faveriou a bere en devoa Doue e c’harguet. Evel-hen eo en em sicourent an eil eguile da avanç muy-oc’h-muy en hent eus ar berfection.

Ar santes-mâ a rentas he ene pur da Zoue e tre ar bloaz 543. Sant Beneat pehini a oa en amser-ze en oræsoun, a velas he ene o pignat en eé dindan ar furm eus ur goulm. Ravisset neuse gant joa o velet an eurusdet a behini a jouisse e c’hloar, e rentas graçou da Zoue assambles gant e oll Religiuset, eus a bere e cassas lod da guemeret ar C’horf santel evit e dransporti var Menez Cassin, hac e reas e enterri er bez en devoa preparet evitâ e-unan.

Maximou spirituel Santes Scolastiq.

1. Ar syoulanç a so an Æl gardien eus ar guir devotion.

2. En oræsoun e quef ar galon e joa hac e c’hountantamant. 3. Ma ouffe an oll an douçder hac ar bligeaduriou pur a ro Doue d’ar re er servich gaht carantez, piou n’en deffe quet c’hoant d’e servicha gant fidelite ?

4. Un devez impliget-mad, o servicha Doue, a denn muy a brofit deomp eguet mil devez impliget oc’h acquisita madou ar bed.

5. O seliet ous ar Grucify e santàn ur soulageamant vras er poaniou a souffran.

6. Ret ê parlant eus a Zoue hac eus a draou edifiant, pe ret eo tevel ; rac quelaichou ar bed ne vilitont quet e ve comset anezo.

REFLEXION.

Ar gonversation e devoa Santes Scolastiq gant he breur ur veich er bloaz a voa edifiant meurbet ; ne barlantent nemet eus a Zoue, eus e vadelez hac eus e visericord, evit en em sicour an eil eguile d’e servicha gant muy a fervor. Pa en em guivit e compaignunez, ha parlant a rit-hu alies eus a Zoue ? ha parlant a rit-hu da viana eus a draou mad bepret ? Pa garer ur re bennâc, en em bliger o parlant anezàn. Neubeut a garantez hon eus evit Doue, chetu perac e parlantomp quen neubeut anezâ. Ar re n’en em antretenont er gonversation nemet eus a quehezlou ar bed, pe a barlant eus a hemâ hac eus a hounes, ouspen ma collont an amser, e maint en danger da goueza e meur a faut hac e meur a bec’het, ma ne lequeont evez mad.