Buhez ar Sent/1837/Simeon Stilit

◄   Per-Thomas Simeon Stilit Gouel a Rouanez   ►


Ar pempet devez a viz Guenver.


SANT SIMEON STILIT.


————


Buez ar Sant-mâ a so leun a draou quen dreist-ordinal ha quer burzudus, ma tle beza quen consideret casi evel ur miracl, eguet evel un exempl da veza imitet. Falvezet eo bet da Zoue disquez dre eno petra a ell an den pa ve fidel d’e inspirationou santel, ha pa ve soutenet dre e c’hraç, ha disquez a ra deomp er memes amser peguen digouraich oump en e servich.

Simeon, guinidic a Syrii, a dremenas e guenta amser o tivoal an dêvet. D’an oad a drizec vloaz o veza clevet ar c’homsou-mâ eus an aviel : eürus ar re a vouel, e c’houlennas digant un den ancien ha devot, petra a sinifient ; an den mad-se a lavaras dezâ penaus e voa eürus a re a zeu da vouela o fec’hejou hac re ar bed, e voa eürus ar re a so affliget er bed-mad, hac erfin ar re a gundu ur vuez penitant ha pell dious ar bed, o contempli bemdez passion ha maro hor Salver. En ur glevet quemense en em santas quen touichet ma zeas hep differi en un deserz e pelec’h e tremenas seiz deves o vouela hac o pidi, prosternet var an douar. Goudese, ez eas d’en em brosterni da dreit un abat Santel eus ur gouent a dost, pehini o velet e zaelou hac an desir bras en devoa da servicha Doue, èn recevas er gouent.

Simeon a dibasseas souden an oll religiuset dre e yuniou ha dre e vortificationou dreist-ordinal ; ha goude beza chomet tri bloaz er gouent, e c’houlennas conge da vont dounoc’h en deserz, e pelec’h, gant ar fizianç vras en devoa e sicour an Antrou Doue, e entreprenas, evit imita yun hor Salver, tremen ar c’horaïs eb dibri netra ; hac e ober a eureu. D’ar sul fasq ur Bælec o veza deut evit e velet er c’havas quer sempl, ma voa en danger da vervel, e sacramanti a reas, hac ar vagadurez divin-se a rentas dezàn e nerz. Neuse leun a fizianç en hini en devoa graet ar miracl-se en e andret, e quemeras ar resolution da dremen ar c’horaïs er memes faeçoun, peb bloaz epad e vuez. Theodoret, pehini en deus scrivet buez ar Sant-mâ, a raport penaus, en amser ma e scrive, en devoa dija yunet evel-se eis c’hoaraïz var-nuguent. Ar memes Theodoret a lavar c’hoas penaus, en amseriou-all, e tebre quen neubeut a dra, ma eller lavaret penaus ar c’horf adorabl a Jesus-Christ, pehini a receve, bep eiz dez, a oa casi e oll bevanç.

Ar brud eus e santelez o veza eet dre ar vro, e teue tud a bep lec’h d’e velet ; neuse, evit en em denna dious ar foul, pehini en distroe dious e oræsoun, sevel a reas gant maein ur goulounen, da ouzot eo, ur pilier huel, var c’horre pehini e tremenas meur a vloaz, exposet d’an avel d’ar glao ha d’an oll drougamseriou.

Ar fæçoun quen extraordinal-ze da veva, a dennas meur a bersecution varnezàn ; cavet e voe tud pere a zeuas d’e injuria : lod en accuse eus a vanite, re all er galve bigot ha trompler. An hermitet memes eus an Egypt a zeuas d’e amprou : lavaret a resont etrezo, e voa red ordren dezan, abers an tad superior, disquen divar e goulounen, hac en em renta etouez ar religiuset all, ha penaus mar revusse e ober, e vise ur merq assur ne oa quet speret Doue en dalc’he eno ; mæs er c’hontrol ; ma oboisse, ne vise douetanç ebet ne voa dre inspiration Doue e chomme eno ; caç a resont ur religius d’e gaout, evit ordren dezà disquen abers ar Superior ; quentre ma clevas ar Sant an urz en em lacaas e taill da zisquen gant un ær countant. Un oboissanç quer prount a reas ma voe aznavezet e vertuz, ha ma voe leset gantàn al liberte da chom en e blaç.

Eno en em offre da Zoue dre bedennou fervant ; eno e pratique ar brassa austeriteou ; eus ac’hano e prezegue, diou pe deir gueich bemdez, ar binigen hac an disprisanç eus ar bed, da ur bobl infinit a zeue d’e glevet, ha guelet e voe sarrazinet, morianet ha cals a infidelet-all, o tont e foul da c’houlen ar vadiziant, goude m’o devoa guelet ,ha clevet an den santel.

Petra bennâc ma cundue ur vuez quer rust, pehini a eller guervel ur verzerinti continuel ac ur miracl a binigen, en devoa ur speret bepret ingal hac un douçder carantezus, pehini ne ell quet beza separet dious ar guir devotion, ha pehini ne servichas quet neubeut dezàn da gonvertissa quement a dud.

Erfin, goude beza tremenet ouspen daou-uguent vloaz var ar goulounen, uset dre ur verzerinti quer rust, ha leun a miritou, e rentas e speret eürus da Zoue, vardro ar bloaz 462.

REFLEXION.

Soueset oump o consideri buez extraordinal Sant Simeon Stilit, o consideri e binigen hir ha Bras meurbet : p’eur e vezimp-ni soueset en ur ober reflexion var hon lachete hac hon delicateri ?

Eil Reflexion. Descomp da neubeuta, dre exempl ar Sant-mâ, penaus ar merq eus ar guir vertuz, eo an oboissanç hac an humilite.